Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan/Dihelloù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

[1] Klaod.

Livourien italian

[kemmañ ar vammenn]

Demat! Kentoc'h eget sevel rummadoù resis-tre evel Rummad:Livourien italian ar XVvet kantved gant ur pennad pe zaou e barzh, e gav din e vije gwelloc'h lakaat daou rummad d'ar pennadoù: Rummad:Livourien italian ha Rummad:Livourien ar XVvet kantved. Hag e c'hellfes sevel ur bajenn ouzhpenn, a-ratozh : Roll kronologel al livourien italian pe me oar me... Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 16:26 (UTC)[respont]

Un ali fall e oa, ha n'eo ket bet heuliet: 7 anv zo er rummad n'eo ket echu. Bianchi-Bihan 11 Her 2009 da 14:38 (UTC)[respont]

War evezh out c'hoazh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet out bet war evezh ganin evit da dagadennoù diehan a enep d'an implijer Neal (gw. ar pezh a skriven dec'h: Ma zo un emzalc'h e gwirionez a zo dizereat da 100% avat ez eo hini Bianchi-Bihan ha feulster ar pezh a skriv er pajennoù "kaozeadenn" a-enep da Neal : "drougober", "harz d'ar gwalldaolioù", "e blijadur eo lakaat reuz em labour", "kemm a ra hervez e c'hoant, evel ma tistruj hervez e c'hoant", "drougober", "distrujet", "freuz", "ar freuzer", hag all.). Ar gwir peus nompas bezañ a-du gantañ, met ret eo dit doujañ d'an holl implijerien war ar wikipedia-mañ ha deskiñ eskemm en un doare seven hag habask. D'ar gunujenn pe dagadenn gentañ e vi stanket ganin evit adkavout un tammig sederded hag aergelc'h kenlabour war ar wikipedia-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 31 Gou 2007 da 17:46 (UTC)[respont]

Lakaet oas bet war evezh ganin. N'out ket aotreet tennañ seurt kemenadenn keit ma chomes war evezh. Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 22:31 (UTC)[respont]

Falstamalloù

[kemmañ ar vammenn]
Tennet e oa bet an evezhiadenn abalamour d'ar falstamalloù a oa ennañ.
Ar feulster nemetañ eo an distruj, n'eo ket komz eus an distruj. Kement-se a gaver el levrioù politikerezh evel er vuhez.
Echu e vije an afer-se, peogwir e oa bet adsavet ganit pezh a oa bet freuzet (pezh a ziskouez e oa anavezet ganit e oa freuz gwirion)...
...nemet, ma vez lakaet ur c'hemenn war bajenn an hini a ziskleir ar freuz, e tleje unan all bezañ lakaet war bajenn an hini a ra ar freuz ivez.

Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:08 (UTC)[respont]

Neal na ouie ket penaos adsevel ar pezh en doa diverket dre fazi. Pa 'm eus gwelet kement-se, em eus savet adsavet ar bajenn peogwir e oa ar gwir ganit goulenn e vije adsavet. Met n'emañ ket aze an dalc'h. Ar gudenn a oa da emzalc'h tagus, da implij gerioù taer, flemmus, tagus, en un doare diehan a-enep d'un implijer, hag en un doare ledanoc'h, da lakaat un aergelc'h fall war wikipedia. Emichans ne grogo ket en-dro, met n'am eus ket kalz spi siwazh... Benoni (Kaozeadenn) 19 Eos 2007 da 23:13 (UTC)[respont]
  • Pezh ne vez ket gwelet gant Yann Lenner zo distrujet. Difennet eo distruj. Nac'h a rae anzav. Hag eñ direbech ha digastiz. N'eus bet evezhiadenn ebet war e bajenn. Dremm untuek an neptuegezh.
  • Ne oa tagadenn ebet: hegazet e oan gant e "bismigadennoù diehan", e harellerezh, e zistruj, hag e nac'h anzav e daol.
  • Evit ar gerioù taer ha tagus, em eus dalc'het soñj mat eus re skrivet ganit, a c'hallan degas amañ en-dro ma karez, peogwir ec'h eus ankouaet, evit o muzuliañ diouzh ar pezh a larez. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 23:37 (UTC)[respont]

Mennoz ebet

[kemmañ ar vammenn]

Na gomprenan ket muioc'h. Da vezañ diverket... Benoni (Kaozeadenn) 20 Eos 2007 da 16:10 (UTC)[respont]

An ip a zo o tont eus kêr Meknès e Maroko... Ma anavezez piv a vije du-hont... Benoni (Kaozeadenn) 20 Eos 2007 da 16:17 (UTC)[respont]
N'ouzon dare. --Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:30 (UTC

Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn, komzoù ha n'on ket a-du ganto.

  1. N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian.
  2. N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:15 (UTC)[respont]
A-du on-me gant ar stankadenn. Kudenn ebet war a welan. Marteze e vo tu da labourat siouloc'h ar bloaz-mañ. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 12:39 (UTC)[respont]
Adlavarout a ran: un tredeog neptu. Unan hag a vo gouest da lavarout d'ar re a ra tagadennoù ad hominem chom sioul.
Reiñ da grediñ ne rafen ket labour holloueziadurel, da lavarout eo ober fae war al labour am eus graet, a zo un dagadenn ad hominem. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:43 (UTC)[respont]
Ret e vefe prouiñ marteze ma diouer a neptuegezh. Bezañ chomet hep stankañ an dud bet savet reuz gante (te en o zouez) ne dalvez ket kement ha bezañ neptu. Mat e vefe sklaeraat an diforc'h etre bezañ nptu ha bezañ a-du ganit. Ne ra forzh, evel an holl verourion all, am eus ar gwir da lâret ma soñj ha da reiñ ma ali war an aferioù a denn d'ar verouriezh. Mar fell dit mont pelloc'h (ha marteze e vefe ret neuze komz eus an holl traoù all bet kaset din ha chomet diembann betek hen) e vefe mat dit soñjal e dougen klemm war ul liveuheloc'h - gant ar riskl, evel-just, ma'c'h afe an diviz diwezhañ a-nep dit ha marteze e vefe ret hiraat ar stankadenn, piv oar? D'ar re all da reiñ o ali bremañ. Ma chomont mut pe ne savont ket a-enep dindan un nebeud devezhioù (amzer dezhe da lenn ha da brederiata, evel-just) e vefe ret kompren n'int ket a-enep d'ar stankadenn d'an nebeutañ. Neal (Kaozeal) 6 Gen 2008 da 12:54 (UTC)[respont]
Diazezañ a rez an neptuegezh war da soñjoù, ober a ran war ar fedoù. Un tredeog neptu zo unan ha n'en deus ket klasket tabut e-barzh pennadoù ur c'henlabourer gwech ebet.
Difennet eo gourdrouz hervez wikipedia:polikerezh stankañ:
  • GourdrouzoùStanket e c'hello bezañ implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzoù personel, micherel pe lezennel a-enep da implijerion/ez all a-benn klask o lakaat da blegañ war an dachenn-mañ'n-dachenn o tennañ da vont-en-dro ar Wikipedia. Bez' e c'hellor implijout ar patrom-mañ evit lakaat an implijerion/ezed war evezh:
Stanket

Stanket eo bet an implijer/ez-mañ gant unan eus ar verourion peogwir ne glote ket e emzalc'h gant unan eus pennaennoù diazez ar raktres-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit displegadennoù abegoù ar stankadur.

Evit goût hiroc'h, sellit ouzh: Politikerezh stankañ.

. Stanket e vo da virviken implijerion/ezed hag a ya da sevel gourdrouzañ fizikel. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 13:19 (UTC)[respont]

A-du emaon ivez gant ar stankadenn. Reiñ a ran ma soñj amañ abalamour ma teus goulennet ganin en ober. Evel just, ma lakaez da unan zo (bet) o klask tabut ouzhit an neb en deus (bet) dizemglevioù ganit diwar-benn ar pezh a zo da vezañ skrivet en ur pennad, ne dalveze ket ar boan goulenn ma soñj ganin-me. --Kadwalan 7 Gen 2008 da 10:14 (UTC)[respont]

Da drugarekaat a ran eus da respont. Ma'm eus goulennet da ali ne oa ket evit ma rafes ur respont a blije din met evit ma rafes ur respont onest, hervez ar bennaenn: To assume good faith is a fundamental principle on Wikipedia, a dalvez evit ar verourien evel ma tleje talvezout evidon ivez.
Marteze e c'halli displegañ perak?
Moarvat, evel istorour, e vi ivez a-du gant ar stankadenn "über alles" [[2]]. A galon. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 11:21 (UTC)[respont]

Sellit ivez ouzh: Kannadig ar verourien (rann) Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:23 (UTC)[respont]

Setu ur c'hemm iskis

[kemmañ ar vammenn]

Penaos eo degouezhet ar pik er patrom??? [3]. Ur c'hemm dre guzh evit lakaat da grediñ na vefes ket ken war evezh? Benoni (Kaozeadenn) 6 Gen 2008 da 13:00 (UTC)[respont]

Seurt traoù a ouian gober. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gen 2008 da 14:25 (UTC)[respont]

Kemmadurioù

[kemmañ ar vammenn]

Sant-Maodan‎; Sant-Vaeg‎; Sant-Varzhin-Korle‎; gwech e vez kemmadur, gwech ne vez ket: ur reolenn bennak zo? Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 18:15 (UTC)[respont]

N'eo ket ganin eo bet krouet ar pennadoù-se met gant Kadbzh. N'on ket estonet e vije kemmadur a-wechoù hag a-wechoù all ne vije ket. Anavezet eo an dra-se : sell ouzh yezhadur Kervella, p. 101. --Abalan 7 Gen 2008 da 17:20 (UTC)[respont]

Kompren a ran gwell ivez. Truggarez evit ar reizhadenn. --Kadwalan 7 Gen 2008 da 17:38 (UTC)[respont]

Eus netra. Gallout a rez atav respont d'am goulenn db 4 silabenn un über alles en doa servijet da stankañ ma c'hont e-pad 2 sizhun. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 09:25 (UTC)[respont]

Peseurt? --Kadwalan 8 Gen 2008 da 14:53 (UTC)[respont]

War evezh da vat

[kemmañ ar vammenn]

War evezh out evit da emzalc'h. Ne gavan ket dereat tamm ebet e klaskfes kuzhat kement-mañ. Ma cheñches da emzalc'h e vot tennet evel-just ar meneg-se. Benoni (Kaozeadenn) 8 Gen 2008 da 11:19 (UTC)[respont]

Emaon o labourat sioul abaoe ul lajadig, hag o paouez krouiñ 30 pennad abaoe ar beure, ha setu tud o tont da glask kann adarre, ha war ma fajenn ouzhpenn. An dra-se moarvat a ranker kavout dereat. Distroomp d'al labour holloueziadurel. Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 11:25 (UTC)[respont]

Ur C'hembread dibar

[kemmañ ar vammenn]

William Evans: kit da welet m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 8 Gen 2008 da 20:05 (UTC)[respont]

Efedusted: pa lakaer ar varksouriezh-leninouriezh-maoouriezh da stur ha da nadoz-vor... A galon. Klaod. Kadbzh 10 Gen 2008 da 19:51 (UTC)[respont]

Reolennoù: lammat dreist dezhe pe o lakaat da dir?

[kemmañ ar vammenn]

Nag a gemm! Warlene e savas a-du gant ar fed ma c'heller ha ma ranker lammat dreist d'an holl reolennoù (pennad bet krouet ganit, hag ar gwir d'hen ober, d'an 23 a viz Meurzh 2007) hag ar bloaz-mañ e difennez lakaat reolennoù da dir[4]. Pe rankout a reer kompren lammat dreist d'ar reolennoù na plijont ket dit ha lakaat da dir ar re a blij dit? Diouzh un tu e kavez mat difenn (ha da wir eo hen ober, hen adlâret a ran) gallout implijout lieskontoù evit margodenniñ (difennet groñs evit abegoù anat) pe chom hep doujañ da reolennoù envel bet degemeret ha lakaat da ofisiel dre votadeg dre ma ne blijont ket dit, ha diouzh an tu all e kavez mat lakaat e plesutr ur bajenn nevez-savet diwar benn mont-en-dro ar pajennoù kaoeal (amañ hag amañ, da skouer). Marteze ec'h eo abalamour d'ar c'hemm emzalc'h ramzel-se an hini eo ma fll dit e vefe "leze[t] an tremened, ha sell[t] war-du an dazont. Da lavarout eo: lezel an traoù kozh (a-raok 2008) a-gostez da vat (evit gounit amzer ha treiñ war-du al labour pouezus nemetañ) hag urzh d'an holl d'o lezel a-gostez, ha klemm a-enep an dud na rafent" ket[5]? Hag arabat klask lakaat an evezhiadenn-mañ da "dagadenn bersonel": fedoù eo n'eo ket a degas da soñj pehini eo bet da emzalc'h e-keñver ar reolennoù betek-hen hag ar fed ma c'houlennez groñs lakaat da dalvezout reolennoù all a blij ken dit. A galon, Neal (Kaozeal) 13 Gen 2008 da 19:10 (UTC)[respont]

"Lammat dreist d'an holl reolennoù" zo un titl faos evel-just. Meskañ un anv gwir hag un anv faos (amañ [Wikipedia:Lammit dreist ar reolennoù|lammat dreist d'an holl reolennoù] ) n'eo ket dereat.
Onestoc'h (d'am soñj) chom gant an anv gwir Wikipedia:Lammit dreist ar reolennoù hervez an titl gwir, ha lenn ar pennad, sklaer ar ster anezhañ, e-lec'h reiñ d'an titl n'ouzon peseurt ster all, ha n'emañ ket er pennad. Rak ma lennfes ar pennad pelloc'h eget an titl (an titl mat evel just) e welfes mat-tre petra eo ar ster.
Hervez Wikipedia:pajenn gaozeal eo ret
  • Bezañ resis pa rit dave da skridoù ar re all, ha pa venegit o skridoù. M'eus aon emaomp un tammig pell diouzh se amañ.
  • Chom stag ouzh ar fedoù. Ha n'eo ket o distagañ evit ober n'ouzon ket petra ganto.
  • Lennit mat ar pezh a vez skrivet gant ar re all: evel-se e vo graet nebeutoc'h a fazioù. Ha ma n'out ket sur, goulenn diganto, nebeutoc'h a dabut.

Ne garfen ket e c'hallfe emzalc'hioù kontrol bezañ kastizet gant ur merour. Bianchi-Bihan 13 Gen 2008 da 21:39 (UTC)[respont]

Piv en deus komzet eus kastiz? Iskis e kavan seurt kemmoù emdalc'h bras-meurbet a-daol trumm , setu tout. daveoù a-leiz ez eus er skrid-me ha ret eo anzav n'eo ket poegwir ne sav ket unan bennak a-du ganit eo e talvezfe kement ha bezañ chomet hep lenn pe he kompren ar pezh a oa bet skrivet ganit en a-raok. Talvoudus e kaven lakaat ar c'hemm emzalc'h a-wel d'an holl rat un tamm spi a vefe neuze o welet ac'hanout o toujañ d'ar reolennoù ar bloaz-mañ koulz ha goulenn groñs ra vefent lakaet da dir. Ur wir blijadur e vefe ha kollet e vef kalz nebeutoc'h a amzer ganin ha gant merourion all. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 08:02 (UTC)[respont]

Ne welan ket gant da zaoulagad, neuze n'ouzon ket pelec'h e welez kemmoù. Me ne welan hini ebet.

  • A viskoazh em eus laret ne dleje den bezañ a-us d'ar reolennoù, ha ne baouezan ket da welout merourien o terriñ anezho, en deizioù-mañ, ha dre veur a wech, ha digastiz evel-just. Kemm ebet.
  • Diskouez a ran pelec'h ez eont dreist o linenn ha ne welan merour ebet oc'h ober evezhiadennn ebet d'egile. Kemm ebet.
  • Gwelout a ran n'ez poa ket soñjet e kastiz ebet evit ar verourien. Kemm ebet.
  • Marteze ez po soñj e oa trawalc'h div grommellenn lezet a gostez pe peder silabenn alamanek evit serriñ ma c'hont?

Pa vo echu an amzer-se, hag ar spered-se, e vo kemm bras. Sur ha n'eo ket marteze. Evit afer an dir, ne welan ket petra ra aze. Marteze e fell dit komz eus reolenn an dereradegezh ? Hervezi ne dlejes ket bezañ lakaet sklabez e skridoù ar re all Kaozeal: Abruz. Ra vo skañv kastiz ar verourien dit. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 09:41 (UTC)[respont]

Atrabat mont re bell ganti: n'eo ket sklabez un dra bennak nemet peogwir ne blij ket ar stumm ma vez kinniget. Sur-mat e veo gwelet gant ar re all ar c'hemm (sañset) daoust ha ne vez ket gwelet e pelec'h emañ ganit-te da-unan. Trawalc'h din lakaat war wel penaos emañ ha penaose eo bet da emdalc'h en ur reiñ daveennoù fetis. Ma'c'h eus klemmoù d'ober, a-enep d'ur merour pe d'un implijer/ez all, n'ec'h eus ket 'met sevel klemm dre mont e darempred gant ur merour all. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 09:52 (UTC)[respont]
Wikipedia:pajenn gaozeal Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn.
Endantañ evit respont. Dave ur respont pe un displegadenn a vez termenet gant an niver a daou-bigoù (':') dirazi. Pa respontit d'un diskleriadenn bennak e rankit ouzhpennañ un daoubik e-keñver an niver a zaoubikoù a oa en diskleriadenn kent. Seurt doare kaozeadeg a zo aes da lenn ha da gompren.

Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 10:05 (UTC)[respont]

Poent bras vefe dit deskiñ lakaat ar patrom digejañ pa saves pajennoù digejañ! Spontus eo an diresped az peus e keñver ar c'henlabourerien all! Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 23:50 (UTC)[respont]

N'em eus ket da resev urzhioù gant un den dichek pa vezan o labourat. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 23:57 (UTC)[respont]

War evezh: doujañ d'ar reolennoù

[kemmañ ar vammenn]

War a welan ne deuez ket a-benn da gompren eo ret lakaat e plesutr ar reolennoù bet degemeret dre gememglev ha/pe dre votadeg ha laket da ofisiel en desped d'ar fed ma c'hall ar reolennoù-se plijout dit p get, hag en o zouez ar reolenn o tennañ d'an doare da envel penandoù pennañ enne anvioù divoutin gresianek kozh ha modern. Aet on skuizh-meurbet o kemmañ pennadoù bet savet ganit gante un titl amreizh e-keñver ar reolennoù-mañ. Amzer a-walc'h em boa kollet warlene oc'h ober war-dro seurt pennadoù, ha ma c'hefridoi eo evel merour hen ober, ha n'on ket prest da adkregiñ hevlene adare gant arn hevelep c'hoari-se evel em eus ranket ober hiziv gant ar pennad Kybele - un torr-penn kenteuziñ ar pennad bet krouet ganit gant ur stumm amreizh ("[Kibele]") ha neuze rankout kenteuziñ gant ar pennad "Kybele" bet savet dija an a-raok gant an titl reizh ha rankout e diverkañ evit gallout adenvel ar pennad "Kibele" ha displegañ petra ha perak em boa kaset da benn ar c'hemmoù-se.

Re 'zo re.

