Azginivelezh arzel

Eus Wikipedia

Komz a reer eus Azginivelezh en arzoù, pe eus Azginivelezh arzel, pa reer anv eus labour an arzourien e-pad marvezh an Azginivelezh.


Ur prantad a virvilh-spered eo bet an Azginivelezh, ken e-keñver al lennegezh, an arzoù ken e-keñver ar skiantoù. Dre Europa a-bezh e voe skignet mennozhioù nevez e metoù al lenneien.

E-touez an traoù pouezusañ bet degaset gant ar prantad a reer an Azginivelezh anezhañ eo an adneveziñ eus an temoù hag eus an arz en Europa goude ar Grennamzer. Lec'hiañ al luskad arzel-mañ ent-resis en amzer a zo diaes d'ober. Degemeret e vez koulskoude e krogas en Italia er XVvet kantved, hag en em ledañ a reas war-lerc'h war ar peurrest eus ar c'hevandir, kreñv pe greñvoc'h e levezon hervez al lec'hioù. Er XVIvet kantved e pad an Azginivelezh hag en he barr emañ e meur a vroioù neuze. A-drugarez d'an araokadennoù teknikel, d'ar c'henarroud politikel, sokial ha skiantel o cheñch e c'hell an arzourien mont davet hentoù nevez. Evit ar wech kentañ n'eo ket ken an arz tra ar galloud relijiel pe sekulier nemetken, met mont a ra e-barzh ti ar vourc'hizien ivez.

Gwelout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]