Borsalino (tog)

Eus Wikipedia
Giuseppe Borsalino (1834-1900), an den a grouas an togoù Borsalino

Ar borsalino zo un tog feltr aozet gant an italian Giuseppe Borsalino en Alessandria e Piemonte.

Gant blev lapined pe gedon eo graet ar feltr.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tog kentañ a voe graet d'ar 4 a viz Ebrel 1857. Loreet e voe gant ar Priz Meur e Diskouezadeg Pariz e 1900, en hini Bruxelles en 1910, e Torino en 1911, e Pariz adarre en 1931.

Tog-skouer gangsterien ar bloavezhioù 1930 eo. Diwarnañ e teu anv ar film, gant Alain Delon.

Tog Indiana Jones eo ivez.


Togoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tog fedora, graet gant Borsalino
Ar borsalino zo un tog feltr a ziskenn war an daoulagad.

Meur a dog a zo anvet borsalino, diwar anv an oberer. Ar fedora zo unan anezho