Neuze evit sioulaat an troù ha leuskel un tamm amzer din d'ober war-dro traoù all em eus divizet e vo serret e da gont ouzhit adalak hizv e-pad tri devezh pe wezh ma savez ur pennad war an dachenn-se gantañ un titl amreizh e-keñver ar reolenn resis-se. Setu ar reolenn evit ma c'hallfes adlenn anezhi sioul en-dro: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 16 Gen 2008 da 15:59 (UTC)[respont]

Reolennoù

[kemmañ ar vammenn]
Wikipedia:Politikerezh stankañ Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.
E saozneg: Administrators must not block users with whom they are engaged in a content dispute; instead, they should report the problem to other administrators.
E spagnoleg: los bibliotecarios no pueden bloquear a los editores con los que estén sosteniendo una disputa de contenido.
N'on ket sur e vez doujet d'ar reolenn-se gant an holl verourien, a dremen er wikioù all a-raok klask mirout ouzh ur c'henlabourer da grouiñ pennadoù.
Met Neal na glask ket bezañ trec'h war un tabut. Ur c'hendiviz reolata a zo bet, ha labour Neal, evel merour, a zo lakaat disoc'hoù ar c'hendiviz reolata e pleustr. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gen 2008 da 23:11 (UTC)[respont]
Panevet an holl dabutoù savet ganit enep din e c'hallje bezañ bet un ali neptu. Bianchi-Bihan 16 Gen 2008 da 23:14 (UTC)[respont]
Evel-just n'eus tabut ebet war an dachenn-mañ - ha ma seller pizh ouzh ouzh ar votadeg hag ar c'haozeadennoù e c'hellor gwelet n'em boa ket me savet a-du, evel implijer, gant an holl krafoù bet degemeret dre genemglev. Dre lakaat e plesutr ar reolenn-se neuze ne vo ket "trec'h" ma sav-poent-mañ met hini ar gumuniezh ha lakaat da dalvezout divizoù ar gumuniezh eo unan eus kefridioù ar verourion ha lakaet e pleustr e vo ganin ar reolenn-mañ ha lakaet e vo B-B da doujañ outi ken ma plij dit pe ket rak ne harzh ket ouzh an neb sevel pennadoù dereat ha n'haller ket lakaat e plesutr neuze ar gwir da lammat dreist d'ar reolennoù ivez en degouezh-mañ. Neptuoc'h n'eus ket: lakaat da dalvezout ur reolenn (a c'hell plijout din ez personel pe get) bet lakaet da ofisiel goude un hir a gaozeadenn ha hervez disoc'h ur votadeg. Kloz ar goaz ganin war an dachenn-mañ. Neal (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 07:33 (UTC)[respont]
Pa zisplij unan eus reolennoù pennañ an neptuegezh( difennet stankañ kont ur c'henlabourer goude klask tabut outañ) ez eer da glask reolennoù a eil renk (vot diwar-benn un "y" pe ur grommellenn) evit digareziñ an taolioù a-enep dezhañ. Ha ma vije serret kont kement den a ra ur fazi kemmadur ivez? Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 10:22 (UTC)[respont]

Displegadenn diwezhañ: displegañ stad an traoù

[kemmañ ar vammenn]

Ec'h an da sklaeraat an traoù evit ma komprenfes perak e vo serret da gont ouzhit ganin ma kendalc'hez da glask chom hep doujañ d'ar reolenn resis-mañ (ha serret e vo raktal en degouezh-se):

  • Da gentañ: reolenn implij an y evit treuzskrivañ an upsilon gresianek a denn d'ar reolenn bet degemeret dre votadeg gant ar gumuniezhh ha lakaet e vo e plesutr daoust ha ma c'hell bezañ bet votet a-du pe a-enep d'an dibab-se gain pe ganit pe gant n'eus forzh pesuert implijer all;
  • Da eil: am tabut ganit war ar c'hraf resis-se ne denn ket d'ar fed ma c'hell implij al lizherenn "y" evit treuzlizherenniñ ar gresianeg plijout din met pas dit. Tennañ a ra d'ar fed m'eo evel-hen ma oa bet dibabbet ober dre votadeg hag evel-se e ranko ober an holl betek ma vo kemmet ar reolenn dre votadeg adarre mar bez ezhomm;
  • Da drede: ne vo ket serret kont un den bennak abalamour da fazioù bizskrivañ pe yezhadur. Serret e vo avat kontoù ar genlabouererion a glask mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante en un doare reoliek evel en degouezh-mañ. N'eo ket dre fazi an hini 'oa ma oa bet implijet ganit "i" e lec'h "y" eveit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek rak anaout mat-tre a rez a reolenn-se ha goulennet eo bet ouzhit nouspet gwezh doujañ outi;
  • Da bevare: n'eo ket afer treuzskrivañ gant "i" pe "y" a zo kaoz amañ met ar fed ma ne deuez ket a-benn da doujañ d'ur reolenn eeeun bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg zoken peogwir ne blij ket dit. Ober heñvel a rez gant an holl reolennoù all na blijont ket dit hag evel-se n'haller ket kas war-raok al labbour a-troll ha kollet e vez ur bern amzer o vont war da lerc'h o renkañ an traoù ha ganin-me ne vo ket asantet ken ouzhit kenderc'hel gant ar c'hoari-se;
  • Da diwezhañ: n'eo ket bezañ dineptu eus perzh ur merour lakaat da dalvezout ar reolennoù bet degemert dre genemglev pe dre votadeg ha lakaet da ofisiel - dever ar verourion eo. Klask cheu an hini eo, avat, klask mont-ebioù d'ar reolennoù-se bewezh ma c'heller en ur lakaat ar verourion da goll o amzer o renkañ an traoù war da lerc'h hag o respont d'az koulennoù ha d'az klemmoù diehan o tisplegñ ar memes tra dit gezh ha gwezh all. Kemeret am eus un diviz ha laket e vo e plesutr ganin neuze, fdaosut ha ma c'hell plijout dit pe get, evit ma vefe kollet nebeutoc'h a amzer gant ar verourion abalamour d'az emdalc'h hag evit gallout kas war-raok ar raktres-mañ en un doare siouloc'h.

A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 10:54 (UTC)[respont]

Gourdrouzoù adarre

[kemmañ ar vammenn]

Skuizhus eo gwelout ar gourdrouzoù o verniañ. Evel-se e oa er wiki galizek ivez gwechall?

  • ... evit ma komprenfes perak e vo serret da gont ouzhit ganin ma kendalc'hez da glask chom hep doujañ d'ar reolenn resis-mañ (ha serret e vo raktal en degouezh-se)
    • gourdrouz difennet hervez ar reolennoù
    • serriñ ur gont zo difennet d'ur merour pa vez o tabutal gant un implijer (displeget uheloc'h)
  • reolenn implij an y evit treuzskrivañ an upsilon gresianek a denn d'ar reolenn bet degemeret dre votadeg gant ar gumuniezhh ha lakaet e vo e plesutr daoust ha ma c'hell bezañ bet votet a-du pe a-enep d'an dibab-se gain pe ganit pe gant n'eus forzh pesuert implijer all;
    • ma n'eo ket un artikl a feiz ne ran forzh ebet penaos e vo skrivet, ledan eo ma spered, gant ma vo holloueziadurel ha brezhonek
    • karout a rafen e vefe ledanoc'h spered an holl, ha n'eo ket trelatiñ gant un"i" a-dreuz: petra 'vern e vije troet un "i" en un "y" dindan 5 munut pe 5 devezh pe 5 miz, pa weler pennadoù damc'houllo evel Keops ha nouspet all? Gwelloc'h e vije echuiñ ar pennadoù diechu eget chaseal an"i"-où, met da bep hini e spered;
  • Serret e vo avat kontoù ar genlabouererion a glask mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante en un doare reoliek evel en degouezh-mañ. N'eo ket dre fazi an hini 'oa ma oa bet implijet ganit "i" e lec'h "y" eveit treuzskrivañ anvioù divoutin gresianek rak anaout mat-tre a rez a reolenn-se ha goulennet eo bet ouzhit nouspet gwezh doujañ outi;
    • Nann, n'anavezan ket ar reolenn eveldout, n'em eus ket lennet anezhi abaoe pell zo, traoù all am eus graet (skrivet ur 500 bennak ), ha gwelloc'h e kavan-me sevel pennadoù.
    • Marteze e c'hallfemp ivez serriñ kont tud hag a nac'h ober gant ar c'hemmadur d/z hervez reolennoù ar peurunvan, skritur dibabet amañ dre vot?
  • Da drede: ne vo ket serret kont un den bennak abalamour da fazioù bizskrivañ pe yezhadur
    • M'eus aon ne vo ket gwir. Barnet e vo ganit kement fazi graet ganin evel mont e-bioù da reolennoù anavaezet mat gante. Piv a varno? Te. Piv a stanko? Te. Piv n'hallo ket en em zifenn (rak n'haller ket en em zifenn amañ pa vez serret ar gont, kontrol d'ar wikioù all)? Me.
    • Da lavarout eo e c'hall pep hini faziañ (gant ma pado!), nemet unan!
  • ne deuez ket a-benn da doujañ d'ur reolenn eeeun bet degemeret ha lakaet da ofisiel dre votadeg zoken
    • N'eo ket ur reolenn eeun, ha gwir eo, poan am eus gant an holl reolennoù-se. Betek merourion all o deus poan ganto. Met int ne vez ket serret o c'hont.
    • Aesoc'h eo kalz
      • evit ar re o deus votet reolennoù ha n'o devez ket d'ober ganto: betek-hen n'omp ket gwall niverus o skrivañ db mojennoù Hellaz kozh: n'anavezan nemet daou, ha n'eus nemet unan a vez klasket laou dezhañ;
      • evit ar re ne reont nemet sellout ouzh ar reolennoù hag ouzh ar fazioù e pennadoù ar re all, evel ouzh al laou e pennadoù blev;
  • evel-se n'haller ket kas war-raok al labbour a-troll ha kollet e vez ur bern amzer o vont war da lerc'h o renkañ an traoù
    • Kement-se zo ur soñj personel, ha n'eo ket neptu, ha ma soñj-me, a zo kontrol-rik, eo e lavarez gaou amañ, hag e klaskez tabut
    • kas al labour en-dro eo krouiñ pennadoù: pet kantad am eus graet abaoe bloaz?**ha ma lakfes keñver-ha-keñver niver ar pennadoù krouet ganin abaoe bloaz hag ar re graet gant ar re all (zoken e-pad ar sizhunioù ma veze miret ouzhin da labourat)?
    • Perak koll amzer o vont war ma lerc'h? Perak tremen da amzer o klask an "i"-où a-dreuz, ar c'hrommellennoù kamm, e-barzh pennadoù dereat, ha dismegañsiñ anezho goude ( difennet hervez ar reolennoù) o komz eus "skubañ", pe "naetaat" evel pa vije labour lous?
  • ha ganin-me ne vo ket asantet ken ouzhit kenderc'hel gant ar c'hoari-se;
    • Trec'h out! Gounezet 'peus! N'in ket ken war-dro Hellaz kozh ken. Krouet em eus ur 1000 bennak a bennadoù, gant heskinerien war ma lerc'h, pezh ne oa ket an aesañ doare da labourat. Pennadoù diechu a chomo. Gallout a ri echuiñ anezho da-unan.

Ha traoù all am eus da ober e-lec'h koll amzer gant c'hoarioù spazhañ "i"-où ha krommellennoù ha me oar petra c'hoazh. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 03:43 (UTC)[respont]

Trugarez. Ne blij ket din ar pennadoù goullo pe hanter c'houllo. --Kadwalan 17 Gen 2008 da 10:44 (UTC)[respont]

Respontet 'teus din hegarat: Trugarez. Ne blij ket din ar pennadoù goullo pe hanter c'houllo. Meskañ a rez goullo ha diechu. Moarvat out bet o welet Keops hag Arabia Petraea. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 11:01 (UTC)[respont]
Respont ken hegarat ha biskoazh : ne veskan netra. Marteze e oas e soñj skrivañ hiroc'h eno. Iskuz me neuze. Evit a sell pennadoù all, krog e-barzh!
Marteze e vefe mat echuiñ buan troidigezh ar pennadoù evel Orion, ha kement zo, pe o kuzhat ar pennadoù galleg az teus lezet enne pell zo.
Labourat a rez buan ma karez, me 'gav gwelloc'h kemer ma amzer, hervez skouer ar verourien o deus boulc'het ar pennadoù Keops hag Arabia Petraea.
N'em eus gwelet evezhiadenn ebet ganit war ar pajennoù-se. Ha gwell a se: Hervez Wikipedia: pajenn:gaozeal: Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak).
Ur bern pennadoù diechu zo, e pep wikipedia, ha n'haller ket larout e ve echu pennad ebet gwech ebet. Bianchi-Bihan Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 13:24 (UTC)[respont]

Evezhiadennoù evit netra

[kemmañ ar vammenn]
Ma n'eus bet evezhiadenn ebet ganin war ar pajennoù-se ez eo abalamour ma ne ran ket evezhiadennoù evit netra. Kalz pennadoù diechu zo er stad-se evel Proviñs Siracusa, Arbona ha kement zo. Gwelloc'h eo labourat evit pismigañ. Ur vezh eo avat kavout pajennoù e galleg gant ur frazenn e brezhoneg hepken er penn kentañ evel ma oa Olimpos pe n'ouzon ket petore pennad a-raok ma rafen un evezhiadenn dipitet. Meur a hini zo bet lezet war ar stern ganit pa dro ar gaoz war an dachenn-se. Sellet ouzh Orion da skouer. N'haller ket lavaret ez int goullo pe diechu. Ur pezh sklabez eo. Hag abalamour da se e teuer da vezañ skuizh. Un evezhiadenn am eus graet pell zo evit displegañ dit penaos ober. Ha gwir eo e tiwallez bremañ. Chom a ra c'hoazh ur bern pennadoù e-giz-se avat. E-lec'h krediñ e tager ac'hanout bewezh ma lârer un dra bennak e vefe ret dit sellet ouzh ar pezh a lâr ar re all en un doare pozitivel ivez!. --Kadwalan 17 Gen 2008 da 14:46 (UTC)[respont]
Kompren a ran e vez graet evezhiadennoù da lod, ha ne vez ket graet da lod all. Ha ne vez ket graet d'al lod a zo merourion.
Gwelloc'h eo labourat evit pismigañ. Mat e vije lavarout kement-se d'ar re a vez o klask laou e pennadoù ar re all.
Ur vezh eo avat kavout pajennoù e galleg gant ur frazenn e brezhoneg hepken er penn kentañ evel ma oa Olimpos pe n'ouzon ket petore pennad a-raok ma rafen un evezhiadenn dipitet. Meur a hini zo bet lezet war ar stern ganit pa dro ar gaoz war an dachenn-se. Sellet ouzh Orion da skouer. N'haller ket lavaret ez int goullo pe diechu. Ur pezh sklabez eo.
Diwar vremañ e c'houlenni digant tud all echuiñ al labour.
...Hag abalamour da se e teuer da vezañ skuizh.
Daou dra zo skuizhus amañ:
  • ar re a glask laou hag a c'hoari mirout ouzh an dud da labourat, ha ne gavont nemet si e kement labour graet gant ar re all
  • ar re a gav dezho ne vez ket graet trawalc'h gant ar re all;
Pa vezan skuizh o labourat war ar wiki e tiskuizhan. Hag e rin prestik. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 04:00 (UTC)[respont]
Re wir eo. Atav e vez ar wirionez ganit. Petra goulenn ouzhpenn pa seller ouzh ar pennad Orion da skouer... Setu ur pennad hir ha fonnus, peder yezh ennañ, d'an nebeutañ. Un drugar --Kadwalan 18 Gen 2008 da 08:37 (UTC)[respont]

Siwazh din, bemdez e fazian, hag e c'hoarvez din anavezout fazioù, hep gourdrouz den. Neuze ne vez ket ar wirionez ganin atav. Ne welez ket pep tra 'm eus aon, met n'eus forzh. Ma kavez ez eus re a yezhoù en ur pennad, lam un nebeud anezho, ha tañva ar re all. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 17:44 (UTC)[respont]

Al lec'h dereat

[kemmañ ar vammenn]

(Re: Kaozeal:Daouezek doue an olimpos, skrivet ganit eno: "Fazi en titl, da zistruj, evel Jamaïka, hervez ar reolennoù. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 18:06 (UTC)")

Kudenn ebet, met gwell eo klask al lec'h dereatañ evit ma vefe tu d'ober war-dro seurt evezhiadennoù en un doare efedus. Setu al lec'h dereat evit goulenn ma vefe distrujet pajennoù ha/pe rummadoù rezis: Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Aesoc'h eo ober war o zro neuze... Trugarez, Neal (Kaozeal) 29 Gen 2008 da 18:16 (UTC)[respont]

Ul lec'h dereat zo ul lec'h ma vezer degemeret en un doare dereat. Pa'z on bet degemeret eno evel ur c'hi, n'an ket di ken. Tud zo a oar reiñ ton d'ar c'henlabour. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 01:43 (UTC)[respont]
Arabat mont re bell ganti ha livañ gevier: n'out ket bet degemeret evel ur c'hi gwezh ebet m'eo bet goulennet ganit ober war-dro diverkañ ur pennad bennak war ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ. A-du gant ar stankadenn - aet on skuizh o koll ma amzer o respont dit diehan kentoc'h eveit gallout ober traoù talvoudusoc'h ha plijusoc'h. Deuet out da vezañ ur roñfl penn-da-benn hag hiraet e vo ganin ar stankadenn ma ne deues ket a-benn da sioulaat. Re 'zo re. Neal (Kaozeal) 30 Gen 2008 da 07:30 (UTC)[respont]
  • Sioul ez on, ken ez on: ha n'an ket da damall an dud war o fajenn gaozeal, ha n'on ket kustum da livañ gevier.
  • Ne gomprenan ket an dud a lavar e kollont amzer gant tra pe dra: n'eus nemet ober traoù all. E-lec'h soñjal stankañ kontoù e c'hallfed sevel pennadoù : me'm eus lakaet da bal ober pemp pennad nevez bemdez, ha pa ne zeuan ket a-benn, e klaskan ober muioc'h un deiz all, evel ar 100 graet d'an 8 a viz Genver. A galon. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]
Pa soñjan e kav din e vez lavaret "Gwelloc'h diwezhat eget biskoazh." kentoc'h evit "Gwelloc'h diwezhat eget biken." (Kaozeal:Bertrada Laon) A galon --Kadwalan 31 Gen 2008 da 11:26 (UTC)[respont]
Pa soñjan, n'eo ket peogwir e vez lavaret yen-skorn ne vez ket lavaret yen-ki. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 12:01 (UTC)[respont]

Erminigoù koantik

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Erminigoù ouzh ur bochad skoedoù eus kumunioù Belgia, e Flandrez kentoc'h, e gwirionez. Klask a rin gouzout... A galon. Klaod. Kadbzh 1 C'hwe 2008 da 07:51 (UTC)[respont]

Kemmadurioù

[kemmañ ar vammenn]

Ya, faziet am eus, emaon o vont da cheñch titl ar rummadoù. --Arko 3 C'hwe 2008 da 12:54 (UTC)[respont]

Image:Testa di cazzi.png

Buona sera. Renket eo ar c'hudennoù fotoioù? Miz Gouhero: n'ouzon ket c'hoazh, en toull-bac'h, e Jerzenez??? A galon. Klaod, Eskop Kemper.

Bier Hoegaarden

[kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh anv maer Hoegaarden :-)))) A galon. Klaod. Kadbzh 18 C'hwe 2008 da 17:13 (UTC)[respont]

Demat. N'on ket bet evit diskoulmañ "Aberzhidigezh Izaag" . A galon. Klaod.

Yann ar Badezour

[kemmañ ar vammenn]

Lavar din pelec'h ec'h eus kavet da skeudennoù, mar plij. A galon. --Llydawr 19 C'hwe 2008 da 18:28 (UTC)[respont]

Graet eo, paotr kaezh ! --Llydawr 19 C'hwe 2008 da 18:52 (UTC)[respont]

Taolennoù : evit ma teufe ur skeudenn war wel e-barzh da bennad, setu amañ penaos ober: 1) Mont a rez war ar bajenn m'emañ ar skeudenn orin. 2) Klikañ a rez war ar skeudenn (ur c'hlik a-zehou), hag evel-se en em ziskouez un daolennad urzhioù war da skramm. 3) Dibab a rez Enrollañ ar skeudenn (Enregistrer la photo). 4) Neuze e tibabez pelec'h e enrollez ar skeudenn-se, war da bladenn galet. 5) Ur wech m'eo bet graet an dra-se ganit ez ez d'ar bajenn gant da bennad brezhonek, warni ar meneg eus ar skeudenn, ha ne zeu ket war wel. 6) Klikañ a rez war ar meneg-se (klik a-gleiz). 7) Dont a ra ur prenestr war da skramm, gant an titl, Eilañ war ar servijer. 8) Dibab a rez, evit Anv ar restr da gas, ar fichennaoueg zo bet nevez-enrollet ganit war da bladenn galet. 9) Goude se e klikez war Kargañ ur restr. 10) Echu eo. A galon, --Llydawr 25 C'hwe 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Bouzelloù

[kemmañ ar vammenn]

Brasoc'h ma selloù evit ma bouzelloù: boulc'het em eus Emsav ar Bengaleg, ac'h ay war-raok goustad, ha Stadoù ar Stadoù-Unanet‎ : bec'h zo gant un daolenn, ma c'hallez teurel ur sell... Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2008 da 18:02 (UTC)[respont]

Orin anvioù Stadoù ar Stadoù-Unanet

[kemmañ ar vammenn]

Daveoù (diwar ur c'hlask Google gant an elfennoù-klask "+Wyoming +origin"):

A galon, Neal (Kaozeal) 21 C'hwe 2008 da 19:14 (UTC)[respont]

Salud dit ! Pa vo echu ganit treiñ ar pezh a chom e saozneg e pennad Caravaggio e vo aze ur pennad eus an dibab ! A galon, --Llydawr 25 C'hwe 2008 da 21:54 (UTC)[respont]

An nev'amzer o tont! :-))) A galon. Klaod.
E men ma ar skeudenn?
Graet. A galon. Klaod. Kadbzh 27 C'hwe 2008 da 13:11 (UTC)[respont]

Ar redadeg

[kemmañ ar vammenn]

... en euskareg. Penaos adkavet an destenn? A galon. Klaod. Kadbzh 16 Meu 2008 da 17:22 (UTC)[respont]

OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Meu 2008 da 17:04 (UTC)[respont]

Diskoumet. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Meu 2008 da 19:48 (UTC)[respont]

Ar pezh am eus kroget d'ober, met hirig ez eo ar pennad (ha gwall baket ez on gant va labour aozañ kentelioù). Hogen, deuet on a-benn da vodañ tud nevez tro d'ar raktres hiriv e Karaez. --Ronan 26 Meu 2008 da 22:42 (UTC)[respont]

Aotrou Urzhiataer, perak eo Nom (Henegipt)‎ ha Nomos e Gres? A galon. Bianchi-Bihan 28 Meu 2008 da 09:25 (UTC)[respont]

I am sorry, I do not understand. -- Cat chi? 30 Meu 2008 da 15:24 (UTC)[respont]

Monte Cassino

[kemmañ ar vammenn]

OK. Diwallit doc'h ar "Zhu Chen" (pe doc'h he kwaz!). A galon. Klaod. Sint-Winoksbergen pe "Bergues":Selon la légende, Winoc, fils de roi breton, se serait retiré entre 665 et 675 avec quelques compagnons sur le Groenberg, Ur stumm reizh eus an anv Winok m.p. Kadbzh 8 Ebr 2008 da 17:58 (UTC)[respont]

Ur banne ...

