Diplôme national du brevet
Er stern du : lec'hiadur ar Breved er skoliata c'hall |
An Diplôme national du brevet ("Diplom broadel ar Breved"), berraet gant ar stumm DNB, zo un diplom stadel gall a live 5 a dalvez da briziañ ar barregezhioù a c'hortozer digant skolajidi Bro-C'hall bezañ mestroniet e fin an Trede klas pe ar c'helc'hiad pevar (5vet, 4vet, 3vet klas)[1]. Etre 14 ha 15 vloaz dre vras eo oad ar re a dremen an arnodenn-se. N'eus ket ul liamm rik etre ar fed ma vefe roet an diplom gant ur juri departamantel hag an hent skol a vezo kemeret dre choaz gant ar skolajiad goude ar skolaj. Evit an elfenn-se ez eo ali rener ar skolaj hag ar c'huzul-klas a vez ar pouezusañ.
Krouet ez eus bet gant Diwan un diplom kevatal (hep talvoudegezh ofisiel) anvet an A.K.E.D (Arnodenn Kreiz Eil Derez)[2]
2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude adreizhadur ar skolaj e 2017 e chom an tu gant ar skolajidi da dremen al lodenn Istor-douaroniezh en ur yezh rannvroel penn-da-benn (brezhoneg, euskareg, korseg hag all). Ar yezh rannvroel a vez notennet ivez e-pad ar bloavezh war un hollad a 50 poent. Dre gomz ar Breved a c'hell bezañ tremenet evit an hanter gant ar yezh rannvroel ivez (notennet eo war un hollad a 100 poent).
Evit ar bloavezh 2017 ez eus bet 832 654 a skolajidi ha skolajiadezed o tremen an arnodenn[3] :
- 752 542 evit an hentenn hollek ;
- 80 112 evit an hentenn vicherel.
2023
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2023, ouzhpenn an Istor-douaroniezh hag ar c’helenn moral ha keodedel, eo bet aotreet ar skolidi da dremen al lodenn skiantoù e brezhoneg[4].
2024
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 23 a viz Du 2024 eo bet resevet ul lizher gant rektorien Bro-C'hall. Dre ar c'helc'h lizher sinet gant Gabriel Attal, ministr an deskadurezh d'an ampoent, ne vo ket mui troet ar brevet e nep yezh all evit ar galleg. Un diskoulm e vefe hervezañ d'an dizingalded etre ar skolajidi [5]. Aotreet e chom tremen ul lodenn dre gomz e brezhoneg ha da respont d'ar goulennoù savet en Istor-douaroniezh e brezhoneg memestra [6].
Hentennoù divyezhek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit skolajidi an hentennoù divyezhek e vez an tu da dremen arnodenn ar Breved dre gomz en hanter gant ar yezh ouzhpenn d'ar galleg (ar brezhoneg, da skouer). Poentoù a vez roet e fin ar bloavezh hervez ma 'z eo bet tizhet al live mestroni war ar yezh goulennet e fin ar c'helc'hiad pevar pe an trede klas. Ouzhpenn-se e vez tremenet an Istor-douaroniezh e brezhoneg.
Tu zo da c'houlenn ouzhpennañ ur menneg war an diplom evit diskouez eo bet tremenet ar skolajiad dre un hentenn divyezhek ha tremenet neuze ar Breved gant un eil yezh<ref>(fr) < Circulaire relative à l'enseignement des langues et cultures régionales/ref>.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le diplôme national du brevet
- ↑ (br) Diwan Breizh
- ↑ (fr) Diplôme national du brevet – Session 2017
- ↑ (fr) Au brevet 2023, les copies de collégiens rédigées en breton seront bien corrigées. Ouest-France (Mezheven 2023).
- ↑ Afin de respecter l'équité de traitement pour tous les élèves lors des examens et de sécuriser la passation, il convient de rappeler que, quelle que soit la Iangue de composition, les sujets et les documents d'accompagnement des sujets ne sont pas traduits en langue régionale et demeurent en français.
- ↑ A ce titre, les candidats peuvent composer en langues régionales aux épreuves écrites dûment spécifiées en accord avec les conventions signées à ce jour.