Vesta

Eus Wikipedia

Vesta, en he dorn ur patera hag ur vazh, war unantoninianus (ca. 253 AD)
Dismantroù templ Vesta e kêr Roma.

Vesta (distaget [ˈwɛsta] e latin) a oa doueez werc'h an oaled, ar gêr, an tiegezh, hag an tan sakr gant ar Romaned. Kar eo da Hestia en Hellaz, met koshoc'h egeti eo c'hoazh, ha kalz pouezusoc'h e oa doueez Roma.

Tan a veze dalc'het noz-deiz en oaled he zemploù, diwallet gant belegezed yaouank gwerc'h, ar Vestalezed.

Vestalia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lidet e veze Vesta er Vestalia, a veze entre ar 7 hag ar 15 a viz Mezheven. en deiz kentaén e veze digoret ar penus Vestae (sancta sanctorum he zempl).