Mont d’an endalc’had

Konomor

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Konveur)
Kastiz Konomor – Gerlivadur en iliz Sant-Gweltaz an Alre

Konomor, Conomor (Cunomorus e latin), Konveur ar stumm a-vremañ, a voe o ren en hanternoz Breizh war-dro ar bloaz 540 : priñs Poc'her ha roue Domnoneae oa. D'ar mare-se e klaske Domnonea astenn hec'hallour war Arvorig a-bezh.

Brudet e oa krizder Konomor, ken e troas da batrom an den fallakr e sevenadur Breizh hag ez eo diaes-bras diforc'hañ an Istor diouzh ar vojenn. Lakaet e vez da unan eus orinoù mojennoù ar roue Marc'h ha Paotr e varv glas. E Kernow e vez hevelebekaet ouzh Cormoran, ar ramz a zo er gontadenn Jack the Giant Killer.

Tost eo an anv Conomor d'an anvioù kembraek Cynmawr, Cynfawr ha Cynfor, "Ki meur", pe "Ki-mor" e predeneg hen.

Meneget eo an anv e lignezoù Kernow, ar pezh a gas da soñjet e vje bet Konomor o vevañ eno kant en em staliañ e Domnonea. Meneget eo e dibenn ar VIvet kantved e Decem libri historiarum Grégoire de Tours evel Chonomor[1].

  • Hervez Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en vieux breton e c'hall cun- talvezout kement ha barr ul lec'h, pe bout un deveradur eus "ki" (e kounnar, da skouer). Moarvat e talvez Conomor kement ha "Penn Meur", ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki[2].

Kalz anvioù zo m'emañ ar rakger kon-, kun- enno, evel Konan da skouer hag a dalvezfe kement ha "penn" bihan ur vro, un arme. Kon- gant ar ster "ki" zo en anv Kongar (Kon- + kar).

An anv Konveur zo en anv ar barrez Plougonveur, met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, trawalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.

Buhezioù sent

Pezh a ouzomp diwar-benn Konomor — meur a Gonomor a c'hall bezañ bet avat — a zeu eus buhezioù sent a zo bet skrivet tost da 500 vloaz goude mare ar penn meur.

Grégoire de Tours

Ur vammenn all eo levr Grégoire de Tours, bet meneget amañ uheloc'h, met dre ma oa an istorour enebet-ruz ouzh ar Vrezhoned en abeg d'o lidoù relijiel keltiek disheñvel diouzh ar re roman e skrivas ditouroù diwir, evel Les Bretons, depuis la mort du roi Clovis, ont toujours été sous la puissance des rois des Francs, et ils avaient des comtes, non des rois[4].

Marius Avenches

Evit a sell ouzh ar bloaz 555 en e skrid Chronicon, a gont darvoudoù istorel eus ar bloaz 455 betek ar bloaz 581, e ra Marius Avenches meneg eus ar priñs frank Chram ; en un notenn e resia an treuzyezher Marc Szwajcer penaos Chram, a oa harellet gant e vreudeur, a glaskas repu er Poc'her e ti ar c'hont Conomor, a voe faezhet gant lu Hlotar Iañ e Brelevenez (Mor-Bihan), pe er Releg e Plouneour-Menez[5].

Mojenn ar Roue kriz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kerkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn ez eus bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab, ha strivañ a ra d'en em zizober diouzh kement mab a zo ganet dezhañ. Ar bugel diwezhañ eo Trifina, ur santez a orin eus Sikilia, merc'h da [[Gwereg Iañ|Wwereg Iañ], c'hoar da Ganao Iañ ha da Vakliaw. Pa c'han Trifina ur mab, sant Treveur, e c'hourc'hemenn Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet pemp kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien a zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar Gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Kerboul, Christian. Les Royaumes brittoniques au très haut Moyen-Âge. Éditions du Pontig, 1997
  • (fr) Kerboul-Vilhon, Christiane. Conomor entre histoire et légende. Spézet : Keltia Graphic, 2004
  • (fr) Rihouay, Gilles. Konomor, Barbe-bleue breton. Spézet : Keltia Graphic, 2001
  • (fr) Cassard, Jean-Christophe. Les Bretons et la mer au Moyen-Âge. Rennes : Presses Universitaires de Rennes, 1998 (ISBN 978-2-86847-296-0)
  • (fr) Fleuriot, Léon. Les Origines de la Bretagne. Paris : Payot, 1980 (ISBN 978-2-228-12711-0)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Grégoire de Tours. Histoire des Francs, levrenn IV, §. Kavet : 09 Here 23.
  2. (fr) Fleuriot, Léon. Dictionnaire des gloses en vieux breton. Paris : Librairie C. Klincksiek, 1964 Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 09 Here 23.
  3. (fr) Le Menn, Gwennole. Grand choix de prénoms bretons. Spézet : Coop Breizh, 1990, p. 49 (ISBN 978-2-909924-01-4)
  4. Grégoire de Tours, op. cit, notenn ii
  5. (fr) 'chronicon, notenn #20. Kavet : 10/10/2023.