Mont d’an endalc’had

Ukraina

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Україна)
Україна
Ukraina
Banniel Skoed

Kan broadel : Державний Гімн України
Derzhavnyi Himn Ukrainy
Kan broadel Ukraina

  • ██ Ukraina
  • ██ Tiriadoù nagennet

  • Kêr-benn
    ha kêr vrasañ
    Kyiv
    50°27'00" N, 30°31'24" R
    Yezh ofisiel Ukraineg
    Melestradur
    Prezidant Volodimir Zelenskiy
    (20 Mae 2019)
    Kentañ ministr Denys Shmyhal (abaoe ar 4 Meurzh 2020)
    Penn ar Parlamant Ruslan Stefanchuk

    Moneiz Hryvnia (₴) (UAH)
    Douaroniezh
    Gorread 603 548 km²
    Poblañs 41 588 354 (01/01/2020)[n 1]
    Stankter 68,9

    Gwerzhid-eur
    • Hañv (DST)
    UTC + 2 (EET)
    UTC + 3 (EEST)
    Pellgomz +380
    Kod ISO 3166 UA
    Internet ccTLD .ua
    .укр

    Internet (uk) (ru) (en) www.president.gov.ua

    1. (en) 'UkrStat'. Kavet : 23/02/2022.

    Ukraina (ukraineg : Україна, romanekaet Ukraïna, distaget [ʊkrɐˈjinɐ] (selaou )) zo ur vro e reter Europa. Brasañ bro Europa eo war-lerc'h Rusia, a zo hec'h amezeg er reter hag ar biz[a 1]. Bevennoù boutin he deus gant Belarus en norzh, Polonia, Slovakia hag Hungaria er c'hornôg, Roumania ha Moldavia er su. Skeiñ a ra war ar Mor Du ha Mor Azov er Su. Kyiv eo ar gêr-benn. Ledet eo war 603 628 km²[a 2] gant ur boblañs a 41,2 vilion a dud.[a 3]

    Tiriad Ukraina a voe kalon sevenadur slavek ar Reter, personelaet gant Stad Rous Kyiv tro-dro d'ar bloaz 1000. Klask a reas priñsed ar Rous bezañ goudoret ouzh aloubadennoù ar pobloù kantreer ken a dedostajont eus Kyiv evit annezañ e Vladimir (180 km e biz Moskva) war-dro 1150 hag e Moskva da-c’houde. Goude diskar Rous Kyiv e voe rannet, disrannet ha kevezet war an tiriad e-pad 600 vloaz etre aloubadegoù ar Vongoled, Kenunaniezh Pologn ha Lituania, Impalaeriezh Aostria-Hungaria, an Impalaeriezh Otoman ha Tsarezh Rusia. Hetmanate ar Gozaked a voe savet er vro er XVIIvet ha XVIIIvet kantved met disrannet e voe d'he zro etre Polonia hag Impalaeriezh Rusia. Da-heul Dispac'h Rusia 1917 e voe savet Republik Poblel Ukrania. Da vare ar Volcheviked e voe kemeret e lec'h gant Republik Soviedel Ukraina a voe unan eus Stadoù diazez Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel e 1922. Pa voe disrannet an URSS e 1991 e tapas ar vro he dizalc'hidigezh adarre.

    Etimologiezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Meur a vartezeadenn zo bet savet diwar-benn orin hec'h anv. An anv ukrainek a zeufe eus ur ger slavek Oukraina, a dalv kement ha "harzoù", "marzoù", hervez ar brasañ eus an istorourien ha yezhourien[1].

    "Ukraina" eo ar stumm a vez skrivet ar muiañ a brezhoneg. Erbedet eo gant geriadurioù evel hini Al Liamm.[2] Eus e du e ro geriadur bras Favereau daou stumm evit anv ar vro, ar stumm savet diwar ar galleg an Ukren hag ar stumm Ukraina[3].

    Ragistor hag Henamzer

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ur pektoral skit eus ar IVe kantved kt JK

    An dud koshañ bet kavet war douar Ukraina a oa neandertaled kavet e lec'hienn arkeologel Molodova (43 000–45 000 a-raok JK)[4] Tud modern a gaver adalek 32 000 a-raok JK. En Ukraina eo e soñjer e oa bet doñvaet ar c'hezeg.[5].

    E-pad oadvezh an Houarn edo pobloù disheñvel o chom war tiriad Ukraina evel ar Gimmered, ar Sarmated hag ar Skited,[6] anavezet mat gant ar C'hresianed hag ar Romaned. Etre 700 ha 200 a-raok JK. e voe ul lodenn eus Rouantelezh ar Skited.

    Adalek ar VIvet kantved kt JK e oa komañset ar C'hresianed da sevel trevadennoù war aodoù ar Mor Du : C'hersonêsos, Olbia, Pantikapaion ha Tyras, a voe dalc'het da c'houde gant an Impalaeriezh roman ha Bizantion betek ar VIvet kantved. Ar C'hoted o doa annezet an tiriad-se betek donedigezh an Huned er bloavezhioù 370. Chom a reas un nebeud Goted e Krimea e-pad pell amzer. Er VIIvet kantved e oa perzh an dachenn a zo e reter Ukraina eus Henvulgaria Veur, met ar re-mañ az eas war-zu Europa ha lec'hioù all ha kemeret e voe o lec'h gant ar C'hazared.

    Er Vvet kantved hag er VIvet kantved e oa ur bobl slavek, an Anted, o chom eno. Kontet e vezont evel hendadoù Ukrainiz ha leun a bobloù slav all. Da-heul divroerezh ul lodenn anezhe etrezek ar Balkanioù e voe diazezet broadoù slaved ar su. Divroadegoù etrezek an nozh betek al lenn Ilmen a lakaas da ziwan pobloù evel Slaved Ilmen, ar Griviched hag ar Radimiched, hendadoù ar Rused. Ur brezel a-enep an Avared e 602 a gasas Unvaniezh an Anted da get, hag a laoskas ar pobloù slav-se da vevañ e meuriadoù dispartiet betek penn-kentañ an Eil milved[7].

    Priñselezhioù Rous Kyiv (1054-1132)
    Pennad pennañ : Rous Kyiv

    Amsklaer ha diasur e chom ar mod hag ar mare ma oa bet savet Rous Kyiv. Tri istor disheñvel zo d'an nebeutañ hervez an doare ma vez komprenet ar c'hronikoù.[8] E Rous, Kyiv e oa ar brasañ eus ar pezh a zo Ukraina, Belarus ha lodennoù european Rusia a-vremañ. Hervez Bloazdanevell an amzerioù tremenet e oa ur strollad Vareged deuet eus Skandinavia e-penn ar Rous[9]. E 882, ar priñs pagan Oleg a Novgorod a gemeras Kyiv digant Askold ha Dir ha sevel e gêrbenn eno[10]. Krediñ a reer ivez e oa meuriadoù Slaved ar Reter staliet hed-ha-hed su an Dnipro war an hent da sevel ur Stad er memes mare.

    E-pad an Xvet kantved hag an XIvet kantved e teuas Rous Kyiv da vezañ unan eus ar Stadoù galloudusañ en Europa[11] e-keit ha ma oa ar Vareged o teuziñ e-touez poblañs ar Slaved ha ma antreent e lignez dinastiezh kentañ ar Rous, dinastiezh ar Rouriked. Meur a briñselezh a oa er Rous, renet gant priñsed eus tiegezh rourik (pe kniazed) hag a stourme alies an eil a-enep egile da gaout Kyiv[12].

