Mont d’an endalc’had

Aostria

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aostrian)
Unaniezh Europa
Republik Österreich
Banniel Aostria Skoed-ardamez Aostria
Banniel Ardamezioù
Kan broadel
Land der Berge, Land am Strome

Kêr-benn ha kêr vrasañ Vienna
Yezh ofisiel Alamaneg
Yezhoù kenofisiel Hungareg, Kroateg, Sloveneg
Yezhoù anavezet Romeg, Slovakeg, Tchekeg
Relijionoù Kristeniezh (64%), Hep relijion ebet (26%), Islam (8%), Relijionoù all (1%)
Gorread
• En holl
• % dour
83 871 km²
0,84%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

8 926 290 (2022)
106,4/km²
Gouarnamant Republik kevreadel parlamantel
Prezidant kevreadel Alexander Van der Bellen
Kañseller kevreadel Karl Nehammer (ÖVP)
Gouel broadel 26 a viz Here
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 43
Kod Internet .at

Aostria (alamaneg: Österreich, De-Österreich.ogg ), Republik Aostria (Republik Österreich) ent-ofisiel, zo ur Stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Ur vro diarvor ha meneziek eo Aostria, peogwir emañ al lodenn vrasañ anezhi en Alpoù ar Reter. Bevennet eo gant Alamagn er gwalarn, Tchekia en hanternoz, Slovakia er biz, Hungaria er reter, Slovenia hag Italia er c'hreisteiz ha Suis ha Liechtenstein er c'hornôg. Aostria zo 83 871 km² dindani ha 9 milion a dud o chom enni. Vienna eo anv he c'hêr-benn, Wien en alamaneg. Kêr vrasañ ar vro eo-hi ivez. Graz, Linz, Salzburg hag Innsbruck eo ar c'hêrioù pennañ all.

Un demokratelezh parlamantel eo Aostria, gant ur prezidant dilennet eeun da benn ar Stad hag ur c'hañseller anvet da benn ar gouarnamant. Rannet eo etre 9 Stad kevreet hag a zo emren war meur a dachenn. Aostria zo ezel eus Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1955. Emañ ivez e Kuzul Europa hag en Unaniezh Europa abaoe 1995, ha da-heul en takad Schengen (1995) hag en takad euro (1999).

Alamaneg eo yezh ofisiel ar vro. Hungareg, sloveneg ha kroateg Burgenland zo kenofisiel e Stadoù zo. Tchekeg, slovakeg ha romeg zo anavezet hepmuiken. Ar c'hwec'h yezh-se zo gwarezet ha skoazellet da-geñver Karta Europa ar yezhoù, sinet e 2001.

Stad Aostria zo anezhi abaoe ma voe disrannet Aostria-Hungaria e 1918. Ur perzh bras-meurbet he deus bet e istor Europa adalek fin ar Grennamzer, dindan ren an tiegezh Habsburg, peogwir e oa neuze e-kreizig-kreiz aozadurioù politikel pouezus evel an Impalaeriezh santel roman german da gentañ hag Impalaeriezh Aostria da c'houde. Abaoe fin an Eil Brezel-bed eo aet ar vro gant ur politikerezh neptu a-fet darempredoù etrebroadel[1]. Se zo kaoz n'emañ ket en AFNO.

E-mesk ar broioù pinvidikañ er bed emañ Aostria hiziv, evel m'en diskouez ar PDK dre annezad (19vet hervez ar bank-bed). E 2021 e oa renket 25vet hervez Feuriader an Diorren Denel.

Bez' e c'haller rannañ tiriad Aostria etre tri zakad :

Ur vro stumm ur berenn dezhi eo Aostria. E-tro 600 km eo eus ar c'hornôg d'ar reter, etre lenn Konstanz ha lenn Neusiedl. Strishoc'h eo eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz : 280 km eo an hed hirañ, met beg ar c'hornôg n'eo nemet etre 30 ha 60 km e Tirol ha Vorarlberg.

Aostria zo ur vro veneziek anezhi, rak an div drederenn eus he ziriad zo en Alpoù. 40 % eus douaroù ar vro zo a-us 1000 m a uhelder ; e-skoaz 32 % hepken zo dindan 500 m a uhelder (e biz hag e reter ar vro dreist-holl, a bep tu d'an Danav). Ar Grossglockner eo menez uhelañ ar vro (3 797 m), e torosad Tauern-Uhel, etre Tirol ha Karintia. Hedwighof eo al lec'h izelañ (114 m) : emañ war tachenn kumun Apetlon, e-tal-kichen lenn Neusiedl, e Burgenland.

2 % eus tiriad Aostria zo goloet a zour, dindan stêrioù pe lennoù e vefe. An Danav eo ar stêr hirañ er vro, 350 km diwar 2 845 km he red betek ar Mor Du. An eil bro treuzet ganti eo Aostria, war-lerc'h Alamagn. Vienna eo ar gêr bobletañ war he bord eus he mammenn d'hec'h aber. Adstêrioù d'an Danav eo ar stêrioù bras all a red en Aostria: an Inn, ar Salzach, an Enns pe c'hoazh an Drau. Evit al lennoù eo an Attersee an hini vrasañ (46,2 km²) a zo penn-da-benn en Aostria. A-hend-all, div lenn bras-bras o gorread zo rannet gant broioù nes: lenn Konstanz (58,6 km² diwar 539) gant Suis hag Alamagn ha lenn Neusiedl (240 km² diwar 315) gant Hungaria.

Koadeier Aostria zo bet rummet e peder eko-rannvro gant ar WWF : koadoù kemmesk Europa ar C'hreiz, koadoù kemmesk Pannonia, koadoù kemmesk hag avalpineged an Alpoù, koadoù Europa ar C'hornôg o gwez-delioù-ledan.

War vord lenn Konstanz emañ Bregenz, kêr-benn Vorarlberg.

Aostria n'eo ket bras anezhi, met abalamour d'an Alpoù e vez cheñch-dicheñch an amzer hag an hin eus an eil rannvro d'eben, hag eus an eil traoñienn d'eben zoken. Dre vras eo kerreizh an hin eno. Dindan levezon an hin gevandirel e vez sec'hoc'h an amzer er reter pellañ, e traoñienn an Danav hag e penn kompezenn Hungaria. Eus an tu all, er c'hornôg pellañ e vez muioc'h a c'hlav abalamour d'an avelioù kornôg : eno ez eus seblant hin veurvorel. Muioc'h a c'hlav a vez e Karintia ivez, ar rannvro greisteisañ, diwar ar Mor kreizdouar a zo nepell. Evel-just, gant an uhelder ez a an hin war yenaat : izarktikel, toundra pe polel zoken eo war menezioù uhelañ an Alpoù.

Efedoù tommadur an hin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a zoare eo skoet Aostria dija gant tommadur ar blanedenn. Eus tost da 2 °C e oa kresket an temperadurioù etre 1880 ha 2014[2], kalz muioc'h eget an emdroadur keitat er bed-holl (+ 0,85 °C). E-keit-se eo aet ar skornegi war vihanaat, evel an Ötztal (Tirol), a zo tremenet he gorread eus 144 km² e 1969 da 116 km² e 2006. Hervez ar skiantourien e vo kreñv efedoù ar cheñchamant hin en Alpoù dreist-holl. Nebeutoc'h a erc'h a vo e-tro 1000 m hag uheloc'h. Gant-se e vo kresket ar riskl a fenomenoù poulzet gant ar graviter (rikloù douar pe fank, diruilhadoù dour pe erc'h...) ha lakaet an annezvaoù naturel en arvar, da gentañ-penn a-us bevenn ar gwez.

An eil menez uhelañ en Aostria eo ar Wildspitze (3770 m).

