Alexander Schallenberg

Alexander Georg Nicolas Christoph Wolfgang Tassilo Schallenberg (ganet e Bern d'an 20 a viz Mezheven 1969) zo ur gwiraour hag ur politiker aostrian. Kañseller Aostria eo bet e 2021, eus an 11 a viz Here betek ar 6 a viz Kerzu. Ezel eo eus ar strollad Österreichische Volkspartei (ÖVP). Ministr an Aferioù diavaez e oa bet er gouarnamant kent, etre 2019 ha 2021.
P'en doa ranket Sebastian Kurz reiñ e zilez eus e garg a gañseller, d'an 9 a viz Here 2021, e oa bet anvet Schallenberg da gemer e lec'h.