Rala Rwdins
Rala Rwdins (pe Katell Skubell e brezhoneg) zo unan eus an tudigoù krouet gant ar skrivagnerez kembraek Angharad Tomos e-barzh un heuliad levrioù bugale, dastumad anvet Cyfres Rwdlan e kembraeg, treset gant Elwyn Ioan, embannet gant Y Lolfa, hag a zalc'h d'ober berzh e Kembre.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet eo bet an 12 levr kentañ e brezhoneg gant An Here, an ti-embann aet d'an traoñ e 2000, ha Levrioù Erell, a vez graet anezhe.
Savet e oa bet ar skrid brezhonek gant Morwenna Jenkin evit an 8 levr kentañ, gant Martial Ménard ha Herve Bihan evit ar 4 all.
Chom a ra un toullad mat a levrioù, rak n'int ket bet brudet bras, met poan a vez ouzh o c'havout.
- Gwelout ar pennad Levrioù Erell.
Anvioù an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo anvioù an dud e kembraeg, anvioù ijinet a-wechoù (Rala Rwdins ha Rwdlan n'o deus ster ebet evit-doare) hag e brezhoneg:
- Rwdlan, Erell
- Rala Rwdins, Katell Skubell
- Ceridwen , Katell Spanell
- Dewin Dwl, Hudourig brell (troidigezh)
- Dewin Doeth, Hudour fur (troidigezh)
- Llipryn Llwyd, Moanig Vihan
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pezhioù c'hoari evit ar vugale zo bet savet diwar al levrioù. Gante ez eus bet graet programoù er skinwel kembraek evit ar vugale ivez.