Skol eil derez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skolioù eil derez)

An deskadurezh e skolioù eil derez a zo etre fin ar skolioù kentañ derez (bugale 3-10 vloaz) ha penn-kentañ an deskadurezh uhelañ (goude 18 vloaz).
Disheñvelderioù bras a c'hell bezañ etre ar reizhiadoù dibabet hervez ar broioù.

Deskadurezh eil derez e Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skolioù Breizh a implij sistem skol Frañs pe e vefent publik pe dindan gevrat gant ar stad.

  • Ar vugale a grog gant ar skolaj evit pevar bloavezh, an aliesañ etre unnek ha pemzek vloaz. Deskadurezh er skolaj a zo muzuliet dre diplom broadel ar breved (Diplôme national du brevet, DNB).
  • Al lise a zo frammet e tri c'hlas : eilvet klas, kentañ klas, ha klas termen. Bez ez eus eus liseoù teknologel, micherel, ha hollek.
  • E fin ar c'hlas termen e tremen al liseidi arnodenn ar bak (bachelouriezh), hag a zo ret da gaout d'en em enskrivañ er skol-veur.