Rouedad treuzdougen Aostria zo stummet diouzh he lec'hiadur. Eus un tu emañ ar vro en Alpoù : ret eo azasaat an hentoù ouzh ar menezioù, en ur doullañ tunnelioù hag en ur sevel pontoù, hag ober ma padfent dindan a bep seurt amzerioù. Eus un tu all eo ur c'hroashent e Kreiz-Europa a-fet hentoù hag hentoù-houarn : dreistmentet e vezont evit lakaat an holl da dremen, dreist-holl war an ahelioù norzh-su, norzh-gevred, ha reter-kornôg abaoe diskar ar rideoz-houarn.

Tunelioù zo bet ret sevel evit aesaat ar monedone en Alpoù, evel hemañ dindan ode an Arlberg.

Pa vez nevesaet pe brasaet ar rouedad treuzdougen ne vez ket aes plediñ gant interestoù ekonomikel hag ekologel war un dro. Peogwir eo enebet ar boblañs alies-mat emañ Aostria er penn a-raok war dachenn gwarez an endro, e-keñver ar c'hirri da skouer : abred-mat he deus difennet ar podoù n'int ket katalitek ha miret ouzh ar c'hamionoù trouzus a vont gant hentoù zo. Daoust da se ez eus bet gwastet lec'hioù zo, e traoñienn an Inn da skouer.

Treuzdougen war an hentoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-tro 200 000 km a hentoù zo en Aostria. Gant ar Stad e vez kempennet ar rouedad-se a zo enni :

  • 2 258 km a c'hourhentoù hag a hentoù-tizh ;
  • 10 241 km a hentoù priorek ;
  • 23 608 km a hentoù-rannvro ;
  • 90 250 km a hentoù-kumun.

Prenañ ur vignetenn zo ret evit gallout mont war ar gourhentoù. E 2020 e save da 36,20 € evit ar marc'hoù-tan ha da 91,10 € evit ar c'hirri dindan 3,5 tonenn. Evit ar c'hamionoù ez eus un taos jedet diwar an niver a gilometroù ha diwar rummad ar c'harrbed a-fet saotradur[3]. Bevennet eo an tizh da 130 km/e war ar gourhentoù. War an hentoù all eo difennet mont buanoc'h eget 100 km/e e-maez kêr ha buanoc'h eget 50 km/e e kêr.

Treuzdougen war an hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lodenn vrasañ eus ar rouedad hentoù-houarn zo meret gant an embregerezh ÖBB (Österreichische Bundesbahnen). Embregerezhioù all zo oberiant war dachenn an hent-houarn e Aostria, int meret gant ar Stadoù pe gant ar gennad prevez.

1,28 km hepken eo linenn vetro Serfaus, e Tirol.

Ar Westbahn, linenn ar c'hornôg, eo an hini bennañ en Aostria. E 1860 e oa bet digoret etre Vienna ha Salzburg dre Sankt Pölten ha Linz. Da-heul labourioù bras e oa aet da linenn tizh bras e 1990.

S-Bahn eo anv al linennoù tren rannvroel. Seizh rouedad zo er vro, unan dre Stad, aozet tro-dro da bep a gêr vras : Bregenz, Graz, Innsbruck, Linz, Salzburg, Vilach ha Vienna. N'eus hini ebet e Burgeland hag en Aostria-Izel eta.

Vienna eo ar gêr nemeti en Aostria ma'z eus ur gwir rouedad metro (U-Bahn). Ur rouedad tramgarr zo e Vienna, e Graz, e Linz, en Innsbruck hag e Gmunden. Hini Linz zo savet lod arsavioù dezhi dindan zouar. Un teleferik dindan zouar (U-Bahn Serfaus) zo e kêr Serfaus e Tirol : lod a sell outañ evel metro bihanañ ar bed.

Abaoe ar Paleolitik eo bet annezet Aostria. E hanternoz ar vro ez eus bet kavet delwennigoù kozh-meurbet evel Gwener Willendorf (≈ 23 000 vloaz) ha Gwener Galgenberg (≈ 30 000 vloaz).

En Henoadvezh an Houarn (800-400 kent J.K.) e teuas ar vro da vezañ pinvidik abalamour d'an houarn ha d'an holen a veze eztennet e Hallstatt hag e lec'hioù all tro-dro. Oadvezh Hallstatt a vez graet eus ar mare-se hag eus ar sevenadur-se peurvuiañ. Ar c'hentañ Stad anavezet war dachenn Aostria e oa Rouantelezh Norikon, diazezet war-dro 200 kent J.K. gant meuriadoù kelt.

Goude bezañ bet aloubet gant ar Romaned e 15 kent J.K. e chomas ar vro e dalc'h Impalaeriezh Roma betek ar Vvet kantved. Rannet e oa Aostria a-vremañ etre teir froviñs roman: Raetia, Noricum ha Pannonia. Moarvat e oa Petronell-Carnuntum ar gêr roman vrasañ eno : war-dro 400 000 a dud a vefe bet o chom eno.

Krennamzer hag amzer vodern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr Vienna e 1690.

Da vare diskar ar bed roman en em gavas meur a veuriad er c'hontre : Slaved, Avared, Bavared... Karl Veur a aloubas ar vro gant e arme e fin an VIIIvet kantved, en ur zegas ar gristeniezh gantañ. E 843 e voe ebarzhet e Frankia ar Reter evel marchia Orientalis (marz ar Reter), un anv aet da Ostarrīchi e henalamaneg. E dalc'h tiegezh Babenberg e kreñvaas Aostria tamm-ha-tamm, hag e pellaas diouzh Bayern, betek bezañ anavezet evel dugelezh dizalc'h gant ar Privilegium Minus e 1158. Stiria ha Karintia a voe staget outi en XIIIvet kantved.

A-hed ar Grennamzer e voe Aostria e-mesk ar bern priñselezhioù alamanek a yae d'ober an Impalaeriezh santel roman german. An hini greñvañ anezho e oa zoken, hag alies-mat en em gave Duged Aostria e penn an impalaeriezh-se, dreist-holl re tiegezh Habsburg adalek 1278. Gant mestroù evel Charlez Pemp e voe brasaet tiriad ha galloud an impalaeriezh roman en ur ouzhpennañ enni broioù nann-alamanek evel Spagn hag an Izelvroioù, dre an euredoù, an emglevioù hag ar brezelioù. Gant se e oa kreñvaet ivez galloud ha brud ar gêr greiz, Vienna.

Merket eo bet ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved gant ar pemp brezel etre Aostria hag an Impalaeriezh otoman. Kichen-ha-kichen en em gavas an div vro ur wech aet Rouantelezh Hungaria da get, da-heul emgann Mohács (1526). Div wech en em gavas an Otomaned ouzh troad mogerioù kreñv kêr Vienna, da lakaat seziz warni, e 1529 hag e 1683, en aner bep taol. Met e 1697 e voe pilet arme ar sultan Mustafa II da-geñver Brezel Meur Turkia, ha gant feur-emglev Karlowitz (1699) ez eas da vat an tu kreñv gant Aostria.

Franz Joseph I, bet impalaer Aostria e-pad 67 vloaz (1848-1916).

Etre 1791 ha 1814 e voe skoet garv Aostria gant ar brezelioù a-enep armeoù Frañs, re an Dispac'h da gentañ ha re Napoleon da c'houde. Div wech e voe ac'hubet kêr Vienna ganto, ha da-heul emgann Austerlitz (1805) ez eas an Impalaeriezh santel roman da get. Arc'hdugelezh Aostria a yeas neuze da Impalaeriezh Aostria. E 1814, avat, e oa an impalaer Franz I e-mesk ar gevredidi o doa roet lamm da Napoleon. A-drugarez he ministr Metternich e voe bras-bras levezon Aostria war an doare ma voe adaozet kartenn Europa e Kendalc'h Vienna e 1815.

