Mont d’an endalc’had

Chram

Eus Wikipedia
Tremenvan Chram, gant Évariste Vital Luminais (1879)

Chram pe Chramn ("Bran" en henfrankeg[1]), bet ganet etre 520 ha 540 ha marvet e miz Kerzu 560, a oa mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e bried Chunsine.

Er bloaz 555 e varvas ar roue frank Theutbald, ha kemeret e voe e rouantelezh gant Hlotar I a gemeras ivez en Akitania kêrioù Clermont-Ferrand, Javols, Lo Puèi de Velai, Caors, Lemojez, Albi, Rodés, Lodève, Eusa ; Bourges a gemeras ouzhpenn, diwar-goust Childebert I e 535.

Kontrol d'ar roue frank Theudebert I ha d'e vab Theutbald, a glaskas tostaat Romaned ha Franked goude un emsavadeg en Aovergn e 532, e kavas gwell Hlotar I lakaat e vab Chram da eveshaat ar vro. Hennezh neuze ac'h eas da chom da Glermont-Ferrand.

  1. Dumézil, Bruno. La reine Brunehaut. Paris : Fayard, 2008, p.9 (ISBN 78-2-213-63170-7).