Tunodo
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar brezhoneg ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An Tunodo zo luc'haj toerien, pilhaouerien ha klaskerien bara er Roc'h (Bro Dreger). Al luc'haj-mañ zo ur reizhad raganvioù-gour ennañ, bez' e kaver an dibarder-mañ e-barzh al langaj kemener ivez.
- Gerdarzh: ar ger tunodo a dalv "gerioù" (tunod = ger), e Bro Dreger e vez graet al liester gant an dibenn "-o" lec'h ma vez skrivet "-où" e Peurunvan. Chomet eo ar ger tunodo dindan ar stumm-mañ e Peurunvan dre ma'z eo anv al luc'haj.
Ar raganvioù-gour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar raganvioù-gour zo savet gant ar raganvioù-perc'hennañ a zo heuliet gant ar rannig "jez". Ma lakaer ur verb goude, n'eus ket ezhomm lakaat ouzhpenn ar rannig "a", neuze ne vo ket graet ar c'hemmadur dre-vlotaat (gw. studiadenn Narcisse Quellien).
- Sed amañ ar raganvioù-gour e Tunodo gant un droidigezh en o c'hichen :
Me | Ma jez | |
Te | Da jez | |
Eñ | E jez | |
Hi | He jez | |
Ni | Hon jez | Hon jezoù |
C'hwi | Ho chez | Ho chezoù |
Int | O jez | O jezoù |
El liester e c'hall bezañ ar rannig "jez" gant ul liester e "-où" (jezoù).
- Skouerioù er frazennoù :
- Ma jez malañ eltriz = Me a zebr bara
- Ho chezoù (pe ho chez) zo miñson = C'hwi zo drouk
- Da jez 'z aio da dortal = te a yelo da gousket
An daou anv-gwan : gourt ha miñson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Tunodo zo daou anv-gwan, unan evit an traoù a zo mat : gourt hag a dalv kement a "mat", "yac'h", "brav", hag all... Unan all zo evit an traoù a zo fall : miñson.
- Ar gerioù-mañ a zo implijet ivez evit lâr "ya" ha "ket", da skouer :
- Tremenet eo an daouzeg Abostol ? - Miñson = Deuet eo kreisteiz ? - N'eo ket
- Bez' ez eus un trede anv-gwan el luc'haj-mañ : minik (bihan).
Un nebeud gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kenyezh | Tunodo | |
---|---|---|
A | A-dreuz | Skoeñs |
Amann | Lanteoz | |
Avel | An Aotrou Kêravel | |
Azez ! | Boz ! | |
B |
Bara | Eltriz |
Beg | Klank | |
Beleg | Raton | |
Bered | Tortour | |
Botoù | Skalpinoù | |
Bugale | Kelien minik | |
Bugel | Minik | |
CH |
Charkuter | Paotr al logod |
C'H |
C'hoari | Jetig |
D |
Diaoul | Bich |
Dour | Water | |
G |
Gwreg | Gwammel |
H |
Holen | Madelen |
K |
Kazh | Grefier |
L |
Lagad | Letern |
M |
Morzhol | Tok-tok |
N |
Noz | Noter |
P |
Pred | Talar |
T |
Tad | Anjez |
Toerien | Paotred an tok-tok | |
Y |
Yar | Bruantez |
Mont pelloc'h ganti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'argot des nomades en Basse-Bretagne, gant Narcisse Quellien, adembannadur (Skol Vreizh)
- Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg, gant Divi Kervella (Dastumad Teñzor ar brezhoneg), An Alarc'h, 2003.
- La Roche Derrien et ses environs, Ernest Le Barzic.
- Un exemple d'argot breton : le tunodo, gant Narcisse Quellien, Émile Ernault, Alain Le Diuzet, Ernest Le Barzic. Adembannadur ha rakskrid gant Divi Kervella. Embannadurioù Label LN (Gwitalmeze), miz Du 2004.