Met gant ar c'hendalc'h-se e oa kreñvaet ha brasaet Prusia ivez. Peogwir e felle dezho o-div bezañ mestr war ar Stadouigoù alamanek e voe tennoc'h-tenn an traoù etre Aostria ha Prusia adalek 1740. Da-heul Dispac'hoù 1848 e voe savet ur Gengevread alaman, hag ar roue prusian Friedrich Wilhelm IV eo a voe lakaet en he fenn, diwar-goust Vienna. E 1866 e tarzhas brezel Aostria-Prusia erfin, ha setu diskoulmet ar « gudenn alaman » gantañ : trec'het e voe Aostria, ha skarzhet evit mat diouzh ar bed alaman.

Er memes koulz e oa lakaet diaes Impalaeriezh Aostria gant he holl vinorelezhioù, a oa en em savet lod anezho e 1848 : Hungariz, Kroated, Tcheked, Poloniz, Rusyned, Serbed, Slovaked, Ukrainiz, Italianed, Roumaniz... An impalaer Franz Joseph I a zivizas reiñ gwirioù da Hungaria hepken e 1867, en ur sinañ an Ausgleich, ha krouiñ « impalaeriezh doubl » Aostria-Hungaria, gant pep a vonreizh ha pep a barlamant. Diwar neuze en em droas muioc'h-mui « Monarkiezh an Danav » ouzh Europa ar gevred, hag ouzh ar Balkanioù dreist-holl, ma c'hounezas Bosnia e 1878, daoust ma veze kreñvoc'h-kreñv al luskadoù broadelourien eno.

20vet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Austria-Hungaria e 1914.

E miz Mezheven 1914 e voe drouklazhet ar priñs pennhêr Franz Ferdinand e Sarajevo. Miz goude e tisklêrias an impalaer Franz Joseph ar brezel da Serbia : penn kentañ ar Brezel-bed kentañ e oa. Ouzhpenn ur milion a soudarded a varvas e armeoù Aostria-Hungaria. E fin 1918 e oa koll ar Galloudoù kreiz en em ganne Aostria-Hungaria ganto, un dro a gemeras minorelezhioù zo evit kas an impalaeriezh aostrian da netra en ur sevel Stadoù nevez evel Tchekoslovakia pe Yougoslavia.

Pa voe disrannet Aostria-Hungaria e 1918 en em vodas kannaded aostrian parlamant Cisleithania, a oa bet dilennet e 1911, hag int da zivizout krouiñ ur Stad Aostria alaman. Ur Vonreizh a savjont, skrivet enni : « Aostria alaman zo ur republik demokratel » (mennad 1) hag « Aostria zo anezhi ul lodenn eus Impalaeriezh Republik Alamagn » (mennad 2). Ar Gevredidi ne oant ket a-du gant se tamm ebet. Ganto e oa an tu kreñv da-heul ar brezel, ha dre feur-emglev Saint-Germain-en-Laye (1919) e tifennjont an anv « Aostria alaman » hag ar raktres da deuziñ gant Alamagn (mennad 88). Südtirol a voe roet ganto da Italia, daoust ma oa ur rannvro istorel eus Tirol annezet gant alamanegerien. Evit gevred Karintia e voe aozet ur votadeg, hag ar muiañ-niver a gavas gwelloc'h mont gant Aostria, neket gant Yougoslavia. E-giz-se e oa bet ganet Kentañ Republik Aostria.

Hitler o prezegenniñ e Vienna e 1938 da-geñver an Anschluss.

Gant ar feur-emglev-se oa bet krennet kalz he ziriad da Aostria : en em damolodet e oa tro-dro d'an Alpoù, 30 % eus he foblañs a veve e Vienna, ha trumm e oa deuet war wel harzoù a-dreuz he hentoù kenwerzhel boas. Buan e rankas ar Republik nevez talañ ouzh ur pezh enkadenn ekonomikel. C'hwezañ a rae ar moneiz, kresk bras a oa war ar prizioù ha war an dilabour. Gant skoazell Kevredigezh ar Broadoù e krogas an traoù da vont war wellaat e fin ar bloavezhioù 1920. War an dachenn bolitikel, avat, e troas an traoù da fall er bloavezhioù 1930. Kañsellerien veliour evel Dollfuss ha Schuschnigg a c'houarnas ar vro o-unan-penn, hep parlamant, goude ma voe divodet e 1933, evel strolladoù an tu enep.

E 1938 e voe aloubet ar vro gant Alamagn Hitler ha lonket ganti : an Anschluss an hini eo. E-pad seizh vloaz, betek 1945, e chomas stag Aostria ouzh an Trede Reich. E-keit-se e voe lazhet 65 000 Yuzev aostrian abalamour d'ar Shoah, ha kantadoù a viliadoù a dud a yeas da Anaon e kampoù-tolp ar vro, evel e Mauthausen. E fin an Eil Brezel-bed e oa ac'hubet ar vro gant armeoù ar Gevredidi evit dek vloaz.

E 1955 hepken en em gavas dizalc'h Eil Republik Aostria, en ur sinañ ur feur-emglev gant ar Gevredidi ma embanne he neptuegezh strizh : an dra-se zo kaoz ne voe ket rannet e daou evel Alamagn. Gant ar Brezel Yen hag ar rideoz houarn e oa Aostria ur marz adarre, a-dal bloc'h ar Reter ar wech-mañ. Ar sokialourien hag ar virelourien a rene kevret ar vro peurvuiañ, e gouarnamantoù diwar genemglev. Gant ar Steuñv Marshall e oa bet harpet hec'h ekonomiezh goude ar brezel, ha tamm-ha-tamm eo kresket kalz. Da-heul diskar ar bed soviedel e emezelas Aostria da Unaniezh Europa, e 1995, goude ma oa savet a-du 66 % eus an dud da-geñver ur votadeg dalc'het e miz Mezheven 1994.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reizhiad politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Republik demokratel parlamantel ha kevreadel eo Aostria abaoe Bonreizh Kevreadel 1920, a zo bet enkemmet e 1929 hag adsavet e 1945.

Ar Prezidant Kevreadel (Bundespräsident) eo penn ar Stad. Bep c'hwec'h vloaz e vez dilennet diouzh muianiver gant ar bobl. Ar C'hañseller Kevreadel (Bundeskanzler) eo penn ar Gouarnamant Kevreadel. Gant ar Prezidant eo anvet ha diouzh liv kambr izel ar Parlamant (Nationalrat) e sav e c'houarnamant. Gallout a ra ar gouarnamant bezañ divodet dre un dekred gant ar Prezidant pe dre ur votadeg war ar fiziañs gant kambr izel ar Parlamant.

Parlamant Aostria zo div gambr enni. E Vienna emaint o-div. Bep pemp bloaz e vez dilennet 183 ezel an Nationalrat, ar gambr izel. An holl geodedourien adalek 16 vloaz a c'hall votiñ (18 vloaz betek 2007). 43 c'hannad zo dilennet eeun dre sezioù rannvroel (Direktmandat) ; ar peurrest (Nationalratswahlen) zo rannet en derez broadel, diouzh ar c'henfeurioù, etre ar strolladoù o deus resevet pep hini ouzhpenn 4% eus ar mouezhioù.

Gant an Nationalrat, ar gambr izel, emañ an tu kreñv. Ar Bundesrat, ar gambr uhel, zo bevennet he gwir da sevel veto : evit degemer al lezennoù a eneb ar Bundesrat outo eo a-walc'h d'an Nationalrat mouezhiañ anezho en-dro.

Ouzhpenn ar gouarnamant hag an div gambr eo al lezioù-barn an trede piler e galloudoù Stad Aostria. Lez ar Vonreizh (Verfassungsgerichtshof) zo pouezus he roll, peogwir e c'hall nullañ kement lezenn ha kement kemennadur a zo kontrol d'ar vonreizh hervezi. Abaoe m'eo ezel ar vro eus Unaniezh Europa emañ al Lez-se dindan galloud Lez-varn Europa evit kement tra a denn da lezennoù an UE. Aostria a rank doujañ divizoù Lez europat gwirioù mab-den ivez abaoe m'he deus lakaet Kendivizad europat gwirioù mab-den en he bonreizh.

