Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Lucius Flavius Philostratus

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sofour a ve koulz brezhoneg ha sofisted. Ya? Lakaomp. Biskoazh ne'm eus lennet sofour neblec'h. Lâr din e pelec'h e lenner se mar plij. Gant Fañch Kerrain avat e lenner Sofisted e "Kelennadurezh Platon hag ar Sofisted", Al Liamm Nnn 308 p. 302 -317 (displeg a ra choaz ar ger-se gantañ, p. 315). Da c'hortoz e vefe gwell ober gant ar ger testeniekaet. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 02:12 (UTC)[respont]

Neuze ez i da gemm komunour ivez?
Sofour zo gwelloc'h brezhoneg, hep mar na marteze. Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 02:20 (UTC)[respont]
Un ali personel eo met an holl ne c'hallont gouzañv da ziferadennoù hiniennel hep ur brouenn. Evel merour e c'houlennan ganit degas arguzennoù war ar bajenn-se. Ne ran forzh gant ar ger met goulenn a ran testenioù--Kadwalan 30 Gen 2008 da 03:01 (UTC)[respont]
Pa roez da ali personel e roan ma hini.
Ma dibaboù a lakaan em labour? Evel pep hini, eveldout, evel Neal en e bennadoù yezhoniezh, evel Benoni en e bennadoù politikerezh. Aze n'ez ket d'ober brezel, kouda? Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 03:09 (UTC)[respont]
Reiñ e ali zo un dra ha reiñ un arguzenn zo un all. Evel merour on un tamm karget da ziwall ar pezh a vez skrivet. Lâret em eus ne ran forzh gant ur ger pe egile pa vez daou evel merour. Amañ ne welan ket eus pelec'h e teu. Degas arguzennoù eta ha paouez gant da voazioù fall da sevel brezelioù evit netra. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 03:21 (UTC)[respont]
  • Evel-just! Me a sav ar pennad, hag a ra al labour, sioul-sibouron, betek ar vunutenn ma teu un den da zegas e zibab personel, hep kaozeal evel-just, ha goude e teu da damall din ar brezel kroget gantañ. Evel ma lare Sartre (war-bouez ur ger), ar brezel eo ar re all. Dit, ar brezel eo ar re ne soñjont ket eveldout, ne zegemeront ket da zibaboù "personnel".
  • Ne welez ket eus pelec'h e teu sofouriezh, mut-hu. A feiz vat moarvat. An dra-se a skrivez evit diskouez petra eo ar sofouriezh, moarvat. Hag arallrevreoladouriezh a welez gwelloc'h? Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 03:34 (UTC)[respont]

Sofour/sofist ha plas ar verourien

[kemmañ ar vammenn]
  • Goulennet ez eus bet ma ali war ar c'hraf a-us gant Bianchi-Bihan. Reizh e pep keñver e kavan e vije digoret un diviz evit dibab stumm pe stumm sofist/sofiour. Reizh eo ivez e c'hallfe pep implijer reiñ e soñj ha degas an arguzennoù a gavo mat degas. Spered Wikipedia eo. Evel-se e c'hallo an dud ober o soñj ha, diouzh an dro, votiñ evit degemer termen pe dermen. E-giz-se ez a ar benveg en-dro. Roll ar merour eo evezhiañ ma vo heuliet ar reolennoù stroll, ar reolennoù kenvevañ. Evel an holl implijerien all, gwir o deus ar verourien da reiñ o soñj personel diwar-benn implij termen pe dermen. N'eus ket ar gwir gant ar verourien, war zigarez int merourien avat, lakaat o savboent war termen pe dermen da vezañ trec'h kousto pe gousto. N'eus gant ar verourien galloud ebet evit ar pezh a sell ouzh an dermenadurezh, estreget lakaat da dalvezout an dibaboù bet graet a-stroll da-heul ur votadeg. Skrivañ a ra Kadwalan eo karget evel merour da "ziwall un tamm ar pezh a vez skrivet"; gwir eo, evel merour e rank sellet eo mat neptu danvez ar pennad hag ez eus ennañ boued holloueziadurel. Koulskoude, n'hall ket emellout en un tabut dibab gerioù evel merour, evel implijer evel a re all avat e c'hall ober avat, na mui na maez. --Fulup 6 C'hwe 2008 da 11:22 (UTC)[respont]
A-du penn-da-benn gant Fulup evel-just. Neal (Kaozeal) 6 C'hwe 2008 da 14:10 (UTC)[respont]
Me ivez. Benoni (Kaozeadenn) 6 C'hwe 2008 da 15:17 (UTC)[respont]
A-du emaon evel-just met din-me ez eo un afer yezh ha n'eo ket un afer ger. Pa fell d'ar muiañ niver goude ur gaozeadenn ober gant ger pe ger ne viran ouzh den ober met kenderc'hel a rin da ziwall na vefe ket skrivet forzh petra ivez e-keñver ar yezh. --Kadwalan 8 C'hwe 2008 da 14:12 (UTC)[respont]

Unaniezh ... evit ober petra?

[kemmañ ar vammenn]

A-du an holl, met n'ouzer ket re vat evit ober petra. Evit doujañ da reolenn wikipedia: politikerezh stankañ ? An hini a lar

  • Difennet-groñs eo stankañ implijerion/ezed evit klask bezañ trec'h war un tabut. Ne c'hell ket ar verourion stankañ implijerion/ezed m'emaint o tabutal gante diwar-benn danvez ur pennad pe ur politikerezh bennak. Mar sav ur gudenn a seurt-se, ret eo d'ar merour mont e darempred gant ar verourion all ha goulenn o ali digante.

Sed a vije ur c'heloù mat.

  • Din-me eo sklaer ne c'haller ket dibab ha bezañ neptu war un dro. Ha n'eus forzh piv a gemer perzh en un dibab n'eo ket neptu ken. Lavarout ar c'hontrol a zo ober evel ma lavare Blaise Pascal: meskañ an dud hag an aelez.
  • Skrivañ a ra Kadwalan: met kenderc'hel a rin da ziwall na vefe ket skrivet forzh petra ivez e-keñver ar yezh. Esper am eus e komprenan fall, ha ne gav ket dezhañ e vez skrivet n'eus forzh petra gant ar re all. Estroc'h evitañ a oar un tamm brezhoneg dre amañ. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2008 da 17:43 (UTC)[respont]