Mont d’an endalc’had

Keres

Eus Wikipedia
Keres
doueelezh roman, agricultural deity, Doueez
Rann eusAventine Triad, Dii Consentes Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
TadSadorn Kemmañ
MammRea, Ops Kemmañ
Breur pe c'hoarVesta, Pluto, Yaou, Neptunus, Juno Kemmañ
BugelProserpina Kemmañ
Azeulet gantrelijion Henroma Kemmañ
Tachenn ar sant pe douegounezerezh, grain, fertility, motherhood Kemmañ
Deskrivet dreCeres in the House of Hecuba, Ceres, Statue of Ceres, Ceres/Summer, Statue of Ceres Kemmañ
Ave natura ! gant Cesare Saccaggi e 1910. Ur brosesion da Geres.

Keres (Ceres e latin) e oa doueez ar gounezerezh hag an eost, kevatal d’an doueez hellazat Demeter.

Dont a rafe an anv eus ur wirizienn indezeuropek "ker" a gaver er gerioù "krouiñ" ha "kresk".

Implij an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keres a oa merc'h da Sadorn hag Ops, gwreg ha c'hoar da Yaou, mamm da b-Proserpina o merc'h, c'hoar da Juno, Vesta, Neptun ha Pluton.

Gwelet e vez en oberennoù arzel gant ur vazh-roue, ur banerad bleunioù ha frouezh, hag un torkad ed.

Paeronez eo ivez da gêr Enna, e Sikilia. Hervez ar vojenn he devoa goulennet digant Yaou lakaat Sikilia en neñvoù. Abalamour ma'z eo tric'hornek an enez e voe krouet steredeg an Tric'horn.

Daouzek skoazeller

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keres he devoa daouzek doueig dindani d'he sikour, d'ober war-dro al labour-douar:

  • Vervactor, a zigor an douar kozh
  • Reparator, a zrailh an douar kozh
  • Imporcitor, a labour gant an arar,
  • Insitor, a had,
  • Obarator,
  • Occator, a dremen an ogedoù
  • Sarritor, a c'hwenn
  • Subruncinator, a c'hwenn adarre
  • Messor, a ved
  • Conuector, a charre
  • Conditor, a vergn
  • Promitor, a rann.

Ur pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.