Dilennidi a vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 22 a viz Mae 2016 e oa dalc'het eil tro an dilennadegoù prezidant ; gant Alexander Van der Bellen e oa aet ar maout, met nullet eo bet an disoc'hoù gant Lez ar Vonreizh abalamour d'ar mouezhiañ dre lizher. D'ar 4 a viz Kerzu 2016 e oa bet aozet an dilennadegoù en-dro, hag er wech-mañ adarre e voe choazet Alexander Van der Bellen da brezidant Aostria. Kadoriet e voe ent ofisiel d'ar 26 a viz Genver 2017.

Kannaded en Nationalrat abaoe an 29 a viz Gwengolo 2019.

An Nationalrat, kambr izel Parlamant Aostria, zo rannet he 183 sez abaoe an 29 a viz Gwengolo 2019[4] etre :

  • 71 kannad an ÖVP (mirourien), aet gantañ 37,54 % eus ar mouezhioù ;
  • 40 kannad an SPÖ (sokialourien), 21,22 % ;
  • 31 c'hannad an FPÖ (tu dehoù pellañ), 16,21 % ;
  • 26 kannad die Grünen (ekologourien), 13,80 % ;
  • 15 kannad NEOS (frankizourien), 8,06 %.

E miz Here 2021 e oa bet ret d'ar c'hañseller Sebastian Kurz reiñ e zilez abalamour d'un afer goubrenerezh (sontadegoù faos en dije lakaat embann war ar gazetenn Österreich, int paeet gant arc'hant publik). Alexander Schallenberg zo anvet neuze da gañseller, met evit ar memes abegoù e rank eñ ivez skarzhañ kuit e miz Kerzu 2021. A-benn ar fin eo Karl Nehammer a ya da gañseller, evit ren ur gouarnamant hag a zo bodet ennañ e strollad, an ÖVP, hag ar Re C'hlas.

Strolladoù politikel pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • FPÖ : Freiheitliche Partei Österreichs, Strollad Frankiz Aostria
  • FRITZ : Liste Fritz Dinkhauser - Bürgerforum Tirol, Listenn Fritz Dinkhauser - Forom keodedel Tirol
  • Die Grünen : Ar Re C'hlas
  • KPÖ : Kommunistische Partei Österreichs, Strollad Komunour Aostria
  • MFG : Menschen - Freiheit - Grundrechte, Mab-den - Frankiz - Gwirioù Diazez
  • NEOS : Das Neue Österreich und Liberales Forum, Aostria Nevez ha Forom Frankizour
  • ÖVP : Österreichische Volkspartei, Strollad Pobl Aostria
  • SPÖ : Sozialdemokratische Partei Österreichs, Strollad Sokialdemokrat Aostria
  • TK : Team Kärnten, Strollad Karintia

Aozadur tiriadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre meur a live melestradurel eo aozet Republik Aostria. An nav Stad kevreet (Bundesländer) eo an hini kentañ dindan ar Stad greiz. An distrigoù (Bezirke) hag ar c'hêrioù statudel (Statutarstädte) eo an eil. Rannet eo an distrigoù etre kumunioù (Gemeinden), al live izelañ. Ar c'hêrioù statudel a samm kembelioù an distrigoù hag ar c'humunioù. Un nemedenn eo Vienna peogwir eo ur Stad hag ur gêr statudel war un dro.

Roll an nav Stad kevreet (« Bundesländer »)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad dre ar munud: Stadoù Aostria
# Stad kevreet Lec'hiadur Kêr-benn Poblañs Gorread
(km²)
Anne­zad

​/km²

Yezhoù rannvroel
kenofisiel gt. an alamaneg
Aostria-Izel
Niederösterreich
Sankt Pölten 1 695 013 19 180 88,4
Aostria-Uhel
Oberösterreich
Linz 1 500 043 11 983 125,2
Burgenland Eisenstadt 296 704 3 965 74,8 Kroateg Burgenland, hungareg
Karintia
Kärnten
Klagenfurt am Wörthersee 563 176 9 537 59 Sloveneg
Salzburg Salzburg 561 416 7 155 78,5
Stiria
Steiermark
Graz 1 249 278 16 399 76,2
Tirol Innsbruck 761 596 12 648 60,2
Vienna
Wien
1 923 825 415 4635,7
Vorarlberg Bregenz 400 469 2 602 153,9

Politikerezh etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ sez an ASKE e Vienna, er palez Pálffy.

Ur vro neptu eo Aostria, un dibab embannet fraezh kerkent ha dizalc'h e 1955 en he Feur Stad (Staatsvertrag) hag en ur ouzhpennañ ar mellad da-heul en he bonreizh : "hec'h-unan e tisklêr Aostria e fell dezhi bezañ neptu bepred". Pelloc'h eo skrivet : "en amzer da zont n'aio Aostria e-barzh emglev milourel ebet ha ne roio ket aotre da ziazezañ bonioù arme estren war he ziriad". Hiziv c'hoazh n'emañ ket Aostria en AFNO, er c'hontrol diouzh ar braz eus ar broioù europat[5].

Gant diskar ar bed soviedel eo cheñchet an traoù un tamm memes tra : e 1995, da skouer, he doa kaset Aostria soudarded da Vosnia, da-geñver ar C'hevelerezh evit ar peoc'h meret gant an AFNO. Eus un tu all he doa sinet e 2017 ar Feur-emglev evit Berzañ an Armoù Nukleel, a oa savet holl vroioù an AFNO a-enep dezhañ.

Etre 1960 ha 1995 e oa ezel Aostria eus Kevredigezh frankeskemm Europa, hag abaoe ar 1 a viz Genver 1995 emañ en Unaniezh Europa[6]. E 2002 he doa dilezet ar schilling evit implijout an euro. Perzh eo ivez en Aozadur kenober ha diorren ekonomikel hag en Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa abaoe ma oant bet krouet e 1957 hag e 1973. E Vienna emañ sez an eil aozadur.

E 2000 e voe kastizet Aostria abalamour ma oa en he gouarnamant izili eus an FPÖ, ur strollad eus an tu dehoù pellañ. Ar pevarzek Stad all eus Unaniezh Europa a zivizas kement-se : tremen hep aozañ emgavioù daouduek gant Aostria e-pad seizh miz, lakaat harz da labour kannadouriezhoù Aostria, ha chom hep souten an Aostrianed a yae war ar renk evit postoù e aozadurioù etrebroadel[7]

Nerzhioù lu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nerzhioù lu Aostria (ar Bundesheer) a ya en-dro dre an enrollañ, un nemedenn en Europa hiziv an deiz. Ar baotred 18 vloaz a rank ober ur c'hoñje c'hwec'h miz, hag e-pad eizh vloaz e chomont enskrivet en adarme goude-se. E 2011 e oa bet diskarget ur c'hard eus ar baotred galvet[8]. Adalek 16 vloaz eo digor ar servij-soudard d'an dud a-youl vat, paotr pe blac'h. Ar re na fell ket dezho ober o c'hoñje a zle ober ur servij keodedel nav miz e-lec'h mont d'an arme.

E 2012 e tispigne Stad Aostria 0,8% eus he PDK en Difenn broadel. War-dro 26 000 soudard a oa en arme, gant 14 000 den a vicher ha 12 000 den enrollet. Prezidant Aostria eo penn-komandant ar Bundesheer. Ministr an Difenn eo komandant an Nerzhioù lu – Klaudia Tanner eo en deiz a hiziv.

Roll an arme zo bevennet gant ar vonreizh: ur ral eo dezhi bezañ galvet da vont war ar straedoù, nemet evit difenn ar vro pe da-geñver darvoudoù dreistordinal, evel gwallreuzioù naturel.