    Oadvezh aour Rous Kyiv a zeuas gant ren Vladimir Veur (980–1015) a droas ar Rous war-zu Kristenelezh an Impalaeriezh roman. Ren e vab Yaroslav ar Fur e voe barr uhelañ ar Rous e-keñver sevenadur ha brezel. Disrannañ a reas ar Stad avat goude e ren diwar pouez ar galloudoù rannvro. Goude ren Vladimir II Monomac'h (1113–1125) hag e vab Mstlav Iañ Kyiv (1125–1132) o doa rentet e c'halloud d'ar Stad e voe disrannet da vat e priñselezhioù disheñvel.[13]

    Aloubadeg ar Vongoled en XIIIvet kantved a zrastas Rous Kyiv ha distrujet e voe Kyiv e 1240[14]. Sevel a reas priñselezhioù Galitsia ha Volodymyr-Volynskyi a-raok kendeuziñ e Stad Galitsia-Volhynia. Daniel Galitsia, mab Roman Veur, a vodas dindan e c'halloud ar brasañ eus an tiriadoù a oa e mervent Rous Kyiv dindan e c'halloud, gant Volhynia, Galitsia ha Kyiv. Kurunennet e voe neuze roue Rutenia e 1253[15].

    Dindan beli galloudoù estren

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Ukraina e Kenunaniezh Polonia-Lituania

    Pa varvas Leo II Galitsia hag e vreur Andrii Galitsia e voe kaset kurunenn Rutenia d'o familh dostañ, ur priñs polonat anvet Bolesław Jerzy, kurunennet e 1323 dindan an anv Youri II Boleslav[16]. Drouklazhet e voe e 1340 ha Kazimierz III, roue Polonia a c'houlennas ar vro evitañ a-raok hec'h aloubiñ.[16] Priñselezh Kyiv avat a dremenas dindan beli Dugelezh Veur Lituania goude Emgann an Dourioù Glas (1362-1363)[16]. E 1392 e paouezas Brezelioù Galitsia-Volhynia ha disrannet e oa Rutenia etre Polonia ha Lituania.[16].

    Adalek kreiz an XIIIvet kantved e voe savet trevadennoù tro-dro d'ar Mor Du gant Republik Genova hag a zeuas da vezañ tamm-ha-tamm kreizennoù kenwerzhel bras, renet en anv ar Republik gant pep a goñsul[17]. Adalek ar bloavezhioù 1430 e teuas muioc'h-mui a Boloniz er vro[18] tra ma voe savet Khanat Krimea gant ar priñs Hacı Iañ Giray, un diskennad eus Genghis Khan, e 1441.

    Unaniezh Lublin a savas Kenunaniezh Pologn ha Lituania e 1569 hag ar brasañ eus douaroù Ukraina a oa roet d'ar gurunenn polonat. Dindan levezon ar Poloniaadur e troas kalzig a noblañsed Rutenia da gatolik evit bezañ degemeret e-touez noblañs Rouantelezh Polonia, ar pezh a droc'has o liammoù gant ar beizanted reizhkredour. Treiñ a rejont war-zu ar Gozaked a zifenne taer o identelezh reizhkredour er XVIIvet kantved ha n'o doa ket aon da gemer armoù a-enep ar pezh a welent evel o enebourien, ar Stad polonat katolik hag e wazed.

    Betek an XVIIIvet kantved e voe Khanat Krimea, savet diwar restajoù tiriad al Bagad Aour, unan eus galloudoù brasañ Reter Europa. Mont a reas betek tagañ ha distrujañ Moskov e 1571[19]. Aloubadegoù eus an Datared a veze alies. Adalek penn-kentañ ar XVIvet kantved betek fin ar XVIIvet kantved e voe kemeret ganto war-dro 2 vilion a sklaved eus Rusia hag Ukraina[20][21]. An tagadennoù-se a vire ouzh an dud d'en em staliañ er Su e lec'h ma oa pinvidikoc'h an douar hag hiroc'h mare kresk ar plant. Restachoù diwezhañ Khanat Krimea a voe aloubet gant Rusia e 1783.[22]

    E-kreiz ar XVIIvet kantved e voe savet un damstad milourel, al Lu zaporozhian, gant Kozaked an Dnipro, asambles gant peizanted eus Rutenia o doa tec'het dirak ar servelezh polonat. Ne oa ket dinan gontrol Polonia met kenlabouras a reas ganti da stourm a-enep an Datared hag an Durked. Taerded servelezh Polonia hag ar politikerezh a-enep an Iliz Reizhkredennour a bellaas ar Gozaked diouzh Polonia avat. Klask a rejont kaout dileuridi e Sejm Polonia ha lakaat ar relijion reizhkredour da vezañ anavezet, met nac'het groñs e voe an daou c'houlenn gant noblañs Polonia.

    Hetmanate ar Gozaked

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kartenn Hetmanat ar Gozaked

    E 1648 e renas Bohdan Khmelnytsky ar brasañ emsavadeg Kozaked a-enep ar Genunaniezh ha roue Polonia. Pa antreas e Kyiv e voe meulet evel dieuber ar bobl diouzh ar Boloniz ha sevel a reas ur Stad kozak, Hetmanate ar Gozaked, a badas betek 1764 (mammennoù zo a lavar 1782)[23]. Dilezet e voe Khmelnytsky gant an Datared o doa sikouret anezhañ avat ha trec'het e voe en emgann Berestechko e 1651. Gelver a reas tsar Rusia da sikour anezhañ neuze. Dre Emglev Pereyaslav e voe savet ur c'hevredad milourel ha politikel gant Rusia, ha touiñ a reas lealded d'an tsar.

    Etre 1657 ha 1686 e teuas ar "Rivin", ur brezel 30 vloaz etre Rusia, Polonia, Khanat Krimea, an Impalaeriezh Otoman hag ar Gozaked evit kontrolliñ Ukraina, a c'hoarvezas d'ar memes mare hag ar Potop e Polonia. Drastus e voe ar brezel, gant kantadoù a viliadoù a dud varv. Feuremglev ar Peoc'h Peurbadel a rannas douaroù ar Gozaked etre Polonia ha Rusia, hag a vihanae al lodenn a oa dindan galloud Polonia. D'ar memes mare e voe staget Metropolinad Kyiv ouzh Patriarchiezh Moskov dre ul lizher sinodel gant Patriarch eukumenek Kergustentin Dionysius IV, a voe anaoueet diwezhatoc'h abalamour ma oa tamallet aferioù simoniezh dezhañ, ar pezh a lakae iliz Kiev dindan hini Moskov.

    E-pad brezelioù Rusia a-enep Sveden e komprenas an impalaer Pêr veur e ranke distrujañ emrenerezh ar Gozaked en Ukraina ma felle dezhañ kreñvaat ha modernaat galloud politikel Rusia[24]. Eus tu ar Gozaked e voe skrivet e 1710 Bonreizh Pylyp Orlyk, a lakae e plas galloudoù dispartiet etre tri skourr ar gouarnamant, an oberiañ, al lezenniñ hag ar barnañ, kalz a-raok Spered al lezennoù gant Montesquieu. Da-heul ar vonreizh e voe lakaet e plas ur parlamant kozak dilennet, ar C'huzul hollek, ha bevennet e voe galloudoù an hetman.

    E 1768 e voe kaset gant ar Gozaked un emsavadeg all a-enep Polonia, anvet ar gKoliivshchyna, e marzhioù Ukraina, Lituania ha Polonia ha lazhet e voe miliadadoù Poloniz ha Yuzevien a oa staliet er vro abaoe ar c'hantvedoù kent[25]. Tarzhañ a reas ivez ur brezel relijion etre strolladoù ukrainat, dreist-holl er vevenn etre Polonia ha Rusia war an Dniepro[26].

