Hadrianus Junius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hadrianus Junius (hervez Theodoor de Bry)

Hadrianus Junius, pe Adriaen de Jonghe (1511-1575) zo ur mezeg ha barzh izelvroat, ganet e Hoorn d'ar 1añ a viz Gouhere 1511, marvet en Armuyden d'ar 16 a viz Mezheven 1675.

E vuhez[kemmañ]

Studiet en deus e Louvain ha Bologna, ha labouret evel medisin ha kelenner-ti gant tud uhel Bologna, Pariz ha Londrez. Distreiñ a eure d'an Izelvroioù spagnol, un ti a brenas e Haarlem en 1550. E 1556 e voe galvet gant roue Danmark, da vezañ kentañ medisin.
Junius en deus darempredet Johannes Sambucus, a zeuas da Izelvroioù ar c'hreisteiz en 1563-1564. Ha mar deo bet gorrekaet embannadur Nomenclator Junius gant labourioù Sambucus ec'h anavezer ul lizher diwar zorn Sambucus ma kan meuleudi da labour Junius.
Distreiñ a reas da Haarlem e 1564. Mezeg e oa en Haarlem, ha mezeg personel Gwilherm an Tavedeg ha kelenn a rae e skol latin Haarlem.
Anvet e oa bet Junius da istorour ofisiel proviñs Holland gant Gwilherm Orange en 1565. Anaout a rae Andrea Alciato (André Alciat) abaoe e chomadenn e Bologna ; hag eñ an hini a aozas an emgav etre an oberour hag an embanner Christian Wechel e Pariz a-benn un embannadur nevez eus an Nomenclator.
E 1573 e oa seziz war gêr, ha gallout a reas mont kuit. Met devet e voe e levraoueg. Neuze ez eas da Middelburg da chom. Mervel a reas en Armuyden d'ar 16 a viz Mezheven 1675.

E oberenn[kemmañ]

Savet en deus dornlevrioù yezh, evel an Adagia (1558), an Nomenclator liesyezhek (1567), hag ul labour istorel a-bouez diwar-benn proviñs Holland, Batavia, embannet e 1588, goude e varv.

Oberennoù[kemmañ]

  • Nomenclator omnium rerum propria nomina variis linguis explicata indicans 1531-1552 ; doare latin : 1565, 1566, 1569, 1575, 1585 ; doare gallek : 1567, 1570 ha 1575; doare brezhonek: 1633.
  • Adagia (1558)
  • Emblemata (1565), embannet gant Christophe Plantin en Antwerpen.
  • Batavia (1588)


Notennoù[kemmañ]


Lavaret e vez eo eñ a savas mojenn Laurens Janszoon Coster, en dije ijinet ar moulañ a-raok Gutenberg.

Koun[kemmañ]

Un delwenn a voe savet dezhañ gant ar mouler Joh. Enschedé en Haarlem en 1768. Ur straed zo en e anv e Hoorn abaoe 1956.