Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Ael

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

diwar ur pennad gant Lukaz Bernikod, Kannadig Imbourc'h 29 , gant aotre an embanner.

Arsa, T., degemer mat war ar wiki brezhoneg ha pa'z out ur brezhoneger ampart e c'helli degas traou a-bouez-tre. Kloulskoude, ret eo plegañ da reolennoù ar Wiki :

  • Arabad lakaat ar gêrioù-mell hag ober gant an unander peurliesañ : Ael ha nompas An Aeled.
  • Ret eo chom neptu : n'eo ket dereat meuleudiñ ha n'eo ket ar wiki ul lec'h evit ober bruderezh d'ur relijion pe d'ur brederenn vennak. A galon;

83.154.178.103 24 Aug 2005 à 15:35 (UTC) Sinadur :Ch. Rogel 24 Aug 2005 à 15:37 (UTC)

A-du gant Ch. Rogel. Ar pennadoù zo da vezañ savet e stumm ur c'helc'hgeriadur a zegas fedoù ha neket e stumm prezegennoù gredus. N'eo ket ar Wiki ul lec'h d'ober avielerezh. Boued zo er pennad a-hend-all. --Fulup 25 Aug 2005 à 08:02 (UTC)

Lennet mat eo ganin. Ne vin ket feuket gant ar c'hemmadennoù a c'hellot degas, rak n'on ket war ar vicher ha diaes eo chom neptu, pergen war danvezioù 'zo. Ar pennadoù nevez lakaet war wiki am eus kempennet diwar pennadoù embannet e Imbourc'h a zo ar gwirioù embann ganin : ma kenveriit gant an testennoù orin ez eus kemm bras hogen moarvat ez eus tu d'ober gwelloc'h. T. gwilhmod

Moaien 'zo da lenn ar pennadoù kevatal war ar wikioù-all (gallek pe saoznek, pe ??) a-raok kregiñ gant ur pennad bennak --Paotr 25 Aug 2005 à 12:20 (UTC)

n'eo ket un dra kristen nemetken afer an aeled - kavet e vezont en islam ivez hag e relijionoù all. n'eo ket neptu ar pennad-mañ. Neal 10 C'hwe 2006 da 20:37 (UTC)[respont]