    Pa voe staget Krimea ouzh Impalaeriezh Rusia e 1783 e voe staliet Ukrainiz ha Rusianed e Novorossiya, met daoust da feur-emglev Pereyaslav ne voe james roet ar frankizoù hag an emrenerezh gortozet gant uhelidi Ukraina hag ar Gozaked. Ukrainiz a bignas betek pazennoù uhelañ an Impalaeriezh, met er memes koulz e voe lakaet e plas ur politikerezh rusekaat hag a verze implij an ukraineg dre skrid ha dre gomz er vuhez foran[27].

    Ganedigezh ur goustiañs ukrainat

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kartenn saoznek eus 1904 a ziskouez rannoù melestradurel lodenn rusat eus Ukraina

    Adalek an XVIIIvet hag en XIXvet kantved e voe ebarzhet tiriad Ukraina e gouarnamantezhioù Tchernihiv (Tchernigov e rusianeg), C'harkiv (C'harkov), Kyiv etre 1708 ha 1764 ha Rusia vihan etre 1764 ha 1781, Podillia (Podolia) ha Volyn (Volhynia).

    Goude ar brezelioù etre Rusia hag an Impalaeriezh Otoman e vroudas Katelin II hag an impalaerien deuet d'he heul Alamanted da zont da vevañ en Ukraina hag e Krimea, da lakaat an Durked da vezañ e bihanniver ha da wellaat al labour-douar. Ukrainiz, Rused, Alamanted, Bulgared, Serbed ha Gresianed a reas o annez e norzh step ar Mor Du a veze anavezet dindan an anv Maezioù Gouez[28][29]. En XIXvet kantved ez eas forzhik a Ukrainiz kuit da chom da lec'hioù all e Rusia (223 000 Ukrainad e Siberia ha 102 000 e Kreiz Azia hervez niveradeg 1897)[30]. 1.6 milion a yeas kuit eus o bro pa voa digoret hent an Treuzsiberian e 1906[31]. Anavezet e oa al lec'hioù er Reter poblet stank gant Ukrainiz evel Ukraina C'hlas[32].

    Gant modernadur ha kresk ar c'hêrioù, hag giz ar broadelouriezh romantel e tiwanas un intelligentsia ukrainat a oa he fall adsevel ar vro ha staliañ ur justis sokial. Kaset e voe al luskad broadelour gant ar barzh Taras Chevtchenko hag ar politikour Myc'hailo Drahomanov en XIXvet kantved. E fin ar c'hantved-se e kreskas ar strolladoù broadelour ha sokialour, e-keit ha ma teuas Galitsia da vezañ kreizenn al luskad broadelour, dindan beli c'houzañvus a-walc'h Aostria-Hungaria[33].

    Soudarded polonat e Kyiv, e miz Mae 1920, pa choazas Ukraina tu Polonia er Brezel Poloniat-ha-Soviedat.

    Pa darzhas ar Brezel Bed Kentañ e oa rannet Ukraina etre ar galloudoù bras. Ul lodenn a oa en Aostria-Hungaria e tu ar Galloudoù Kreiz, hag ul lodenn all e Rusia en Emglev tridoubl. 3.5 milion a Ukrainiz a stourmas e tu Rusia ha 250 000 e tu Aostria[34], e lec'h ma voe aozet ul lejion ukrainat. Homañ a zeuas da vezañ Arme Ukraina Galitsia a stourmas a-enep ar Boloniz hag ar Volcheviked goude ar Brezel Bed Kentañ (1919-1923). Taer e veze ar galloud a-enep ar re a veze re domm ouzh Rusia. Goude ar brezel ez eas an div impalaeriezh a rene war Ukraina da get.

    Dispac'h Rusia e 1917 a vroudas kalz broadoù eus an Impalaeriezh rus da c'houlenn muioc'h a frankiz. Ur miz goude an dispac'h e oa krouet Republik Poblel Ukrania (sic) e Kyiv evel un unvez emren met liammet ouzh ar gouarnamant rus. Renet e oa gant ur c'huzul kreiz ma oa ar muiañ niver gant ar sosialisted. Trec'h an Emglev trizoubl a-enep ar Republik rus goude argad c'hwitet Kerensky ha Dispac'h miz Here 1917 a laka ar brezel diabarzh da darzhañ. Krouiñ a reas ar Volcheviked ur Republik Soviedel Ukraina ha tagañ a rejont diouzhtu Republik poblel Kyiv. Da-heul e embannas houmañ he dizalc'hidigezh d'an 22 a viz Genver 1918. An anarkour Nestor Mac'hno a savas ivez un "dachennad dieub" er gevred ha Republikoù soviedel all a oa savet en Odessa hag en Donetsk.

    War var da vezañ diskaret gant ar volcheviked en em droas Republik pobl Ukraina trema Impalaeriezhioù Aostria-Hungaria hag Alamagn. Armeoù ar re-mañ a argasas ar Volcheviked eus Ukrainia e 1918. Pavlo Skoropadsky, bet jeneral rus ha harpet gant an Alamanted, a gasas un taol stad da benn nebeut amzer goude hag a gemeras ar galloud. Anvet e oa Hetman (penn) ur « Stad ukrainan » (Ukrayinska Derzhava). Anavezet eo e c'houarnamant hag e brantad er galloud evel an « Hetmaniezh ».

    Hogoz diouzhtu goude faezhidigezh an Impalaeriezh alaman e 1918 e oa aloubet Ukraina hag ar Stadoù all eus Europa ar reter a oa bet savet dindan gwarez an Alamanted gant ar Volcheviked. War-nes bezañ trec'het en em glevas Republik poblel Ukraina gant ar Boloniz e-keit ha ma oa argadet ar Volcheviked gant armeoù ar Rused wenn. Koulskoude ar Boloniz a sinas ar peoc'h e Riga e 1921 hag an arme ruz a zeuas neuze a-benn da drec'hiñ arme ar Republik poblel hag goude-se arme ar re wenn dindan Wrangel e Krimea.

    An Ukrainiz er-maez eus an URSS etre an daou vrezel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E-pad daou vloaz e kendalc'has ar brezel en Ukraina, met e 1921 e oa bet aloubet ar brasañ eus ar vro gant an URSS, tra ma oa bet ebarzhet Galitsia ha Volhynia (al lodenn vrasañ eus Ukraina ar C'hornôg) en Eil Republik Polonat. Rannvro Bukovina a voe staget ouzh Roumania ha Rutenia ar C'harpat a voe lakaet e Tchekoslovakia, gant ur statud emrenerezh.

    E Polonia e savas ul luskad broadelour ukrainat dre guzh etre ar bloavezhioù 1920 ha 1930, aozet gant soudarded bet eus ar brezel etre Ukraina hag ar Sovieded, evel Yevhen Konovaltes, Andriy Melnyl ha Yuriy Tyunyunyk. Treuzfurmet e voe al lusked en Aozadur Brezel Ukrainat a roas diwezhatoc'h Aozadur ar Vroadelourien Ukrainat, pe OUN. Desachañ a reas al luskad stourmerien e-touez metoù ar studierien. tagadennoù a-enep gouarnamant Polonia a zegasas marvioù avat ha biskoazh ne voe lakaet e plas an emrenerezh prometet.[35]

    Gouarnamant Polonia etre an daou vrezel a gasas ur politikerezh enep-ukrainat : strishaet e voe gwirioù ar re a zisklêrie e oant a-orin ukrainat, ar re a oa ezel eus an Iliz reizhkredour hag ar re a oa o chom e marzhioù ar reter.[35] Berzet e oa an ukraineg e kement lec'h ma c'helled, dreist-holl en emsavadurioù ar gouarnamant, ha rediet e voe implij ar ger "Ruteniad" e plas "Ukrainad".[36] Daoust d'an divizoù-se e oa un nebeud strolladoù politikel ukrainat, un Iliz gatolik ukrainat, kazetennoù hag un ekonomiezh troet war-zu an aferioù en Ukraina polonat. Mont war-raok a reas buhez an dud er bloavezhioù 1920, met gouzañv a rejont an Enkadenn Veur er bloavezhioù 1930.

