Großglockner

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Großglockner from behind the glass panorama tower.JPG

Ar Großglockner (skrivet ivez Grossglockner e Suis) eo menez uhelañ Aostria, gant 3 798 metr uhelder a-us live ar mor. Unan eus menezioù uhelañ an Alpoù eo ivez, an hini uhelañ er reter da ode Brennerpass. Emañ en un strollad menezioù anvet Glockner, e korn-bro meneziek Hohe Tauern. War ar vevenn etre stadoù Karintia ha Tirol emañ.

E 1934 e oa bet toullet un tunnel a-dreuz ar Großglockner, hag a zo ul lodenn eus an hent anvet Großglockner-Hochalpenstraße, hent uhelañ Aostria. Dont a ra touristed e-leizh d'an tolead, ha moarvat ez eo an eil lec'h a vez gweladennet ar muiañ en Aostria, goude Kastell Schönbrunn.