[kemmañ ar vammenn]

... 'benn un deiz bennak, hag un tamm skoazell evit preizhañ an destenn saoznek d.b. William Evans m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Ebr 2008 da 11:15 (UTC)[respont]

Garad, garadenn

[kemmañ ar vammenn]

Beñ, c'hwi eo ar mestr... :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 14 Ebr 2008 da 19:35 (UTC)[respont]

Eil-amiral, OK, trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 19 Ebr 2008 da 20:04 (UTC)[respont]

Reizhadenn

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da reizhadennoù. Vez ket gwelet kalz a dud o tremen evit adlenn pennadoù ar re all. Koulskoude e vefe ret diazezañ wikipedia e brezhoneg war ar c'henskoazel-se. Trugarez ur wech c'hoazh. A-galon. --Gwendal.P 20 Ebr 2008 da 11:56 (UTC)[respont]

Geriadur An Here

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Marteze p'ehe soñj eus ar rentañ-kont lenn e "Brud Nevez"? Danvez hon mignoned ag an Houad gall a c'hellfe dont ag ar pennad-se... A galon. Klaod. Kadbzh 21 Ebr 2008 da 16:20 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gavan ket gwall vat ober gant "Pêr Iañ Romania", pa ne gavan roud ebet pe dost eus "Romania" er yezhoù all, a ra kentoc'h gant "Impalaeriezh latin Kergustentin" evit se. Ha ma reer gant an daou stumm "Kalifornia" ha "California" e kavjen kenkoulz ober gant "Kalifornia Izel" evit al ledenez a-bezh ha gant ar stummoù spagnolek melestradurel "Baja California" ha "Baja California Sur" evit an div stad zo eno. Setu ma soñj, da c'hortoz soñjoù all. --Llydawr 21 Ebr 2008 da 20:49 (UTC)[respont]

1) Kalifornia : War a seblant emaomp a-du an eil gant egile, met neuze ne gomprenan ket titloù da bennadoù.
2) Rummadoù : Ez an da glask gwelet istor an heñvelstummoù a-dostoc'h. A galon, --Llydawr 23 Ebr 2008 da 16:14 (UTC)[respont]

Trugarez. Plijus (?!), a-raok mont da gousket... A galon. Klaod. Kadbzh 23 Ebr 2008 da 21:11 (UTC)[respont]

Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Ebr 2008 da 19:16 (UTC)[respont]

Sklavelezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Er geriadurioù (Roparz Hemon, Favereau, An Here...) e kaver daou c'her nes, sklavelezh ha sklaverezh. Ur c'hemm a seblant bezañ. Marteze e vefe gwell ober gant an eil evel titl da'z pennad. --Llydawr 26 Ebr 2008 da 14:26 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Skeudennoù HP Lovecraft am eus kavet, met ne zeuan ket a-benn da lakaat anezho e-lec'h 'm eus c'hoant er pennad. --Ex-Smith 5 Mae 2008 da 18:57 (UTC)[respont]

Demat. Ne gavan ket Gwenholon e stummoù rannyezh gevred da vout degemeret. Un ali fur m.p. A galon. Klaod.

A little help: Ecser

[kemmañ ar vammenn]

Hi! I'm a Hungarian Wikipedia editor, my name is Norbert Kiss. I'm very proud of my village and I would like to read about it in a lot of languages. I translated already it into 10 languages, but I can't speak Brezhoneg. Could you help me? My village's English page is this: Ecser. Could you translate the page of Ecser into Brezhoneg? Then just link the side into the English version and I will see it, or you could write me, when it is ready. My Hungarian Wikipedia side is: My profile.

Thank you! Norbert


Treiñ gerioù etrevroadel

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Emaon o klask penaos lavarout "fonctionnalisme" ha "constructivisme" (war dachenn arzoù ar gweled) e brezhoneg. Kement kinnig a vo graet a vo degemeret mat. Trugarez. --Ex-Smith 27 Mae 2008 da 09:37 (UTC)[respont]

Sevelouriezh hag all (ha galleg zoken)

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. Savadurelouriezh a zo bet kinniget din ivez (gw. "constructiviste", lec'hienn Ofis ar bzhg). Hir-mat eo. Sed aze "fonctionnalisme" displeget e ur yezh all : "Le Fonctionnalisme en architecture est un principe architectural selon lequel la forme des bâtiments doit être l'expression de leur usage." --Ex-Smith 28 Mae 2008 da 22:14 (UTC)[respont]

Trugarez evit ho kinnig diwar-benn "fonctionnalisme". Emaon o vont da c'houlenn ouzh LLydawr ivez.

Krok-moñsieu / chaok-aotrou

[kemmañ ar vammenn]

Bet o teurel ur sell war ar bajenn meneget ganeoc'h. No komment, a lavarfen a-walc'h. A galon. --Ex-Smith 31 Mae 2008 da 15:00 (UTC)[respont]

Treiñ, ur wech ouzhpenn

[kemmañ ar vammenn]

Salud. hag ur mennzoh ho pefe evit dont a-benn da dreiñ "suprématisme" e brezhoneg? Un nebeud displegadennoù a c'hallfe servij : - Le suprématisme est un mouvement d'art abstrait né en Russie au début du XXe siècle. - Malévitch se base encore sur l'aspect géométrique, les couleurs primaires et le mouvement dynamique du cubofuturisme pour développer la théorie du suprématisme. Ses recherches formelles le mèneront sur de nouvelles voies plastiques.

Trugarez deoc'h. --Ex-Smith 1 Mez 2008 da 21:59 (UTC)[respont]

Dreistouriezh a zeu d'am soñj. Mat e vije reiñ ar ger da varn da dud varrek avat. Met e-leizh a c'herioù ijinet a zo amañ hag ahont... Bianchi-Bihan 2 Mez 2008 da 16:42 (UTC)[respont]

Berlin / karterioù

[kemmañ ar vammenn]

Mat eo din, tennet e vo Rummad:Berlin neuze. Kalz pennadoù am eus savet diwar-benn Berlin, klask a ran ober ma seizh gwellañ met posupl eo e chomfe fazioù, trugarez doec'h da deurel ur sell p'ho po amzer. --Ex-Smith 3 Mez 2008 da 07:42 (UTC)[respont]

Salud dit ! N'on ket re sur da gompren ar pezh a lavarez : re a liammoù gant yezhoù all a fell dit lavaret ? Savet eo bet ar pennad brezhonek diwar skouer ar pennad gallek, da'm soñj, ha roet dezhañ an titl Azginivelezh arzel. Setu ez eus ul liamm etrezo, ha liammet eo ar pennad gallek ouzh un toullad pennadoù e yezhoù all, dezho un titl evel Azginivelezh hepken. Marteze e vije gwelloc'h cheñch titl ar pennad brezhonek ha lakaat Azginivelezh hepken ivez ? --Llydawr 6 Mez 2008 da 15:25 (UTC)[respont]

Marteze. Teuler 'rin ur sell.Bianchi-Bihan 6 Mez 2008 da 16:53 (UTC)[respont]

Treiñ, en-dro hag adarre

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e c'hallfen lavarout "Maison d'Autriche" (ar re Habsburg eo) e brezhoneg? Amañ n'eus ti ebet, anat din. Lignez Aostria marteze? Ken vioc'h lennet. --Ex-Smith 15 Mez 2008 da 14:08 (UTC)[respont]

Habsb(o)urg

[kemmañ ar vammenn]

--Neal (Kaozeal) 16 Mez 2008 da 15:06 (UTC) Salud. Tiegezh Habsburg / Habsbourg a zo mat din. Evit a sell ouzh ou/u.. da welout gant ar verourien marteze? --Ex-Smith 16 Mez 2008 da 13:34 (UTC)[respont]

Me gav din n'eus tamm reolenn ebet war ar wikipedia-mañ o tennañ resis d'ar c'hraf-mañ. Ober 'rafen a-walc'h gant ar stumm alamanek orin, met n'eo hennezh nemet un ali personel ha n'eo ket ur erbedenn evel merour. A galon, Neal (Kaozeal) 16 Mez 2008 da 15:06 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ar stumm-se n'eo ket dianav din. El levr "Istor Breizh", gant Louis Elegoet e kaver meur a wech Maen evit ober anv eus proviñs ar Maine (p. 68 da skouer : Normandi, Anjev, Maen ha Poatev). N'ouzon ket ha kavet e vez e skridoù kozh met kavout a ra din em eus e lennet e lec'h all ivez... A galon, --Llydawr 16 Mez 2008 da 16:42 (UTC)[respont]

Gwelet. OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 16 Mez 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Kerniet a dalv "tonsuré" hervez ar Favereau. Kavet amañ [6]. Marteze ez eus ur ger all met n'em eus ket kavet netra. A galon. --Arko 18 Mez 2008 da 08:59 (UTC)[respont]

A se, n'ouzon ket tamm ebet... --Arko 18 Mez 2008 da 10:07 (UTC)[respont]

Ur ger maol zo en iwerzhoneg a dalvez kement ha "moal". Met kavout a ra din ez eo ur ger all zo en anv Malcolm, ur maol all (skrivet máel gwechall) hag a dennfe kentoc'h, e-keñver stumm hag e-keñver ster, d'ar ger brezhonek "mevel". Anvioù all a gaver an elfenn-se enno (Mac Mhaolain/MacMillan, O Maolain/Mullin, Mullan...) Da geñveriañ gant an anvioù brezhonek "Maubian", "Mauguen"... --Llydawr 18 Mez 2008 da 16:12 (UTC)[respont]

Goût a ran an anv-badez "Mael" a dalv priñs e keltiek kozh (hervez kont). --Arko 18 Mez 2008 da 21:22 (UTC)[respont]

Kar da "mao", stumm gourel maouez neuze?Bianchi-Bihan 18 Mez 2008 da 22:09 (UTC)[respont]
Ya. --Llydawr 23 Mez 2008 da 20:26 (UTC)[respont]

Diskoulmet. A galon. Klaod. Kadbzh 21 Mez 2008 da 18:40 (UTC)[respont]

Interdit de parler breton

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Disoñjet ho poa ".jpg" e dibenn titl ar skeudenn (pajenn : bzhg ha bonreizh), setu perak ne zeue ket war wel. --Ex-Smith 22 Mez 2008 da 18:25 (UTC)[respont]

Ya, brav e vefe. Kement a draoù a chom da sevel e brezhoneg! Ken vioc'h lennet. --Ex-Smith 23 Mez 2008 da 11:33 (UTC)[respont]

Demat. Sellit ouzh :

  • [7];
  • [8];
  • [9].
  • unan arall:LUGO DI VICENZA (VENETO) .

A galon. Klaod. Kadbzh 23 Mez 2008 da 19:18 (UTC)[respont]

Lugo di Romagna a reer ivez eus ar gêr-se war a seblant ([10], [11], [12], [13], [14]). --Llydawr 23 Mez 2008 da 20:25 (UTC)[respont]

Demat. Ag ar choéj... A-ven e teu ??? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.

Resisait ar chomlec'h m.p. Kadbzh 24 Mez 2008 da 10:02 (UTC)[respont]
OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 24 Mez 2008 da 11:28 (UTC)[respont]

Skrivet 'peus : Taol ur sell un deiz ouzh ar rummadoù ha patromoù digejañ. Un torr-penn. Mat e vije ober isrummadoù (digejañ anvioù-badez, lec'hanvioù, ha me 'oar, evel e wikioù all) da lakaat en ur rummad digejañ hollek.

Ne gomprenan ket ar splet a vije. E peseurt yezhoù e kaver traoù evel-se ?

A galon, --Llydawr 24 Mez 2008 da 20:40 (UTC)[respont]

Salud dit ! Sellet em eus ouzh da bajenn meneget ganit ([15]), ouzh ar pajennoù e yezhoù all liammet outi hag ouzh ar bajenn [16] hag ar pajennoù e yezhoù all. Diouzh a welan n'eus nemet e galleg hag e saozneg e kaver meur a batrom digejañ. Er yezhoù all (ar re a gomprenan un dra bennak enno, ha lod anezho gant muioc'h a bennadoù eget e galleg) n'eus nemet UR PATROM digejañ. E yezhoù zo e kaver MEUR A RUMMAD pajennoù digejañ. Patrom ha rummad zo daou dra disheñvel. Ar patrom "digejañ" a renk, e-unan, ar bajenn krouet e rummad ar pajennoù digejañ. Diouzh an dro e c'haller renkañ anezho e rummadoù disheñvel. Ne gav ket din e vefe un dra bennak da c'hounit, gant meur a batrom digejañ. Evidon-me ne ra nemet luziañ an traoù, evit ar mare diantav. Ha ral eo ar heñvelstummoù a dennfe holl d'ar memes tachenn. A-raok kenderc'hel da grouiñ pajennoù evel ar re ac'h eus savet e vefe mat kemer un tammig amzer da gaout soñj meur a hini. A galon, --Llydawr 25 Mez 2008 da 16:22 (UTC)[respont]

Republik ha bananez

[kemmañ ar vammenn]

Sed aze ur pennad brav. Dre fent e vez komzet eus ar Republik c'hall.... Dre fent nemetken? A galon. --Ex-Smith 27 Mez 2008 da 21:23 (UTC)[respont]

Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Karl_V,_impalaer_Aostria. A galon, --Llydawr 1 Gou 2008 da 21:10 (UTC)[respont]

C'hoarezed Goadeg

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Tapet ar skeudenn. N'em eus ket lakaet anezhi er pennad c'hoazh : copyright a vefe marteze? A galon. --Ex-Smith 5 Gou 2008 da 19:24 (UTC)[respont]

Ne welan ket perak e vije war skeudenn ur golo pladenn a gaver e lec'hiennoù all. Bianchi-Bihan 6 Gou 2008 da 03:15 (UTC)[respont]

Pladenn : Coop Breizh eo ar perc'henn. Ebarzhet ar re all : [[17]] --Ex-Smith 6 Gou 2008 da 12:10 (UTC)[respont]

Ur farsour ...

[kemmañ ar vammenn]

... en ho skipailh:Paul McCartney:Ninnog a blij dezhi kalz kalz kalz hemañ.- Ur c'haner mat . Kadbzh 7 Gou 2008 da 16:04 (UTC)[respont]

Diverket ar "pennad" ganin. Ur fazi en titl n'eus forzh penaos, kudenn ebet neuze evit sevel ur pennad reizh e anv en e lec'h da c'houder mar bez ezhomm. Neal (Kaozeal) 7 Gou 2008 da 16:06 (UTC)[respont]

Yannick Pelletier

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Kinnig a ran kemm titl ma hani : Yannick Pelletier (echedoù), hat 'vo sevel ur bajenn digejañ ad hoc. A galon. Klaod. (P"S":bourrapl ar stag e Lopereg). Kadbzh 22 Gou 2008 da 16:00 (UTC)[respont]

Bonjour. La page Odo Iañ, roue ar Franked utilise le modèle {{Commonscat}} et non {{Commons}} ; c'est pour cette raison que ta modification n'apparaît pas. Par ailleurs, j'ai enlevé la puce « * » devant le modèle [18], sinon ça cassait le rendu du modèle. Bonne continuation ! guillom 23 Gou 2008 da 07:01 (UTC)[respont]

Emaout o komz diwar-benn ar gaozeadenn-mañ moarvat. Arsa, n'on ket sur e gomprenan matre pelec'h emañ an dalc'h. Diwar-benn petra n'emaoc'h ket a-du? --Arko 23 Gou 2008 da 09:12 (UTC)[respont]

Demat. Al liamm gwir a oa Week-end à Zuydcoote (romant). Neuzen, an ardivink (koñ a-walc'h eo, a-dra sur) a glaske ur pennad gant an titl-sen. Renket eo bet ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Gou 2008 da 13:14 (UTC)[respont]

Pardon, c'est correct ce nom pour une categorie? Rummad:Kêrioù Kastilha-Leon --Jeneme 28 Gou 2008 da 09:03 (UTC)[respont]

Please, could you delete this category Rummad:Castilla y León?

Dans les articles il y a écrit le nome Castilla y León (en espagnol), tu veux que je les change pour Kastilha ha León? --Jeneme 28 Gou 2008 da 09:23 (UTC)[respont]
A-du gant Rummad:Kêrioù Kastilha ha León pe gant "Leon" zoken, peurvrezhonekaet (ne welan abeg ebet evit chom hep hen ober pa vrezhonekaer "kastilha"...) en ur sevel ur bajenn deigejañ diouzh Leonoù all. N'on ket a-enep implijout an anv orin e spagnolek evel ma reer peurliesañ amañ evit Proviñsoù euskadi (en euskareg war-eeun), kêrioù Kernev-Veur, hag all. A galon, Neal (Kaozeal) 28 Gou 2008 da 13:59 (UTC)[respont]

Demat. Petra a ginnigit? Tugdual 28 Gou 2008 da 11:42 (UTC)[respont]

Demat. O treiñ emañ. Deut oc'h a-benn, savit ho kein! + Ar c'henlabourer "nevez" Tugdual a anavezan mat, ma mab yaouankañ an hini eo. Klask a rin reiñ alioù fur dezhañ, c'hwi c'hell gober ivez. A galon. Klaod. Kadbzh 28 Gou 2008 da 12:56 (UTC)[respont]

Goulennoù diverket

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet diverket ar goulennoù o tennañ d'ar pennad Sofourien: nac'het eo bet o diverakañ ganin ha lakaet neuze er rummad "3. Goulennoù distaolet". Aze e c'hellez degas arguzennoù nevez mar fell dit evit o diverakañ hag e vefont lakaet en isrummad "4 Goulennoù war studi", d'ar verourion all da reiñ o ali. Diverket 'vo ar pennad Ceres (planedidig) avat, rak sklaer eo ez eus ur fazi en titl. Digarez (n'eo ket aes bezañ ar merour nemetañ ha faziañ a c'hellan evel-just). A galon, Neal (Kaozeal) 29 Gou 2008 da 07:20 (UTC)[respont]

Keleier war ar bajenn degemer

[kemmañ ar vammenn]

Salut, diverket em eus ar pezh az poa skrivet diwar-benn Jean-Louis Borloo e Roazhon, a c'hall bezañ gwir met n'eo ket holloueziadel a dra sur. A galon.--Arko 29 Gou 2008 da 07:37 (UTC)[respont]

D'am soñj ne oa ket ret goulenn gant ar re all ar wech-mañ, anat dit ne oa ket reizh a pezh az poa skrivet war ar bajenn degemer. --Arko 29 Gou 2008 da 07:54 (UTC)[respont]

N'eo ket reizh lakaat un destenn hir hir evel-se, a n'eo ket neptu ouzhpenn-se met gant evezhiadennoù dit-te. N'eo ket wikipedia ur forom internet e lec'h ma c'haller lakaat e soñjoù. N'eo ket ur c'heloù interesus forzh penaos, gall' a ran lakaat keleier e-giz-se a-zegoù, met ret eo lakaat keleier bras a-walc'h o live, da lâret eo a live broadel pe etrevroadel, evel war pep wikipedia. Borloo e Roazhon, n'eo ket, anat dit. Mar plij, ne adlak ket da destenn war ar bajenn degemer. A galon. --Arko 29 Gou 2008 da 13:09 (UTC)[respont]

Afer ar c'heleier

[kemmañ ar vammenn]

Evel merour e kinningan an diskloulm-mañ d'ar gudenn-se evit chom a-sav gant ar brezel-embann: leuskel ar c'heleier war ar bajenn e-pad 7 devezh (ur sizhunvezh-pad) pa vez a-du ez eus anezhe keleier gwirion pe get ha neuze o zennañ dre ma ne vo ket anezhe keleier fresk ken. A-hend-all e vo ret prennañ ar bajenn waqrni ar c'heleier dre ma n'eus bet tizhet emglev embet evit o zennañ ac'helese. A galon, Merour (Neal / Neal (Kaozeal) 30 Gou 2008 da 06:18 (UTC)[respont]

A-du ganit. N'eus ket bet lavaret din pelec'h ne oa ket "neptu" danvez al linennoù(-houarn): keleier tennet eus kazetennoù n'int ket ijinet (evel ul Lusius bennak). Bianchi-Bihan 30 Gou 2008 da 07:31 (UTC)[respont]

Maer nevez

[kemmañ ar vammenn]

Merci pour le petit cours de grammaire. C'est sympa! Kenavo ur wech all ;) --Mike bzh 31 Gou 2008 da 15:51 (UTC)[respont]

Salud dit ! Brav ha talvoudus e kavan da b-Patrom:Korf. --Llydawr 5 Eos 2008 da 16:25 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ar yezh-se muioc'h egedout. Sell kentoc'h ouzh . A galon, --Llydawr 20 Eos 2008 da 18:59 (UTC)[respont]

Respontoù Llydawr

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ober a rez anv eus gwellaat ar yezh er pennad-mañ. A-dra-sur ez eus peadra da wellaat. Nemet ez eo prennet ar bajenn, ha n'eus nemet merourien a c'hall ober un dra bennak... Ne gomprenan ket eus peseurt pennad e rez anv, a-hend-all, pa skrivez "ar pennad-hont" ? Peseurt "alc'hwezioù" a vije ganin ? N'on ket "merour"... --Llydawr 27 Eos 2008 da 06:39 (UTC)[respont]

Renket eo. Ur vi-koukoug a oa en titl (Cerdanya/Cerdania). A galon, --Llydawr 29 Eos 2008 da 21:03 (UTC)[respont]

Salud dit ! Mat eo lakaat un tammig urzh evel ma rez ha mat eo din ober gant ar ger "kristen" evit ober anv eus ur gredenn gristen. Met gwelet a ran ez eo Treinded zo skrivet e geriadurioù Roparz Hemon. Marteze ne vefe ket falloc'h mirout ar c'hemm etre Trinded (anvioù-lec'h... nemet An Dreinded e Plouzane !) ha Treinded (evit ar pezh a oa An Dreinded), ha kement hag ober, menegiñ ivez an "treindedoù" n'int ket kristen (en:Trinity (disambiguation)). --Llydawr 3 Gwe 2008 da 16:07 (UTC)[respont]

Demat. Chom a ran bourdet en afer-mañ. A galon. Klaod. Kadbzh 4 Gwe 2008 da 09:18 (UTC)[respont]

Klasket em eus renkañ an traoù... Met n'eo ket gwall vat an disoc'h ! --Llydawr 4 Gwe 2008 da 16:38 (UTC)[respont]

Salud, mennozh mat. Petra eo ar gwellañ : Ar Rozenn Wenn pe Ar Rozenn wenn? A galon. --Ex-Smith 7 Gwe 2008 da 08:06 (UTC)[respont]

Gwelet. Trugrarez. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gwe 2008 da 19:16 (UTC)[respont]

Taol ur sell er rummad : daou bennad San Luis Potosí ha daou bennad Zacatecas ac'h eus savet. A galon, --Llydawr 9 Gwe 2008 da 16:21 (UTC)[respont]

Salud. Ouzhpennet em eus [[

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

]]. A galon. --Ex-Smith 12 Gwe 2008 da 12:44 (UTC)[respont]

Demat. Ne vehe ket ken koulz gober gant "bann"? A galon. Klaod. Kadbzh 15 Gwe 2008 da 07:03 (UTC)[respont]

Besoin de traduction

[kemmañ ar vammenn]

Salut, j'aurai besoin d'une traduction de la phrase suivante: « Kentoc'h mervel eget em zaotra ». Elle se trouve aux dos du . Est-ce que cela correspond à la devise d'Anne de Bretagne «Plutôt la mort que la souillure» ? Mais dans l'article Bretagne, c'est écrit «Kentoc'h mervel eget bezañ saotret». Il doit bien y avoir une différence non? Trugarez. --Mike bzh 22 Gwe 2008 da 19:58 (UTC)[respont]

Patromoù ha traoù all

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit !

