Azvent

Eus Wikipedia
Ur c'holist oc'h enaouiñ goulaouennoù-koar, da vare an Azvent

An Azvent (diwar ar ger latin adventus) eo an anv a roer d’ar peder sizhun a-raok Nedeleg.

Dont a ra ar ger Azvent eus ar ger latin adventus a dalvez "donedigezh". En amzer an Azvent e lid ar gristenien donedigezh Jezuz-Krist. Gant an Azvent e krog ar bloavezh a liderezh en ilizoù kristen. Lidet e vez gant an ilizoù katolik hag anglikan hag un nebeud re all.

Ur mare eo evit ar gristenien da brientiñ Ginivelezh Jezuz ha gouel Nedeleg, kenkoulz hag evit prientiñ addonedigezh Jezuz war an Douar. Ur mare a breder hag a bedenn eo evito.

Dre vras ez eo an Azvent ur mare ma vez an dud o prientiñ gouel Nedeleg, o kinklañ o zi, o prenañ profoù hag o fardañ boued evit koan Nedeleg.