Kañfarded Milin ar Wern
Neuz
Kañfarded Milin ar Wern zo ul levrig (nav fajenn ha pevar-ugent ennañ) gant ar skrivagner tregeriat Fañch Peru, embannet gant Skol Vreizh ha deuet er-maez d'an 13 a viz Du 2008.
Skeudennaouet e oa bet an oberenn-mañ gant Uriell Ollivier.
Ur geriadurig a ya da glozañ al levr.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an daou genderv-kompez Jakez ar Bihan hag Erwanig ar Bras o chom e parrez Kervurlu, nepell eus Roc'h al Lern (e-lec'h ma c'heller klevet un tamm mat a dunodo), en eil lodenn eus an ugentvet kantved. Dre zaouzek istor berr e vez taolennet, en un doare fentus ha bev-buhezek, troioù-kaer an daou « êrêmist » n'int ket gwall zouget da labourat a-lazh-korf, na tost.
Ar pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu an daouzek pennad :
- Jakez ar Bihan hag Erwanig ar Bras
- Pa c'heller tremen hep tennañ un tenn fuzuilh
- Ar pichoned a oar an hent d'ar gêr
- Chistr, gwinardant ha dour vineraer
- E ti Maria Gadiou
- Bec'h d'an traoù kozh
- E marc'had al laou
- E ti Maria Gadiou adarre
- E ostaleri an Torr-sec'hed
- Un dieurenn en draonienn
- Nevezentioù er bourk
- Western e Roc'h al Lern