Roz-kaouled
Neuz
(Adkaset eus Roz-kaoulet)
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Roz-kaouled e Sark. | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Urzhad : | Rosales | ||||
Kerentiad : | Hydrangeaceae | ||||
Genad : | Hydrangea | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar roz-kaouled[1], "Hydrangeaceae" anv skiantel o c'herentiad, zo brousgwez bleuniek hag a zo stank dirak an tier e Breizh. Dont a reont eus Japan pe Sina ha degaset e voent da Europa en XVIIIvet kantved gant an naturour gall Philibert Commerson (1727-1773).
Gant Ph. Commerson e voe anvet hortensia, diwar Hortense, lesanv ar vatematikourez ha steredoniourez Nicole-Reine Lepaute (1723-1788)[2].
-
Bleunioù sec'h Hydrangea macrophylla
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An anv roz-kaouled a vez implijet ingal gant Anjela Duval (e Traoñ an Dour (1982) peurgetket) tra ma ra Fañch Peru gant roz-kaoulet e Kañfarded Milin ar Wern (2008).
- An anv hortensia zo meneget e Geriadur brezhoneg An Here[3], kement hag heñvelsterioù all : bleunioù-kaouled (pajenn 151b) ha kaouled (pajenn 680b).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg : roz-kaouled | coll. | rozenn-gaouled | hydrangelle des jardins, hortensia des jardins, hortensia rose, hortensia du Japon | Hydrangea macrophylla (Thunb.) Ser.
- ↑ (fr) Guy Boistel (2004) : Nicole-Reine Lepaute et l’Hortensia
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 632