Peter Fischli ha David Weiss
Peter Fischli (8 a viz Even 1952 e Zürich) ha David Weiss (21 a viz Even 1946 e Zürich ivez), a zo un daouad arzourien suis diazezet e Zürich. Peurliesañ e reer Fischli/Weiss anezho. Kenlabourat a reont abaoe 1979. E-touez arzourien vrudetañ Suis emaint. O oberenn vrudetañ eo ar film anvet "Der Lauf der Dinge". Meret e vez o oberennoù gant Matthew Marks Gallery (New York).
Fischli a studias e skol arzoù-kaer Urbino etre 1975 ha 1976, hag e hini Bologna etre 1976 ha 1977. Weiss a studias e skol arzoù pleustrek Zürich etre 1963 ha 1964, hag ar c'hizellañ a studias e Basel e 1965.
Liesseurt eo an doareoù implijet ganto: filmoù, luc'hskeudennoù, levrioù-arz, staliadurioù liesvedia ha delwennoù da skouer. Implijout a reont traoù ar vuhez pemdez, hag e staliont anezho e kendestennoù arzel. Kalz fent ha godiserezh a gaver en o oberennoù. O labour a zo bet keñveriet gant hini Marcel Duchamp, Dieter Roth pe c'hoazh hini Jean Tinguely. E 2003 e voent an arzourien a voe kaset da ziskouezadeg daouvloaziek Venezia e anv Suis.
O oberennoù a c'haller gwelet en Tate[1] hag er Guggenheim[2].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]