    Ukraina soviedel etre an daou vrezel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Pennad pennañ : Holodomor
    Den marvet gant an naon e straedoù C'harkiv e 1933.

    Rivinet e voe Impalaeriezh Rusia hag Ukraina gant Brezel diabarzh Rusia. 1.5 milion a dud a oa marvet ha kantadoù a viliadoù a dud a chome didoenn e tiriad ar pezh a oa Impalaeriezh Rusia. Ukraina soviedel a rankas talañ ouzh naonegezh Rusia e 1921-1922 (a dagas rannvro ar Volga hag Oural dreist-holl). E-pad ar bloavezhioù 190 e voe kaset ur politikerezh a ukrainaadur gant Mykola Skrypnyk a vroudas azginivelezh sevenadur ha yezh ar vro, evel perzh eus ur politikerezh soviedel a endogenakadur. Kaset e voe ur politikerezh war ar Surentez sokial, an deskadurezh, ar gwir da labourat ha da vezañ lojet. War-raok e voe kaset gwirioù ar merc'hed ivez, met ar brasañ eus ar politikerezhioù-se a voe kaset war-gil pa oa deuet Jozef Stalin e penn an URSS er bloavezhioù 1930.

    Adalek ar bloavezhioù 1920, dindan ar politikerezh ekonomikel raktreset, e kemeras perzh Ukraina er greantadur soviedel, ha peder gwezh e voe lieskementet pouez ar rann greantel er vro. Gouzañv a reas ar beizanted gant raktres strollañ al labour-douar, perzh eus ar raktres pemp bloaz kentañ, ha lakaet e plas gant an arme hag ar polis sekred. Ar re a glaskas rezistiñ a voe harzet ha deportet tra ma kouezhas ar c'hementadoù produet. Dre ma voe rediet izili an tiegezhioù-strollet da dizhet palioù dic'hallus evit kaout greun e varvas milionoù en Holodomor, an Naonegezh Veur ukrainat.[37] Ne sav ket a-du tout an enklaskerien da envel an Holodomor ur gouennlazh, met anavezet e voe e-giz-se gant Parlamant Ukraina ha gouarnamantoù un nebeud broioù. Ar gouarnamant komunour a wele an naonegezh evel un ostilh evit kas stourm ar c'hlasoù war-raok ha kastizañ ar beizanted da rediañ anezho da vont war-zu an tiegezhioù strollet.[38]

    Ar memes strolladoù a oa kiriek eus al lazhadegoù e-pad ar brezel diabarzh, ar strollañ hag ar Spurjadennoù Bras. E-liamm ouzh Yefim Yevdokimov (1891–1939) e oa ar strolladoù-se. Goude bezañ labouret dre guzh evit ar Stad e labouras Yevdokimov gant melestradurezh ar strollad komunour ha kuzulier Jozef Stalin ha Nikolaï Yezhov war ar surentez a seblantas bezañ er bloavezhioù 1930. Yezhov a implijas tud o doa labouret gant Yevdokimov da gas ar Spurjadennoù Bras e 1937-1938.[39]

    Gant lez-varn galv Kyiv e voe barnet Stalin, Kaganovich asambles gant tud all e-karg er strollad komunour kablus eus gouennlazh a-enep an Ukrainiz e 2010.

    Eil Brezel-bed

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Rivinet e oa Kyiv e fin an Eil Brezel Bed.

    Goude Aloubadeg Polonia e 1939 e voe rannet tiriad ar vro etre Alamagn hag an URSS. Galitsia ar Reter ha Volhynia a voe ebarzhet en Ukraina dre ma oa poblañsoù ukrainek. Bodet e voe an holl Ukrainiz er memes vro evit ar wezh kentañ en istor neuze.

    Staget e voe Bessarabia ha norzh Boukoniva gant an URSS e 1940. Lod eus an tiriadoù nevez-staget a voe ebarzhet en Ukraina met ul lodenn all eus Republik Soviedel Ukraina a voe tennet diouti da sevel Republik Soviedel Moldavia.

    D'an 22 a viz Even 1941 e aloubas lu Alamagn an URSS, deroù ur brezel hollek a bevar bloaz pe dost. An Ahel az eas war-raok buan daoust da boanioù dispi ha dizisoc'h an Arme Ruz. Abalamour da emgann Kyiv e voe anvet ar gêr un haroz gant he doare dibar da rezistiñ. Ouzhpenn 600 000 soudard soviedat (ur c'hard eus soudarded talbenn ar c'hornôg) a varvas pe a voe prizoniad eno, ur bern anezho o c'houzañv doare start.

    Ar brasañ eus an Ukrainiz a stourmas eus tu an Arme ruz hag ar rezistañs soviedel. En Ukraina ar c'hornôg avat e voe krouet un Arme Emsavet Ukrainat e 1942 evel skourr armet Aozadur ar Vroadelourien Ukrainat (OUN),[40][41] savet etre an daou vrezel e Polonia. Stourm a rae da sevel ur Stad ukrainat dizalc'h e lec'h ma oa ur muiañ-niver a Ukrainiz. Goude ma oant o stourm a-enep Alamagn dre vras en em lakaas an daou azoadur da genlabourat gant an nazied bep an amzer. Adalek kreiz 1943 e kasas an AEU lazhadegoù Poloniz o chom e Volhynia hag e Galitsia ar Reter, o lazhañ war-dro 100 000 trevour polonat en holl. Pal al lazhadegoù a oa evit an OUN sevel ur Stad ukrainat unvan, hep minorelezh polonek a vije abeg d'ur Stad polonat klemm an tiriadoù-se goude ar brezel.[42] Kendelc'her a reas an AEU da stourm a-enep ar galloud soviedel goude ar brezel. Un aozadur broadelour disheñvel a voe krouet e-pad ar brezel, Lu Dieubidigezh Ukraina, a stourmas asambles gant an nazied.

    Etre 4.5 milion ha 7 milion a Ukrainiz o dije stourmet en arme an URSS avat, ha sevel a reas ur rezistañs a-enep an nazied el lodennoù eus ar vro a oa bet aloubet. 50 000 a dud a vije bet er rezistañs-se e penn-kentañ ha betek 500 000 pa voe en hec'h uhelañ e 1944. An hanter a vije bet Ukrainiz etnek.

