Ysgol Gyfun Gymraeg Glantaf
Neuz
Ysgol Gyfun Gymraeg Glantaf (Glantaf Welsh Comprehensive School e saozneg) zo ur skol eil derez kembraek e Kerdiz, kêr-benn Kembre, an hini vrasañ eus Kembre.
E Bridge Road emañ, e Llandaff, en hanternoz Kerdiz, war glann ("glan" e kembraeg) ar stêr Taf, eleze an anv "Glantaf". Ur skol gembraek all zo: Ysgol Gymraeg Plasmawr. 1 323 skoliad a oa e 2012, eus 11 da 18 vloaz. An holl a gomz kembraeg, met 68% eus ar skolidi ne reont ket er gêr (sifroù 2005). 32% a rae eta.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digoret e oa ar skol gant 98 bugel e 1978.
Ger-stur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ger-stur zo: "Coron Gwlad Ei Mamiaith", da lavarout eo: Kurunenn ur vro eo he (mamm-)yezh.