Vis-en-Artois
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv | Vis-en-Artois |
| Riez | |
| Rannvro | Hauts-de-France |
| Departamant | |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Arras |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes Osartis |
| Kanton | Vitry-en-Artois |
| Kod INSEE | 62864 |
| Kod post | 62156 |
| Maer | Christian Thiévet |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 6,42 km² |
| Led | 50° 14' 52" Norzh |
| Hed | 02° 56' 27" Reter |
| Uhelder kreiz | 68 m |
| Uhelder bihanañ | 46 m |
| Uhelder brasañ | 88 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 585 (2007) |
| Stankter | 91 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | Vis-en-Artois |
Vis-en-Artois a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel-bed kentañ: skoet-kriz eo bet Vis-en-Artois gant ar brezel:
- adalek an 30 a viz Gwenholon 1914 eo dalc'het ar gumun gant an Alamaned, betek ma teu al Lu Kanadian da gas anezhe kuit d'ar 24 a viz Eost 1918;
- distrujet razh e voe ar gêriadenn e-doug ar bloavezhioù 1917 ha 1918;
- lod ag an annezidi a oa tec'het a-raok ma oa arruet an alouberion; ar re a oa chomet a voe kaset da La Glanerie, a zo e Belgia;
- d'ar 24 a viz Gwenholon 1920, e voe lakaet kumun Vis-en-Artois war roll Urzh al Lu ha roet eo dezhi ar Groaz Brezel[1];
- dont a reas Impalaer Alamagn Gwilhom II betek Vis da sellet ouzh Emgann Monchy-le-Preux;
- tost-kenañ ha tre dirak al Linenn Hindenburg edo Vis;
- adsavet e voe ar gêriadenn razh e-doug ar bloavezhioù 1920;
- lid dizoloeiñ monumant ar re varv a voe d'an 10 a viz Eost 1924 .
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bered ar C'hommonwealth: Vis-en-Artois British Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 2 | |
| 6 | |
| 582 | |
| 1 748 | |
| Dizanv | 4 |
| Hollad | 2 342 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Vis-en-Artois hag Haucourt a voe kemeret gant Lu Kanada d'ar 27 a viz Eost 1918. Krouet e voe ar vered kerkent. Implijet e voe adalek dibenn miz Eost 1918 betek an hanter Here 1918. Douaret e voe enni 430 soudard, 297 anezhe eus Lu Kanada ha 55 anezhe eus ar 2nd Duke of Wellington's Regiment eus Lu ar Rouantelezh Unanet. Goude an arsav-brezel 11 a viz Du 1918, degaset e voe enni korfoù soudarded bet lazhet e-doug emgannoù mizioù Ebrel-Mezheven 1917, Eost ha Gwengolo 1918 ha reoù arall kemeret e beredoù bihan ag ar vro tro-dro[2].
Bered ar C'hommonwealth:Valley Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 7 | |
| 37 | |
| 25 | |
| Hollad | 69 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Digoret e voe d'an 31 a viz Eost 1918 evit douarañ 31 soudard hag ofisour eus an 3rd Canadian Infantry Battalion marvet an deiz kent pa voe kemeret ar fozell Orix. Ouzhpennet e voe 10 bez e penn-kentañ miz Gwengolo. E 1924-1925 e voe degaset bezioù eus an tachennoù-emgann hag eus bered alaman Thilloy[3] [4].
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs 1793-2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Mare | Anv | Strollad | Karg | |
|---|---|---|---|---|
| Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Christian Thievet | ||
| N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pages 14-18
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Cassini hag EBSSA