  • Re wir eo ez eus meskaj etre patromoù broioù end-eeun, ha patromoù bannieloù broioù. Deuet eo an dra-se peogwir eo bet savet ar patromoù-se tamm-ha-tamm, gant meur a hini. A-dra-sur e vije mat lakaat un tamm urzh. Ez an da glask gwelet a-dostoc'h.
  • Ar frazenn latin Vanitas vanitatum et omnia vanitas : ne'm eus netra da ginnig dit evit ar poent. Ma kavan un dra bennak e lavarin dit.
  • Antilhez Brasañ (evel ar saozneg pe ar spagnoleg) pe Antilhez Bras (evel ar galleg, an alamaneg pe an esperanteg) ?

A galon, --Llydawr 22 Gwe 2008 da 21:34 (UTC)[respont]

Ya, etre an daou eo ret dibab: petra eo da ali? Asia Minor, Britannia Major, Breizh Veur... Bianchi-Bihan 22 Gwe 2008 da 23:01 (UTC)[respont]
Keñveriañ marteze gant an anvioù-lec'h a Vreizh-Izel evel Keruhel vras, Keruhel vihan, an Erge Vras, an Erge Vihan, pe c'hoazh Treger Vras, Treger Vihan [19]... --Llydawr 23 Gwe 2008 da 11:31 (UTC)[respont]

Brav ar pennad. A-fet morlaeron e c'hallfe Vampirates plijout deoc'h, un tañva a gaver war al lec'hienn ofisiel, gwelout ar bajenn diwar-benn Justin Somper. A galon.--Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 10:23 (UTC)[respont]

Dilhad-dindan

[kemmañ ar vammenn]

Dilhad-dindan (maouezed) e-lec'h lienerezh? Pe ur ger all zoken? --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 17:20 (UTC)[respont]

Mat. Kemmet an titl hag ar ger "lienerezh"e korf ar pennad. --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 18:09 (UTC)[respont]

Ma, me eo, ur wech ouzhpenn. Penaos e c'hallfen lavarout "juste parmi les nations" e brezhoneg flour? Righteous among the Nations a gaver e saozneg, Gerechetr unter den Völkern en alamaneg hag all. Ken viot lennet. --Ex-Smith 24 Gwe 2008 da 18:57 (UTC)[respont]

Konkistadored

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ar stumm Konkistadored ne zisplij ket din. Anat eo e vije aesoc'h ober evel-se. Daoust hag implijet eo bet ar stumm-se ? --Llydawr 26 Gwe 2008 da 16:23 (UTC)[respont]

Ya, goût a oian, traoù all a a zo ganin c'hoazh A galon laod Kadbzh 27 Gwe 2008 da 18:26 (UTC)[respont]

Spider-Man

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e c'hallfen lavarout "super-héros" en hor yezh? gourharoz? dreistharoz? haroz dreist? A galon. --Ex-Smith 30 Gwe 2008 da 20:27 (UTC)[respont]

Spider-Man, 2

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Gwech ebet n'em eus bet gwelet ar ger "ezelez", evel ezel, met evit plac'h. E implijout a ran er pennad diwar-benn Spider-Man, el lodenn diwar-benn Spider-Woman. Ha reizh eo? Ma n'eo ket e cheñchin. A galon .--Ex-Smith 2 Her 2008 da 11:20 (UTC)[respont]

N'eo ket ur soñj fall lakaat ur reizh d'un ezel, eo? Ne oa ket bet graet a-raok, met hiriv 'mañ 'n deiz. Perak ne vije ket? Bianchi-Bihan 2 Her 2008 da 11:30 (UTC)[respont]

Ya, [krouer]] an hini eo, ur fazi bizskrivañ am boa graet. --Arko 4 Her 2008 da 06:26 (UTC)[respont]

Poanioù ar Werther yaouank pe Poanioù Werther yaouank? --Ex-Smith 5 Her 2008 da 20:41 (UTC)[respont]

Salud dit ! Aesoc'h em eus kavet adtapout ur gartenn diwar ar Wiki iwerzhonek, kentoc'h eget klask sevel ur patrom brav evel an hini a gaver e saozneg, galleg, esperanteg, nederlandeg... --Llydawr 5 Her 2008 da 20:47 (UTC)[respont]

Sell ouzh ar pezh am eus graet evit Noord-Brabant. N'on ket drouklaouen. Gellout a ri implijout ar patrom-se ivez, ma kerez. Gwelloc'h e vefe ma vefe ar gartenn a-zehou d'ar bajenn, moarvat. Un tammig labour a chom c'hoazh ! A galon, --Llydawr 8 Her 2008 da 16:18 (UTC)[respont]

Ne lavaran ket eo dianav ar stumm "Sant-Pêr", met kalz aliesoc'h e kaver Kerbêr din da c'houzout, er yezh komzet koulz hag er yezh skrivet (Nenn Jani, labourioù B. Tangi...). --Llydawr 5 Her 2008 da 20:50 (UTC)[respont]

Sed aze ul livour a-feson, kroget e oan da dreiñ ar pennad diwar e benn. Primoc'h out bet. --Ex-Smith 9 Her 2008 da 18:51 (UTC)[respont]

???????????????????? Bianchi-Bihan 10 Her 2008 da 03:45 (UTC)[respont]

Primoc'h evit ober war e dro, sed aze tout. --Ex-Smith 10 Her 2008 da 08:17 (UTC)[respont]

Lakaet em eus ar pezh a ouzon, met n'ouzon ket muioc'h ! --Llydawr 13 Her 2008 da 15:59 (UTC)[respont]

Salud dit ! Gwelet em eus da bennad konkistador. Betek-henn ne'm eus ket kavet kalz a skouerioù eus ar ger-se... nemet er Wikipedia (diwar da zorn marteze ;-) ?). Evit ar stumm lies avat e rajen gant konkistadored, war skouer minored, doktored, kulatored... kentoc'h eget gant konkistadorien. Ober a ran-me, a-hend-all, gant Plymouth, an anv saoznek. --Llydawr 14 Her 2008 da 19:48 (UTC)[respont]

Gwelout a ran hon eus embannet ar pennad Horn kazi er memes amzer. Me gav din e vefe gwelloc'h chom gant ar pennad Horn evit ar stêr e Bro-Leon peogwir eo ar ster splann evit Yann brezhoneger. --Arko 24 Her 2008 da 13:33 (UTC)[respont]

An eil pe egile, ne ran ket forzh... Ar pezh a gont eo gallout kavout an traoù ! --Llydawr 24 Her 2008 da 16:00 (UTC)[respont]

Mat eo din evit a sell ouzh ar rummad. Ya : sed aze taolennoù brav-eston, e-touez ar re vravañ am eus gwelet e Dresden, gant re Vermeer. --Ex-Smith 28 Her 2008 da 18:41 (UTC)[respont]

Petra eo ar c'helc'hiad pennañ-se? Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 11:09 (UTC)[respont]

Se a zo anv ofisiel ar pastell-vro velestradurel-se hiziv - principal area--Damien Perrotin 29 Her 2008 da 12:10 (UTC)[respont]

Ya, kinnig a ran "Pajennad bannoù-treset amerikan". --Arko 29 Her 2008 da 16:04 (UTC)[respont]

Sport extrême

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Penaos e vefe tu da lavarout an dra-se e brezhoneg reizh? O labourat war ur pennad diwar-benn ar plankenn-ruilh emaon, setu perak em eus ezhomm eus ar ger-se. A galon.--Ex-Smith 31 Her 2008 da 14:16 (UTC)[respont]

Sport hag arvar

[kemmañ ar vammenn]

Sed aze sportoù arvarus : skateboard, longskate, plankenn-dre-lien, surf, snowboard hag all. Sportoù an arvar a blij din, implijet e vo ganin ha gwelet e vo ha kavet e vo gwelloc'h gant unan bennak all.--Ex-Smith 31 Her 2008 da 15:19 (UTC)[respont]

Danvez ha n'eo ket ken arvarus (ha c'hoazh!)

[kemmañ ar vammenn]

Ha reizh e vefe implijout broad vunut evit lavarout "micronation"? (saozneg: micronation, alamaneg : Mikronation). Gwelout [20]. Ken vi lennet.--Ex-Smith 1 Du 2008 da 18:15 (UTC)[respont]

Ober a rafen gant un dibenn brezhonek: broadig. Bianchi-Bihan 2 Du 2008 da 01:33 (UTC)[respont]

Ha gallout a rafemmp gwellaat ar frazenn-mañ: Diwallit mat, n'eus eus an destenn-mañ nemet ur rakweladenn. N'eo ket bet enrollet c'hoazh! Kinnig a ran:

  1. ur rakweled eo an destenn-mañ, ha netra ken ( berr ha sklaer)
  2. nemet ur rakweled n'eo an destenn-mañ
  3. ... n'eus nemet ur rakweled eus an destenn-mañ

A galon. Bianchi-Bihan 2 Gou 2008 da 21:17 (UTC)

Wiki albanek

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Doc'h pajenn "Degemer" ar Wiki albanek... [21] A galon. Klaod Kadbzh 2 Du 2008 da 18:11 (UTC)[respont]

Da vout adlennet ganeoc'h

[kemmañ ar vammenn]

Vis-en-Artois ha Pearl Buck m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 2 Du 2008 da 21:39 (UTC)[respont]

Inizi Friz

[kemmañ ar vammenn]

N'on ket evit gwellaat ar patrom. N'ouzon ket penaos e ra ar saoznegerien evit kaout ur bann kleiz brav ! --Llydawr 6 Du 2008 da 17:01 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ha lakaat a rafen traoù evel "Doue", "ma Doue", "Jezuz" e-touez ar sakreadennoù. Estlammadennoù int, sur, met n'int ket geriennoù a ya a-enep an "dereadegezh", evel an traoù all a lakaer da "sakreadennoù". The original meaning of the term was restricted to blasphemy, sacrilege or saying God's name (or an identifier such as "Lord" or "God") in vain. Profanity represented secular indifference to religion or religious figures, while blasphemy was a more offensive attack on religion and religious figures, and considered sinful a lennan e saozneg (pennad en:profanity). Gerioù evel "Jezuz" pe "ma Doue" a c'hall bezañ distaget gant tud a iliz ha ne gav ket din e vije pec'hed ;-). --Llydawr 6 Du 2008 da 17:17 (UTC)[respont]

Gwir eo, diaes eo gouzout pelec'h e krog park al leoù-touet pa n'eus kleuz ebet er yezh en-dro d'ar gerioù. N'eo ket echu ar pennad avat, ha meur a adwel a rin c'hoazh. Bianchi-Bihan 6 Du 2008 da 17:24 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ha gallout a rafes displegañ resisoc'h petra a fell dit ober, mar plij ? Ha reiñ din al liamm da dizhout "anat er wikigeriadur". --Llydawr 14 Du 2008 da 17:06 (UTC)[respont]

Graet eo ! --Llydawr 14 Du 2008 da 17:15 (UTC)[respont]

Mat eo sevel pennadoù diwar-benn kevredadoù war an dachenn armerzhel. Perak ec'h eus nullet ar pezh am boa lakaet ouzhpenn avat? (Vendrée Globe distaget hag ar rummad Embregerezhioù Bro-C'hall). --Arko 22 Du 2008 da 12:22 (UTC) N'eo ket gwall dra! Me eo an hini noa lakaet traouigoù ouzhpenn en un doare re zidrouz! --Arko 24 Du 2008 da 10:02 (UTC)[respont]

Koulizh Kedez

[kemmañ ar vammenn]

Ouzhpennet ar skeudenn er pennad.--Ex-Smith 25 Du 2008 da 17:16 (UTC)[respont]

Ec'h ober 'oan i'e, boulc'hast! Bianchi-Bihan 25 Du 2008 da 17:17 (UTC)[respont]

Demat. S.o. m.p. (okitaneg-provañseg: Vauclusa; galleg/stumm ofisiel nemetañ: Vaucluse). A galon.~Klaod Kadbzh 27 Du 2008 da 13:49 (UTC)[respont]

Vauclusa am eus lakaet. A galon. Klaod Kadbzh 27 Du 2008 da 17:32 (UTC)[respont]

Ya, gwaranieg. --Llydawr 28 Du 2008 da 20:15 (UTC)[respont]

Ne vije ket bet eus un abadenn (istorel pe Istorel evel-just) etre Che ha Fidel? N'on ket 'vit lâret deoc'h... A galon. Klaod Kadbzh 29 Du 2008 da 21:29 (UTC) P"S": kas a ran un e-mailh (Mitterrand) deoc'h.[respont]

Evit / Pal

[kemmañ ar vammenn]

Ok, trugarez. --Ex-Smith 30 Du 2008 da 20:12 (UTC)[respont]

Salud. Ur mennozh evit lavarout "poche" (de Lorient, de Royan hag all)e brezhoneg? A galon. --Ex-Smith 2 Kzu 2008 da 19:28 (UTC)[respont]

Hag er yezhoù all? Hag an hevelsterioù, gallek hag all? Bianchi-Bihan 3 Kzu 2008 da 05:41 (UTC)[respont]
Ha! N'em eus ket sellet er yezhoù all. Mod-all e lavarer ivez "réduit" e galleg.

E-keit m'emaomp ganti : ma fell din sevel ur pennad war ar mangez, penaos e rankan envel ar pennad : mangez pe mangezenn? Ha lavaret e vefe litchienn pe litchi? Ken vi lennet. --Ex-Smith 5 Kzu 2008 da 18:39 (UTC)[respont]

Taol-veskañ

[kemmañ ar vammenn]

Meur a wech em eus klevet "taol-veskañ" evit a sell ouzh seurt mekanikoù, emaon o vont da resisaat en destenn.--Ex-Smith 7 Kzu 2008 da 20:09 (UTC). Un evezhiadenn a-berzh un den pell diouzh ar bed-se ne oa ken. Goude e ri pezh a giri. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2008 da 20:14 (UTC)[respont]

A little help

[kemmañ ar vammenn]

Hi! I'm a Hungarian Wiki-editor, my name is Norbert. I would like to request something from you. I'm very proud of my village, Ecser, and we have now about 72 translations about it. I would like to have it all of the Celtic languages. The best Gaelic translations are the Welsh and the Manx ones. Could you translate it into Brezhoneg? You can use the English or the Cymraeg version. Thank you! hu:User:Eino81

Salud dit ! 1) Marteze ne vefe ket falloc'h ober anv eus trede eskob Teurgn dindan an anv latin Martinus, evel ma'c'h eus graet gant Gratianus, kentoc'h eget dindan an titl Marzhin. Hag implijout ar stumm brezhonek evit ur bajenn digejañ da adkas al lennerien war-zu pennadoù all (an anv-bihan, tud anvet Marzhin...), war skouer fr:Martin. 2) Gwelet em eus ez poa cheñchet an titl Su Tirol ha lakaet Südtirol en e lec'h. Me ne gaven ket abeg e Su Tirol. N'eo na gwashoc'h na gwelloc'h eget Su Italia pe Norzh Alamagn. Ha lakaat a ra anat ez eo liammet gant Tirol. Kavout a ra din e vefe bet mat gortoz un tamm, forzh penaos, etre ar mare ma'c'h eus lakaet un evezhiadenn war ar bajenn gaozeal hag ar mare ma'c'h eus cheñchet an titl. N'eus bet nemet un nebeud eurvezhioù etre an daou, hag e-pad an noz ouzhpenn ! Seurt doareoù a veze implijet gwechall gant tud all, met n'eo ket dav dit kemer skouer warno ;-) --Llydawr 18 Kzu 2008 da 22:50 (UTC)[respont]

Demat. Kudennoù treuzlizherennañ + istor ar yezh + rannyezhoù moarvat. Amzer 'zo. A galon. Klaod Kadbzh 30 Kzu 2008 da 07:58 (UTC)[respont]

Kuzulierion

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Èl rezon e c'hellit kinnig ur gêr arall... :-)))) A galon. Klaod Kadbzh 31 Kzu 2008 da 13:12 (UTC)[respont]

Diverket em eus ar pezh az poa skrivet. Mall oa, gwasoc'h c'hoazh e oa eget ar pezh a oa skrivet a-raok! ;)) Den ebet ne lâr eo ar Gwilun un harz, meskañ a rez gant harzoù rannvro B4 moarvat. Ne vez ket morse ur ster un harz forzh penaos (d'ar c'hontrol) : Nil, Gange, Seine, Liger, Rhin... A galon, --Arko 2 Gen 2009 da 13:42 (UTC)[respont]

Mall oa,
Ne oa ket

Goapus e oa eus ma ferzh... ken mezhus e oa evidout skrivañ seurt traoù!!! ;)))

gwasoc'h c'hoazh e oa eget ar pezh a oa skrivet a-raok! ;))
Da ali-te hepken, betek-gouzout.

Displeget em boa perak, emaon o vont da genderc'hel ma fell dit.

Den ebet ne lâr eo ar Gwilun un harz,
C'hoari war ar gerioù eo: lenn ar c'hazetennoù. Le Tour entre en Bretagne, bet meneget ugent gwech e foromoù zo.

Te oar, kazetennerien zo a lâr forzh petra a wechoù... Ne vez ket ar gwirionez ganto atav! Ha pa vezont eus "PQR" Breizh e skrivont alies war savboent B4 pe ar "Grand Ouest". Neuze ne gavan ket eo serius kenañ skrivañ traoù war wikipedia diazezet war ar c'hazetenoù, dreist-holl diwar-benn an dra-mañ. Ha pa gomzez eus an Tour de France, e-pad an hini diwezhañ, heuliet em boa an traoù a-dost ha just awalc'h, gant kement a wenn-ha-du e oa e Liger-Atlantel hag e Naoned e oa bet displeget gant kalz outo perak e oa Breizh ivez e Liger-Atlantel. Evit ar pezh a sell ouzh ar foromoù, n'int ket bet savet evit bezañ mammennoù evit wikipedia. Pell pell emaomp eus ur spered holloueziadurel.

meskañ a rez gant harzoù rannvro B4 moarvat
Ne veskan netra, menegiñ ur soñj embannet gant bruderien ar PDL an hini a ran, ha displeget d'al lenner.

