Kaozeal:Bertrada Laon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Kemmoù zo a vez graet goude kaozeal. Moarvat eo echu ar c'hiz da gaozeal gant ar genlabourerien.
  • Lakaat "Berta he zreid hir" a zo ober gant al liester. Diazezet war betra? Ment he botoù adkavet? Betek-hen e oa kaoz eus un troad pok. Ha setu perak , goude displegañ, emaon o vont da skarzhañ ar fazi istorel-se. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 13:51 (UTC)[respont]
  • Kemm hep kaozeal adarre, fazi adarre. Un troad pok, plom, potin, boull, n'eo ket un troad hir.
  • Mat e vije d'ar verourien ivez adstagañ gant boazioù diazez wikipedia. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 15:13 (UTC)[respont]
Pa fell dit kaozeal e vi gouest da walc'hañ ma c'hoant gouzout e pemp munut ha da lavaret din e peseurt brehzoneg e vez graet gant troadegez? ha 2 perak ne c'haller ket treiñ grand pied gant troad hir?--Kadwalan 29 Gen 2008 da 15:22 (UTC)[respont]

Keloù mat[kemmañ ar vammenn]

Keloù mat. Gwelloc'h diwezhat eget biken. N'ouzon ket perak e vez ankouaet ken alies kregiñ gant ar penn kentañ.
Pa zisplij dit ma c'hinnigoù (ne gredan ket e vije ar wech kentañ) e c'hallez kaozeal a-raok kemm atav.
Troadegez zo brezhoneg 'hed an neudenn. Savet diwar "troadeg": troad, troadeg (un anv-tiegezh ha n'eo ket dianav), troadegez (evel teod, teodeg, teodegez). Ha kement-se zo anavezet evel "bras e droad".
Hir ha pok n'int ket heñvel. Met ma kerez e c'hallomp envel anezhi Berta Pavgamm, a zo resisoc'h. Ha brezhoneg eus ar c'hentañ.
Bugel pavgamm

Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 16:02 (UTC)[respont]

Boden, gwir eo e vefe deuet gwelloc'h din paogamm evit troadegez pa lavarez. An -ez a laka ac'hanon diaes e gwirionez. Ne soñj ket din e c'haller lakat unan ouzh lost kement anv-gwan zo tout. Lavaret e vez "aux grand pied",e galleg, sede "hir he zroad", met mar karez bezañ resisoc'h goude holl n'eo ket pec'hed.--Kadwalan 31 Gen 2008 da 11:24 (UTC)[respont]

Brezhoneg mat[kemmañ ar vammenn]

  • Ne welan ket en abeg da betra e vijes diaezet gant brezhoneg mat.
  • Faziet out adarre:
    • "au grand pied", en unander (ha n'eo ket "aux"),
    • an dibenn [ek] a zo anv-kadarn evel anv-gwan. Taol evezh hag e c'halli ober anaoudegezh (eg/egezh) gant begegez, genaouegez, kofegez, mec'hiegez, pennegez, teodegez,, hag all el levrioù mat, ... hag er wiki-geriadur a-barzh nemeur.
  • Anat eo din: an dibennoù-gerioù zo graet evit bezañ implijet, hag an dibennoù egez (hag egezh) ivez. Gallout a reer lakaat ez e dibenn kement ger a echu gant eg (evel ma lakaer e dibenn kement anv a echu gant er) , ha talvoudus kenañ eo: ur vronnegez, mammifère femelle e galleg.
  • Edon o soñjal er c'hemm d'ober ivez etre sofegezh ha sofouriezh. Un dachenn da studiañ, ha brav e vije ma vije kement a frankiz evel o deus bet lod gant arallrevreoladouriezh
  • Laouen on abalamour da zaou dra: ne welez pec'hed ebet din, ha n'em eus ket ezhomm da c'hortoz an absolvenn. Neuze e kuitain ar gador-gofes d'ober labour. Bianchi-Bihan 31 Gen 2008 da 12:16 (UTC)[respont]