Yves Tanguy
Raymond Georges Yves Tanguy (5 a viz Genver 1900 e Pariz – 15 a viz Genver 1955 e Woodbury, Connecticut, Stadoù-Unanet) a oa ul livour hag un tresour dreistrealour, bet broadet amerikan.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad ha mamm Tanguy a oa a orin eus Breizh. Ganet e voe e savadurioù ministrerezh ar morlu e Pariz. Eno e oa lojet e dad, hag a oa adjudant-evezhier. Mervel a reas tad Tanguy e 1908, hag e vamm a zistroas neuze da Lokorn, padal e chomas Yves Tanguy e Pariz. Eno e studias, hag e-pad ar vakañsoù e tistroe da di e vamm e Breizh.
E 1918 e voe enrollet Tanguy en arme, eno e kejas gant Jacques Prévert. Goude e servij soudard ez eas da Bariz hag e reas meur a vicher. Dre zegouezh e welas un daolenn savet gant Giorgio de Chirico e 1923, ha ken entanet e voe ken e tivizas stagañ gant al livañ. Er memes bloavezh e kasas an hañvezh e Lokorn, asambles gant Jacques Prévert hag e vreur. E 1925 e voe degemeret Yves Tanguy er strollad dreistrealour. Plijet e voe barzhed ar strollad gant ar gweledvaoù savet gantañ enno elfennoù a denn d'ar maen, da eskern gwevn, dremmwelioù eeun, hag enno ivez dremmwelioù linennek hag aergelc'hioù diazezet war an huñvreoù.
E 1929 e veajas Tanguy da Enez-Sun, gantañ e oa André Breton ha Suzanne, Georges Sadoul ha Pierre Unik. E miz Here 1929 e voe diskouezet e daolennoù e Pariz, asambles gant re Salvador Dali, Jean Arp ha René Magritte. E zarempred gant Prévert a baouezas, goude m'en defe ar skrivagner savet un destenn dagus diwar-benn André Breton. E 1933 e kemeras perzh e meur a ziskouezadeg dreistrealour e Pariz hag e Brusel. Tresañ a reas ivez skeudennoù a yae da skeudenniñ levrioù Tristan Tzara pe re Benjamin Péret. D'an 3 a viz C'hwevrer 1934 e voe Tanguy e-touez an dreistrealourien a sinas ul lizher a-enep da Salvador Dali. C'hwec'h devezh goude e voe torret e zent e-kerzh un emgann, hag e soñjas kuitaat Frañs ha mont d'ar Stadoù-Unanet. D'ar mare-se e tostaas ouzh Marcel Duchamp hag a oa o chom eno. E 1935 e voe sikouret gant Duchamp, hag un diskouezadeg eus e oberennoù a voe aozet e Hollywood. Degemeret mat-tre e voe e oberennoù er Stadoù-Unanet. E 1938 e tizoloas Tanguy taolennoù an arzourez amerikan Kay Sage. E 1939 e c'hoarias er film dreistrealour Le Violon d'Ingres sevenet gant Jacques Brunius. Er memes bloavezh ez eas d'ar Stadoù-Unanet, en em staliañ a reas asambles gant Kay Sage e New York hag e timezjont e Reno e 1940. E 1946 en em staljont e Woodbury Connecticut.
E 1953 e tistroas da Europa, ha diskouezadegoù a voe aozet e Pariz, Roma ha Milano. Evit ar wech diwezhañ ez eas ivez da Lokorn, eno e welas e c'hoar.
E 1955 e varvas a-daol-trumm abalamour d'ur gwadliñv en e empenn. Yves Tanguy en doa goulennet ma vefe taolet ludu e gorf e bae Douarnenez, rak a orin eus Lokorn e oa e familh. Gant Pierre Matisse e voe sevenet ar c'hoant-se.
E 1963 en em lazhas Kay Sage (ampoezon a dapas) goude bezañ savet roll klok oberenn Tanguy.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rêveuse (dormeuse), 1927
- Un grand tableau qui représente un paysage, 1927
- Maman, Papa est blessé, 1927
- L'Oreiller de satin, 1929
- Le Regard d'ambre, 1929
- À quatre heures d'été, l'espoir, 1929
- Roux en hiver, 1932
- Le Ruban des excès, 1932
- Le Fond de la Tour, 1933
- Entre l'herbe et le vent, 1934
- Le Soleil dans son ecrin, 1937
- Jour de lentuer, 1937
- Composition, 1938
- Ennui et tranquillité, 1938
- Sans titre, 1938
- Outre mer, 1939
- Temps meublé, 1939
- Par le feu, par les oiseaux, et non par la pierre, 1943
- Réponse au rouge, 1943
- Feu central, 1947
- D'une nuit à l'autre, 1947
- Eau forte, 1947
- Rhabdomancie, 1947
- Au hasard du soleil, 1947
- Illustration pour l'Antitête, 1949
- Temps égaux, 1951
- Reflet, 1951
- Les Transparents, 1951
- Hekla, 1952
- Nombres imaginaires, 1954
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Agnès Angliviel de la Beaumelle « Yves Tanguy » katalog an diskouezadeg a voe aozet er Greizenn Georges Pompidou, 17 a viz Even - 27 a viz Gwengolo 1982, embannadurioù C. G. P., 1982
- André Breton « Yves Tanguy », Embannadurioù Pierre Matisse, 1946
- René Le Bihan, Renée Mabin ha Martica Sawin « Yves Tanguy », Embannadurioù Palantines, 2001
Lakaet e brezhoneg gant Herve Seubil gKernaudour, hag embannet gant An Here, 2001
- Daniel Marchesseau « Yves Tanguy », Embannadurioù Filipacchi, 1974
- Christian Nicaise « Yves Tanguy : Les livres illustrés », Embannadurioù L'Instant perpétuel, 2006
- Gordon Onslow-Ford « Yves Tanguy et l'automatisme », Embannadurioù la Digitale, 1983
- Liliane Riou « Ma vie blanche et noire, notes sur Yves Tanguy », Embannadurioù la Digitale, 1996
- Geneviève-Morgane Tanguy « Yves Tanguy, druide surréaliste : d'Armorique en Amérique : Locronan, Woodbury », Embannadurioù Fernand Lanore, 1995
- « Yves Tanguy : lettres de loin à Marcel Jean », Embannadurioù le Dilettante, 1993
- Patrick Waldberg « Tanguy, peinture » Embannadurioù l'Autre Musée, 1984
- Patrick Waldberg « Yves Tanguy », Embannadurioù A. de Rache, 1977
- Kay Sage « Yves Tanguy : a summary of his works", Embannadurioù Pierre Matisse Gallery, 1963
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Yves Tanguy, derrière la grille de ses yeux bleus », filmazoañ gant Fabrice Maze, embannet gant Seven Doc, 2007
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- https://web.archive.org/web/20081201140738/http://www.artpointfrance.info/article-13107005.html Lec'hienn diwar-benn an diskouezadeg aozet e mirdi arzoù-kaer Kemper e 2007
- http://tanguyves.free.fr Ul lec'hienn diwar-benn Yves Tanguy