Mont d’an endalc’had

Kastell Schönbrunn

Eus Wikipedia
Kastell Schönbrunn

Kastell Schönbrunn pe Palez Schönbrunn zo ur palez brudet e Vienna, en Aostria, a voe lec’h-annez meur a impalaer eus an Tiegezh Habsbourg. Bez’ eo unan eus al lec’hioù a zegemer ar muiañ a weladennerien e Vienna, abaoe ar bloavezhioù 1960.

Er bloavezh 1569 e voe prenet douaroù war ribl ar stêr Wien gant an Impalaer Santel Masimilian II, d’ober un dachenn chaseal ganto. En dachenn-se e veze lezet loened-pluñv ha loened-blev hag un ti-chase a oa ivez.

Er c’hantved war-lerc’h e tivizas Eleonora Gonzaga, a blije dezhi chaseal hag a oa bet roet an dachenn dezhi goude marv he gwaz, an impalaer Ferdinand II, lakaat sevel ur palez eno. Etre 1638 ha 1643 e voe savet kastell Schönbrunn, hag anvet e voe evel-se diwar ur “vammenn gaer” a oa en dachenn.

Kastell Schönbrunn a blije kenañ d’an impalaerez Maria Theresia, pried Frañsez I hag eno e voe desavet o bugale, en o zouez o merc’h Maria Antonia, a oa da vezañ rouanez Bro-C’hall, ha brudet evel Marie-Antoinette Bro-C'hall.

E 1744 ha 1749 e voe kempennet ar c’hastell ha roet dezhañ e neuz a vremañ.

En-dro d’ar c’hastell ez eus liorzhoù kaer, er c’hiz varok, gant ul liorzh-loened.

Gwel eus kastell Schönbrunn adal al liorzhoù

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.