    Ur wezh aloubet gant arme Alamagn e voe adaozet ar brasañ eus Republik Soviedel Ukraina e Reichkommissariat Ukraina, gant an intent korvoiñ ar vro ha staliañ trevadennoù Alamaned. Lod eus Ukrainiz ar C'hornôg, a oa bet ebarzhet en URSS e 1939 nemetken a zegemeras an nazied evel dieuberien, met taerded an aloubidigezh alaman a droas ar brasañ anezho a-enep Alamagn a-benn ar fin. Re nebeut a strivoù a reas an nazied d'ober o mat eus ar sañtimant enep-Stalin a oa anezhañ evelato. Delc'her a reas an nazied sistem an tiegezhioù strollet, kas a rejont ur politikerezh gouennlazh a-enep ar Yuzevien, deportiñ a reas milionoù a dud da labourat en Alamagn ha komañs a reas da raktresañ trevadenniñ ar vro gant Alamaned. Stankañ a rejont treuzdougen ar boued dre stêr Kyiv.[43]

    War talbenn ar Reter e voe ar brasañ eus emgannoù an Eil Brezel-bed. Hervez istorourien zo e oa bet lazhet 93% eus an Alamaned marvet e-kerzh ar brezel eno.[44] 6 milion a Ukrainiz a vije bet lazhet hervez-kont,[45] kontet en niver-mañ 1.5 milion a Yuzevien drouglazhet gant an Einsatzgruppen gant sikour kenlabourerien ar vro. Diwar an 8.6 a golloù soviedel[46] e soñjer e oa 1.4 milion anezho a oa ukrainat.[45][46] Kolloù an Ukrainiz er brezel a gontje evit 40% da 44% eus kolloù an URSS. Devezh an Trec'h a gont evel unan eus gouelioù Ukraina.

    E-pad ar Brezel Yen

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Cheñchamantoù tiriad RSS Ukraina etre 1922 ha 1954

    Rivinet e oa Republik Soviedel Ukraina goude fin ar brezel ha strivoù bras a oa ezhomm da adsevel pep tra. Ouzhpenn 700 kêr ha 28 000 kêriadenn a oa bet distrujet. Gwashoc'h e teuas an traoù da vezañ pa zeuas un naonegezh vras er vro e 1946-1947, abalamour d'ar sec'hor ha distrujadennoù ar brezel. Istimadenn izelañ eus ar re varvet a gont un 10 000 marv bennak. Daoust d'an dra-se e oa Ukraina perzh eus izili diazezour an Aozadur ar Broadoù Unanet dre un emglev ispisial skoulmet e Kendalc'h Yalta.

    Naetadennoù etnek a c'hoarvezas goude ar brezel en tiriadoù staget ouzh an URSS. D'ar 1 a viz Genver 1953 e oa an Ukrainiz an eil niver a dud gour deportet goude ar Rusianed, 20% eus an hollad. Ouzhpenn d'an dra-se e oa bet deportet 450 000 Alaman hag ouzhpenn 200 000 Tatar Krimea diwar Ukraina.

    Goude marv Jozef Stalin e 1953 e teuas Nikita C'hrouchtchov e penn an URSS. Hennezh a oa bet Sekretour Kentañ ar strollad komunour en Ukraina etre 1938 ha 1949 ha mat e anaveze ar Republik. Pouez a lakaas war ar mignoniaj etre an Ukrainiz hag ar Rused. Lidoù bras a voe aozet e 1954 e koun Feur-emglev Pereyaslav. Distaget e voe Krimea eus RSKS Rusia da vezañ staget ouzh Republik Soviedel Ukraina.

    Kerkent hag e 1950 e produed muioc'h a zanvezioù greantel en Ukraina eget a-raok ar brezel. E penn broioù Europa war tachenn ar Greanterezh e oa ar Republik soviedel neuze kenkoulz hag ur greizenn da sevel armoù evit lu an URSS. Pouez ar vro en URSS a voe gwelet dre pouez hec'h uhelidi er sistem komunour. Leonid Brejnev, a-orin eus Ukraina, az eas e penn ar vro e-lec'h C'hrouchtchov e 1964 ha chom a reas betek 1982.

    D'ar 26 a viz Ebrel 1986 e tarzhas ur reaktor e kreizenn nukleel Tchornobyl, gwalleur nukleel gwashañ a voe en istor an denelezh. 7 milion a dud a veve en tiriadoù kontammet, 2.2 milion eus outo en Ukraina. Kêr nevez Slavoutch a voe savet er-maez eus an dachenn berzet da lojañ implijidi ar greizenn ne voe harzet e 2000 nemetken. Hervez ur rentañ-kont savet gant Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek hag Aozadur Bedel ar Yec'hed e voe liammet 56 marv ouzh ar gwalleur, tra ma c'hellje bezañ bet 4000 den marvet gant ur c'hrign-bev e-liamm ouzh ar gwalleur ouzhpenn.

    Dizalc'hidigezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Sinadur disrannañ an URSS asambles gant prezidantet Ukraina ha Rusia e 1991.

    300 000 Ukrainad a reas ur chadenn da vanifestiñ evit dizalc'hidigezh o bro d'ar 21 a viz Genver 1990, etre Kyiv ha Lviv,[47] en enor da unaniezh Republik Poblel Ukrania ha Republik Poblel Ukrania ar C'hornôg e 1919. Dre straedoù ha hentoù-tizh ar vro e voe graet ar chadenn-se gant keodedourien a-bep seurt. D'ar 16 a viz Gouere 1990 e voe adoptet gant ar Parlamant nevez Disklêriadenn Riezgezh Stad Ukraina a lakae war baper priñsipoù hollek an emdermeniñ, an demokratelezh hag an dizalc'hidigezh, o lakaat lezenn Ukraina uheloc'h eget lezenn an URSS, diwar skouer Rusia he doa kemeret un diviz heñvel ur miz a-raok. Ur prantad stourm a voe ouzh aotrouniezhoù soviedel neuze. Dispac'h ar greunit a voe etre an 2 hag ar 17 a viz Here 1990 da herzel sinadur ur feur-emglev unaniezh nevez evit an URSS.

    D'ar 24 a viz Eost 1991, goude un taol-stad c'hwitet a-enep Mic'hail Gortbatchev, e voe disklêriet dizalchiezh ar vro diouzh an Unaniezh Soviedel gant Parlamant Ukraina. Kadarnaet e voe gant un referendom dalc'het d'ar 1 a viz Kerzu 1991 e lec'h ma votas 92% eus an dilennerien e oan akord gant an dizalc'hidigezh. D'ar memes deiz e voe dilennet prezidant kentañ Ukraina Leonid Kravchouk. E-korf daou emvod, unan e Brest d'an 8 a viz Kerzu 1991 hag egile d'ar 24 a viz Kerzu 1991 en Almaty, e voe divodet da vat an URSS gant prezidanted Rusia, Belarus hag Ukraina, erlec'hiet gant Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. Met ne voe ket ratifiet an diviz gant Rada Ukraina ha james n'eo bet perzh eus ar KSD. Er bloavezhioù 1990 e oa bet sinet emglevioù etre Ukraina ha Rusia evit en em zizober eus an armoù nukleel chomet war he ziriad, en eskemm da zoujañs tiriad Ukraina. Dilezel a reas trede stok armoù nukleel ar bed, o tismantrañ bombezennoù peotramant kas anezho da Rusia en eskemm da bromesaoù e-keñver he dazont.

    Da gentañ-penn e soñjed e oa doareoù ekonomikel gwelloc'h gant Ukraina eget evit broioù all deuet diwar disrannadur an Unaniezh soviedel, met muioc'h a boan a voe gant ar vro a-benn ar fin. E-pad resediñ ar bloavezhioù 1990 e kollas 60% eus he PDG ha gouzañvet he deus ur monc'hwez gant pemp sifr. Mont a reas skuizh an Ukrainiz gant ar c'hudennoù ekonomikel, ar goubrenerezh hag an torfedoù hag aozañ a rejont manifestadegoù bras.[48]Stabiloc'h e voe an ekonomiezh e fin ar bloavezhioù 1990. Degaset e voe ur moneiz nevez, an hryvnia e 1996. Adalek 2000 e kreskas an ekonomiezh eus 7% bep bloaz.