Ar pezh az peus skrivet ne vez ket embannet gant bruderien ar PDL tamm ebet. Anavezout a ran mat kudenn adunvaniezh Breizh. Bruderien ar PDL a lâr eo Liger-Atlantel ul lod eus Breizh en un doare sevenadurel hag istorel. A-enep adunvaniezh Breizh int avat.

Ne vez ket morse ur ster un harz forzh penaos (d'ar c'hontrol) : Nil, Gange, Seine, Liger, Rhin...
Arabat lavarout morse: lod zo bet , hag al Liger hag ar Roen d'ur mare bennak bepred. Perzh ar stêrioù bras (evel ar morioù) eo e c'hallont bezañ an eil hag egile. Bianchi-Bihan 2 Gen 2009 da 13:55 (UTC)[respont]

Al Liger n'eo ket bet morse un harz! Breizh en deus diorret war he ribloù! Grevus eo da lâr seurt traoù. Memestra gant ar Roen. N'eo un harz etre Frañs hag Alamagn nemet abaoe nebeut amzer, hag ablamour d'ar brezelioù bed forzh penaos. Alamagn ar c'hôrnog hag ar mervent en doa diorret war daou ribl ar Rohen e-pad mil bloaz. Memestra gant an Izelvroioù.

Menegiñ eo ar Gwilun harz su Breizh a zo : - faos ha, digarez da lâr se, droch, - lâret gant den ebet forzh penaos. Ha dre'se eo didalvoudus da skrivañ. --Arko 2 Gen 2009 da 19:57 (UTC)[respont]

Salud ha bloavezh mat dit ! "An Inizi Gall" a lavarfen e brezhoneg, en ur frazenn, gant ur ger-mell, evel e gouezeleg : "na h-Innse Gall". E degouezhioù zo avat, evel Rummad:Inizi Gall, e vo hep ger-mell, evel ma c'hoarvez ivez e saozneg pe e galleg. -Llydawr 5 Gen 2009 da 17:40 (UTC)[respont]

Inizi Skos

[kemmañ ar vammenn]

(eilet diwar [[22]])

Setu pezh a ran abaoe an deroù, hep gwelout netra avat: dilennus pep tra din. Setu, mat pe fall n'on ket evit gouzout. Bianchi-Bihan 7 Gen 2009 da 11:38 (UTC)[respont]

Souezhusat tra! Ha gwelet a rez an distagadur bremañ war ar pennadoù m'eo bet ouzhpennet ganin? Ma ne deu ket war wel e c'hell bezañ peogwir e vank ur polis LFE dit. A-hendall e ranker klask eilñ an distagadur diwar ar pennad kentoc'h evit diwar tarzh ar pennad... Neal (Kaozeal) 7 Gen 2009 da 13:30 (UTC)[respont]

Bloavezh mat. Bremañ ez eus skrivet un dra bennak dindan ar skeudenn. Mat eo pe eo dav ouzhpennañ un dra bennak? --Ex-Smith 9 Gen 2009 da 19:30 (UTC)[respont]

Ya, ya gouzout a ran evit a sell ouzh skifos. Troet em eus ha kaset d'un alamaneger ampartoc'h evidon, o c'hortoz e respont emaon. O komz e oan eus skeudenn ar maneki-neko. Pe skeudenn a zo da ouzhpennañ? Diaes din lenn japaneg! --Ex-Smith 10 Gen 2009 da 16:56 (UTC). Biskoazh! Ken diaes all din, da vihanañ!Bianchi-Bihan 10 Gen 2009 da 17:13 (UTC) Mat eo, ouzhpennet em eus ar skeudenn. Un anv brezhonek am eus lakaet dezhi, marteze e oa an diskoulm. Un nebeud bloavezhioù' zo e oan kroget da zeskiñ japaneg... --Ex-Smith 10 Gen 2009 da 17:48 (UTC)[respont]

Salud, setu lakaet alc'hwez ar skeudenn. Un adlenn marteze? A galon. --Ex-Smith 11 Gen 2009 da 20:38 (UTC)[respont]

Gwell e vefe moarvat bodañ an traoù en ur rummad bras Plant. Met ne vir ket e c'hallo bezañ isrummadoù ennañ, evel ma'z eus er Wikipedia-où e yezhoù all. -Llydawr 11 Gen 2009 da 21:41 (UTC)[respont]

Moarvat e ouzout muioc'h egedon ! -Llydawr 12 Gen 2009 da 17:36 (UTC)[respont]

Departamantoù

[kemmañ ar vammenn]

Demat. OK. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 14 Gen 2009 da 16:30 (UTC)[respont]

Marteze ne vefe ket fall kaout daou bennad disparti : Bro-Lemojez (= en:Limousin (province), oc:Limosin (Occitània)) ha Limousin (= en:Limousin (région), oc:Limosin (region)). Petra eo da soñj ? --Llydawr 16 Gen 2009 da 16:28 (UTC)[respont]

Femme fatale

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Hervez ar pezh a lennan em levrioù e talvez "tè-bhuairidh" kement ha "lorberez", "lubanerez". Savet eo ar ger diwar "tè", ur raganv a gemer plas un anv benel (evel "hini" e-barzh "an hini gozh") hag ar verb "buaireadh", a dalvez e-touez traoù all "to tempt, to allure". Din-me ez eo "lorberez" un droidigezh vat evit "femme fatale" ; gwelloc'h e kavan eget "matezh an ankou" a chom re dost da ster kentañ ar gerioù ("fatal" = a zegas ar marv). --Llydawr 21 Gen 2009 da 17:02 (UTC)[respont]

Pardaillan

[kemmañ ar vammenn]

Soñj'm eus bezañ gwelet ur rummad filmoù skinwel diazezet war istor Pardaillan pa oan yaouankoc'h. Ya, seurt traoù a blijfe din lenn, met da gentañ e rankan lenn Ar 5 skoed a Vreizh, rak studiet e vo er skolaj. --Ex-Smith 22 Gen 2009 da 18:17 (UTC) Un dra zo sur, n'eo ket ken brav, na ken fentus. Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 18:25 (UTC)[respont]

Meuz saourus

[kemmañ ar vammenn]

A galon. Klaod Kadbzh 23 Gen 2009 da 09:40 (UTC)[respont]

Evel-se emañ ar boaz. Peurvuiañ e kaver daou N dirak ur vogalenn : Lannuon, Lanniliz, Lannedern, hag unan hepken dirak ur gensonenn : Landerne, Landreger. Evel-se emañ a-gozh, er "stummoù ofisiel" evel er "stummoù brezhonek". Ur wechig bennak hepken ne gaver nemet un N er "stummoù gallek", evel fr:Lanildut. A galon, --Llydawr 23 Gen 2009 da 12:54 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Setu an div skeudenn: [[23]] ha [[24]]. A galon. --Ex-Smith 25 Gen 2009 da 19:44 (UTC)[respont]

Ingal eo din, implijet oa bet gant unan arall ma raok, ha klasket oa bet un diskoulm er reolennoù ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Gen 2009 da 17:15 (UTC)[respont]

Setu ouzhpennet ar skeudenn. A galon. --Ex-Smith 27 Gen 2009 da 08:52 (UTC) Danke.Bianchi-Bihan 27 Gen 2009 da 09:06 (UTC)[respont]

Bannieloù

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h an triliv ganit ? ;-). Ma ! gwell a se mard out bet plijet. --Llydawr 28 Gen 2009 da 22:12 (UTC)[respont]

Ya. E pe bennad(où)?Ha penaos gwellaat? --Ex-Smith 5 C'hwe 2009 da 12:25 (UTC)[respont]

Nature morte

[kemmañ ar vammenn]

"Divuhezenn" a ginnig Ofis ar brezhoneg, "natur divuhez" ha "traoù marv" a ginnig Francis Favereau. Marteze ez eus un dra bennak e-barzh geriaoueg an arzoù savet gant Diwan, met ne gavan ket mui ma skouerenn. --Ex-Smith 5 C'hwe 2009 da 20:35 (UTC)[respont]

Divuhezenn a gaver ivez e-barzh gerioaueg Diwan. Tapet fall omp.Dav din anzav ne welan ket penaos lavarout "nature morte" e brezhoneg. Ar ger buhez a gaver er yezhoù all a gomprenan (still life e saozneg, Stillleben en alamaneg). Heñvel e yezhoù all norzh Europa : daneg, neerlandeg. A galon .--Ex-Smith 6 C'hwe 2009 da 17:20 (UTC)[respont]
Ar ger divuhez zo mat. Taolenn divuhez, a gavan sklaer da gompren. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2009 da 18:54 (UTC)[respont]
Graet ec'h eus-te, en ur Mirdi brezhonek bennak, gant "Buhez diflach", diwar skouer ar saozneg "Still life" moarvat. Ne'm boa kinnig ebet. Ne gavan ket fall da ginnig diwezhañ. --Llydawr 10 C'hwe 2009 da 17:25 (UTC)[respont]
Gast! N'em boa ket soñj! Buhez diflach pe taolenn divuhez? Bianchi-Bihan 10 C'hwe 2009 da 18:45 (UTC)[respont]

Kelaouadenn Frañs 3

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,

Kelaouenner on evit abadennoù brezhonek Frañs 3 hag emaon o klask sevel ur filmig kelaouiñ diwar-benn an dud a vez oc'h implijout brezhoneg war ar genrouedad dre vras, ha war wikipedia da skouer. C'hoant em befe da c'houzout daoust ha niverus eo ar gumuniezh ha peseurt doare tud a zo enni: stourmerien ar yezh (evit ma chomfe plaset mat e renkamant ar yezhoù), tud sot gant danvez-mañ-zanvez, tud o tont alies pe ur wech an amzer... Trugarez deoc'h da gas mennozhioù din pe da lavaret din o soñj. A galon

Mathieu Herry Kelaouenner evit abadennoù brezhonek France 3 Journaliste pour les émissions en breton de France 3 Pellgomz/Tél : 02 99 01 79 91 – 06 70 44 76 31 Postel/courriel : mathieu.herry@france3.fr

Graet eo. A galon. --Ex-Smith 19 C'hwe 2009 da 13:40 (UTC)[respont]

Gwelout a ran e rez gant "jener ar gerioù". Ober a ran-me, da-heul Frañsez Kervella, gant "reizh ar gerioù". --Llydawr 22 C'hwe 2009 da 17:28 (UTC)[respont]

Gwir eo ar pezh a skrivez diwar-benn ar ger "reizh", meur a ster dezhañ. N'eo nemet abalamour d'ar boaz e talc'han d'ober gantañ evit se. Ha n'in ket da cheñch da bennad ! Un evezhiadenn ne oa ken. --Llydawr 22 C'hwe 2009 da 22:28 (UTC)[respont]

Marteze e vije mat teurel ur sell: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ABaou_voutin&diff=455533&oldid=23666 Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2009 da 06:31 (UTC)[respont]

Aet on da sell met e gwirionez n'ouzon ket re eus petra eus eus kaoz. pelec'h emañ ar gudenn resis? Klask a rin sklaeraat an traoù kerkent komprenet ganin e pelec'h emañ an dalc'h. trugarez. Neal (Kaozeal) 24 C'hwe 2009 da 09:45 (UTC)[respont]

Lammoù-dour

[kemmañ ar vammenn]

Krouet 'peus ur Rummad:Lammoù-dour ar bed. Trawalc'h a vefe marteze gant "Rummad:Lammoù-dour" ? --Llydawr 24 C'hwe 2009 da 17:21 (UTC)[respont]

Ya. Gant ma ne deuy ket unan da lakaat lammoù-dour dibar, pe dispar, pe me oar, un deiz bennak.Bianchi-Bihan 24 C'hwe 2009 da 18:37 (UTC)[respont]

ha Pobloù Enez Vreizh... gant ar memes danvez. Unan a re zo, gwir eo. E galleg hag e saozneg war a welan n'eus nemet ur pennad (nemet e saozneg e reer anv eus an holl Gelted ha n'eo ket eus re Enez Vreizh hepken). --Llydawr 25 C'hwe 2009 da 17:19 (UTC)[respont]

Salud. Unan eus perzhioù dedennus Staubbach eo an Thermik [25], saozneg :[26]. Pennad ebet diwar-benn an dra-se e galleg. kolonenn-wrez a vefe mat e brezhoneg?--Ex-Smith 25 C'hwe 2009 da 19:14 (UTC)[respont]

Marteze, met dre ma n'anavan seurt en traoù-se ... Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2009 da 22:20 (UTC)[respont]

Plas etre div lodenn eus ur pennad

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 25 C'hwe 2009 da 21:54 (UTC)[respont]

???Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2009 da 22:11 (UTC)[respont]

Salud dit ! E-lec'h Rummad:Manac'hegezh e kavfen gwelloc'h ober gant Menec'h pe un dra heñvel ouzh ar saozneg (en:Category:Monks pe en:Category:Monks and nuns), esperanteg (eo:Kategorio:Monaĥoj, alamaneg (de:Kategorie:Mönch...--Llydawr 26 C'hwe 2009 da 12:12 (UTC)[respont]

Kement-se am boa soñjet ivez, met marteze e vije gwelloc'h lakaat ur rumm menec'h (tud) e-barzh ur rumm manac'hegezh, brasoc'h? D'am soñj n'eo ket tener ha n'eus ket mall, met n'on ket nec'het. Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 12:15 (UTC)[respont]

Graet eo. A galon.--Ex-Smith 26 C'hwe 2009 da 20:12 (UTC)[respont]

Nann Bianchi Bihan, ne ouezan ket re penaos gouzout hiroc'h. Marteze o pellgomz da Ziwan, dre Ziwan am eus hen gouezet. Gwal drist eo ar c'heleier-se, un den jentil, leun a energiezh e oa. Kelener eo bet din pa oan e c'hwec'hvet, ha dalc'het em eus eñvorennoù plijus eus e gentelioù. --Ronan 26 C'hwe 2009 da 21:19 (UTC)[respont]

Va zigarez evit bezañ digaset keloù fall ha ne oant ket gwir... O paouez resevout un taol pellgomz ez on o lavaret ne oa ket bet muntret (gwell ha se!). Hogen dipitet on o vezañ embannet ar c'heleier faos se abalamour da dud all... Mil zigarez c'hoazh, ha yec'hed mat da Fulup! (A benn ar fin e vefe ur c'helenner a laboure gantañ a vefe bet muntret...). --Ronan 27 C'hwe 2009 da 10:21 (UTC)[respont]

Ma oa lazhet ne oa ket lazhet-mik, met gant taolioù pellgomz marteze eo te an hini a vo! Buz ha buhez. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2009 da 14:11 (UTC)[respont]

Orkide, orkideenn, orkideennoù, Soroa

[kemmañ ar vammenn]

Ma fazi. Liorzh orkide (anv-stroll) zo mat memes tra? A galon. --Ex-Smith 27 C'hwe 2009 da 16:31 (UTC)[respont]

orkide (anv-stroll) am eus kavet e geriadur Roparz Hemon-Ronan Huon, Al Liamm-An Here (2002), el lodenn galleg-brezhoneg, padal ne gaver nemet orkideenn(où) el lodenn brezhoneg-galleg. Francis Favereau a ginnig ar memes tra, hag ivez bleñv ar baradoz. --Ex-Smith 27 C'hwe 2009 da 18:49 (UTC)[respont]
Deuet eo ganit! C'hoazh ur skouer eus pegen sirius e vez graet ar geriadurioù divyezhek. Evit ar baradoz, daoust hag-eñ ne vije ket an hini vihan? Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2009 da 18:54 (UTC)[respont]

Salud. "Skrivet war ar skritelloù" pe "skrivet ouzh ar skritelloù"? Gwelout [[27]]. Trugarez, a galon. --Ex-Smith 1 Meu 2009 da 10:19 (UTC)[respont]

Mat-tre! Trugarez. --Ex-Smith 1 Meu 2009 da 10:45 (UTC)[respont]

Demat. Ar wirionez ganeoc'h, èl-rezon... A galon. Klaod 217.128.189.179 3 Meu 2009 da 07:21 (UTC)[respont]

Ma vefe skrivet Mor-bihan evit anv an tammig mor zo dirak Gwened (ha skrivañ ar Mor-bras ivez neuze ?), ne vefe kemm ebet gant anv an departamant 56. Ha gwazh a se ! Gwell e kavfen mirout an daou c'her distag eta. A-hend-all ne vefe ket fall dit kempenn da bajenn gaozeal, gwall garget e teu da vezañ ;-) --Llydawr 4 Meu 2009 da 21:35 (UTC)[respont]

Ma'm eus "troet Antigua (lec'hanvadurezh) e Antigua (disheñvelout)" n'eo ket peogwir e oa "ret" met peogwir e kav din e tenn ar bajenn-se d'ur pennad disheñvelout (evit dibab etre meur a bennad), muioc'h eget d'ur pennad diwar-benn al lec'hanv Antigua. Lezet em eus ar rummad "lec'hanvadurezh" avat. Kavout a ra din eo sklaeroc'h evel m'emañ bremañ, heñvel m'eo ouzh ar pezh a gaver e yezhoù all. Ouzhpenn-se ez eus ur patrom eeun, ha graet a-ratozh evit se, am eus lakaet e krec'h pennad Antigua hag a gas war-eeun d'ur bajenn seurt-se. A galon, Llydawr 5 Meu 2009 da 18:22 (UTC)[respont]

Kroget d'ober war-dro. Penaos e c'hellfemp lavarout "scènes de genre/ peinture de genre" en hor yezh muiañ karet? Er pennad alamanek ez eus anv eus bugale Steen, hag eus o devezh badeziant zoken. Dav menegiñ seurt traoù? --Ex-Smith 8 Meu 2009 da 17:01 (UTC)[respont]

Ma, graet eo evit a sell ouzh an taolennoù. Tost echu al lodenn displegañ diwar-benn e zoare da labourat. Iskis eo titl Katzenfamilie / Familh he c'hizhier : n'eus diskouezet kazh ebet war an daolenn. --Ex-Smith 8 Meu 2009 da 18:38 (UTC)[respont]
An 13vet taolenn a zo anvet Wie gewonnen, so zerronnen, da lavaret eo e saozneg : easy come, easy go hag e galleg : le gain aussitôt dévoré que touché. N'ouzon ket penaos lavarout se e brezhoneg, n'on ket mailh war an troioù-lavar hag ar c'hrennlavarioù. --Ex-Smith 8 Meu 2009 da 19:04 (UTC)[respont]
En ur ganaouenn gozh e klever Madoù a da (deu), madoù a ya. Met klask a rin un dra bennak all. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 19:08 (UTC)[respont]

Dres e oan o teurel ur sell ouzh ar pennad alamanek diwar e benn! --Ex-Smith 10 Meu 2009 da 19:35 (UTC)[respont]

Albertus Pictor ivez zo plijus. Bianchi-Bihan 10 Meu 2009 da 21:46 (UTC)[respont]

Salud dit ! Miz zo, en davarn (Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05 bloaz 2009) e oas o kavout abeg er rummadoù gant nebeut a bennadoù enno. Ha setu ma krouez bremañ rummadoù evel Rummad:Skrivagnerien vrezhonek ar XVIvet kantved. Ne gav ket din e vefe gwall spletus kaout rummadoù resis betek re evel-se. Ha daoust ha talvoudus eo lakaat kemm etre an dud hervez ar mare ma vevent ? Memes e saozneg ne vez ket rannet ar skrivagnerien saoznek hervez o mare (). Pa vo klasket pennadoù, gant da renkamant, e vo ret gouzout pegoulz e oa an den o vevañ, pe e vo ret mont da furchal e meur a rummad a-raok kavout. Aesoc'h e oa betek-henn, gant an holl skrivagnerien bodet hep bezañ dispartiet hervez ar c'hantved. Hag evel-se emañ er Wiki-où all, dre vras. --Llydawr 10 Meu 2009 da 22:49 (UTC)[respont]

Er skouerioù ac'h eus roet din e welan degadoù ha degadoù a anvioù. E-barzh Rummad:Skrivagnerien vrezhonek ar XVvet kantved pe Rummad:Skrivagnerien vrezhonek ar XVIvet kantved n'eus nemet unan. Derc'hel a ran eta da vezañ a-du a-walc'h gant ar pezh 'poa skrivet en davarn an deiz all (Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05 bloaz 2009). --Llydawr 11 Meu 2009 da 17:18 (UTC)[respont]

Ma seizh gwellañ a glaskan ober, met diaes-spontus eo da dreiñ .--Ex-Smith 11 Meu 2009 da 09:29 (UTC)[respont]

Perak e rez? me zo oc'h ober, adalek ar saozneg! Bianchi-Bihan 11 Meu 2009 da 12:27 (UTC)[respont]

Er pennad brezhonek e welan e voe ganet e 1517, er pennad alamanek e voe ganet e 1518 (heñvel er pennad gallek). Petra' vo graet, evel ma lâre Lenin? --Ex-Smith 12 Meu 2009 da 19:14 (UTC)[respont]

Ouzhpennet un nebeud traoù diwar e benn, ha diwar ar pennad alamanek. Zora he blev ruz eo an hini a zo kaoz amañ. --Ex-Smith 12 Meu 2009 da 19:37 (UTC)[respont]

Raimondo Montecuccoli

[kemmañ ar vammenn]

