Bro-C'hall
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Bro-C'hall ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Evit implijoù all, gwelet Bro-C'hall (disheñvelout).
Unaniezh Europa
| |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Republik c'hall (fr) République française | |||||||
| |||||||
Kan broadel | La Marseillaise | ||||||
Yezh ofisiel | Galleg | ||||||
Kêr-benn | Pariz | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
675 417 km² 0.26% | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
67 064 000 (2020) 99.29/km² | ||||||
Prezidant | Emmanuel Macron | ||||||
Kentañ ministr | François Bayrou | ||||||
Gouel broadel | 14 a viz Gouere | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 33 | ||||||
Kod Internet | .fr |
Bro-C'hall zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar C'hornôg. Gallaoued eo an dud zo o chom enni. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved (nemet e oa Versailhez etre 1682 ha 1789 ha Vichy etre 1940 ha 1944) .
Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn.
République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int.
Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.
Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz Charles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.
Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour(Daveoù a vank). Eus mare an Dispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he c'han broadel ar Marseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz kemeridigezh ar Bastille, Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).
An anv Bro-C'hall ha Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger Frañs a zeu eus an anv gallek France, deuet eus an anv Francia, ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1].
An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia hag Alamagn. Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren(Daveoù a vank).
Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ France e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozeet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar XVvet kantved[1].
Hiziv hon deiz e talvez Frañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurted ar maezioù hag ar gweledvaoù.
Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude ar Stadoù-Unanet. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs : Mor an Norzh, Mor Breizh, ar Mor Keltiek, ar Meurvor Atlantel, ar Mor Kreizdouar, ar Mor Karib, ar Meurvor Indian, ar Meurvor Habask, Meurvor Antarktika.
Kêrioù pennañ Bro C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]# | Kêr | Departamant | Rannvro | D'an 8 a viz Meurzh 1999 | D'ar 1añ a viz Genver 2006 | D'ar 1añ a viz Genver 2010 (tolead kêr) |
---|---|---|---|---|---|---|
1 | Pariz | Pariz | Île-de-France | 2 125 246 | 2 181 371 | 12 223 100 |
2 | Marselha gant Ais | Bouches-du-Rhône | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 798 430 | 839 045 | 1 718 281 |
3 | Lyon | Rhône | Auvergne-Rhône-Alpes | 445 452 | 472 305 | 2 165 785 |
4 | Tolosa | Haute-Garonne | Okitania | 390 350 | 437 715 | 1 232 398 |
5 | Niça | Alpes-Maritimes | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 342 738 | 347 060 | 1 001 295 |
6 | Naoned | Liger-Atlantel | Broioù al Liger | 270 251 | 282 853 | 873 133 |
7 | Strasbourg | Bas-Rhin | Grand-Est | 264 115 | 272 975 | 761 042 |
8 | Montpellier | Hérault | Okitania | 225 392 | 251 634 | 549 491 |
9 | Bourdel | Gironde | Akitania-Nevez | 215 363 | 232 260 | 1 127 776 |
10 | Lille | Nord | Hauts-de-France | 184 657 | 226 014 | 1 158 306 |
11 | Roazhon | Il-ha-Gwilen | Rannvro Breizh | 206 229 | 209 613 | 671 845 |
12 | Reims | Marne | Grand-Est | 187 206 | 183 837 | ' |
13 | an Havr-Nevez | Seine-Maritime | Normandi | 190 905 | 182 580 | ' |
14 | Saint-Étienne | Loire | Auvergne-Rhône-Alpes | 180 210 | 177 480 | 508 847 |
15 | Toulon | Var | Provence-Alpes-Côte d'Azur | 160 639 | 167 816 | 606 947 |
16 | Grenoble | Isère | Auvergne-Rhône-Alpes | 153 317 | 156 107 | 669 595 |
17 | Dijon | Côte-d'Or | Bourgogne-Franche-Comté | 149 867 | 151 504 | 151 543 |
18 | Angers | Maine-et-Loire | Broioù al Liger | 151 279 | 152 337 | ' |
19 | ar Mañs | Sarthe | Broioù al Liger | 146 105 | 144 016 | ' |
20 | Nîmes | Gard | Okitania | 133 424 | 144 092 | ' |
Savidigezh an torosennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar bebeiladur savidigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :
- En Amzervezh kentañ en em sav ar menezioù herkiniat, uhel-kenañ, diwar obererezh ar menezioù-tan. Diouzh ober ar c'hrignerezh eo bet kompezet ar menezioù betek dont da vezañ argompezennoù.