    E 1996 e voe degaset ur vonreizh nevez e-pad mandad eil prezidant ar vro Leonid Kouchma da dreiñ ar vro d'ur Republik hanter-prezidant da lakaat ur sistem stabil e plas. War Kouchma e voe lakaet ar biz avat abalamour da fedoù goubrenañ, bezañ laeret an dilennadegoù, tagañ ar frankiz da lavaret e soñj ha bodañ re a c'halloudoù tro-dro dezhañ.

    Etre Europa ha Rusia : amzer an dispac'hoù hag ar brezel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Manifesterien war plasenn an Dizalc'hidigezh da zevezh kentañ an Dispac'h orañjez.

    E 2004 ez eas Viktor Ianoukovytch, kentañ ministr d'ar mare-se, da brezidant, goude dilennadegoù a voe kavet laeret da c'houde gant Lez-Varn Uhelañ ar vro.[49] E drec'h a gasas leun a dud da brotestiñ hag harpañ Viktor Iouchtchenko, a oa erruet eil. Mizioù e padas an dispac'h e lec'h ma voe ampoezonet Iouchtchenko, gant Rusia hervezañ. E fin an Dispac'h orañjez ez eas Iouchtchenko ha Yuliya Tymochenko. Cheñch-dicheñch e voe ar galloud da c'houde gant dilennadegoù a gasas Ianoukovytch da gentañ ministr adarre e 2006, a-raok bezañ erlec'hiet gant Tymochenko e 2007. Enkadenn 2008-2009 a zigreskas ekonomiezh Ukraina eus 15% tra ma kasas disputoù gant Rusia da vankout gaz. A-benn ar fin ez eas Viktor Ianoukovytch da brezidant e 2010.

    E 2013 e komañsas Ianoukovytch da bellaat diouzh emglevioù-labour bet graet asambles gant Unvaniezh Europa da vont tostoc'h ouzh Rusia. An dra-se a gas an dud er straedoù adarre da c'houlenn liammoù tostoc'h ouzh Europa. Manifestadegoù Euromaidan (ukraineg Євромайдан "plasenn Europa") a gomañsas e miz Du 2013. Tud reter Ukraina, rusegerien anezho, a chomas tost ouzh Ianoukovytch avat. Euromaida a greskas e vanifestadegoù bras hag emsavadegoù a c'houlennas disparti Viktor Ianoukovytch hag e c'houarnamant. Feulsoc'h e teuas an traoù e miz C'hwevrer 2014 pa voe adoptet lezennoù evit mirout ouzh an dud da vanifestiñ. 98 den a varvas, 15 000 a voe gloazet ha 100 den a ziankas er miz-se. Prometet e voe gant Ianoukovytch da zoañ dilennadegoù a-raok fin ar bloaz ha rentañ galloudoù d'ar Parlamant, met diskaret e voe gant ar Rada d'an 22 a viz C'hwevrer 2014, ar pezh e voe gwelet e Rusia evel un taol-Stad.[50] Buan-tre da c'houde e voe aloubet Krimea gant arme Rusia (gant unwiskoù diverk), ha goude ur referendom nagennet, staget ouzh Kevread Rusia gant ur statud republik. Ne voe ket degemeret an dra gant ar gumuniezh etrebroadel. Kerkent e oa bet klasket gant strolladoù a-du gant Rusia kemer ar galloud e rannvroioù rusek ar vro, o reiñ lañs d'ur brezel-diabarzh. Dilennet e voe Petro Porochenko da brezidant, a glaskas adskoulmañ darempredoù mat gant Rusia hag ober war-dro emsavadegoù ar Reter kenkoulz ha chom tost ouzh Unvaniezh Europa.

    D'ar 21 a viz C'hwevrer 2022, goude sizhunvezhioù tomm pa vode Rusia hec'h arme tro-dro d'ar vro, e voe sinet gant Vladimir Poutin un embadenned a anaveze Republikoù an Donetsk ha Lougansk. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 e oa bet lañset un arsailh hollek gant Rusia war ar vro[51].

    Kartenn Ukraina, e melen tiriadoù aloubet gant Rusia peotramant tiriadoù dalc'het gant disrannourien a-du gant Rusia

    Ur vro vras en Europa ar Reter eo Ukraina, ledet war Plaenenn Europa ar Reter. Eil bro vrasañ Europa eo, goude Rusia. En he bevennoù anavezet gant ar gumuniezh etrevroadel e ra 603,628 km² ha 2782 km a aodoù he deus.[11] E miz C'hwevrer 2022 avat e oa 43 133 km² eus he douaroù, 7.1% eus he ziriad a-bezh, ne oant ket en he dalc'h, aloubet gant Rusia (Krimea) peotramant dalc'het gant disrannourien a-du gant Rusia.[11]

    Menez Hoverla (2061 m), menez uhelañ Menezioù Karpatoù en Ukraina

    Gweledvaoù Ukraina zo plaenennoù pinvidik dreist-holl (pe step) ha pladennoù, treuzet gant stêrioù evel an Dnipro, an Doniets, an Dnister hag Boug ar C'hreisteiz tra ma redont war-zu ar Mor Du ha Mor Azov er su. Delta an Danav a ra ar vevenn gant Roumania. Rannvroioù disheñvel a gaver en Ukraina, gant izeldirioù hag uheldirioù. Menezioù nemeto ar vro eo ar c'hKarpatoù er c'hornôg, hag ar menez brasañ eo Menez Hoverla gant 2061 m, ha Menezioù Krimea er su, a-hed an aod[52].

    Kalzig a uheldirioù zo en Ukraina, evel Uheldir Volhinsko-Podilska ha douaroù riblenn-dehoù an Dnipro. Er reter emañ Uheldirioù Kreiz Rusia e lec'h m'emañ ar vevenn etre an div vro. Uheldirioù all zo nepell eus mor Azov. Pa deuz an erc'h e kresk kalzig live ar stêrioù, ha gant ar cheñchamantoù live e c'hell ober lammoù-dour.

    A bep seurt danvez a gaver e douaroù Ukraina, houarn, glaou, manganez, gaz naturel, eoul-maen, holen, sulfur, grafit, titaniom ha metaloù all, ha prenn a vil-vern zo ivez, ouzhpenn da leun a zouaroù a c'heller labourat. Daoust d'an dra-se ez eus kudennoù endro er vro. N'eus ket trawalc'h a zour mat da evañ, saotret eo an aer hag an dour, digoadet e vez betek re, ha bez ez eus ur gontamadur skinoberiant abaoe gwalleur Tchornobyl e 1986.

    Kêrioù pennañ ar vro : Kyiv ( 2,6 milion a annezidi.), C'harkiv (1,5 milion), Dnipropetrovsk (1,2 milion), Odesa (1,2 milion), Donetsk (1,1 milion), Lviv (0,8 milion), Zaporijjya (0,7 milion).
    Kêrioù all : C'herson (303 900 annezad), Kadievka (120 000 annezad)

    Politikerezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Dilennadegoù d’ar 26 Kerzu 2004

    Un demokratelezh diazezet war galloudoù kreñv ar Prezidant eo. Dilennet eo hennezh war-eeun gant ar bobl evit 5 bloavezh. Div wezh e c’hell bezañ dilennet.
    450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloavezh a zo er Parlamant (Verc'hovna Rada pe eeunoc’h Rada).

