Wikipedia:Anv-implijer/ez

Eus Wikipedia

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Anv-implijer/ez


Digoradur[kemmañ ar vammenn]

Pa vez krouet ur gont nevez evit gallout lugañ ha labourat war ar Wikipedia evel un impliejr/ez enrollet e ranker dibab un anv-implijer/ez. Kavet a reer war ar bajenn-mañ un nebeud alioù fur a-benn dibab un anv-implijer/ez dereat.

Gwelit ivez: Kroiñ ur gont

Da betra e talvez un anv-implijer/ez[kemmañ ar vammenn]

Talvezout a ra an anvioù-implijer/ez evit goût piv a zo bet kiriek da beb kemm kaset da benn war ar raktres dre envel pep implijer/ez enrollet en un doare disheñvel diouzh ar re all. Un holloueziadur eo ar Wikipedia, n'eo ket ur forom evit brudañ sav-poentoù personel nag ul lec'h evit tagañ tud all ha dibabet e ranko bezañ an anvioù-implijer/ez hep ankounac'haat ar pennaennoù-se. N'eo ket ur gwir implijet an anv-mañ'n-anv hervez c'hoant pep hini - m'eo bet enrollet dija un anv a fell da unan bennak implijout e ranko dibab un anv-implijer/ez all. Ouzhpenn-se n'eo ket dav dibab tamm lesanv ebet dre implijout anv gwir un implijer/ez war-eeun. Embannet e vo a-wel d'an holl da anv-implijer/ez bewech ma enrollez ur c'hemm war ar Wikipedia keit ha ma vezez luget. Evel-se e c'hell bezañ kirikiekaat pep hini evit al labour kaset da benn gantañ/i. Bez' e c'hello ar re all mont e darempred ganit neuze war da bajenn bersonel evit reiñ dit da c'hoût o soñj diwar-benn da labour war ar raktres. Diouzh an tu all ec'h eo talvoudus evit ar pezh a sell ouzh ar giwrioù aozer/ez.

Gwelit ivez: Abegoù evit krouiñ ur gont

Evezhiadenn evit ar verourion[kemmañ ar vammenn]

Alies e vez stanket raktal kontoù impliejrion/ezed gante un anvioù-implijer/ez didereat. Ret eo ober an diforc'h avat etre, da skouer, un implijer/ez ganta/i un anv skrivet gant sinalunioù hag a labour war pennadoù o tennañ da Sina hag un implijer/ez gantañ/i un anv ennañ gerioù gros. Ret eo diwall neuze rak spntañ wikipediourion/ezed nevez-deuet. Pa ne vezer ket sur eo gwell mont da c'houlenn oute da gentañ war o fajenn gaozeal personel ha kinnig dezhe dibab un anv-implijer/ez all en ur displegañ an abegoù ket.

Penaos dibab un anv-implijer/ez[kemmañ ar vammenn]

Kinnigoù:

  • an anv gwir, da skouer: Anv gwir ([[Implijer:Anv gwir|Anv gwir]])
  • ul lesanv bet implijet abaoe keit all war ar genrouedad dija, da skouer Machin ([[Implijer:Machin|Machin]])
  • ul lesanv nevez-krouet a-ratozh-kaer evit labourat war ar Wikipedia

Pa dibabez un anv-implijer/ez ret eo klask un anv a blij dit evit labourat dindanañ hag ivez un anv a blijo d'an implijerion/ezed all e welet embannet a-wel d'an holl war ar raktres a-stroll (pe na displijo ket anezhe d'an nebeutañ). Arabat ankounac'haet e c'hello an implijerion/ezed all rakvarn ac'hanout hervez an anv-implijer/ez bet dibabet ganit hag arabat ankounac'haet ivez emañ digor ar Wikipedia d'an holl er bed a-bezh hag gwelet a raio an neb gwelet an anv bet dibabet ganit.

