Mont d’an endalc’had

Sodom ha Gomorra

Eus Wikipedia
Sodom ha Gomorra
biblical place, Bible story
Rann eusGeneliezh 18, Geneliezh 19 Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°12′0″N 35°30′0″E Kemmañ
Labour da-heulNoah's Ark Kemmañ
Raklec'hiet gantthe Lord appears to Abraham by the oaks of Mamre Kemmañ
Heuliet gantLot and his daughters Kemmañ
Map
Istor Sodom ha Gomorra hervez Kronik Nuremberg gant Hartmann Schedel, 1493. Gwelout a reer Lot, niz Abraham, hag e wreg troet e piler holen
Distruj Sodom ha Gomorra, gant Jan Brueghel gozh e Hans Rottenhammer, e 1597.
En daolenn-mañ eus ar XVIvet kantved, gant Lucas van Leyden, emañ Lot, mezv, o pokat d'e verc'h tra m'emañ an tan o tistrujañ kêr. Mesket ez eus bet div abadenn eus istor Lot en daolenn.


Sodom ( سدو Sadūm en arabeg, סְדוֹם / Sədom en hebreeg, Σόδομα e gregach) zo ur gêr a zo meneget hec'h anv er Bibl, e levr ar C'heneliezh, hag a voe distrujet, evel Gomorra, gant konnar Doue hag a dec'has anezhi Lot, niz Abraham, hag e ziv verc'h.
Abalamour da bec'hedoù kêriz e voe pulluc'het Sodom, Gomorra, Admah, ha Zeboim gant soufr ha tan eus an Aotrou en neñvoù.

Stag eo anv Sodoma ouzh ar sodomiezh, gwelet evel oberoù reizhel ha n'int ket degemeret mat gant an holl, hag ouzh pec'hed ar c'hig gant ar relijion gristen.

Anvioù Sodom ha Gomorra zo bet implijet alies evel metaforennoù eus pec'hed ar c'hig ha kammoberoù reizhel e yezh ar relijion, ha dreist-holl er broioù saoznek. Adkemeret eo bet eno e yezh ar gwir evit komz eus revrfouzherezh ha loenfouzherezh.

Ar sell kristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou sell zo ouzh pec'hed Sodom.

  • Hervez lod eo dleet distruj Sodom d'an nac'h reiñ herberc'h ouzh beajourien, aelez kaset gant Doue hervez ar Bibl.
  • Hervez lod all eo abalamour d'ar sodomiezh.
  • Ur ganaouenn c'hallek anvet Sodome, diwar-benn kêr Bariz, zo bet savet gant Glenmor.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]