    Deuet eo Ukraina da vezañ ezel eus Aozadur Bedel ar C'henwerzh e 2007, war-lerc'h bezañ anavezet gant Unvaniezh Europa evel un ekonomiezh varc’had.

    Emdroadur ar boblañs etre 1992 ha 2003. Poblañs e miliadoù a annezidi.

    41,2 milion a annezidi he doa Ukraina e miz Genver 2022, pa oa 53 milion pa voe diskaret an Unvaniezh Soviedel e 1991. Tro 67% eus ar boblañs a zo o chom er c'hêrioù. 73 bloaz eo ar spi bevañ pa vezer ganet, 68 bloaz evit ar baotred ha 77,8 bloaz evit ar mec'hed.

    78% eus ar boblañs zo Ukrainiz, ar Rusianed eo ar minoloriezh brasañ (17,3%), ha strolladoù all zo ivez : Belarusianed (0.6%), Moldovaned (0.5%), Tatared Krimea (0.5%), Bulgariz (0.4%), Hungariz (0.3%), Roumaniz (0.3%), Poloniz (0.3%), Yuzhevien (0.3%), Armeniz (0.2%), Gresianed (0.2%) ha Tatared (0.2%). Etre 10 000 ha 40 000 Korean zo ivez o chom e su ar vro, Koryo-saram a vez graet anezho, Koreaned deportet eno e koulz an Unvaniezh Soviedel.

    Ar relijion ortodoks eo hini al lodenn vrasañ eus an dud (72,7% hervez ur studiadenn graet gant Ensavadur Etrebroadel Sokiologiezh Kiev e 2021).

    An ukraineg eo ar yezh ar muiañ komzet e norzh ha kornôg ar vro, pa'z eo ar rusianeg er reter hag er su.

    Soudardez eus ar Gward broadel e Kiev e 2015

    Goude ma voe bet roet lamm d'an Unvaniezh Soviedel, Ukraina a'n em gav gant 780,000 ezel d'an nerzhioù difenn war an tiriad. Ar re-se a zo dafaret gant trede arsanailh nukleel ar bed.

    E miz Mae 1992, Ukrainia en deus sinet feur-emglev Lisbon gnat an emglev-se e tisklerie ar vro e roe an tu da Rusia da implij e holl armoù derc'hanel hag ouzhpenn-se e vefe ar vro ezel eus ar feur-emglev enep-puilhidigezh an armoù derc'hanel evel Stad hep arm eus an doare-se. Sinet eo an emglev e 1994, abaoe eo dieubet ar vro eus an armoù nukleel.

    Ukrainia a oa bet mennet a galz gant mennozh disken an niver a armoù kendivizet (an holl re a n'int ket kimiek, bakteriek pe nukeel). Sinet e oa bet gant ar vro feur emglev etrebroadel an nerzhioù armet en Europa, hag a gemnne da zisken an niver a dankoù, kanolioù, ha karbedoù hobregonet (niver ar soudarded al lu a voe diskennet da 300 000). Ar vro a oa ar soñj gantañ da dreiñ eus ul lu enluaded d'ul lu arbennik gant soudarded a youl vat nemetken.

    Yuliya Tymochenko e 2009
    Politikerezh
    C'hoarierion echedoù

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Paul-Robert Magocsi, A History of Ukraine, University of Toronto Press, 1996 (ISBN 978-0-8020-0830-5)
    • Luc & Tina Pauwels, ‘’Histoire d’Ukraine : le point de vue ukrainien, Fouenant, Yoran Embanner, 2015.
    • FC, "5 bloavezh stourm. E-barzh Ya!, 19 C'hwevrer 2021.
    • Tudi Kreker, "Ur Breizhad war hent ar brezel en Ukraina ». E-barzh Dispak, 4 Meurzh 2022.
    • Gege Gwenn, “Noz vat bugaligoù” pe kentoc’h “Marv laouen tudoù”, '’Ya!, 16 Du 2022.
    • Y. Y. ar Gov, Anna Mouradova e dañjer, Ya!, 10 Mae 2023.
    • Manon Deniau, "Liammañ an dud dre ar sevenadurioù hengounel ». E-barzh Ya!, 26 Gouere 2023.
    • TOUZE Maxime, Ur Breizhad o reiñ sikourioù dengarour en Ukraina’’. E-barzh Peuple Breton/Pobl Vreizh, Gwengolo 2023, niv. 716, pp. 22-23.
    • KArzhur Konaneg ha Bleuenn ar Borgn, Ur Brestad o sikour en Ukraina, An taol lagad, France 3 Bretagne, 9 Here 2023, kelaouadenn 3 vunud.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    pennadoù nes

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Kozaked
    • Hetmanat
    • Rous