Peseurt anvioù eo gwell chom hep dibab[kemmañ ar vammenn]

Ret eo diwall mat pa dibaber un anv-implijer/ez. Gwelloc'h eo chom hep implijout anvioù evel ar re displeget amañ evit chom hep bezañ rakvarnet hervez an anv bet dibabet ganit hag ivez evit ma ne savo ket tabutoù diwar anvioù ahag a c'hell bezañ gwallus evit implijerion/ezed all. Chom hep dibab anvioù a seurt-se, daoust ha ma n'int ket difennet-groñs war-eeun, a sikour ar re all da chom hep rakvarn al labour kaset da benn ganit hervez da anv-implijer/ez atav. Ur gumuniezh eo ar Wikipedia ma rank an holl labourat a-gevred dre doujañ d'an holl. Arabat neuze dibab un anv-implijer/ez a c'hellfe sevel tabut diwar e benn ha plantañ reuz e labour an holl.

Setu neuze un nebeud anvioù a ranker klask chom hep o implijout:

  • anvioù politikourion/ezed, stourmerion/ezed, penn-meur relijiel, darvoudoù istorel;
  • anvioù enne gerioù
  • anvioù gwallus
  • anvioù politikel

Anvioù gwir ha lesanvioù[kemmañ ar vammenn]

Gwezhall e veze erbedet ouzh ar wikipediourion/ezed enrollañ o gwir anv evel anv-implijer/ez rak kredet e veze e kasfent da benn o labour hep plantañ re a reuz hag en un doare pozitivel dre ma teufe o anv a-wel d'an holl stag ouzh pep kemm enrollet gante. An darn vrasañ eus an implijerion/ezed avat a dibab labouyrat dindan ul lesanv en ur disklêriañ o gwir anv war o fajenn bersonel alies a-walc'h neoazh. A-wezhoù eo bet taget implijerion/ezed er-maez eus ar Wikipedia abalamour d'al labour kaset da benn gante war ar raktres, ha dreist-holl merourion abalamour d'o stourm a-enep d'ar vandalerezh hag o klask lakaat an holl da doujañ d'ar reolennoù mont-en-dro boutin. Kemmañ o anv-implijer/ez a ra neuze implijerion/ezed bet taget evel-hen alies a-walc'h, ha keuz gante da vezañ implijet o gwir anv adal ar penn-kentañ. Ma fell dit implijout da wir anv met n'eo ket hennezh un anv-implijer/ez dereat hervez ar reolennoù displeget war ar bajenn-mañ, ret eo mont e darempred gant unan eus ar verourion ha displegañ dezhañ da abegoù a-benn tizhout un emglev.

Pennlizherennoù[kemmañ ar vammenn]

Lakaet e evz ur bennlizherenn ouzh lizherenn gentañ pep pennad dre ret en un doare automatel. Ma dibaber an anv-implijer/ez "ma anv" e teuio war wel "Ma anv".

Bez' e c'heller ivez lakaat ur bennlizherenn ouzh ar gerioù all, da skouer: "Ma Gwir Anv" e lec'h "Ma gwir anv"

Digejañ[kemmañ ar vammenn]

Pa dibaber un anv-implijer/ez heñvel ouzh titl ur pennad (bet krouet dija pe unan a c'hellfe bezañ krouet en dazont) e ranker sevel ur pennad digejañ evit ober an diforc'h etreze o-daou.

Gwelloc'h eo ivez chom hep dibab un anv-implijer/ez re heñel ouzh unan bet dibabet gant un implijer/ez dija. Ma ranker heb ober (da skouer peogwir e fell da daou wikipediour implijout o gwir anv ha klokaat a ra gwir anv o-daou) e ranker sevel ur bajenn digejañ.

N'eo ket trawalc'h avat sevel ur bajenn digejañ pe ur bajenn displegañ a-benn gallout dibab un anv-implijer/ez didereat pe un anv tost ouzh hini un implijer/ez all (pe un den bev all) o klask lakaat an dud da wallgemmesk an daou.