Aostria n'eo ket ezel eus an AFNO, Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel, abalamour d'he neptuegezh. Kemer a ra perzh e oberennoù peoc'haat ha dengarour gant Aozadur ar Broadoù Unanet : e Bosnia hag e Kosovo ez eus soudarded aostrian hiziv. An AFDRU zo ur rann eus ar Bundesheer a vez kaset d'an estrenvro da furchal ha da saveteiñ e kêrioù ma'z eus c'hoarvezet droug. Brud vat he deus abalamour d'he labour fonnus hag efedus, evel e Iran da-heul krenoù-douar 2003 pe e Sri Lanka da-heul tsunami 2004.

An embregerezh saverezh Strabag zo e-mesk ar re vrasañ eus Aostria.

Emañ Aostria er c'hentañ troc'h war dachenn an ekonomiezh, abalamour m'eo industrielaet-kenañ ha diorroet mat hec'h ekonomiezh sokial varc'had. E-keñver ar produadur diabarzh kriz (PDK) dre annezad e oa e 2021 an 19vet bro er bed-holl hag ar 7vet hini en Unaniezh Europa, hervez ar Bank-bed[9]. E-keñver ar c'hresk ekonomikel e oa 13vet bro an AKDE en tregont vloaz tremenet.

A-viskoazh eo bet Alamagn keveler kenwerzhel kentañ Aostria. Abaoe m'eo ezel eus Unaniezh Europa (1995) hag abaoe ma ra gant an euro (1999) he deus gallet skoulmañ darempredoù tostoc'h ha niverusoc'h gant ekonomiezhioù all Europa. Peogwir e roe digor d'ar marc'had unik he deus sachet e-leizh a bosterien estren. Evel-se n'emañ ket e dalc'h kement ken eus an doare ma tro ekonomiezh Alamagn. Eus un tu all, memes tra o deus graet kompagnunezhioù Aostria d'o zro adalek 2004 en ur bostañ kalz hag en ur brenañ embregerezhioù e Europa ar Reter, ha lakaat kreskiñ an ekonomiezhioù-hont. Da skouer, Banca Comercială Română, ar bank rouman brasañ, a oa bet prenet e 2005 gant Erste Group, ar bank aostrian brasañ.

Rannet eo ar gennad kentael etre al labour-douar (77,6 %) hag ar c'hoataerezh (22,4 %). Teir gwech bihanoc'h e vez an atantoù en Aostria eget e Bro-C'hall : 42 devezh-arat eo keidenn o gorread labour-douar talvoudus. Ar menezioù zo kaoz, anat : enno e vez savet loened, hag er c'hompezennoù e vez gounezet ed, legumaj ha boued chatal[10]. Kerkent ha 2011 he doa savet Aostria ar Bio-Aktionsprogramm evit reiñ lañs d'al labour-douar bio. Hiziv emañ er penn a-raok war an dachenn-se : biologel eo 26 % eus he douaroù gounezet ha 23 % eus hec'h atantoù. N'eus ket uheloc'h en Unaniezh Europa.

Evit ar gennad eilvedel, er bloavezhioù 1990 e oa krog ar Stad d'en em zizober tamm-ha-tamm diouzh an embregerezhioù industriel brasañ. Gant an holl brevesadurioù-se eo hañval an traoù bremañ en Aostria hag e broioù all Europa.

Ouzhpenn an hanter eus labourerien ar vro zo e-barzh ur sindikad : al luskad micherour zo bras e levezon eta. Dalc'het e vez kont anezhañ er politikerezhioù labour hag en divizoù a denn da emdroadur an ekonomiezh.

Setu lodennoù pennañ an industriezh aostrian :

  • an industriezh kimiek (kelluloz, eoulgimiezh) ;
  • industriezh ar paper hag ar c'hartoñs-toaz (abalamour m'eo puilh an danvez koad) ;
  • an industriezh elektrek hag elektronek (gant ouzhpenn 400 embregerezh e vez savet parzhioù bras pe brasoc'h, eus ar grug betek ar greizenn-dredan en he fezh) ;
  • an industriezh metalouriezh ha mekanikerezh (mekanikoù-ostilhoù a vez ezporzhiet) ;
  • ar gounezvouederezh (en deus tennet splet eus ar mont tre en UE) ;
  • ar gwiaderezh hag an dilhaderezh (dilhad cheuc'h).

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kreizenn dourdredan Ybbs-Persenbeug a-dreuz an Danav.

Ur gennad ekonomikel eus ar re bouezusañ eo an touristerezh : e 2018 e save e werzh ouzhpennet eeun da 26,2 miliard a euroioù, da lavaret eo 8,7 % eus ar PDK[11]. 30,8 milion a douristed estren a oa bet degemeret er bloavezh-se en Aostria : ar 7vet bro e oa en Europa hag an 12vet er bed-holl. 19,03 miliard a euroioù a vije bet degaset da ekonomiezh ar vro ganto. Kempouez eo ar c'houlzadoù touristel : kement a dud a vez e-pad an hañv hag e-pad ar goañv.

Danframmoù ha danvezioù naturel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

81 % eus an tredan a oa produet diwar energiezhioù nevezadus e 2020, dreist-holl diwar zour : 62,5 % e oa rann ar c'hreizennoù dourdredan. E-giz-se e oa Aostria ar c'hentañ bro en Unaniezh Europa war dachenn ar produiñ tredan dre nerzh an natur. Ouzhpenn 3000 kreizenn dourdredan zo en Aostria, un hengoun a-gozh, peogwir e oa bet digoret an hini gentañ e 1884.

Met an tredan n'eo nemet ur bempvedenn eus an energiezh bevezet bep bloaz gant Aostria, hag er bevezerezh hollek-se e oa 31,3 % rann an energiezhioù nevezadus. An energiezhioù fosil a yae d'ober 66,4 % anezhañ c'hoazh, gant an tireoul hag ar gaz naturel da gentañ. Abalamour da se ez eus dilaosket kalzik a CO₂ (7 t dre annezad e 2017).

E 1972 e krogas labourioù da sevel ur greizenn nukleel e Zwentendorf, war vord an Danav. Met e 1978 e savas pobl Aostria a-enep an nukleel da-geñver ur referendom : 50,5 % eus an dud a votas a-enep. Ar parlamant a zivizas neuze votiñ ul lezenn evit ma vefe difennet produiñ tredan diwar an nukleel. Se zo kaoz ne voe ket enaouet kreizenn Zwentendorf james, daoust ma oa bet kaset da benn al labourioù sevel.

Demografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

8 926 290 a dud a oa o chom en Aostria d'ar 1 a viz Genver 2022 [12], hervez Statistik Austria. Bep bloaz e kresk poblañs Aostria gant an enbroerezh, rak daoust m'eo tost da netra ar ventel naturel (- 5 884 e 2021) eo pozitivel-mat ar ventel enbroañ-divroañ (+ 52 488 e 2021). Gant ar c'hresk dibaouez-se e c'hallfe poblañs Aostria sevel da 10,55 milion a dud ac'hann da 2100, hervez Eurostat.

Ar geodedourien estren a ya d'ober 17,7 % eus poblañs Aostria e 2022[13], an hanter deuet eus Unaniezh Europa, an hanter all eus broioù diavaez. An Durked eo ar gumuniezh vrasañ, war-dro 350 000 a dud enni. Da-heul brezelioù Yougoslavia ez eus deuet un toullad tud eus ar Balkanioù ivez : e 2018 e oa 5,1 % eus poblañs ar vro a oa bet ganet eno.

Feur frouezhusted Aostria a save da 1,48 bugel dre vaouez e 2021. Izeloc'h eo eget an treuzoù adneveziñ (2,1) hag, evel-just, pell izeloc'h eget feurioù gwechall (4,83 bugel e 1873, da skouer). 29,9 bloaz e vez ar merc'hed pa c'hanont o c'hrouadur kentañ. Ar spi bevañ pa vezer ganet a save e 2021 da 81,3 bloaz : 83,8 bloaz evit ar merc'hed ha 78,8 vloaz evit ar baotred. 44,5 bloaz eo oad keitat an Aostrianed : ar 14vet bro er bed eo Aostria a-fet kozhni he foblañs.