Disoñjet treiñ Graf hag a dalvez kont! Unan all a oa a soñj din (s.o an deiziadoù) : [28]. A galon. --Ex-Smith 13 Meu 2009 da 17:09 (UTC)[respont]

N'em eus ket soñj e peseurt Wikipedia all em boa kavet an anv Raimondo, en hini gallek marteze. Sklaer eo n'eo ket ar memes den. Ne'm boa ket sellet a-dost ouzh ar bloaziadoù avat ! --Llydawr 14 Meu 2009 da 14:46 (UTC)[respont]

Ouzhpennet levr An Here el levrlennadur. --Ex-Smith 13 Meu 2009 da 20:02 (UTC)[respont]

Biz / Patrom

[kemmañ ar vammenn]

Patrom:Navigationsleiste Finger


Dav eo sevel anezhañ hag e enrollañ er rummad Patromoù? N'on ket gwall varrek war an dachenn-se. Amañ emañ : [29] --Ex-Smith 15 Meu 2009 da 18:47 (UTC)[respont]

N'eo ket peurvat, met o tostaat ouzh un dra dereat emaon, martze e c'halli peurlipat / klokaat :


Emaon o labourat war an aotrou Colt. "chien" (de fusil) a vefe stoker e brezhoneg? --Ex-Smith 15 Meu 2009 da 19:44 (UTC)[respont]

Ne ouzon netra eus ar mekanikerezh dre vras, hag eus armoù nebeutoc'h c'hoazh. neuze, stoker, stokell, distoker, kement-se zo estrenoc'h eget alamaneg. Siwazh dit. Hervez Geriadur an Here ne zegouezh ket stoker. Met n'eo ket ul levr mekanikerezh. Bianchi-Bihan 15 Meu 2009 da 21:47 (UTC)[respont]

Pelec'h e kaver ar ger "roz-kaoulet" ? N'anavezen evit se nemet "bleunioù-kaouled", meneget e geriadur An Here. --Llydawr 17 Meu 2009 da 16:55 (UTC) Respont er pennad. Bianchi-Bihan 17 Meu 2009 da 17:50 (UTC)[respont]

Echu ar sizhunvezh e Napoli, Kapri, h.a. Ur bern luc'hskeudennoù, ha labour evidoc'h 'benn p'ho c'hoant. A galon. Jkaod Kadbzh 21 Meu 2009 da 21:15 (UTC)[respont]

Demat. Ul lenner feal oc'h, trugarez... D'am soñj eo echu an daremprejoù get An Arzhanaou... Da vout gwiriekaet, èl-rezon. A galon. Klaod Kadbzh 23 Meu 2009 da 14:11 (UTC)[respont]

Gwir eo ez eo aesoc'h strollañ sonerien. --Ex-Smith 27 Meu 2009 da 09:22 (UTC)[respont]

Un tamm mat. Bianchi-Bihan 27 Meu 2009 da 09:28 (UTC)[respont]

Graet eo. Ur frazenn a gavan amsklaer ("da heul he zad...), hag unan all am eus dilezet evit poent peogwir n'ouzon ket penaos treiñ "carolingien" e brezhoneg. A galon. --Ex-Smith 29 Meu 2009 da 09:07 (UTC)[respont]

Paul McCartney

[kemmañ ar vammenn]

Diaes on un tammig gant ar ger "beñvegoù" (liester "benveg" war ar seblant) er rann "1971-1980 : gant ar Wings". Biskoazh n'em eus rankontret ar stumm-mañ betek-henn ("binvioù", "biniviji", pe "benvier" zoken, ne lâran ket). N'em eus ket kemmet anezhañ c'hoazh, peogwir n'on ket sur ha n'eo ket ur stumm rannyezhel-tre. Ha petra soñj dit ? A galon. Ballon845 31 Meu 2009 da 00:40 (UTC)[respont]

Klasket'm eus reizhañ / klokaat ar pennad met labour a chom d'ober. --Ex-Smith 31 Meu 2009 da 10:18 (UTC)[respont]

Demat. OK. Klasket 'vo ganin. A galon. Klaod + Kit da welet ar chantier Patrom:Tiern ma 'faot' deoc'h. Kadbzh 9 Ebr 2009 da 08:00 (UTC)[respont]

http://www.cc-paysfouesnantais.fr/var/cc_paysfouesnantais/storage/original/application/phpg52Moq.pdf
Ya, treiñ ar pezh a zo en tu-kleiz, ha mat 'vo, d'am soñj... Gober gant taolennoù (Bourgogn (rannvro)) a gavan-me aesoc'h. Klaod Kadbzh 9 Ebr 2009 da 08:38 (UTC)[respont]
N'on ket stummet gant labourioù a-zivout seurt loened.
Un itrikadenn bet savet get medisined, a lârfe Job. Na dorrit ket ho pen, ma c'hellit gortoz, klask a rin sevel un daolenn. Aesoc'h 'vo he cheñch hervez an ezhommoù. Mont a ran da fergiñ e kornig ma jardin. A galon. Klaod Kadbzh 9 Ebr 2009 da 08:51 (UTC)[respont]

Rembrandt, Vermeer, van Gogh

[kemmañ ar vammenn]

Salud. n'anavezen ket ar ger stergannek, gwir eo e vije bet gwelloc'h. Cheñch a ri? Gwelet an daolenn-se hag ivez Ar Straed vihan er sizhun dremenet. Siwazh n'on ket aet betek Den Haag setu n'em eus ket gwelet Plac'h he ferlezenn. A galon. --Ex-Smith 11 Ebr 2009 da 20:18 (UTC)[respont]

N'haller ket gwelout pep tra na lenn pep tra, hag all. Estroc'h evit Vermeer pe Laphroaig pe joskenn zo er vuhez, met gouzout ez eus anezho a zo trawalc'h da deurel blaz warni. Frans Hals ha Hieronymus Bosch zo ivez. Grik eus keuz Gouda pasteurizet neuze. Pa soñjan: en:The British Museum Is Falling Down, gant David Lodge, n'eo ket hir, aes da lenn, a blijo dit kenañ: eus al levr, n'eo ket eus ar pennad, emaon o komz. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2009 da 20:46 (UTC)[respont]

Gant Robert Lefèvre eo bet livet an daolenn e 1806, e kastell Versailles e c'haller he gwelout : [30] hag ivez [31]. A galon. --Ex-Smith 12 Ebr 2009 da 19:59 (UTC)[respont]

Salud. A bep seurt a welan, ur respont splann a glaskan : nepell eus, pe nepell ouzh? Trugarekaat. --Ex-Smith 16 Ebr 2009 da 12:51 (UTC)[respont]

Trugarekaat. Evit a sell ouzh fars / farz e sav a-du Ofis ar brezhoneg gant An Here (bras), tra ma 'z eus diemglev etre An Here (bras) hag An Here-Al Liamm (bihan).--Ex-Smith 16 Ebr 2009 da 13:09 (UTC)[respont]

Graet eo. A galon. --Ex-Smith 16 Ebr 2009 da 18:16 (UTC)[respont]

Ur mennozh bennak evit lavarout "peinture de genre" en hor yezh? A galon. --Ex-Smith 17 Ebr 2009 da 16:44 (UTC)[respont]

Heñvelster

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Sodomiezh ha revrfouzherezh a lakaez kenster, diouzh a gomprenan. Er yezhoù all ez eus daou bennad disheñvel (en:Anal sex, en:Sodomy...). --Llydawr 21 Ebr 2009 da 17:26 (UTC)[respont]

Gwir eo, ret vo din studiañ an afer donoc'h. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2009 da 07:26 (UTC)[respont]
Marteze e c'hallje an titl Sodom mont da Sodom ha Gomorra, evel er yezhoù all, ken liammet eo istorioù an eil kêr hag eben. --Llydawr 22 Ebr 2009 da 16:08 (UTC)[respont]
Marteze, n'em eus ket sellet c'hoazh. Diwar-benn Gomorra ne gredan e vije kalz a dra da laret. Krog on gant ar pennad Sodomiezh. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2009 da 03:27 (UTC)[respont]

Marteze n'eus ket ezhomm da lakaat "genom" el liester en droienn-se ? Organeg(où) Daskemmet he (o) Genom (genom = hollad ar genoù, tamm pe damm). --Llydawr 22 Ebr 2009 da 16:08 (UTC)[respont]

N'em eus ket studiet an afer. Koulskoude e kredan ez eus meur a c'henom e pep hini. A-hend-all on techet da lakaat al liester, evel e-barzh Paotr e dog/ paotred o zogoù. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2009 da 03:32 (UTC)[respont]

Kartenn Italia

[kemmañ ar vammenn]

Geneva, evel m'emañ e Wikipedia, zo gwell ganin. Ur fazi zo war ar gartenn a-hend-all : Ivrea zo bet lakaet e-lec'h Doire. --Llydawr 24 Ebr 2009 da 11:54 (UTC)[respont]

Ploueg-ar-mor

[kemmañ ar vammenn]

Evit Pep/Bep, ma fell deoc'h... d'am soñj eo degemerapl an daou stumm. Met evit vras, n'on ket a-du : mont a ra bras gant fest, pas gant noz ! A-galon. Ballon845 28 Ebr 2009 da 19:58 (UTC)[respont]

Evit pep ha bep n'eo ket "ma fell deoc'h": evel-se emañ ar yezh.
Evit fest: ur ger gwregel eo em brezhoneg-me, tre evel noz. Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 11:35 (UTC)[respont]

Prus/Prusia

[kemmañ ar vammenn]

Prusia a zo skrivet ivez e Geriadur Roparz Hemon. Ne ran nemet gant ar ger-se. Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 05:15 (UTC)[respont]

Ya, met Prus 'zo ar stumm anavezetañ (an hini a vez implijet er yezh komzet), an hini nemetañ e geriadur Favereau, hag an hini a vez implijet er pennadoù all. A-hent all, klasket m'eus pizhoc'h diwar-benn fest : Hervez Favereau e c'hall bout gourel pe benel. "FEST+ [fest] g. (&b.)" : meneget eo ar stumm gourel da gentañ. A galon. Ballon845 2 Mae 2009 da 05:44 (UTC)[respont]
  • Ur pennad Prusia zo er wikipedia, ha ma fell dit lakaat Prus e-lec'h kement Prusia zo dre amañ e vo ret dit goulenn ali ar re all da gentañ. Da c'hortoz e vo adlakaet Prusia ganin seul wech ma vo bet kemmet.
  • An douaroniezh zo ur skiant hag ar skiantoù n'int ket un afer a yezh komzet. Ma fell dit c'hoari gant ar yezh komzet (da hini?) n'eo ket er wikipedia, a zo bro ar yezh skrivet.
  • Lakaomp e vije kenkoulz gourel ha benel: ma kemmez diwar da froudenn hepken e vo graet kemend-all gant ar re all.

Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 11:29 (UTC)[respont]

Ankouaet ganin resisaat: te a skriv: Prus 'zo ar stumm anavezetañ. E-maez Bro-Wened e vez lavaret, er yezh komzet ha skrivet: Yann eo ar sotañ. Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 11:32 (UTC)[respont]
Skrivet 'peus em kaozeadenn :
  • "Ma "c'hell" bezañ benel eo benel ivez" : Me 'zo a-du, met "ma c'hell bezañ gourel, eo gourel ivez", ha paneogwir e oa gourel ar stumm kentañ, "n'eus abeg ebet da gemm, nemet evit terriñ penn an dud".
  • Marse n'eo ket Prus "brezhoneg mat, na komzet na skrivet" evidout, met biskoazh n'em eus klevet Prusia pa oan yaouank, hag e veze komzet brezhoneg bemdez en-dro din.
  • "pishoc'h", er yezhadur Favereau, 'zo un doare-skrivañ etrerannyezhel ; evidon-me, e ran gant ar peurunvan.
  • N'on ket deus a vro-Wened (ne vehe ket ur vezh...), met du-mañ ez eus tu da lâred "Yann eo ar sotañ", pe "Yann zo ar sotañ, pe "An hini sotañ eo Yann". Kement-se a zepant deus an arster e fell dit lakaat...
A galon. Ballon845 2 Mae 2009 da 15:25 (UTC)[respont]
Un tamm n'eus forzh petra, salv ho kras.
A-viskoazh em eus graet gant ar peurunvan, ha koshoc'h ha pishoc'h a vez lavaret ha skrivet: met ma kavez ur skouer kontrol tu bennak, lar din pelec'h!.
Pa vez mat an daou stumm ne vezer ket boas da glask laou, hag e vez furoc'h leuskel ur stumm mat pe neuze e vez tremenet amzer o kemm-digemm hep lakaat gwellaenn ebet.
Kement-se zo mat evit fest (benel e Geriadur Roparz Hemon, gourel ha benel gant Ar Geriadur Brehonek) ha kemend-all evit Prus ha Prusia (an daou anv meneget e Geriadur Hemon).
Ma komprenan mat, ma vije bet skrivet benel/gourel e vije bet gwelloc'h benel? Me 'soñje din e oa gwelloc'h benel abalamour ma teu da gentañ en urzh al lizherenneg!
Yann eo ar sotañ a vez skrivet (ha laret) abaoe amzer ar c'hrennvrezhoneg, ma n'eo ket hini an ebestel. Ha n'eus arster ebet en afer. Ma fell din ez afen da ziskargañ dirak da zaoulagad ar c'harrad skouerioù am eus dastumet e rin.
Skrivañ a rez : "em kaozeadenn". Emichañ ne glaski ket lemel ar c'hemmadurioù goude "em" er wikipedia ivez? Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 17:33 (UTC)[respont]

Demat. S.o. http://en.wikipedia.org/w/index.php?title=Template:Late_Roman_Provinces&action=edit

A galon. Klaod Kadbzh 2 Mae 2009 da 12:24 (UTC)[respont]

Goude bet daou vugel : dav gourc'hemennaouiñ Implijer:Y-M D, gantañ eo bet skrivet. --Ex-Smith 3 Mae 2009 da 07:40 (UTC)[respont]

Poan oc'h en em gompren. Ma respont war da bajenn. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 12:01 (UTC)[respont]
N'eo ket me en deus skrivet al lodenn-se eus ar pennad, un diazez a oa dija. Gwir eo n'em eus ket taolet evezh ma oa reizh an danvez-se. Digarez ha trugarez. --Y-M D 3 Mae 2009 da 07:59 (UTC)[respont]
Renket pep tra, a gredan. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 12:00 (UTC)[respont]

En Amsterdam e kaver tiez dezho ur pignon à grotesques échancrés diwar ar grotto art[32], eus Italia. Penaos e c'hallfen lavarout an dra-se e brezhoneg? Saozneg : grotesque, alamaneg : Groteske (Ormanment), italianeg: grottesche hag all. --Ex-Smith 3 Mae 2009 da 07:52 (UTC)[respont]

Klask a rin soñjal e se pa vin oc'h ober un hun. Traoù ken brav all a vo em fenn ivez. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 12:26 (UTC)[respont]

Poan oc'h en em gompren

[kemmañ ar vammenn]

Ma fazi. --Ex-Smith 3 Mae 2009 da 12:22 (UTC)[respont]

Rummad da skarzhañ

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Ne welan ket e-men 'ma' kuzhet ar rummad. Klask a rin. A galon. Klaod. Kadbzh 6 Mae 2009 da 15:02 (UTC)[respont]

Salud dit ! Komprenet em eus a belec'h e teu anv ar rummad "Former country articles requiring maintenance" er pennad Strat Clut. Degaset e vez gant ar patrom Infobox Broioù kozh. War a seblant ne zegemer ket ar patrom-se ar ger "rouantelezh" evit ar gouarnamant ; abalamour da se e teu war wel ar meneg "Former country articles requiring maintenance". Ma skrivez "monarkiezh" e-lec'h "rouantelezh" ez aio ar rummad saoznek diwar wel. Krouet eo bet ar patrom Infobox Broioù kozh gant Damien Perrotin. Marteze e c'hellfe-eñ renkañ ar gudenn ha lakaat degemer ar ger "rouantelezh". Me n'on ket evit ober. Goulenn gantañ bepred ! --Llydawr 6 Mae 2009 da 20:35 (UTC)[respont]

Ar skeudenn tennet ganin eus pennad bri a zi bet lakaet ganin e pennad bri (menez). A galon, --Llydawr 8 Mae 2009 da 11:22 (UTC)[respont]

Trist e kavan ar pennadoù diskeudenn atav. Bianchi-Bihan 8 Mae 2009 da 12:08 (UTC)[respont]

Salud dit ! Petra a soñjez eus ma c'hinnig Tud Suis hervez o zachenn evel kevatal da en:Category:Swiss people by occupation, evit ar pennad Peter Fischli ha David Weiss ? Kemend-all a vije da lakaat evel-just evit ar broioù all, e-lec'h ar rummadoù "Rummad:Tud dibar dre dachenn" (tud dibar diwar skouer ar ger gallek personnalité, moarvat, evel fr:Catégorie:Personnalité suisse par activité...). --Llydawr 12 Mae 2009 da 16:12 (UTC)[respont]

Occupation, n'eo ket "micher"? Obererezh n'eo ket "activité"? Bianchi-Bihan 12 Mae 2009 da 16:21 (UTC)[respont]
Lod anezhe a c'hoari an echedoù, èldon, hag evidon ne vo ket ur vicher :-))) A galon. Klaod Kadbzh 12 Mae 2009 da 16:23 (UTC)[respont]
A ouien. Se zo kaoz e kavan gwell obererezh, ha gwell eget tachenn ivez. Bianchi-Bihan 12 Mae 2009 da 16:26 (UTC)[respont]
cy:Categori:Pobl yn ôl galwedigaeth e kembraeg, de:Kategorie:Person nach Tätigkeit en alamaneg, eo:Kategorio:Homoj laŭ profesioj en esperanteg, activitat e katalaneg, actividad e spagnoleg... --Llydawr 12 Mae 2009 da 17:01 (UTC)[respont]

Klask a rin gwellaat an traoù bremañ, trugarez da sachañ va evezh war ar fazioù graet ganin. --Gwendal 13 Mae 2009 da 06:16 (UTC)[respont]

Un tamm adlenn mar plij ganit. N'on ket gwall varrek evit a sell ouzh anvioù evel Betsabe, Pele, Tetis hag all. Hag ivez : "Lec'hiet eo e biz Amsterdam, da 7 kilometr" a skrivis. Reizh eo pe e rankan ouzhpennañ "da 7 kilometr eus Amsterdam" (pennad : Zunderdorp hag ivez Ransdorp)  ? Trugarekaat --Ex-Smith 13 Mae 2009 da 14:58 (UTC)[respont]

Trugarez dit. --Ex-Smith 14 Mae 2009 da 11:21 (UTC)[respont]

Kenkoulz eo lezel an anv e saozneg, evel ma kinnigez. Met da droidigezh eus ar ger riding a laka ac'hanon da soñjal e departamant an Aodoù-Alaouret ! ;-). Sell ouzh en:Riding (country subdivision). Eus ur ger hensaoznek e teu, ha "trederenn" eo ar ster... --Llydawr 17 Mae 2009 da 15:49 (UTC)[respont]

Petra 'ri! Trist e kavan an droidigezh-se, ha bravoc'h ma hini. Bianchi-Bihan 18 Mae 2009 da 02:42 (UTC)[respont]

Morzhol ha live

[kemmañ ar vammenn]

Sed un doare nietzschean da labourat. E pe bennad(où)? --Ex-Smith 20 Mae 2009 da 07:54 (UTC)[respont]

Kinnig din un droienn welloc'h, din da beurzeskiñ ha da wellaat. Peoc'hgarour ne oa ket penn-da-benn, met treuzkomprenet ha treuzimplijet eo bet e oberenn forzh penaos. Trugarekaat.--Ex-Smith 20 Mae 2009 da 07:59 (UTC)[respont]

Fazioù stankañ

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez da gaout roet din ar pennad-mañ. Pleustrek eo! Ur goulenn all meus : Penaos gouzout pa vez ret implij "evit" ha pa vez ret implij "da"? (pour e galleg) --Ron'Leb 22 Mae 2009 da 11:31 (UTC)[respont]

Un ali fur mp

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Kredet 'm'eus gober èl Ar Glev, d.l.e. skrivañ "bïer" . Un ali fur m.p. A galon. klaod Kadbzh 23 Mae 2009 da 10:26 (UTC)[respont]

Reskont àr 'a bajenn.Bianchi-Bihan 23 Mae 2009 da 16:25 (UTC)[respont]
Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 23 Mae 2009 da 16:28 (UTC)[respont]

Peurvrezhonekaat, da lavaret eo : lakaat al liammoù diavaez e brezhoneg, pe ober traoù all? --Ex-Smith 23 Mae 2009 da 17:05 (UTC)[respont]

marteze e vije dav diverkañ {{{before}}}, {{{title}}} hag ivez {{{after}}} diouzh ar patrom? Meur a daol-arnod am eus klasket ober met n'eus deuet disoc'h mat ebet evit poent. Pe sevel ur patrom all diwar an hini saoznek? [[33]] --Ex-Smith 23 Mae 2009 da 17:46 (UTC)[respont]
na brav, na kaer! Ur banne Chinon am bo da lidañ un disoc'h ken brav. --Ex-Smith 23 Mae 2009 da 17:55 (UTC)[respont]
Gourc'hemennoù deoc'h. A galon. Klaod Kadbzh 23 Mae 2009 da 18:53 (UTC)[respont]