Anvioù dizereat[kemmañ ar vammenn]

Martez eo just, marteze n'eo ket, met disklêriet e vez ez eo dizereat an anv-implijer/ez hervez efed an anv-se war ar re all, hep derc'hel kont eus abegoù an implijer/ez hag a fell dezhañ/i e implijout evel lesanv war ar Wikipedia. Ur gumuniezh eo ha ret eo klask lakaat an traoù da vont en-dro en doare a blijo d'an holl. Ne goller netra ma ranker dibab un anv-implijere/ez all met koll a reer kalz pa deu war-wel ingal un anv a vez feuket gantañ implijerion/ezed all.

Difennet-groñs eo war ar Wikipedia anvioù-implijer/ez 'zo, en o zouez:

Anvioù amsklaer ha tabutus

  • anvioù a c'hallfe bezañ gwallgemmesket gant hini implijerion/ezed all enrollet dija. Mar fell da unan krouiñ ur gont hag implijout ul lesanv bet enrollet gant un implijer/ez all dija eo sklaer e rank dibab un anv-implijer/ez all, pe implijout he/e anv gwir. Pa vez un implijer/ez all oc'h implijout anv gwir unan all evel lesanv e c'heller e implijout en ur gemmañ anezhañ hag en ur vont e darempred gant unan eus ar verourion evit displegañ an abegoù dezhañ evit herzel outañ da stankañ ar gont
  • termenoù Wikipedia, da skouer:
    • anvioù kargoù resis ar Wikipedia evit implijerion/ezed hep ar c'hargoù-se, d.s. "Burevad", "Merour"
    • "Kemmañ" or "Neptu", "Politikerezh ofisiel", h.a.
    • termenoù o tennañ d'an ereadur, d.s. "Diverkañ", "Eilañ", "Adenvel", "Adkas"
    • anvioù o tennañ d'ar reuz, d.s. "Vandal", "Hacker", "Spammer", "[Roñfl (kenouedad)|Roñfl]]" hag ivez "Virus" pe "Trojan horse"
    • anvioù o tennañ d'ar robotoù evit implijerion/ezed ha n'int ket robotoù rak ret eo d'an holl robotoù bezañ aotreet gant ur merour da gentañ, d.s. "Bot", "Robot", "Script", "Initialize"
    • termenoù teknikel all a c'hellfe lakaat da grediñ ez eus galloud pe ur mont-en-dro divoutin gant an implijer/ez-se
  • anvioù o c'hoari gant stumm heñvel lizherennoù ha sifroù 'zo, da skouer "I", "L" ha "1" pe "0", "o" hag "O"
  • anvioù tud vev pe tud aet da anaon nevez 'zo - nemet, evel-jsut ma vefe an implijer/ez an den bev pe varv-se. Ret eo menegiñ ar fed-se war da bajenn bersonel neuze. Stanket e c'hello bezañ seurt kontoù da c'hortoz gant ur merour betek m'eo bet gwiriekaet identelezh an implijer/ez-se.
  • anvioù enne heuliadoù sifroù ha lizherennoù diboell
  • anvioù hir-kenañ
  • anvioù damheñvel ouzh ur chomlec'h IP (gwir pe faos), d.s. xxx.xxx.xxx.xx.xx or xxx.xxx.xxx.xx pe 256.889.72.0

Anvioù tabutus: difennet eo war ar Wikipedia implijout anvioù-implijer/ez a c'hallfe sevel tabut diwar o fenn rak plantañ reuz a c'hellont war ar raktres ha herzhel outañ da vont war-raok en un doare reizh hag ingal.

Setu un nebeud skouerioù e-touez ar re voutinañ:

  • anvioù o tennañ d'ar gasoni ha d'ar feuster
  • anvioù o tagañ tud abalamour d'o broadelezh, kredennoù relijion, krdennoù politikel hag ideologel, revelezh diwar fent pe get, d.s. "Penn-glaouer", "Kac'her-kraoñ"
  • anvioù o tennañ da arouezennoù pe tud liammet ouzh ar gwalldiforc'hañ hag ar mac'homañ gouennourel, relijiel, politikel hag ideologel, homofobiel hag all, d.s. "Kroaz kamm", "KKK"
  • anvioù o tennañ d'ar reizh/rev, d.s. "fouzañ", "pich"
  • anvioù o tennañ d'an difankañ, d.s "kaoc'h", "staot"
  • anvioù o tennañ d'ar feulster pe da aozadurioù er-maez eus al lezenn pe aozadurioù hag a c'hellfe bezañ lakaat da sponterion pe dorfederion, d.s. "mafia", "sponter", "lazhañ"
  • anvioù o tennañ da gleñvedoù, nammoù hag all, d.s. "HAZA" ("SIDA"), "Trodroc'hañ", "Azoniad Asperger"
  • anvioù enne gerioù gros pe gerioù a c'helle bezañ gros evit implijerion/ezed all, nag brezhoneg nag e n'eus forzh peseurt yezh all, nag dre implijout steredennoùigoù, da skouer "penn k**c'h"
  • anvioù pennoù relijiel pe doueoù, d.s. "Doue", "Jehovah", "Bouddha", "Allah", h.a.
  • anvioù o tennañ da sav-poentoù tabutus pe gwallus, d.s. "loskaberzh faos"
  • anvioù skrivet fall pe treuzskrivet a-benn kuzhaat un anv didereat, da skouer, skrivañ e Leet: "|<40('|-|" (="kaoc'h") pe "4d0|f h17|3r" (="Adolf Hitler")

Anvioù o tennañ d'ar gwallvrud Difennet eo gwallvrudañ, tagañ ha kunujenniñ tud all e pep lec'h war ar Wikipedia ha talvezout a ra ar reolenn diazez-se evit an anvioù-impljer/ez koulz hag evit ar pennadoù o-unan. Arabat krouiñ un anav-implijerez a-ratozh-kaer a-benn tagañ un implijer/ez all n'en em glevez ket gantañ/i nag ivez ivez tagañ penandoù resis, nag embregerezhioù hag all war ar Wikiepdia pe er-amez eus ar Wikipedia. Arabat ivez krouiñ anvioù-implijer/ez evit brudañ titour personel tud pe strolladoù all.

Anvioù skrivet gant lizherennoù nann-latin peogwir e c'hellont bezañ dilennus evit ul lodenn vras eus an implijerion/ezed all hag a welo "??? ??", "Ã!%ôs*" pe "□□□ □□" e lec'h an anv reizh. Ma vez skrivet da anv boutin gant lizherennoù nann-latin e c'helli e treuzlizherenniñ pe e deruzskrivañ evit galloud e implijout en un doare aes evit an holl war ar Wikipedia brezhoneg.

Anvioù damheñvel ouzh anvioù vandaled: stanket e vo seurt kontoù raktal evit abegoù sklaer

Bruderezh: anvioù implijet evit brudañ un embregerezh, ul lec'hienn war ar genrouedad hag anvioù damheñvel oute pe ouzh o URL

Chomlec'hioù postell: d'ar 26 a viz Gwengolo 2006 e oa bet kemmet poellad ar MediaWiki ha bremañ n'heller ket implijout an arouezenn "@" en un anv-implijer/ez

Anvioù gante gwirioù-aozer/ez, d.s. skipailhoù sport, evajoù, merkoù kirri-tan, h.a.

Sinadurioù[kemmañ ar vammenn]

Dont a raio an anv-implijer/ez war-wel bewech ma vez sinet un evezhiadenn war ur bajenn gaozeal. Bez' e c'heller kemmañ an stumm an anv a deu war-wel dre gemmañ al "lesanv" er rann "Titouroù personel" er "Penndibaboù". Talvezout a ra an hevelep reolennoù pa gemmer an anv-implijer/ez evel m'emañ displeget er pennad-mañ. Difennet-groñs eo krouiñ ul lesanv a-benn hañvalout bezañ un implijer/ez ha sinet dindan he/e anv.