    Notennoù ha daveoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Tabut zo etre an div vro diwar-benn Krimea, a zo bet aloubet gant Rusia e 2014
    2. Krimea kontet e-barzh
    3. Poblañs Krimea n'eo ket kontet e-barzh.
    1. (en) Why Did "The Ukraine" Become Just "Ukraine"?, Mental Floss, 2013. Lennet d'an 23 a viz C'hwevrer 2022
    2. Ukrainia e Geriadur Hemon-Huon, e 1978 ha 1993) ; Ukraina abaoe 2002.
    3. UKRAINE (NL Oukraina / Ukrenn) = an Ukren / Ou\Ukraina in Frañsez Favereau, « "Ukraine" - U » e Geriadur Bras Favereau, 2021. Lennet d'an 23 a viz Genver 2022
    4. (en) K. Kris Hirst, « Molodova I (Ukraine) », ThoughtCo., 2019. Lennet d'an 23 a viz C'hwevrer 2022
    5. (en) University of Cambridge, « Mystery of the domestication of the horse solved: Competing theories reconciled », 2012. Lennet d'an 23 a viz C'hwevrer 2022
    6. (en) Scythian, Encyclopaedia Britannica. Lennet d'an 23 a viz C'hwevrer 2022
    7. (en) Magocsi, Paul Robert (16 July 1996). A History of Ukraine. Toronto : University of Toronto Press, 1996 (ISBN 978-0-8020-7820-9)
    8. (ru) А. Беляев, « Русь и варяги. Евразийский исторический взгляд », Центр Льва Гумилёва. Вверх, 13.09.2012. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2022
    9. (en) A Geography of Russia and Its Neighbors’', Patrom:ISBN9781606239209 p. 69.
    10. (en) Kubicek, Paul (2008). The History of Ukraine. Westport: Greenwood Press. pp. 20–22. ISBN 9780313349201.
    11. 11,0 11,1 ha11,2 (en) CIA World Factbook, « Ukraine », 2022. Lennet d'ar 23 a viz C'hwevrer 2022
    12. (en) The Dynasty of Chernigov, 1146–1246 ISBN 978-0-521-82442-2 pp. 117–118
    13. (en) Power Politics in Kievan Rus': Vladimir Monomakh and His Dynasty, 1054-1246 ISBN 0-888-44202-5 pp. 195–196
    14. (en) THE DESTRUCTION OF KIEV [diell], University of Toronto's Research Repository. Lennet d'ar 6 a viz Meurzh 2022
    15. (en) Ougrin, Dennis; Ougrin, Anastasia (2020). One Hundred Years in Galicia: Events That Shaped Ukraine and Eastern Europe. Newcastle upon Tyne: Cambridge Scholars Publishing. p. 11. ISBN 9781527558816.
    16. 16,0 16,1 16,2 ha16,3 (en) Rowell, C. S. (1994). Lithuania Ascending: A Pagan Empire Within East-Central Europe, 1295-1345. Cambridge Studies in Medieval Life and Thought: Fourth Series. Cambridge University Press. ISBN 9780521450119.
    17. (ru) Генуэзские колонии в Одесской области [diell], Бизнес-портал Измаила, 12.12.2016. Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2022
    18. (en) Plokhy, Serhii (2017). The Gates of Europe: A History of Ukraine. New York: Basic Books. ISBN 9780465050918.
    19. (en) Brian Glyn Williams, « he Sultan's Raiders: The Military Role of the Crimean Tatars in the Ottoman Empire [diell] », The Jamestown Foundation, 2013. Lennet d'ar 7 a viz Meurzh 2022
    20. (en) İnalcik, Halil (1979). "Servile Labour in the Ottoman Empire". In Ascher, Abraham; Király, Béla K.; Halasi-Kun, Tibor (eds.). The Mutual Effects of the Islamic and Judeo-Christian Worlds: The East European Pattern. coursesa.matrix.msu.edu. New York, NY: Brooklyn College Press. pp. 25–43. ISBN 978-0-93088800-8.
    21. (en) Darjusz Kołodziejczyk, as reported by Mikhail Kizilov (2007). "Slaves, Money Lenders, and Prisoner Guards: The Jews and the Trade in Slaves and Captives in the Crimean Khanate". The Journal of Jewish Studies. 58 (2): 189–210. doi:10.18647/2730/JJS-2007.
    22. (en) Mikhail Kizilov (2007). "Slave Trade in the Early Modern Crimea From the Perspective of Christian, Muslim, and Jewish Sources". Journal of Early Modern History. 11 (1): 1–31. doi:10.1163/157006507780385125.
    23. (en) Okinshevych, Lev; Arkadii Zhukovsky (1989). "Hetman state". Encyclopedia of Ukraine. Vol. 2.
    24. (en) Magocsi, Paul Robert (2010). A History of Ukraine: The Land and Its Peoples, Second Edition. Toronto: University Press. pp. 255–263. ISBN 9781442640856.
    25. (en) Hardaway, Ashley (2011). Ukraine. US: Other Places Publishing. p. 98. ISBN 9781935850045.
    26. (en) Skinner, Barbara (2005). "Borderlands of Faith: Reconsidering the Origins of a Ukrainian Tragedy". Slavic Review. 64 (1): 88–116. doi:10.2307/3650068. JSTOR 3650068. S2CID 111387049.
    27. (en) Remy, Johannes (March–June 2007). "The Valuev Circular and Censorship of Ukrainian Publications in the Russian Empire (1863–1876): Intention and Practice". Canadian Slavonic Papers. 47 (1/2): 87–110. doi:10.1080/00085006.2007.11092432. JSTOR 40871165. S2CID 128680044.
    28. (en) Wolchik, Sharon (2000). Ukraine: The Search for a National Identity. Rowman & Littlefield. p. 5. ISBN 0847693465.
    29. (en) Yekelchyk, Serhy (2015). The Conflict in Ukraine: What Everyone Needs to Know. Oxford University Press. p. 113. ISBN 978-0190237301.
    30. (en) Rainer Münz, Rainer Ohliger (2003). "Diasporas and Ethnic Migrants: German, Israel, and Post-Soviet Successor States in Comparative Perspective". Routledge. p. 164. ISBN 0-7146-5232-6
    31. (en) Subtelny, Orest (2000). "Ukraine: a history.". University of Toronto Press. p. 262. ISBN 0-8020-8390-0
    32. (en) Jonathan D. Smele (2015). Historical Dictionary of the Russian Civil Wars, 1916–1926. Rowman & Littlefield. p.476. ISBN 1-4422-5281-2
    33. (en) MAGOCSI, PAUL ROBERT (16 July 2018). The Roots of Ukrainian Nationalism: Galicia as Ukraine's Piedmont. University of Toronto Press. doi:10.3138/9781442682252. ISBN 9781442682252.
    34. (en) Subtelny, Orest (2000). Ukraine: A History. University of Toronto Press. pp. 340–344. ISBN 978-0-8020-8390-6.
    35. 35,0 ha35,1 (en) Skalmowski, Wojciech (8 July 2003). For East is East: Liber Amicorum Wojciech Skalmowski. Peeters Publishers. ISBN 9789042912984
    36. (en) Radziejowski, Janusz; Studies, University of Alberta Canadian Institute of Ukrainian (8 July 1983). The Communist Party of Western Ukraine, 1919-1929. Canadian Institute of Ukrainian Studies, University of Alberta. ISBN 9780920862254
    37. (en) Laura Sheeter, « Ukraine remembers famine horror », BBC, 24.11.2007. Lennet d'ar 15 a viz Meurzh 2022
    38. (en) Michael Ellman, "The Role of Leadership Perceptions and of Intent in the Soviet Famine of 1931–1934." Europe-Asia Studies 2005 57(6): 823–841. ISSN 0966-8136
    39. (en) Stephen G. Wheatcroft, "Agency and Terror: Yevdokimov and Mass Killing in Stalin's Great Terror." Australian Journal of Politics and History 2007 53(1): 20–43. ISSN 0004-9522
    40. (en) Subtelny, Orest (1988). "Ukraine: A History.". p 410
    41. (en) Vedeneyev, D. Military Field Gendarmerie - special body of the Ukrainian Insurgent Army. "Voyenna Istoriya" magazine. 2002.
    42. (en) Snyder, Timothy (2003). "The Causes of Ukrainian-Polish Ethnic Cleansing 1943". Past & Present. 179 (179): 197–234. doi:10.1093/past/179.1.197. ISSN 0031-2746. JSTOR 3600827.
    43. (en) Karel Cornelis Berkhoff. Harvest of despair: life and death in Ukraine under Nazi rule, Harvard University Press: April 2004. p. 164
    44. (en) Rozhnov, Konstantin, "Who won World War II ?", BBC. O venegañ an istorour rusian Valentin Falin. Adkavet d’ab 5 aviz Gouere 2008.
    45. 45,0 ha45,1 (uk) Stanislav Kulchytskyi (1 October 2004). "Демографічні втрати України в хх столітті" [Demographic losses of Ukraine in the 20 century]). Kyiv, Ukraine: Dzerkalo Tyzhnia. Retrieved 20 January 2021.
    46. 46,0 ha46,1 (ru) Кривошеев Г. Ф., Россия и СССР в войнах XX века: потери вооруженных сил. Статистическое исследование (Krivosheev G. F., Russia and the USSR in the wars of the 20th century: losses of the Armed Forces. A Statistical Study)
    47. (en) Subtelny, Orest (2000). Ukraine: A History. University of Toronto Press. p. 576. ISBN 0-8020-8390-0.
    48. (en) Aslund, Anders; Aslund, Anders (Autumn 1995). "Eurasia Letter: Ukraine's Turnaround". Foreign Policy. 100 (100): 125–143. doi:10.2307/1149308. JSTOR 1149308.
    49. (uk) Lez-Varn Uhelañ Ukraina, « ВЕРХОВНИЙ СУД УКРАЇНИ ». Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2022
    50. (en) Putin accuses US of orchestrating 2014 ‘coup’ in Ukraine, Al Jazeera, 22.06.2021. Lennet d'ar 26 a viz Meurzh 2022
    51. (fr) DIRECT. Guerre en Ukraine : au moins "40 militaires ukrainiens" et "une dizaine de civils" sont morts depuis le début de l'offensive russe, selon Kiev, France Info, 24/02/2022 [war-eeun]. Lennet d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022
    52. (en) Ihor Stebelsky, « Ukraine », Encyclopædia Britannica. Lennet d'an 23 a viz C'hwevrer 2022