Ne dorrez ket va benn tamm ebet! Ha trugarekaat a ran ac'hanout c'hoazh, ur seurt meskaj am eus graet etre ar brezhoneg peurunvan hag hini Gwened. Graet am eus ul lodenn eus va studioù e Gwened... Skriv din bewech ma ran fazioù (ma 'peus un tammig amzer da reiñ din evel-just) e-giz se e c'hellin reizhañ anezho ha gellet mont war-raok war ar yezh. Ken ar c'hentañ! --Gwendal 24 Mae 2009 da 16:21 (UTC)[respont]

Haendel ha nepell

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da evezhiadennoù a-zivout "nepell". Evit a sell ouzh ar sonerezh : n'ouzon ket. Ne vije ket dav deomp sevel ur patrom pe un dra bennak evel-se? Klask a ris pa savis pennadoù diwar-benn sonerien zo, met ne zeuis ket a-benn da gavout un diskoulm. A galon. --Ex-Smith 26 Mae 2009 da 10:08 (UTC)[respont]

son :[[34]], [[35]], [[36]]. --Ex-Smith 26 Mae 2009 da 10:16 (UTC)[respont]

Trugarekaat. Gwelet em eus eo bet hiraet ar pennad saoznek diwar e benn. Brav e vefe kaout ivez ur pennad diwar-benn e Frikorneg hag unan all diwar-benn Melencolia I. A galon. --Ex-Smith 26 Mae 2009 da 18:06 (UTC)[respont]

Un amzer zo bet e oan erru nepell d'ar frikorneg koant-se, gant Hannon (olifant). Un deiz marteze. Bianchi-Bihan 26 Mae 2009 da 18:12 (UTC)[respont]

Pa gaver fazioù e karfed reizhañ. Evel amañ, er pajennoù "rummadoù: Emañ ar 6 pajenn da-heul er rummad-mañ, war un hollad a 6. Diwar, e-lec'h war. Piv a reizho? Gant piv emañ an alc'hwez?Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 21:53 (UTC)

  • Ober a rin, pa droer ne droer ket atav frazennoù a-bezh, kentoc'h lavarennoù distag, hag a-wechoù eo diaes gouzout pelec'h en em gav ar bommoù skrid troet da c'houde. --Fulup 5 Mez 2009 da 22:24 (UTC)[respont]

Staget gantañ, met deuet eo ar galleg war-wel en-dro. N'em eus ket soñj eus an arouez a ranker lakaat pa vezer o treiñ. --Ex-Smith 6 Mez 2009 da 16:57 (UTC)[respont]

von Hutten : N'ouzon ket hag ur ger brezhonek bennak a zo da dreiñ Schwaben (galleg: Souabe), neuze em eus laosket ar ger alamanek evit poent. A galon. --Ex-Smith 7 Mez 2009 da 09:00 (UTC)[respont]
Fur e vez gortoz atav, e-lec'h trelatiñ evel ur re bennak. Schwaben pe Swabia, din ne vern. Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 16:09 (UTC)[respont]

Pennadoù gante da ditl anvioù kembraek

[kemmañ ar vammenn]

Hoc'h ali, mar plij

[kemmañ ar vammenn]

Pedet out, ebvel an holl re genlabourerion/ezed all evel-just ha dreist-holl are re bet labouret war an dachenn resis-mañ, da reiñ da ali amañ. A galon, Neal (Kaozeal) 7 Mez 2009 da 15:01 (UTC)[respont]

Von Hutten

[kemmañ ar vammenn]

Trugarekaat. Emaon vont da stagañ gant Conrad Celtis. --Ex-Smith 7 Mez 2009 da 17:31 (UTC)[respont]

Anv ur bier mat ivez? Bianchi-Bihan 7 Mez 2009 da 17:34 (UTC)[respont]
Ket. Un deiz bennak e rin war-dro [37].--Ex-Smith 7 Mez 2009 da 17:36 (UTC)[respont]

Gwelet em eus ec'h eus krouet ur rummad:Deskadurezh Kembre. Gwell e vije ganin ober gant Skolioù Kembre evit renkañ pennadoù evel Ysgol Gyfun Gymraeg Glantaf (war skouer cy:Categori:Ysgolion Cymru, en:Category:Schools in Wales). --Llydawr 9 Mez 2009 da 16:01 (UTC)[respont]

Salud. N'ouzon ket hag un doare brezhonek dereat a zo da lavarout Kupidon, n'em eus kavet netra em geriadurioù. Ma'z eus un dra bennak da cheñch : [[38]]. A galon. --Ex-Smith 10 Mez 2009 da 19:46 (UTC)[respont]

Kupidon, betek-hen. Bianchi-Bihan 10 Mez 2009 da 23:10 (UTC)[respont]

Mat eo din. A galon. --Ex-Smith 11 Mez 2009 da 09:00 (UTC)[respont]

Rakraf(f)aelour

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez evit da evezhiadenn. He lakaat a ran e pajenn kaozeadenn ar pennad. Rakraffaelour a gavis war lec'hienn an Ofis. Preafaelit (diwar ar saozneg) a gaver e geriadur Francis Favereau ha rakrafaelel e geriadurig Diwan. --Ex-Smith 11 Mez 2009 da 20:47 (UTC)[respont]

Brav eo gwelout ez eus bet kement a gaoz eus an dud a bouez-se e-touez hon brezhonegerien veur. Bianchi-Bihan 11 Mez 2009 da 21:10 (UTC)[respont]
Kemmet ganin ha tennet an eil f. A galon. --Ex-Smith 12 Mez 2009 da 16:16 (UTC)[respont]

Staget gant Kanolioù an Izelvroioù. A galon. --Ex-Smith 16 Mez 2009 da 10:36 (UTC)[respont]

Demat. Mentoniezh, vi korsat. A galon. Klaod Kadbzh 17 Mez 2009 da 14:18 (UTC)[respont]

Arabat dit disoñjal skrivañ "references/" etre an arouezioù "<" ha ">" e traoñ ar pennadoù evit ma teufe an notennoù war wel (Pobloù Arvorig). A galon, --Llydawr 22 Mez 2009 da 16:24 (UTC)[respont]

Patrom Rhondda

[kemmañ ar vammenn]

Chom a ran boud ! --Llydawr 22 Mez 2009 da 21:31 (UTC)[respont]

Evit patrom banniel Stadoù Unanet Amerika avat, on deuet a-benn ! --Llydawr 24 Mez 2009 da 17:34 (UTC)[respont]

Marvet d'an 23 a viz Meurzh hervez ar Wiki gallek ; d'ar 24 a viz Meurzh hervez ar Wiki okitanek. Klasket em eus... ha ne'm eus kavet netra splann ([39], [40]). A galon, --Llydawr 24 Mez 2009 da 20:04 (UTC)[respont]

Ya, taolet em boa pled. Bianchi-Bihan 24 Mez 2009 da 23:52 (UTC)[respont]

Salud dit ! Evel ma weli em eus adlakaet ar pennad dindan an titl Milin. Evidon e oa mat evel ma oa, rak an hini a glasko "milin" a vo en-gortoz da gavout ur pennad diwar-benn ar savadur da farañ bleud, nav gwech diwar dek. Gwelloc'h ober evel e galleg hag en alamaneg neuze (fr:Moulin ha fr:Moulin (homonymie), de:Möller ha de:Möller (Begriffsklärung)), kentoc'h eget e saozneg (en:Mill ha en:Mill (grinding)). Ar meneg (malañ), ouzhpenn se, ne oa ket resis a-walc'h, pa c'heller malañ traoù all estreget ed (milin-gafe)... Kavout a ra din e vo aesoc'h d'an dud kavout an danvez evel-se. A galon, --Llydawr 26 Mez 2009 da 10:53 (UTC)[respont]

Victor/Victoria

[kemmañ ar vammenn]

N'anavezan ket, met n'on ket gwall varrek war dachenn ar sinema. --Ex-Smith 28 Mez 2009 da 08:50 (UTC)[respont]

Knister, Hexe Lilli

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Graet em eus war-dro Knister, met evit a sell ouzh Hexe Lilli emañ an traoù e kastilhaneg, neuze ne c'hallan ket ober kalz tra. A galon. --Ex-Smith 15 Gou 2009 da 08:13 (UTC)[respont]

N'ouzon ket evit poent, n'em eus lennet hini ebet anezho. Ha n'anavezen ker ar skrivagner zoken. Emaon o vont da glask lenn unan anezho. --Ex-Smith 15 Gou 2009 da 08:42 (UTC)[respont]

Jeanne d'Arc

[kemmañ ar vammenn]

Ha rankout a reer treiñ hec'h anv e brezhoneg? Ma, n'ouzon ket penaos e vez lavaret en hor yezh. Gwelout Jules Roulleau. --Ex-Smith 15 Gou 2009 da 18:50 (UTC)[respont]

A bell zo e vez lavaret Janed Ark, ha marteze emañ e Buhez ar Sent. Panevet da se e vije bet ret ober gant hec'h anv gallek, a gavan. Bianchi-Bihan 15 Gou 2009 da 18:56 (UTC)[respont]
Ar stumm Janed Ark a anavezan, met n'ouzon ket a belec'h e teu. Em Buhez ar Sent (hini Yann-Vari Perrot) e lennan Ar verc'h eürus Jann d'Arc (8 a viz Ebrel). --Llydawr 15 Gou 2009 da 20:05 (UTC)[respont]
Diskoachet em eus ur Janed Ark, pezh-c'hoari e pevar arvest, skrivet gant an aotrou Joanno (1857-1935), embannet e Sant-Brieg e 1909. --Llydawr 16 Gou 2009 da 15:41 (UTC)[respont]

Henc'hres pe get?

[kemmañ ar vammenn]

Salud,

Ur ger brav e "Henc'hres", implijout a rin 'nezhañ a-vremañ. Lavaret 'm oa "Bro-C'hres arkaik" evit ober an diforc'h etre ar marevezh klassel (adalek ar Vvet kantvet) hag ar marevezh "arkaik" (pe kentoc'h arkaek diouzh ar pezh 'm eus lennet 'baoe), a-raok ar c'hantved-se.

Merzhet 'p eus matresen e chom din ur bern traoù da zeskiñ e brezhoneg... Trugarez evit da skoazell, ha ken ar c'hentañ.

Henc'hres koshañ ha Henc'hres klasel a zo sklaer a-walc'h koulskoude.

Henc'hres pe get?

[kemmañ ar vammenn]

Ya, gwelet 'm eus ar cheñchament "kassoni"/"kasoni".Trug' Lo faydit de la serva bassa 20 Gou 2009 da 23:02 (UTC)[respont]

Trugarekaat. --Ex-Smith 22 Gou 2009 da 16:53 (UTC)[respont]

Ma plij dit istor an XXvet kantved, taol ur sell ouzh Subhash Chandra Bose. --Llydawr 22 Gou 2009 da 20:15 (UTC)[respont]

Etchebehere / Feldman

[kemmañ ar vammenn]

Sed a gavis : [41], [42] hag ivez [43]. A galon. --Ex-Smith 23 Gou 2009 da 06:24 (UTC)[respont]

Ur gouign-amann, evel-just ! Gant ar vezh... --Llydawr 26 Gou 2009 da 21:48 (UTC)[respont]

Labour evidoc'h! A galon. Klaod 90.12.88.153 27 Gou 2009 da 23:17 (UTC)[respont]

Ar bloaz mañ em boa goulennet en davarn ali an implijerien war penaos lavar OGM e brezhoneg ha respontet 'poa din, met n' am eus ket soñj ar pezh poa lavaret ha kinniget din. Gant termofis e vez graet : organisme génétiquement modifié (OGM) | organeg genoù kemmet (OGK) | b. | organegoù genoù kemmet. Trugarez bras ha digarez. --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:02 (UTC)[respont]

Goulennet am boa gant ur c'helenner skiantoù e brezhoneg ha kinniget en doa din : organeg kemmet he genoù, evit lakaat muioc'h a bouez war ar c'hemm. --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:35 (UTC)[respont]

Hag ur c'helenner brezhoneg en doa lavaret din : benel (gwregel) eo ar ger organeg. Setu --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:41 (UTC)[respont]

Me n'ouzhon ket neuze petra ha perak ez eo gwelloc'h an eil pe egile. Penaos ober an dibab ? --Y-M D 11 Eos 2009 da 10:58 (UTC)[respont]

Ur pennad zo: Organeg he Genoù Kemmet, tapet digant an Ofis moarvat. Ma fell dit adkrouiñ pezh a zo, ne dalv ket ar boan.
Goulenn e ali digant Llydawr ivez. Marteze ne soñj ket eveldon. Bianchi-Bihan 11 Eos 2009 da 11:08 (UTC)[respont]
Da geñver an OGM ez eo evit lakaat un tamm urzh. Tud a lak OGM pe OGK pe OKG. C'hoant am befe propaat un tamm tout-se. Sell er pennad ac'h eus kinniget din, zoken e-barzh ne vez ket implijet ar memestra atav. --Y-M D 18 Eos 2009 da 08:43 (UTC)[respont]

Trugarez evit bezañ respontet ken prim. Ar gwellañ eo krouiñ ur pennad nevez, evel 'peus graet. Marteze e vefe posupl ivez sevel unan Gironda gant un adkas (hep lakaat departamant etre krommelloù). A galon --Y-M D 18 Eos 2009 da 08:43 (UTC)[respont]

Ar pennad nevez a oa chomet sac'het pell zo, pa oan krog gant krouiñ an departamantoù gall. Gironda zo krouet ivez. Bianchi-Bihan 18 Eos 2009 da 08:46 (UTC)[respont]

Salud dit ! A belec’h marvet en Armuyden, pa lenner e oa marvet e Middelburg, er pennadoù gallek ha nederlandek ? A galon, --Llydawr 24 Eos 2009 da 21:21 (UTC)[respont]

Hervez pennad GaM en Nomenclator embannet gant Skol. A-wechoù e vez gwelloc'h pennadoù ar wiki brezhonek eget ar re all. En dro-mañ bepred, ma n'eus fazi ebet gantañ. Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 21:27 (UTC)[respont]
Arnemuiden eo ar stumm mat moarvat. --Llydawr 24 Eos 2009 da 21:41 (UTC)[respont]
Tost ouzh Middelburg, keta?Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 21:44 (UTC)[respont]
Ya, se e tle bezañ : e kumun Middleburg bremañ. --Llydawr 24 Eos 2009 da 21:48 (UTC)[respont]

muioc'h eget 1000 koumananter emezout. ouzhpenn 1000 koumananter a lavarfen kentoc'h. --Llydawr 24 Eos 2009 da 21:48 (UTC)[respont]

Emezon? Skuizhañ 'ran neuze. Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 21:54 (UTC)[respont]

Les Aventures de Tintin et Milou

[kemmañ ar vammenn]

Digarez met war wikipedia e brezhoneg e reer gant anv orin hag gant an anv brezhoneg. Les Aventures de Tintin et Milou a zo anv orin ar rummad levrioù-se. D'am soñj eo pouezus ober un adkas d'an nebeutañ. Ne goust seurt ober kemment-se, ne c'hell nemet servij, e ken kas. D'am soñj n'eo ket ur c'holl. A galon --Y-M D 26 Eos 2009 da 14:55 (UTC)[respont]

Portugal - Brazil

[kemmañ ar vammenn]

Estreget e Breizh e veze gwisket koefoù gant ar merc'hed. Sell ouzh ar skeudennoù-mañ : http://sl.wikipedia.org/wiki/Slika:Avba3.jpg http://commons.wikimedia.org/wiki/File:F%C3%AAte_Nouormande_2009_Guern%C3%A9si_09.jpg http://commons.wikimedia.org/wiki/File:Trelou-st_vincent.jpg http://commons.wikimedia.org/wiki/Category:National_costumes_of_the_Netherlands http://commons.wikimedia.org/wiki/Category:H%C3%B6rnerkappe A galon, --Llydawr 26 Eos 2009 da 21:27 (UTC)[respont]

A ouien, met n'eo ket echu ar pennad, ha ne vo ket echuet ganin er bloaz-mañ. Trugarekaat eus al liammoù, a lakan er pennad. Bianchi-Bihan 26 Eos 2009 da 21:41 (UTC)[respont]

Damned! Bout zo un anv brezhonek evit Rouen? A galon. Klaod Kadbzh 1 Gwe 2009 da 18:43 (UTC)[respont]

trugarez evit ar resisadurioù adivout an niver a degasedennù. mar fell dit com war ar enk kannaded d geñver ar vtadeg, na ankounac'ha ket reiñ da asant. A galon, Neal (Kaozeal) 9 Gwe 2009 da 13:13 (UTC)[respont]

Translation of a short story

[kemmañ ar vammenn]

Hi my friend!

I would like to request something from you. Yes, translation. I hope, it's not a bad thing for you. Some years ago I wrote a (really) short story about a lonely man (actually symbolized the Saami nation). I translated into some languages and I thought, it would be great to have it more, like also in Brezhoneg :) I made this page, the English or French translation is somewhere there. You can put the Brezhoneg translation there. Thank you again! Sorry for my disturb... :( - hu:User:Eino81

Kanton ar Jura : ya, marteze a-walc'h. Evel evit ar menezioù hag an departamant. "Ar Jura" evel "an Alpoù", "an Himalaya"... Ur goulenn all : petra eo liester "ledenez" evidout ? --Llydawr 16 Gwe 2009 da 17:26 (UTC)[respont]

N'on ket spontet gant ledenezioù muioc'h eget gant ranndioù pe karrdioù. Bianchi-Bihan 16 Gwe 2009 da 17:31 (UTC).[respont]
"Ledenezioù" on prest da zegemer ivez. Met n'eo ket sklaer ar geriadurioù : "ledenez-i" hervez geriadur bihan Roparz Hemon, da skouer... --Llydawr 23 Gwe 2009 da 20:52 (UTC)[respont]

Evit ar pennadoù savet ganit diwar-benn bieroù eus Breizh, ez peus krouet ur rummad "labouradegoù Breizh". Gwelloc'h e kavfen ober anv eus "embregerezhioù Breizh", ur rummad a vefe kevatal d'ar galleg fr:Catégorie:Entreprise bretonne, hag a c'hallfe mont e-barzh ar Rummad:Embregerezhioù (pe "Rummad:Embregerezhioù dre vro"). "Labouradeg" zo ur savadur evidon, "embregerezh" un aozadur. A galon, --Llydawr 23 Gwe 2009 da 20:52 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù evit ar pennad Gwenvred Latimier, zo bet kempennet ganit ! Hag e peseurt yezh eo anv an abadenn-mañ, a gav dit ? --Llydawr 24 Gwe 2009 da 15:28 (UTC)[respont]

War a welan hon eus bet ar memes mennozh :[[44]]. A galon. --Ex-Smith 15 Her 2009 da 16:22 (UTC)[respont]

Salud dit, plac'h yaouank ! Ur pennad diwar-benn Lammoù-dour Niagara a vank d'hor wiki-ni. Setu danvez e saozneg pe e yezhoù all, pa 'po amzer ! A galon, --Llydawr 15 Her 2009 da 20:03 (UTC)[respont]

Re a zour am eus bet er bloaz-mañ, ho trugarekaat. Ganin n'a ket ken 'met Wiski Ìle. Bianchi-Bihan 16 Her 2009 da 00:41 (UTC)[respont]

Il-ha-Gwilun

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Souezhet on e rafes gant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilun. N'eo ket abalamour d'ar stumm Gwilun - ne ran ket forzh -, met abalamour d'an diouer a c'her-mell. Lavarout a ran-me an Il-ha-Gwilen, evel ma lavaran al Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan, ar Marne, evel ma lavaran ivez al Liger pe ar Blavezh.

