Mont d’an endalc’had

William Evans

Eus Wikipedia
W. D. Evans d'ar 1añ a viz Genver 1850.

William Davies Evans, bet ganet d'ar 27 a viz Genver 1790 e Cas-blaidd, nepell diouzh Penfro (e brezhoneg : Pennvro, e saozneg : Pembroke) e kontelezh Sir Benfro (Kembre) ha marvet d'an 3 a viz Eost 1872 en Oostende, Flandrez (Belgia)[1], a oa ur mestrc'hoarier echedoù kembreat.

Ganet e oa bet Evans en un ti-feurm anvet Musland e parrez Llanddewibrefi e-kichen Hwlffordd, e Sir Benfro. Mont a reas war vor e 1804, pa oa pevarzek vloaz, o servij er Royal Navy betek ma voe echuet Brezelioù Napoleon e 1815.
Goude-se e labouras er servij post ar Royal Navy ; e 1819 e voe anvet da gabiten al lestr-pakad Auckland a veaje etre Aberdaugleddau e Kembre ha Port Láirge en Iwerzhon.

P'edo war vor ec'h ijinas W. D. Avans ur reizhiad gouleier tri liv dezho evit mirout ouzh listri a vont a-benn an eil re er re arall war vor diouzh noz ; garedonet e voe evit an ijinadenn-se kaoulz gant gouarnamant Breizh-Veur ha gant hini Rusia[2].

N’ouier ket pelec'h en doa W. D. Evans desket c'hoari echedoù, met moarvat en doa ijinet an Evans Gambit[3] brudet e-kerzh ar beajoù digenvez etre Kembre hag Iwerzhon.

E 1826, ar c'habiten Evans a yeas betek sal echedoù William Lewis e St. Martin's Lane, e Londrez, ha kinnig a reas c'hoari ouzh lod eus c'hoarierien echedoù kreñvañ an amzer. Ne oa ket gwall anavezet Evans evel c'hoarier echedoù, met goude m'en doa displeget perak e felle dezhañ c'hoari outo e teuas a-benn da gendrec'hiñ Alexander MacDonnell da c'hoari un abadenn a-enep dezhañ. McDonnell a oa unan eus gwellañ c'hoarierien Iwerzhon, hag unan eus ar re greñvañ e Breizh-Veur d'ar mare-se. Echuiñ a reas ar c'hoariadenn d'an 20vet fiñv ha trec'h e voe Evans. Brudet eo an abadenn-se evel enkloch Evan :

Enkloch Evans

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. e4 — e5
  2. Mf3 — Mc6
  3. Fc4 — Fc5
  4. b4
abcdefgh
8
a8 black rook
c8 black bishop
d8 black queen
e8 black king
g8 black knight
h8 black rook
a7 black pawn
b7 black pawn
c7 black pawn
d7 black pawn
f7 black pawn
g7 black pawn
h7 black pawn
c6 black knight
c5 black bishop
e5 black pawn
b4 white pawn
c4 white bishop
e4 white pawn
f3 white knight
a2 white pawn
c2 white pawn
d2 white pawn
f2 white pawn
g2 white pawn
h2 white pawn
a1 white rook
b1 white knight
c1 white bishop
d1 white queen
e1 white king
h1 white rook
8
77
66
55
44
33
22
11
abcdefgh

Implijet e voe gant c'hoarierien evel Paul Morphy, Jan Timman, hag er bloavezhioù 1990 gant Garry Kasparov, dreist-holl en ur gourfenn 25 tro a-enep Viswanathan Anand e Tal Memorial Championship e Riga, e 1995.

  1. ↑ (en) Find A Grave
  2. ↑ (en) The Welsh Academy Encyclopaedia of Wales, 2008, p. 274 (ISBN 9780708319536)
  3. ↑ "Enkloch Evans". Eus an italianeg gambetto, "enkloch" e teu ar ger gambit, a zo aberzhiñ ur soudard pe ur pezh arall evit kemer an tu kreñv en un abadenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]