Mont d’an endalc’had

Ael

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aelez)
Kanaouenn an nevez-hañv, gant William-Adolphe Bouguereau. Daou aelig en-dro d'ur plac'hig.
Plac'h yaouank gant un ael, livet gant Alfred de Curzon.
Hugo Simberg, 1903.

An aeled, pe aelez, a zo krouadurioù meneget er Bibl, kenkoulz en Testamant Kozh hag en Testamant Nevez.

Piv eo an aeled ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù ar Bibl eo malak en hebraeg hag aggelos e gresianeg ar gerioù implijet evit "ael". An daou c'her-se o deus an hevelep ster: "an hini kaset" pe "ar c'hannad". Ar wrizienn Malak a zo e orin anv ar profed Malaki (= va c'hannad).
Ar respont klokañ d'ar goulenn "Piv eo an aeled?" a zo roet gant Hebreed 1:14, "Ha n’int ket holl speredoù oc’h embregañ ur servij, ha kaset evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh?" Sklaer eo eta penaos int speredoù, boudoù speredel. "Kaset" int, ar pezh a glot mat gant o anv: "kannaded".
War a seblant, ez eus lies renkadoù a aeled. Setu anv ar renkadoù meneget (an anvioù a c'hell cheñch un tammig hervez an troidigezhioù):

  • An Tronioù (Koloseiz 1:16)
  • Ar Mestronioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)
  • Ar Priñselezhioù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16)
  • Ar Galloudoù (Efeziz 1:21, Koloseiz 1:16, 1 Pêr 3:22)
  • An Nerzhioù (Efeziz 1:21, 1 Pêr 3:22)
  • Ar Serafined (Izaia 6:2)
  • Ar Cherubined (meneget int alies en Testamant Kozh, da skouer Geneliezh 3:24, 2 Samuel 22:11, Ezekiel 10:1; en Testamant Neveze kaver meneg anezho en Hebreed 9:5)
  • An Arc'hael (1 Tesalonikiz 4:16, Jud 9).

N'eus met un arc'hael hepken, hag e zere a seblant uheloc'h eget hini an aeled all. Ar wrizienn ARC'H e gresianeg a dalvez "kentañ", pe "pennañ".
Daou ael a zo anavezet dre o anv:

  1. "Mikael", an arc'hael (Daniel 10:13, Daniel 12:1, Jud 9, Diskuliadur 12:7). Penn-bras lu Doue eo, e anv a dalvez "evel Doue".
  2. "Gabriel" (Daniel 8:16, Daniel 9:21, Lukaz 1:19-26). E anv a dalvez "Doue a zo galloudus".

An aeled a zo speredoù, met gellout a c'hellont kemer stumm un den. Ar skouerioù a zo niverus; setu daou anezho en Testamant Kozh ha daou en Testamant Nevez: Geneliezh 19:1, Barnerien 6:11, Yann 20:12, Oberoù 12:7. Posupl eo zoken gwelout un ael hep henn gouzout (Hebreed 13:2). Komz a reont yezhoù dezho o-unan, a c'heller komz ivez gant sikour ar Spered-Santel (1 Korintiz 13:1).

Petra a ra an aeled ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jakob oc'h en em gannañ gant an Ael — Gustave Doré, (1855)

Hervez ar pezh a zo lavaret en Hebreed 1:14, "kaset int evit seveniñ ur ministrerezh e-keñver a re a dle resev ar silvidigezh da hêrezh". O gwelout a reer eta o tegas kemennadurioù a-berzh Doue, o kalonekaat hag o frealziñ, oc'h aliañ diwar-benn an traoù d'ober en un degouezh bennak, o stourm ouzh nerzhioù an droug. Ar skouerioù a zo re niverus evit menegiñ an arroudoù.
Ur galloud bras a zo ganto (Salm 103:20). Kas a reont da benn barn Doue (war Sodom, Jeruzalem, an Asiriz, Herodez), hag e kasint c'hoazh anezhi (Mazhev 13:49, Diskuliadur pennadoù 8 da 16). Bez' e c'hellont ivez foetañ an douar evit e evezhiañ (Zakaria 1:9-11).
Evel-just e servijont Jezuz hag ec'h azeulont anezhañ (Mazhev 4:11, Mazhev 13:41, Mazhev 25:31, Mazhev 26:53, Lukaz 2:13, Lukaz 22:43, Hebreed 1:6, Diskuliadur 22:16).
Kinnig a reont dalc'hmat ur veuleudi da Zoue (Salm 148:2, Diskuliadur 7:11-12).

Traoù da c'houzout diwar-benn an aeled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O fealded hag o lealded e-keñver an Aotrou a zo peurvat, met krouadurien int eveldomp. Dre-se eo difennet ouzh an dud o azeuliñ, ha n'o deus doare ebet eus an doueelezh (Romaned 1:24-25, Koloseiz 2:18, Diskuliadur 19:10, Diskuliadur 22:9).
Bez' ez eus aeled hag a zo kouezhet; dilignezet int eta bremañ (Mazhev 25:41, 2 Pêr 2:4, Jud 6, Diskuliadur 12:9). Satan e-unan a zo un ael kozh a renk uhel (Lusifer pa oa ael). Kouezhet eo en abeg d'e lorc'h (Izaia 14:4-23, Ezekiel 28:11-19).

Anvioù-badez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an anv angelus, anv latin an ael, eo deuet an anvioù-badez Ange, Angel, Angelo, Angela, Angeles, hag all.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Ael er
wikeriadur, ar geriadur frank.