Kemmañ anvioù didereat[kemmañ ar vammenn]

Ma sav klemm gant meur a implijer/ez diwar-benn un anv-implijer/ez dre mont e darempred gant ur merour pe dre embann o c'hlemm war ur bajenn foran, da skouer pajenn gaozeal porched ar gumuniezh e c'hello bezañ kemmet an anv dre ret gant ur merour goude mont e darempred gant an Wikipedour/ez ganti/añ an anv-implijer/ez tabutus-se evit kemenn dezhañ/i an abegoù ha goulenn digantañ/i e gemmañ. Pa vez oberiant an implijer/ez gantañ/i un anv tabutus e c'heller kas da benn ar c'hemm pe a youl vat pe dre ret dindan un nebeud devezhioù. Ret eo gortoz un tammig pelloc'h avat pa sell ouzh implijerion/ezed dioberiant, amzer dezhe da respont ha da gemmañ an anv a-youl vat. Bez' e c'hellor rankout gortoz betek ur miz a-raok kemmañ dre ret un anv-implijer/ez pa n'eo ket gwallsklaer hag-eñ e rank bezañ kemmet pe get. Ne c'hello ur merour stankañ ur gont abalamour d'un anv-implijer/ez didereat dre ret nemet m'ac'h eo sklaer an abegoù hervez reolennoù ar pennad-mañ pe a-hendall pa sav ur c'henemglev ledan diwar e benn er gumnuniezh. Pa vez sklaer eo didereat un anv-implijer/ez hervez reolennoù ar pennad-mañ e c'hello bezañ stanket raktal gant ur merour hep kemennoù na kaozeadennoù kent met en ur displegañ an abegoù memestra. Ma vez kaset da benn vandalerezh gant un implijer/ez gantañ/i un anv-implijer/ez ha n'eo ket gwallsklaer hag-eñ eo hennezj dereat pe get e c'hello bezañ stanket raktal ivez. Stanket raktal a ranko bezañ ivez hag hep kemenn na kaozeadenn gent pep anv-implijer/ez krouet a-benn gallout hañvalout bezañ un implijer/ez all en ul lesukel frank ha distanket ar chomlec'h IP.

Implijout meur a gont[kemmañ ar vammenn]

Daoust ha n'eo ket difennet hen ober emañ erbedet chom hep krouiñ hag implijout meur a gont nemet ma savfe un abeg resis ha sklaer evit hen ober. Stanket e c'hello bezañ lieskontoù a-seurt-se ma yteu da vezañ sklaer e vezont implijet evit margodenniñ.

Diverkañ ur gont-implijer/ez[kemmañ ar vammenn]

N'ghaller ket diverkañ kontoù bet kaset da benn degasadennoù dindan o anv peogwir a-hendall e c'hellfe bezañ adkroeut an hevelep kont gant un implijer/ez all ha lâret e oa eñ/hi an hini kirikiek d'an degasadennoù-se. Ret eo goût eo dibosubl eo diverkañ da vat ha da viken an c'hemmoù enrollet war ar Wikipedia gant un den bennak daosut ha ma c'hell bezañ kemmt o anv a-du gant termenoù al lisañs GNU.

Ma n'eur ket kontant gant an anv-implijer/ez bet dibabet ganit, dreist-holl peogwir e oa bet dibabet ar gwir anv kentoc'h evit ul lesanv, e c'heller goulenn bezañ kemmet anv ar gont. Ret eo lakaat ar reked gant an abegoù war ar bajenn-mañ Kemmañ anv-implijer/ez war ar Wikipedia e saozneg en ur displegañ n'eus burevad ebet betek-hen gant seurt galloudoù war ar Wikipedia brezhoneg ha roet e vo un anv nevez.

Bez' e c'heller goulenn ouzh ur merour diverkañ da bajenn bersonel ha/pe ar bajenn gaozeal personel stag outañ evel m'emañ displeget er pennad-mañ: pajennoù personel.

Daoust ha m'eo bet kemmet un anv-implijer/ez e vano an anv kozh stag ouzh pep evezhiadenn bet sinet gant an anv kozh-se. Kemmet e c'halloint bezañ gant an dorn unan-ha-unan war-lerc'h. Evit o c'havout n'eus nemet pouezañ war "Klask" (e-kichen "Mont") ha kemmañ a nezhañ war istor pep pajenn bet sinet gant an anv-se.

Gwelit ivez[kemmañ ar vammenn]