Gwir eo ne ran ket eveldout neuze, ha n'em boa ket taolet pled ouzh an afer-se c'hoazh, ha koulskoude e ran war-dro an departamantoù abaoe ur pennadig, keta?
Ne rez ket eveldon ? Skrivet 'peus ar Meurthe-et-Moselle hag an Indre-et-Loire, koulskoude. --Llydawr 22 Her 2009 da 20:15 (UTC)[respont]
Gwir eo neuze. Ret vo din en em soñjal neuze. Bianchi-Bihan 23 Her 2009 da 03:06 (UTC)[respont]

Ne gomprenan ket ivez ez pefe tennet ar rummad :Il-ha-Gwilen diouzh ar pennad Nous Vous Ille. Ur wech c'hoazh ne ran ket forzh e vije graet gant Gwilen pe Gwilun (an daou a gaver e geriadur Roparz Hemon pe en hini Vallée), met pa'z eus ur rummad Il-ha-Gwilen, krouet pell zo, e ran gantañ. A galon, --Llydawr 22 Her 2009 da 15:58 (UTC)[respont]

N'em eus ket taolet pled neuze ha n'em eus ket soñj eus ar munudig-se, un toullad labourioù am eus graet abaoe. Met troet on da soñjal eveldout db an afer-se. Bianchi-Bihan 22 Her 2009 da 17:09 (UTC)[respont]

Kompren a ran da savboent ha prest a-walc'h e vijen d'e zegemer. Met gwelout a ran ur ger-mell, gant an darn vrasañ eus an dud (Kantonioù ar Mor-Bihan, Kuzulierion jeneral al Liger-Atlantel), ganin... ha ganit (Haut-Rhin pe Roen-Uhel [45], Vendée [46], Seine-Maritime [47], Gironde [48], Indre-et-Loire [49]...). Diwar skouer anvioù ar stêrioù e reomp gant ur ger-mell dirak anvioù an departamantoù peurvuiañ (nemet evel-just evit traoù evel Penn-ar-Bed). A galon, --Llydawr 23 Her 2009 da 15:48 (UTC)[respont]

Translation request

[kemmañ ar vammenn]

Hi Bianchi-Bihan! Would you be so kind to help me translate this article into the wonderful Breton language? Please. If you think that article is too long, here is a short version: "Lu Xun was a Chinese short story writer, editor, translator, critic, essayist and poet. He was most famous for the novella The True Story of Ah Q." Thanks a lot and best regards:) --Amaqqut 5 Du 2009 da 07:39 (UTC)[respont]

Implijet 'm eus an doare kozh. War a seblant e za. Petra soñj dit? --Gwendal 7 Du 2009 da 15:37 (UTC)[respont]

Ne welan diforc'h ebet abaoe'm eus diziverket ar pennad. Taol ur sell. --Ex-Smith 12 Du 2009 da 20:01 (UTC)[respont]

Eilean Earraid

[kemmañ ar vammenn]

Earraid hepken a c'hallfe bezañ a-walc'h evel titl. Sell, da skouer, ouzh an doare m'eo kinniget gd:Muile pe gd:Luinn e gouezeleg. A galon, --Llydawr 19 Du 2009 da 21:26 (UTC)[respont]

Sorry, but...

[kemmañ ar vammenn]

I can't understand Breton language. 83.63.166.180 22 Du 2009 da 23:31 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ne gomprenan ket abeg ar c'hemm zo bet degaset (kalz re vuan) gant Neal da ditl ar pennad. Da'm soñj n'eo ket testeniekaet ar stumm "Inizi Balear" muioc'h eget "Inizi Balearek". Kavout a ra din n'eus nemet ur stumm zo testeniekaet er skridoù : Balearez. Perak ijinañ ur stumm nevez pa gaver unan dija er yezh skrivet ? N'eo ket disheñvel an degouezh-mañ diouzh hini Kanariez, Antilhez, Azorez, Komorez ha me oar. Ar goulenn nemetañ a c'hallfed sevel eo penaos implijout "Balearez" : gant ur ger-mell evel ma'z peus skrivet ("ar Balearez") pe hep ger-mell. A galon, --Llydawr 23 Du 2009 da 21:13 (UTC)[respont]

Piv eo an implijer nevez Bihan-Bianci? Ha reolennoù a zo evit a sell ouzh dibab un anv implijer heñvel-tre ouzh unan a labour dija war ar Wiki ? --Ex-Smith 26 Du 2009 da 17:31 (UTC)[respont]

Sed ar pezh am eus kavet : [[50]] --Ex-Smith 26 Du 2009 da 17:34 (UTC)[respont]
Graet Renket. Kemmet e anv. 83.165.108.154 27 Du 2009 da 07:31 (UTC)[respont]

Rala Rwdins n'eo ket "tudigoù" met unan eus an tudigoù a gaver en istorioù skrivet gant Angharad Tomos, en dastumad anvet Cyfres Rwdlan e kembraeg, peurliesañ, ha Levrioù Erell e brezhoneg. Sell ouzh roll al levrioù e lec'hienn Y Lolfa. Gwir eo e kaver an anvadur "Rala Rwdins series" e saozneg, e-kichen "Rwdlan series". War a seblant ez eo an anv "Rala Rwdins series" zo bet miret evit hollad an tresadennoù-bev graet evit S4C ([51]). Ha gwir eo ivez e oa Rala Rwdins titl al levr kentañ embannet en dastumad ([52]). Met "Cyfres Rwdlan" eo an anv kembraek mat evit an dastumad, diwar anv al lamponez Rwdlan (= Erell). Ha n'eus anv ebet evit hollad an dudigoù-se, nag e kembraeg nag e brezhoneg. A galon, --Llydawr 26 Du 2009 da 21:12 (UTC)[respont]

Gwelet em boa kement-se a-benn ar fin, goude boulc'het ar pennad avat. Neuze em eus graet an adkas Rwdlan. Ma welez un diskoulm all, krog e-barzh. Bianchi-Bihan 28 Du 2009 da 04:14 (UTC)[respont]

Menegiñ a rez Drago Malfoy. Drago eo e anv e galleg, met Draco Malfoy e saozneg hag e meur a yezh all. A galon, --Llydawr 1 Kzu 2009 da 11:17 (UTC)[respont]

Petra eo ar c'hemm etre ar pajennoù Jones ha Listennad tud anvet Jones ? Da betra kaout daou bennad ? --Llydawr 1 Kzu 2009 da 17:08 (UTC)[respont]

(di)gant / ouzh

[kemmañ ar vammenn]

Salud. Diazezet war ar pezh am eus lennet e geriadur an Here, ha war ar pezh en deus desket Padrig an Habask din. Ma n'eo ket reizh, lavar din 'ta. Mod-all em bo muioc'h a amzer da ouestlañ d'hor wiki-ni pa vo echu mare ar c'huzulioù-klas. A galon. --Ex-Smith 1 Kzu 2009 da 22:27 (UTC)[respont]

Feiz, ne laran ket n'eo ket reizh, klask a ran gouzout war petra eo diazezet, netra ken. N'on ket sur eo anavet ar c'hemm -se gant an holl skrivagnerien, studiañ a rin an afer un deiz all, ha kousket a rin dinec'h da c'hortoz . Bianchi-Bihan 1 Kzu 2009 da 22:33 (UTC)[respont]

Stefan ar Strad

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket peogwir e oa dianav dit e oa ur farsadenn ! ;-) --Llydawr 3 Kzu 2009 da 18:39 (UTC)[respont]

Dal : un Jones all. --Llydawr 4 Kzu 2009 da 21:01 (UTC)[respont]

Ha gouest e vefes ober war-dro ar pennad-se ? Me n'am eus ket a-walc'h a gouiziegezhioù evit en ober. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 09:51 (UTC)[respont]

Gouest d'ober oan, pa oa graet 2 vunut war-lerc'h da c'houlenn. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 09:59 (UTC)[respont]
Trugarez.

Salud dit ! Ar stumm "Efan" zo dianav din e kembraeg. Ar stumm Ifan a anavezan avat. --Llydawr 9 Kzu 2009 da 11:16 (UTC)[respont]

Diolch. Fazi. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 12:36 (UTC)[respont]

Demat. Brav. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 18 Kzu 2009 da 18:07 (UTC)[respont]

Salud. Brav ken-ken. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 21 Kzu 2009 da 20:31 (UTC)[respont]

Demat. Anv hemañ a blij din. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Kzu 2009 da 10:48 (UTC)[respont]

An Iwerzhoniz a seblant bout barrekoc'h evidopmp :-))) Klaod. Kadbzh 22 Kzu 2009 da 10:52 (UTC)[respont]
En eskibion e soñjen kentoc'h, met seurt traoù a c'hell erruout n'eus forzh pelec'h, èl-rezon. laod Kadbzh 22 Kzu 2009 da 11:15 (UTC)[respont]
Sexual Life of the Popes, Nigel Cawthorne, a zo ganin ul lec'h bennak. Kadbzh 22 Kzu 2009 da 11:52 (UTC) (Auteur)[respont]
Tremen poent dit deskiñ udb gant da vistri. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2009 da 12:21 (UTC)[respont]

Kleopatra VII

[kemmañ ar vammenn]

Demat. trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 23 Kzu 2009 da 12:26 (UTC)[respont]

Me gav din e ouezez pelec'h eo ret mont evit treiñ ar gemenadennoù a vez lakaet e saozneg e penn uhelañ ar bajenn. Gouzout a raen, met disoñjet am eus. Ha posubl e vefe dit lavaret din evit ma verkfen en un tu bennak hag evit treiñ an hini nevez a zo bet lakaet. A galon --Y-M D 25 Kzu 2009 da 18:39 (UTC)[respont]

Plijet a c'hellfec'h bout gant . A galon. Klaod. Kadbzh 13 Kzu 2009 da 20:30 (UTC)[respont]

Salud. Kavet ar pennad oñs, met ket ar frazenn meneget ganit. Pelec'h emañ? --Ex-Smith 20 Kzu 2009 da 18:34 (UTC)[respont]

Anv/Anv-gwan

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Mat 'p'eus graet, aesoc'h 'vo buhez Yann lenner. A galon. Klaod Kadbzh 7 Ebr 2010 da 07:40 (UTC)[respont]

Yann skriver, kentoc'h, a gredan. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2010 da 17:12 (UTC)[respont]

kantonioù Suis

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Mat eo din. Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 8 Ebr 2010 da 17:09 (UTC)[respont]

Hirik e kavan ar ger "tiriegezhioù". "Tiriad" a gaver e geriadurioù Roparz Hemon. A galon, --Llydawr 12 Ebr 2010 da 16:44 (UTC)[respont]

Ya. Met evel se e oa difluket diganin, abalamour d'un tiriogaeth kembraek bennak marteze, 'm eus ket soñj ken. Bianchi-Bihan 12 Ebr 2010 da 18:33 (UTC)[respont]

Anv-pluenn

[kemmañ ar vammenn]

Demat. Ne vehe ket G.B. Kerverziou un anv-pluenn eus Erwan Berthou ? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 13 Ebr 2010 da 10:24 (UTC)[respont]

OK. Kavet. A galon. Kadbzh 13 Ebr 2010 da 11:36 (UTC)[respont]

Dispartiet e vez ar sant eus an den. An dra-se eo? --Gwendal 22 Ebr 2010 da 09:37 (UTC)[respont]

Meneget eo dindan ar stumm Konveur er pennadoù Treveur (sant), Poc'hêr ha ki, er Wikipedia gallek (fr:Konveur) hag en un nebeud lec'hiennoù all evel [53]. A galon, --Llydawr 29 Ebr 2010 da 17:39 (UTC)[respont]

Salud. Sell : [54] gant ar poellad treiñ n'on ket deuet a-benn da dennañ "de" (Beg Penmarc'h). Ma fell dit klask : [55] A galon. --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 18:06 (UTC)[respont]

Ha faziet e ger Chaoser, kaoc'h! --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 18:07 (UTC)[respont]
Deuet on a-benn, a-benn ar fin. Nag a boan! --Ex-Smith 2 Mae 2010 da 18:46 (UTC)[respont]
Marteze e vefe tu adenvel ar skeudenn evit lakaat . --Y-M D (kaozeal) 2 Mae 2010 da 18:51 (UTC)[respont]

"Tizhog" a gaver e geriadur Favereau, "tizog" er geriadurioù peurunvan. N'ouzon ket a belec'h e teu ar ger-se ha n'anavezan ger kembraek ebet heñvel. Ober e rafen kentoc'h gant ar stumm a gaver e geriadurioù Roparz Hemon. Dav e vo bodañ an daou bennad evel-just. --Llydawr 4 Mae 2010 da 15:37 (UTC)[respont]

Kartenn gourenez Kraozon

[kemmañ ar vammenn]

Ne vank nemet :

  • capucins  : beg ar Gapusined?
  • Trébéron
  • Kerdra (derc'hel evel-se?)
  • Portzen

Kartenn Bae Sant-Brieg a zo torr-penn : pa gliker warni e teu brasoc'h, met hep anvioù ar c'humunioù. Gallout a ran adlakaat anvioù ar c'humunioù, met n'eo ket sur e vin ken resis. A galon --Ex-Smith 5 Mae 2010 da 09:35 (UTC)[respont]

Salud dit ! War skouer ar pezh a gaver e saozneg, em eus kavet talvoudus cheñch ar rummadoù er pennadoù diwar-benn "bonedoù Bro-Skos". A galon, --Llydawr 6 Mae 2010 da 17:47 (UTC)[respont]

Kemm a c'hall ar skouer saoz. Kemmet eo bet. Bianchi-Bihan 6 Mae 2010 da 17:57 (UTC)[respont]

Salud dit ! Krouet 'peus ur Rummad:Colombia hag ur rummad:Departamantoù Colombia pa oa dija ur rummad:Kolombia hag ur rummad:Departamantoù Kolombia. Peseurt abeg a oa da chom hep implijout ar rummadoù a oa dija ? Ne ran ket forzh gant an dibab Kolombia/Colombia, met pa welan e kaver ar stumm Kolombia e geriadurioù Roparz Hemon, e levrioù skol Diwan, e kentelioù SADED, e kartenn ar bed embannet gant TES... hag e meur a bennad e Wikipedia, e kavan gwell ober evelto ha chom hep cheñch. A galon, --Llydawr 18 Mae 2010 da 16:08 (UTC)[respont]

Gouzout a ran bremañ, n'em boa ket taolet kalz evezh, torr-penn eo. Met din da c'houzout ne oa ket bet kalz pennadoù db an departamantoù-se a-raok din lakaat ma fri en afer, ha 30 ouzhpenn zo bremañ. Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 13:40 (UTC)[respont]
Un tammig diaes eo din krediñ ne'z poa ket taolet evezh e veze implijet ar stumm Kolombia betek-henn, pa welan ar c'hemmoù degaset ganit n'eus ket pemzektez evel e pennad Caquetá pe e patrom an departamantoù. A galon, --Llydawr 22 Mae 2010 da 19:52 (UTC)[respont]
Da gentañ e krede din ne oa ket a bouez, pa ne oa nemet un departamant, e-skoaz an 30 e oan o vont o vont d'ober. Ma ne vez ket mat ma labour, n'eus nemet kemm. Gant Venezuela emaon bremañ. A galon. Bianchi-Bihan 23 Mae 2010 da 03:15 (UTC)[respont]

geriadurourien vrezhonek/ar brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Pehini a tlefemp mirout d'az soñj? Te 'zo krouer an daou rummad ha n'am eus ali ebet na ganit na gant tud all. Ken 'vi lennet. --Gwendal 22 Mae 2010 da 13:26 (UTC)[respont]

N'em eus ali ebet, ne ouien ket e oa bet krouet an daou ganin, na perak. Ha n'eo ket ar wech kentañ. Setu, mat eo din alioù an holl ha kemmo neb a garo.

Bianchi-Bihan 22 Mae 2010 da 13:36 (UTC)[respont]

Daofine(z)

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Krouet 'peus ur pennad "Daofine". Ar stumm "Daofinez" eo a gaver er geriadurioù (Roparz Hemon, Vallée, Delaporte. N'ouzon ket abalamour da betra met an deverad "Daofinezad" a gaver evit an annezidi ha stummoù gant T a gaver e yezhoù all, "oc:Daufinat", "es:Delfinado", "it:Delfinato". --Llydawr 4 Mez 2010 da 10:24 (UTC)[respont]

Anv ganedigezh?

[kemmañ ar vammenn]

Gwelet em eus e poa kemmet (amañ) "anv ganedigezh" e anv-tiegezh. N'eo ket brezhoneg "anv ganedigezh"? Me grede din e oa an anv-tiegezh dre ret hep an anv-badez, faziañ a ran? Ma 'z eo brezhonekoc'h anv-tiegezh em eus ezhomm gouzout a-raok ledañ ar patromoù patrom:infobox Pab, ennañ "anv ganedigezh", er pennadoù. A galon, Gwendal 7 Mez 2010 da 18:21 (UTC)[respont]

"Ganet" (hepmuiken) e geriadur Favereau. --Ex-Smith 9 Mez 2010 da 13:37 (UTC)[respont]

Dorian Gray

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet ar skeudenn er pennad diwar-benn an aktorez. --Ex-Smith 9 Mez 2010 da 13:37 (UTC)[respont]

Salud dit ! A belec'h e teu an anv Ledenez Vras a oa bet lakaet ganit er pennad Enezeg Molenez ? --Llydawr 10 Mez 2010 da 16:40 (UTC)[respont]

a) Ne welan ket an anv-se, b) n'em bije ket ijinet, troet marteze, ch) n'ouzon ket, c'h) ne ran forzh, gra a gari. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 16:47 (UTC)[respont]
Sell amañ. --Llydawr 10 Mez 2010 da 17:08 (UTC)[respont]

Fedora ha borsalino

[kemmañ ar vammenn]

Bremañ ez eus div bajenn war ar memes dañvez : borsalino (tog) ha fedora (tog). D'am soñj e c'hlefe fedora (tog) adkas da vborsalino (tog), nemet pa vefe un diforc'h etre an daou, met pehini ? Kouign-amann 21 Mez 2010 da 14:18 (UTC)[respont]

Un diforc'h a vez graet e meur a yezh, e spagnoleg lakaomp. Ar fedora zo ur seurt borsalino. Marteze ne vez ket graet an diforc'h ken, met graet eo bet un amzet zo bet. Bianchi-Bihan 21 Mez 2010 da 14:26 (UTC)[respont]
Mad eo din ; neuze, gallout a rafes skrivañ an diforc'h-se war bajenn fedora (tog) ? Kouign-amann 21 Mez 2010 da 14:39 (UTC)[respont]

Wikimammenn

[kemmañ ar vammenn]

Adkroget hon eus gant ar Wikimammenn. A-benn nebeut e klaskimp kaout hor isdomani (br.wikisource.org). Evit se e ramkimp kinnig d'ar Language Committee, e touesk traoù all, roll ar genlabourerien. Ma fell dit kenlabourat, sur on e c'helli ober traoù talvoudus. Ma ne fell ket dit en ober, gwelloc'h e vefe tennañ da anv eus ar roll. Gallout a rafemp krouiñ ur roll an dud o deus kenlabouret ha lakaat da anv ennañ. Kouign-amann 29 Mez 2010 da 11:32 (UTC)[respont]

'Gomprenan ket. Ret e vije din tennañ ma anv eus ur roll? Perak 'ta? Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 11:46 (UTC)[respont]
Rankout a rimp reiñ d'ar Language Committee roll an dud a fell dezho kenlabourat, ha n'eo ket roll an dud o deus kenlabouret. Neuze, ret eo gouzout piv a fell dezhañ kenlabourat bremañ, ha n'eo ket piv en deus kenlabouret en amzer dremenet. Ma ne fell ket dit kenlabourat ha ne fell ket dit tennañ da anv eus roll ar genlabourerien, marteze e c'hellfemp kinnig an traoù en un doare all. Kouign-amann 29 Mez 2010 da 11:56 (UTC)[respont]
Ha goulenn a ri digant ar Benoni ivez? Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 12:05 (UTC)[respont]
Marteze eo ret displegañ un tamm muioc'h an traoù. Ur prantad amzer 'zo e oa bet klasket loc'hañ gant ar raktres-se hag an implijerien d'ar mare-se a oa Benoni ha te. Met marvet eo ar raktres abaoe. Ha klasket e vez gant un nebeut implijerien adlañsañ ar raktres abaoe un nebeut devezhioù. Da anv a zo neuze e-barzh roll an implijerien oberiant (er bajenn degemer), ha ma tivizez non pas adkregiñ gant ar raktres-se e vo mat tennañ da anv, dre ma rankimp kinnig un doser labour sirius ha gwir d'ar strollad barn hag a aotreo (pe get) e vefe digoret ur raktres emren evit Wikimammenn.
Ma c'hellan reiñ va ali war ur poent bennak... Me gav din e peus gouiziegezhioù dibar ha fonnus diwar-benn al lennegezh hag ar skridoù, e brezhoneg muioc'h evit implijerien all, setu e kavfen dedennus-tre e kemmerfez perzh er raktres evit boueta anezhañ gant da ouiziegezhioù. Ha neuze digeriñ bed al lennegezh brezhonek hag ar skridoù brezhonek d'an dud ha d'an implijerien a fellfe dezho, hag e brezhoneg ouzhpenn-se.
Petra eo da soñj ? Deus d'ober un tamm tro war ar raktres evit gwelet ar pezh a zo d'ober ha penaos eo aozet an traoù : Wikimammenn. A galon --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 12:08 (UTC)[respont]
A-du on gant ar pezh skrivet gant Y-M D. Hag evel-just e vo goulennet ar memes tra digant Benoni. Kouign-amann 29 Mez 2010 da 12:15 (UTC) Evit farsal e oa. Bianchi-Bihan 29 Mez 2010 da 12:31 (UTC)[respont]
Emañ kumuniezh ar Wikimammenn o komz diwar da benn amañ. Kouign-amann 15 Gou 2010 da 13:58 (UTC)[respont]

Virginia Woolf

[kemmañ ar vammenn]

War a welan hon eus graet an hevelep labour. Ex-Smith 10 Gou 2010 da 17:43 (UTC)[respont]

Dita Von Teese

[kemmañ ar vammenn]

Ma'z implijfemp ur skeudenn eus Dita Von Teese da vrudañ ar c'hentelioù-noz e kreskfe buan an niver a dud dedennet gant hor yezh. Ex-Smith 17 Gou 2010 da 18:26 (UTC)[respont]

Demat. Graet mat ganeoc'h. Kadbzh 24 Gou 2010 da 07:49 (UTC)[respont]

Natûrlich, Friedrich, èl-rezon, ma mignon. Kadbzh 24 Gou 2010 da 08:02 (UTC)[respont]