Ernst Grünfeld
Ernst Grünfeld a zo bet ganet d'ar 21 a viz Du 1893 e Vienna (Aostria) ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 1962 e Vienna (Aostria).
Mestrc'hoarier, kazetennour ha skrivagnour echedoù aostrian.
E tournamant Vienna (1920) e tapas ar plas kentañ a-gevred gant Savielly Tartakower; 1añ e Margate (Breizh-Veur) e 1923: trec'h e voe war Aleksandr Alekhin, Efim Bogoljubov ha Richárd Réti; 1añ e Merano-Meran (1924); 1añ e Budapest (Hungaria) e 1926 a-gevred gant Mario Monticelli; 1añ e Vienna (1927), 1añ e Vienna (1928) a-gevred gant Sándor Takács ha 1añ e Vienna (1933) a-gevred gant Hans Müller, 1añ en Ostrava (Mährisch-Ostrau) e 1933; kampion Alamagn e 1923.
Hervez "Chessmetrics" e voe tizhet e renk Elo uhelañ gantañ e 1924-1925 : 2715.
An Difenn Grünfeld
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies e implije an Difenn Grünfeld:
1. d4 Mf6
2. c4 g6
3. Mc3 d5
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalz a bennadoù a-zivout an digoradurioù e kazetennoù echedoù Europa, en Alamagn, e Belgia, e Bulgaria hag en Unaniezh Soviedel;
- The Queen's Pawn Game and the Queen's Gambit Declined (1924);
- Taschenbuch der Eroffnungen im Schach (1953).
Liamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hans Kmoch, Grandmasters I Have Known: Ernst Gruenfeld, 2004.
- Renk Elo .