Ar gêr vrasañ eo Vienna : un Aostrian diwar bevar a vev er gêr-benn. Ouzhpenn 1,9 milion a dud zo o chom e Stadt Wien, ha war-dro 2,6 milion a dud ma konter kêrioù he banlevioù ivez. Pemp kêr all o deus ouzhpenn 100 000 a annezidi (s.o. an daolenn amañ dindan) : Graz, Linz, Salzburg, Innsbruck ha Klagenfurt.

Kêrioù brasañ Aostria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi d'ar 1 a viz Genver 2022[14]
Renk Kêr Stad Poblañs
1 Vienna Vienna 1 914 743
2 Graz Stiria 290 910
3 Linz Aostria-Uhel 206 537
4 Salzburg Salzburg 154 996
5 Innsbruck Tirol 130 973
6 Klagenfurt Karintia 101 785
7 Villach Karintia 63 253
8 Wels Aostria-Uhel 62 627
9 Sankt Pölten Aostria-Izel 55 867
10 Dornbirn Vorarlberg 50 195
11 Wiener Neustadt Aostria-Izel 46 406
12 Steyr Aostria-Uhel 38 029
13 Feldkirch Vorarlberg 34 553
14 Bregenz Vorarlberg 29 644
15 Leonding Aostria-Uhel 28 936
16 Klosterneuburg Aostria-Izel 27 608
17 Baden Aostria-Izel 25 866
18 Wolfsberg Karintia 25 038
19 Krems an der Donau Aostria-Izel 24 944
20 Traun Aostria-Uhel 24 872
Skol-veur Graz.

Ar Stadoù hag ar gouarnamant kevreadel o-dek a ra war-dro an deskadurezh. E-pad nav bloaz e rank bugale Aostria mont d'ar skol, ur wech gant o c'hwec'h vloaz, betek an oad a bemzek vloaz peurvuiañ.

Ar skoliata n'eo ket ret evit ar vugale etre tri ha c'hwec'h vloaz, met an darn vuiañ anezho a ya d'ar magourioù memes tra, anvet Kindergarten. N'hall ket bezañ ouzhpenn 30 bugel en ur c'hlasad. Pep a gelenner ha pep a skoazeller a ra war o zro. Digoust e vez ar magourioù en darn vuiañ eus ar Stadoù.

Volksschule a vez graet eus ar skolioù kentañ. Pevar bloaz e chom ar vugale eno, etre 6 ha 10 vloaz, gant ar memes kelenner alies-mat. E pep klasad en em gav etre 15 ha 30 bugel. War al lenn, ar skrivañ hag an aritmetik eo diazezet an deskadurezh. Etre 8e vintin ha kreisteiz e vez graet skol, betek 1e d'an diwezhatañ, gant ehanoù 5 pe 10 munut bep eurvezh. Er gêr e vez debret merenn, sañset.

Daou seurt skolioù eil derez zo en Aostria: Gymnasium ha Hauptschule. En eil re e vez ar vugale a garfe mont d'ar skol-veur ; er re all e vez re an hentennoù teknikel ha micherel, en o zouez ar skolioù ijinouriezh hag ekonomiezh. Gesamtschule a vez graet eus ar re a vod an daou seurt skolioù er memes ti. Ret eo da skolidi ar Gymnasium choaz un hent goude daou vloaz, da 12 vloaz eta : an eil zo troet un tamm muioc'h war-du an arzoù (Gymnasium) ; egile un tamm muioc'h war-du ar skiantoù (Realgymnasium). War-lerc'h daou vloaz e c'hallont cheñch hent ma karont, da 14 vloaz eta. Er memes mod hag er skolioù kentañ e vez aozet an devezhioù labour ; ar vugale goshañ, avat, o dez kentelioù diouzh an enderv, goude bezañ debret merenn er skol.

Matura a vez graet eus an arnodenn dalc'het e fin an eil derez, ha tremenet gant holl skolidi ar Gymnasium ha gant re skolioù uhel an Hauptschule. N'hall ket an den mont d'ar skol-veur hep an diplom-se.

An alamaneg eo yezh ofisiel Republik Aostria. Er vuhez foran e vez implijet ur yezh standard : er skolioù, war ar c'hazetennoù, war ar bruderezh, pe c'hoazh enlinenn. Ar yezh standard-se zo disheñvel un tamm en Aostria diouzh alamaneg standard Alamagn, a-fet distagadur ha geriaoueg dreist-holl. Er vuhez pemdez e vez kaozeet kentoc'h baverieg-aostrianeg, ur strollad rannyezhoù alamanek uhel. Alemaneg a vez kaozeet er c'hornôg pellañ hepken, e Vorarlberg, evel e Suis.

Kartenn ar yezhoù hag ar rannyezhoù en Aostria.

An darn vrasañ eus an dud a oar alamaneg a-vihanik : 88,6 % eus poblañs ar vro e 2018, da lavaret eo 7 115 780 a dud diwar 8 032 926 a Aostrianed [15]. Ar yezhoù desket ar muiañ war barlenn o mamm gant an Aostrianed all e oa an turkeg (2,28 %), ar serbeg (2,21 %), ar c'hroateg (1,63 %), ar saozneg (0,73 %), an hungareg (0,51 %), ar bosnieg (0,43 %), ar poloneg (0,35 %), an albaneg (0,35 %) hag ar sloveneg (0,31 %).

Kenofisiel eo ar sloveneg, an hungareg hag ar c'hroateg er Stadoù ma vezont komzet. E Karintia hag e Stiria emañ ar vinorelezh slovenek. Er reter pellañ, e Burgenland, ul lodenn gozh eus Rouantelezh Hungaria, emañ ar re hungarek ha kroatek. Honnezh a ra gant kroateg Burgenland, ur rannyezh dibar d'ar vro. Teir yezh all zo anavezet, hep kaout ur statud ofisiel avat : ar slovakeg hag an tchekeg e Vienna hag ar romeg e Burgenland. E 2001 e voe sinet Karta Europa ar yezhoù gant Aostria evit gwareziñ ha kas war-raok ar c'hwec'h yezh-se.

Yezh ar sinoù zo anavezet hag enskrivet e Bonreizh Aostria abaoe 2005.

Tremen un arnodenn alamaneg (live B1) zo ret e Stadoù zo, abaoe 2006, pa c'houlenner ar vroadelezh aostrian. Ar varregezh yezhel a vez priziet, hag an anaoudegezh eus sevenadur ar vro war un dro, evit bezañ asur e vefe aes d'an dud kenemprañ e kevredigezh Aostria[16].

Ur vro gatolik penn-kil-ha-troad e oa Aostria da vare impalaeriezh an Habsburged. An tiegezh-se a zifennas start an Iliz roman dalc'hmat, hag evit mirout ouzh ar brotestantiezh a c'hounit tachenn en Aostria e soutenas hardizh an Enepdisivoud. Hiziv c'hoazh eo katolik ar pep brasañ eus an dud en Aostria, daoust m'eo disteroc'h-dister o fouez er gevredigezh abaoe ar bloavezhioù 1970, evel en darn vrasañ eus broioù Europa ar C'hornôg.

An iliz-veur gatolik Sant-Stefan e Vienna.

68,2 % eus an Aostrianed a oa en em ziskêriet evel kristenien da-geñver un niveridigezh e 2021, gant 55,2 % a gatoliked ha 3,8 % a brotestanted. Anat eo an digresk pa lakaer keñver-ha-keñver sifroù 2021 gant re an niveridigezhioù kent : dregantad ar gristenien a save da 90,2 % e 1981 ha da 80,7 % e 2001. An holl gristenien hag an holl brotestanted gwitibunan a rank paeañ ar Kirchenbeitrag [17], ur skodenn roet d'o Iliz ha jedet diwar o c'horvoderioù (1,1 % anezho peurvuiañ, 32 € eo ar sammad izek). E 2015 ez ae 605 828 a dud d'an oferenn bep Sul, da lavaret eo 7 % eus ar boblañs.

