Mont d’an endalc’had

Alexander Van der Bellen

Eus Wikipedia
Alexander Van der Bellen

Alexander Van der Bellen (ganet d'an 18 a viz Genver 1944) zo un armerzhour hag ur politiker eus Aostria. D'an 23 a viz Mae 2016 eo bet dilennet da brezidant republik Aostria.

Ganet eo Alexander Van der Bellen e Vienna, d'un tad deuet eus Rusia ha d'ur vamm deuet eus Estonia. E hendadoù eus tu e dad a oa aet eus an Izelvroioù da Rusia.

Er bloavezhioù 1960 en doa graet studioù ekonomiezh e skol-veur Innsbruck. Un doktorelezh a dapas e 1970. Kelenner e voe goude-se e skol-veur Innsbruck hag e Vienna goude.

Oberiant eo bet e-barzh ar gostezenn sokial-demokrat Sozialdemokratische Partei Österreichs (SPÖ) da gentañ hag e kostezenn ar Re C'hlas goude, eus 1992 da 2016. E Kuzul Broadel ar Re C'hlas eo bet etre 1994 ha 2012. Mouezh ar strollad e oa eus 1997 da 2008 ha neuze en doa roet e zilez.

War ar renk eo aet, e nevez-amzer 2016, evit dilennadeg prezidant ar republik, evel un den dizalc'h, met harpet gant kostezenn ar Re C'hlas. En dro gentañ eo erruet da eil, goude paotr an tu dehoù pellañ Norbert Hofer, hag en eil tro eo bet trec'h war hennezh.[1]

Mont a raio da brezidant da vat e miz Gouere 2016.


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.