Knister

Eus Wikipedia

Ludger Jochmann (ganet en 1952 en Bottrop) zo ur skrivagner alamanek evit bugale, anavezetoc'h evel Knister.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jochmann a gasas e yaouankiz er Ruhr. E skol-veur Essen e studias ar bedagogiezh sokial, hag ar sonerezh e Folkwangschule en Essen. Goudez bezañ tapet e ziplom e labouras evel pedagogour arbennik. Abaoe 1978 ez eo skrivagner ha sonaozer. Labouret en deus war ar c'hoariva evit ar vugale e Ruhr, hag ivez evit ar skinwel hag ar skingomz. E 1980 e lakaas embann e levr kentañ, ha goude-se e savas heuliadoù skinwel, c'hoarioù urzhiataer hag e labouras war ar son hag evit ar sinema. E 2000 e voe embannet e levr kentañ evit an dud vras, dindan e anv gwir.

Dibab a reas Knister e anv pluenn dre ma'z eo gwall entanet gant ar sonerezh rock. Sonerezh a vez implijet gantañ evel doare da ezteurel pa aoz abadennoù evit ar vugale, hag an abadennoù-se a ro c'hoant dezhañ da sevel istorioù didrouz.

An harozez krouet gantañ hag anvet Hexe Lilli a servij dezhañ da skrivañ evit lennerien liesseurt ha da vezañ anavezet gant lennerien ar broioù all. Levrioù skeudennoù a vez savet gantañ ivez, hag implijout a ra media all ivez, rak fellout a ra dezhañ m'en em santo tost ar vugale ouzh al levrioù.

E Wesel emañ Jochmann o chom. Dimezet eo, ha tri bugel en deus. Plijet eo gant ar sonerezh ha plijout a ra dezhañ ivez mont war vor war vag dre lien.

Hexe Lilli[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo al levrioù ma kont troioù Hexe Lilli, deuet da vezañ Kika Superbruja e spagnoleg.

N'eo ket ken anavezet al levrioù e saozneg nag e galleg.

Hexe Lilli, ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur film zo bet savet diwar-benn Hexe Lilli, a vo embannet e 2009.

Oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez e oberennoù all

E levrioù e spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kika Superbruja[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kika Superbruja eo anv Hexe Lilli e spagnoleg.

Quique y Lucas locopilotos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kika Superbruja y Dani[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hexe Lilli fliegt zum Mond. Sternwarte Hamburg
  • Hexe Lilli - Das Musical. Kölner Bühne
  • Hexe Lilli - Das Puppenspiel. Mülheimer Figurentheater WODO

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]