Maneki-neko
Ar maneki-neko (招き猫) zo un delwennig vihan hag a ziskouez ur c'hazh o sevel e bav, hag a zo anavezet ivez evel "kazh ar chañs" pe "kazh ar blanedenn vat " e Japan. Graet eo e pri-gwenn, a-wechoù pri-poazh, ha lavaret e vez e tegas chañs d'e vestr.
Gwelet e vezont er stalioù, pretioù. Mar bez savet ar pav dehoù e lavarer e tegas arc'hant, mar bez ar pav kleiz e tegas gweladennerien. Kemm a ra an doare da sevel ar pav. Seul uheloc'h ar pav, eme an dud, hag a seul belloc'h e teuy an arvalien.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra maneki (招き) eus ar verb maneku (招猫) hag a dalv "pediñ da dremen" pe "saludiñ". Neko (猫) a dalv "kazh". Lakaet kichen-ha-kichen e talv ar gerioù "kazh a bed da zont e-barzh". Hervez an henvoaz japanat e lavar ar c'hazh gant e bav : "Deus tre, mar plij. Degemeret mat e vi."
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vojenn diwar-benn orin ar c'hazh-mañ. Setu unan anezho :
War-dro ar XVIIvet kantved e oa e Tokyo un templ a oa o vont da fall ha ne veze ket roet profoù ken gant an dud. Paour-razh e oa erru ar beleg ken e ranke rannañ e voued gant e gazh, anvet Tama.
Un deiz e voe tapet un den pinvidik a renk uhel en ur gorventenn a-greiz ma oa o chaseal ha repu a gavas dindan ur wezenn e-kichen an templ. Tra ma oa o c'hortoz ar glav hag an avel da devel e welas ur c'hazh hag a rae sin dezhañ da dostaat ouzh dor an templ. Kuitaat a eure ar repu en doa kavet dindan ar wezenn ha tostaat ouzh ar c'hazh iskis...
Livioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez al liv e vez sterioù damzisheñvel:
- pa vez gwer : surentez er gêr
- pa vez gwenn: Chañs en aferioù
- pa vez glas : lakaat an hunvre da zont da wir
- pa vez ruz : karantez
- pa vez melen-aour : espern
- pa vez du : pellaat an droukchañs ha kreskiñ ar garantez
- pa vez roz : dibab an danvez-pried.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Daou vaneki-neko en ur gichen.
-
Ur maneki-neko triliv.
-
Mirdi e Seto