Abaoe an eil hanterenn eus an XXvet kantved ez a war gresk an niver a Aostrianed a embann bezañ hep relijion ebet : hogos daou vilion a dud e 2021, 22,4 % eus ar boblañs. Ne oant nemet 6 % e 1981 ha 12 % e 2001.

War un dro eo kresket ivez plas ar relijionoù all, an Islam hag an Iliz Ortodoks dreist-holl. An enbroañ zo kaoz, da skouer war-lerc'h brezelioù Yougoslavia. 745 600 a vuzulmaned (8,3 %) a oa en Aostria e 2021, deuet ar braz anezho eus Turkia, Bosnia ha Kosovo[18]. Lieskementet dre zaou eo bet an niver a vuzulmaned en ur ober ugent vloaz. E studiadennoù zo e tiskouez lod Aostrianed bezañ strizh o spered e-keñver ar re-se, betek bezañ ali da grennañ o gwirioù dezho[19]. An Iliz ortodoks he doa 436 700 a izili (4,9 %) e 2021, tud serb o orin dreist-holl. Ar wech kentañ e oa d'an ortodosked bezañ niverusoc'h eget ar brotestanted en Aostria. Er bloavezh-se e oa bet kontet ivez 26 600 boudaad, 21 800 Test Jehovah, 10 100 hindouad ha 5 400 Yuzev.

Kredennoù pagan a chom roudoù anezho e festoù zo, er menezioù peurliesañ, evel hini ar Krampus, ur boud blevek ha kornek hag a spont ar vugale disent. E kêrioù zo en Alpoù Aostria e vez lidet ar Krampus bep bloaz e deroù an Azvent : tud treuzwisket eveltañ a zibun neuze er straedoù diouzh noz.

Monumantoù rummet en UNESCO (12)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek monumant all zo bet kinniget abaoe 1993, met n'int ket bet degemeret gant an UNESCO evit c'hoazh.

Sonerezh klasel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wiener Musikverein, opera filarmonek e Vienna.

Adalek penn-kentañ ar XVIvet kantved e teuas Vienna da vezañ ur gêr a bouez war dachenn ar sevenadur. Seul c'halloudusoc'h e veze impalaeriezh Aostria, seul binvidikoc'h e veze, ha seul niverusoc'h e veze ar vesened. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e voe sachet sonaozerien diouzh an dibab gant an noblañsoù brokus-se, hag evel-se en em gavas eno arzourien veur evel Mozart, Beethoven pe Haydn. Skol Vienna (Wiener Klassik) a vez graet eus ar mare aour-se, p'en em gavjont asambles e kêr, ha pa savjont sonennoù e-touez ar re vrudetañ eus istor ar muzik, tonioù nevezus koulz ha soutil. Vienna a oa neuze ur greizenn nevezentiñ ha kêr-benn ar sonerezh klasel koulz lavaret.

Meur a laz-seniñ aostrian zo bras e vrud er bed a-bezh. Laz-seniñ filarmonek Vienna eo an hini anavezetañ abalamour da sonadeg ar bloaz nevez, un abadenn hag a sell ur miliard a dud outi er bed-holl da Gala-bloaz. En Opera e vez c'hoariet, er Wiener Musikverein, digoret e 1870. Bez' e vefe an ti-se e-mesk an tri opera gwellañ er bed-holl gant re Berlin hag Amsterdam. Pevar c'hant metr emañ diouzh ur pezh opera all, ar Wiener Staatsoper, eñ digoret e 1869.

E 1910 e voe savet ar c'hentañ kompagnunezh filmoù e Vienna gant Sascha Kolowrat, goude m'en doa graet anaoudegezh gant Charles Pathé e Pariz, ha gant arz ar sinema war un dro.

Fritz Lang zo bet ganet e Vienna e 1890 ; hogen evit mont da sevener filmoù e kuitaas Aostria e 1918 evit mont da labourat da studioioù UFA e Berlin.

Ar sevener Michael Haneke, eus Wiener Neustadt, zo aet meur a briz gantañ, en o zouez un Oskar ha div Balmezenn aour e Festival Cannes (evit Das Weiße Band e 2009 hag evit Amour e 2012).

Div wech eo aet Oskar ar gwellañ film etrebroadel gant ur film aostrian : e 2008 gant The Counterfeiters, ur film gant Stefan Ruzowitzky  ; e 2013 gant Amour, ur film gant Michael Haneke.

Arnold Schwarzenegger, bet ganet e Thal (Stiria), eo an aktour aostrian brudetañ abaoe ar bloavezhioù 1980, da-heul filmoù evel Conan the Barbarian ha Terminator.

Pouezus-bras eo ar sportoù goañv en Aostria, ar ski dreist-holl, hag ur perzh bras o deus en he brud hag en hec'h ekonomiezh. 5 % eus PDK ar vro a vefe produet gant bed ar ski, gant an touristerezh pe gant an industriezh e vefe.

An div drederenn eus ar medalennoù aet gant Aostria er C'hoarioù Olimpek zo bet gounezet da-geñver C'hoarioù goañv : un drederenn gant skierien-diskenn, eben gant sportoù goañv all evel ar snowboard hag ar ski-lamm. Evel-se emañ Aostria er 6vet plas a-fet medalennoù er C'hoarioù goañv ; e-skoaz en 43vet plas hepken emañ er C'hoarioù hañv. Div wech e oa bet degemeret ar C'hoarioù Olimpek goañv er vro, e Innsbruck bep taol, e 1964 hag e 1976.

Degouezh ar Streif, brudetañ roudenn ski-diskenn ar vro, e 2011.

Ar ski-diskenn eo ar sport pennañ ha brudetañ en Aostria. Moarvat n'eus bro all ebet hag a zo bet ken bras he roll e istor ar sport-se. Kampioned evel Annemarie Moser-Pröll, Hermann Maier, Toni Sailer ha Marcel Hirscher zo e-mesk ar skierien wellañ bet gwelet a-viskoazh. Roudennoù teknikel ha dañjerus evel ar Streif e Kitzbühel hag an Trasslauf e Zell am See a sell ar skierien outo evel lec'hioù dreistordinal ha mojennel o sport.

Brudet eo ar vell-droad en Aostria, evel e pep lec'h en Europa, met ur ral eo d'ar skipailh broadel ober berzh. Ur mare aour e oa bet ar bloavezhioù 1930 memes tra, gant ar Wunderteam, pa c'hounezas pevarzek match diouzh renk. Kampionad Europa a oa bet aozet kevret gant Aostria ha Suis e 2008. E stadoù Vienna, Innsbruck, Salzburg ha Klagenfurt e oa bet c'hoariet krogadoù. Evit ar c'hleuboù n'o deus c'hoariet nemet pevar gourfenn kiboù Europa, ha tro wenn o deus graet bewech : Austria Wien e 1978, Rapid Wien e 1985 hag e 1996, Austria Salzburg e 1994

Gwech ebet n'eo aet ar maout gant ur c'hourser eus Aostria war hentoù Tro Bro-C'hall. Tennadoù zo bet gounezet memes tra gant Max Bulla (teir gwech e 1931), Georg Totschnig (2005) ha Patrick Konrad (2021). Max Bulla eo ivez ar marc'hhouarner aostrian nemetañ en deus gwisket ar c'hrez melen, un devezh hepken e 1931, war hentoù Breizh, etre Dinan ha Brest.

