Wiener Neustadt
Neuz
Wiener Neustadt
| Deiziad krouiñ | 1194 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Wiener Neustadt |
| Anv er yezh a orin | Wiener Neustadt |
| Anvet diwar | Vienna |
| Stad | Aostria |
| Kêr-benn eus | Wiener Neustadt District |
| E tiriad | Aostria-Izel |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00, Central European Time |
| War ribl | Warme Fischa, Kehrbach |
| Lec'hiadur | Steinfeld |
| Daveennoù douaroniel | 47°49′0″N 16°15′0″E |
| Penn an aotrouniezh | Klaus Schneeberger |
| Ezel eus | AG Neustadt in Europa, Kevredad evit an hin |
| Gevellet gant | Harbin, Desenzano del Garda, Monheim am Rhein |
| Darvoud-alc'hwez | 1916 Wiener Neustadt tornado |
| Kod-post | 2700 |
| Postel | mailto:buergerservice@wiener-neustadt.at |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.wiener-neustadt.at/, https://www.wiener-neustadt.at/ |
| Roll monumantoù | list of cultural heritage monuments in Wiener Neustadt |
| Kod pellgomz an takad | 2622 |
| Kod plakenn varilh | WN |

Wiener Neustadt (hungareg: Bécsi Újváros, latin: Civitas Nova Viennensis) a zo ur gêr e gevred Aostria-Izel. Diazezet e voe e 1194 gant an dug Leopold V Babenberg, eus Tiegezh Babenberg, gant an arc'hant en doa tennet eus e brizoniad Richarzh Kalon-Leon, roue Bro-Saoz, evit e zieubiñ.
Etre 1487 ha 1490 e oa Wiener Neustadt perzh eus Hungaria. E 1786 e voe distrujet gant ur c'hren-douar hag adsavet en doare barok.
E 1944 e voe distrujet adarre, gant bombezennoù saoz hag amerikan ar wezh-mañ. E fin an Eil Brezel-bed ne chomas nemet 18 ti en o sav diwar an 3 000 a oa bet.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frederig II Babenberg, dug
- Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, eus an Tiegezh Habsbourg, impalaer, kentañ pried Anna Vreizh
- Maria Anna Aostria (1634-1696)
- Leonor Portugal (impalaerez)
- Ferdinand Porsche, ijinour
- Michael Haneke, leurenner