- En Eil Amzervezh ez a uhel live ar morioù ken eo bet goloet an douar gant gouelezennoù kouezhet kantvedoù-pad, dezho un tevder divent.
- En Trede Amzervezh en em sav menezioù en-dro (an Alpoù hag ar Pireneoù) ken ez a ar gouelezennadoù d'ober an diazadoù ha menezioù bihanoc'h tro-dro d'an aradennadoù nevez.
- Er Pevare amzervezh ez eus bet deuet meur a skornadenn vras gant hoaladoù diskorn pebeilet ken eo bet donaet traoñiennoù 'zo ha krouet meur a lenn, lenn ar Bourget, lenn Annecy ha lenn Jeneva ar brasañ anezho.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843(Daveoù a vank). Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs.
Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude.
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.
- ar galleg end-eeun (ar yezh ofisiel nemeti), diazezet war yezh Enez-Frañs ha Touraine dreist-holl, hag ar rannyezhoù (anvet ivez yezhoù oïl);
- yezhoù latin all : okitaneg, katalaneg, korseg, frankoprovañseg.
- yezhoù germanek : nederlandeg, alamaneg (elzaseg, luksembourgeg);
- ur yezh dianav hec'h orin : an euskareg;
- ur yezh keltiek : ar brezhoneg.
A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all...
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh Kenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. An euro eo ar moneiz abaoe 1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e parelezh galloud-prenañ e 2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ.
Renk ar Frañs er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit feuriadur diorroadur mab-den jedet gant ar Broadoù-Unanet emañ ar Frañs en 20vet plas er bloaz 2011[2].
- Evit feur an demokratelezh jedet gant The Economist emañ ar Frañs en 28vet plas er bloaz 2012, e-touez an "demokratelezhioù siek"[3]
- Evit a sell frankiz ar c'helaouiñ hag ar gazetennerien e oa ar Frañs en 39vet plas (war 180) er bloaz 2014 hervez Reporters sans frontières[4].
- Evit a sell parelezh ar baotred hag ar merc'hed emañ ar Frañs en 48vet plas (war 135) er bloaz 2011 hervez ar World Ecomomic Forum[5].
- Evit ar goubrenerezh e oa ar Frañs en 23vet plas e 2015 hervez Transparency International, gant un notenn a 70 (diwar 100)[6].
- Evit "feur ar peoc'h" emañ ar Frañs er 36vet plas diwar 153 e 2011, hervez Institute for Economics and Peace[7].
- Evit "gwarez ar vuhez prevez" eo notennet fall gant Privacy International[8] (25vet war 27 en UE).
- Evit an "neveziñ" e oa ar Frañs en 20vet e 2013 hervez skol-veur Cornell (USA), Insead (Frañs) hag Aozadur bedel ar perc'hennañ spered[9].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Er C'hatolikon (embannadur 1499).
- ↑ (en) [http://hdr.undp.org/en/media/HDR_2011_EN_Tables.pdf UNDP
- ↑ RSF
- ↑ (fr) RSF
- ↑ WEF
- ↑ Transparency International
- ↑ IEP
- ↑ Privacy International
- ↑ WIPO
Porched Bro-C'hall – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vro-C'hall. |
|
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |
Izili Kuzul Surentez ABU |
||
---|---|---|
Izili hollbadus | ||
Kefridi 2016-2017 | ||
Kefridi 2015-2016 | ||
2021–2022 | ||
2022–2023 |