E-mesk ar sportourien vrudet all emañ ar c'hoarierien tennis Thomas Muster ha Dominic Thiem, gounezet pep a chelem bras ganto, hag ar rederien kirri Niki Lauda ha Jochen Rindt - an eil zo bet teir gwech kampion Formulenn 1, egile en deus gounezet 24 eurvezh ar Mañs ouzhpenn ar c'hampionad F1. War Red Bull Ring Spielberg, e Stiria, e vez aozet Priz Bras Aostria bep bloaz.

A-fet marc'hegerezh eo brudet bras Skol Spagn, staliet e palez impalaerel an Hofburg, e kreiz-kêr Vienna. Eno e vez doñvaet kezeg lipizzan o gouenn abaoe 1565, ha desket dezho kerzhout ha dañsal da-geñver abadennoù giz klasel. Rummet eo evel glad sevenadurel dizanvezel gant an UNESCO abaoe 2015 .

Boued hag evajoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gegin eus ar vro zo heritet eus mare impalaeriezh Austria-Hungaria ha levezonet bras gant keginoù Europa ar C'hreiz. Daoust ma soñj an dud e hini Vienna peurliesañ eo liesseurt an traoù en Aostria, ha cheñch-dicheñch eus an eil rannvro d'eben - e Vorarlberg, da skouer, e vez fardet kalz meuzioù diwar formaj. Ar gegin hengounel evit ar meuzioù pennañ, an Hofküche, zo diazezet war ur c'hempouez etre kig bevin ha kig moc'h, ha war doareoù a bep seurt da fardañ legumaj. Skouerioù anezhi eo ar Wiener Schnitzel, ar c'hKnödel, an Tafelspitz ha Kasnudeln Karintia. Ar Mehlspeisen, evit ar gwastilli, zo un hengoun all en deus degaset brud d'ar vro gant dibennoù-pred evel ar Sachertorte pe an Apfelstrudel. Gwerzhet e vezont e stalioù arbennikaet anvet Konditorei. Evit ar goñfizerezh e vez produet en Aostria ar madigoù Pez ha Manner hag ar chokolad Milka.

Evel-just eo mil-anavezet ar c'hafe giz Vienna. Franziskaner a vez graet eus ar c'hafe-se eno - da lavaret eo "kafe frañsezat", peogwir eo hañval e liv ouzh hini dilhad ar venec'h frañsezat. Evit fardañ ur banne hini du giz Vienna e skuilher laezh tomm ha dienn baset en ur c'hafe moka, hag a-wechoù e vruzuner chokolad warnañ. Ken brudet all eo ar c'hafedioù ma vez servijet gant ur banne dour, ur c'hliched stag ouzh ar gêr-benn hag he sevenadur : Stefan Zweig a rae "kleuboù demokratel" anezho. Hervez ur vojenn e vije komañset tud Vienna da evañ kafe da-heul Emgann Vienna e 1683 : sac'hadoù greun kafe o dije lezet an Durked war o lerc'h en ur dec'het kuit. Un evaj tomm all eo ar chokolad giz Vienna, heñvel e rekipe, met aozet gant chokolad tomm e-lec'h kafe.

Un Heuringer gwechall.

Gwin a vez produet e reter ar vro, e Vienna zoken, diwar gouennadoù lec'hel evel ar Grüner Veltliner (gwin gwenn) hag ar Zweigelt (gwin ruz). En diskar-amzer e c'haller evañ gwin nevez en Heurigen, ostalerioù stank e reter ar vro ha dalc'het gant gwinierien gwechall. Schnapps a vez produet kalzik ivez, diwar frouezh ha louzeier d'al liesañ : war-dro 20 000 strilherez zo er vro, re vihan evit an darn vuiañ anezho. Bier a vez breset ivez, pale lager dreist-holl evel e Bayern pe e Tchekia. Almdudler zo un evaj hep alkool fardet diwar louzeier, rezin hag avaloù. Lakaet e vez da "evaj broadel Aostria" gant lod. Red Bull zo bet lañset da gentañ en Aostria gant an embreger Dietrich Mateschitz : e-kichen Salzburg emañ sez an embregerezh hiziv c'hoazh.

Aostrianed vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aktourien

Bevoniour

C'hoarierien echedoù

Ekonomour

Filmaozerien

Fizikourien

Ijinour

Livourien

Matematikour

Medisined

Politikour

Prederour

Savourien

Skrivagnerien

Sonaozourien

Sportourien

  • Mozart ne oa ket aostrian, en desped d'ar pezh a vez kredet. E 1756, pa oa bet ganet, e oa kêr Salzburg ur briñselezh eus an Impalaeriezh santel roman german c'hoazh. E 1805 e voe staget e c'hêr c'henidik ouzh Aostria evit ar wech kentañ, pevarzek vloaz war-lerc'h e varv.

Aostria ha Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gazilieg eo ar barrez vreizhat nemeti a zo gevellet gant ur gumun eus Aostria. E 1986 e skoulmas emglev gant Hollersbach im Pinzgau, e mervent rannvro Salzburg, d'ur mare ma oa Yves Rocher maer ar gumun. Evit bodañ re yaouank an div gêr ez eus bet aozet kampoù[20].

Daou levr gant ar skrivagner aostrian Stefan Zweig a oa bet embannet e brezhoneg e 2013 : Ar c'hoari-echedoù ha Lizher ur vaouez dianavez, o-daou troet gant Gérard Cornillet.

  1. (juin 1991) "{{{title}}}" 16: 21. ISSN 0396-4590.
  2. Österreichischer Sachstandsbericht Klimawandel 2014 (AAR14). Verlag der Österreichischen Akademie der Wissenschaften, Vienna, Aostria. https://web.archive.org/web/20191226101217/https://ccca.ac.at/wissenstransfer/apcc/apcc-aar14
  3. https://www.automobile-club.org/assets/doc/redevance-autoroutiere-autriche.pdf
  4. Österreich - Nationalratswahl 2019. Kavet : 29 septembre 2019.
  5. Le président autrichien en visite à l'OTAN. Kavet : 13 octobre 2010...
  6. Quelles sont les grandes dates de la construction de l’Union européenne ?. Kavet : 13 octobre 2010...
  7. "{{{title}}}".
  8. https://www.rfi.fr/fr/emission/20190722-autriche-debat-lance-autour-service-militaire
  9. https://donnees.banquemondiale.org/indicateur/NY.GDP.PCAP.PP.CD?most_recent_value_desc=true
  10. https://agriculture.gouv.fr/autriche#:~:text=Avec%2026%2C1%20%25%20de%20sa,de%20bien%2D%C3%AAtre%20animal%20%C3%A9lev%C3%A9es.
  11. Chiffres clés du tourisme en Autriche 2018. Kavet : avril 2019.
  12. Bevölkerung im Jahresdurchschnitt https://www.statistik.at/statistiken/bevoelkerung-und-soziales/bevoelkerung/bevoelkerungsstand/bevoelkerung-im-jahresdurchschnitt
  13. https://www.statistik.at/en/statistics/population-and-society/population/population-stock/population-by-citizenship/country-of-birth
  14. https://www.statistik.at/en/statistics/population-and-society/population/population-stock/population-for-the-fiscal-equalisation
  15. United Nations Statistics Division (7 mai 2018). Population by language, sex and urban/rural residence
    (en)
    ..
  16. Requirements to become an Austrian citizen Patrom:Webarchive, provided by the Viennese state government Patrom:In lang
  17. https://www.erzdioezese-wien.at/pages/inst/14428333/wissenswertes/beitragsberechnung/hintergrundinfos
  18. Laure de Charette (2 février 2016). En Autriche, la réforme de l’islam divise encore les musulmans..
  19. Près de la moitié des Autrichiens veulent limiter les droits des musulmans (26 septembre 2019). Kavet : 9 novembre 2019.
  20. https://www.ouest-france.fr/bretagne/la-gacilly-56200/la-gacilly-et-hollersbach-30-ans-de-jumelage-4376978
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria.