Kybele

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kybele (Κυβέλη / Kybele e gregach) zo un doueez eus Frygia, anavezet ivez evel Agdistis er vro-hont. Degaset e voe aleshont da Hellaz ha da Roma. Skeudenn hag arouez an natur ouez eo. Kinniget e vez ivez evel ar Vamm Veur, Mamm an Doueed, pe an Doueez Veur.

E Roma e oa enoret ivez evel Idaea mater (« mamm Ida ») pe Magna Mater. Kemmesket e voe eno gant Ceres.

E mojennoù Hellaz kozh eo anavezet ivez evel Damia.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h kreiz he c'hehelidigezh a oa e Pessinos, war menez Dindymon, ma vije bet kouezhet eus an neñv ar maen a oa skeudenn anezhi. Doueez ar frouezhusted e oa, met hini an natur ouez e oa ivez, aroueziet gant al leoned a veze ouzh he heul. Pareañ ar c'hleñvedoù a c'halle ober, a lavared, met o c'has ivez d'an dud, ha diwall ar bobl a rae e-pad ar brezelioù. Anavet e oa en Hellaz adal ar Vvet kantved kt JK, ha kemmesket e voe a-benn ar fin gant mamm an doueed Rea ha Demeter.

Da Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 204 kent JK , e-kreiz an eil brezel punek, e voe kaset kannaded gant ar Romaned da vBessinos. Heuliañ a raent un diougan eus Levrioù ar Sibillezed, hag un orakl delfian. Karget e oant da zegas da Roma ar maen sakr.

Kybele a oa lesanvet : Copia, Magna Mater.

Kybele hag Attis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Attis bugel, ur boned Frygia war e benn

Pennadoù kar, a bell pe a dost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Lynn E. Roller, In Search of God the Mother: the cult of Anatolian Cybele, University of California Press, 1999 (ISBN 0520210247).

Liammoù diavezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.