Suafrika

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Republik Suafrika)
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svgAr pennad-mañ a denn d'ar stad anvet Republik Suafrika. Evit rann su kevandir Afrika, gwelet Afrika ar su.

Republik Suafrika
Banniel Suafrika
(Banniel Suafrika) (Ardamezioù Suafrika)

Ger-stur: !KE E: /XARRA //KE
(/Xam = Unanded el liested)

Yezhoù ofisiel afrikaneg, saozneg, ndebeleg, xhosaeg, zouloueg, sothoeg an norzh, sothoeg ar su, tswaneg, swatieg, vendeg, tsongeg
Kêr-benn ha Sez ar Gouarnamant Tshwane/Pretoria
Sez ar Parlamant Kêr ar C'hab
Sez ar Justis Bloemfontein
Renad Republik prezidantel gant doareoù kevreadel
Prezidant Jacob Zuma
Gorread 1.219.912 km²
Poblañs 46.880.220 (Mae 2005)
Stankted 38 dre km²
PBG dre zen $4.698 Mae 2005
Dizalc'hiezh 31 Mae 1910
Moneiz Rand
Eur UTC +2
Kan broadel Nkosi sikele li'Africa/ Die Stem van Suid-Afrika
Berradur ZA
astenn internet .za
Kod pellgomz +27
LocationSouthAfrica.png
Kartenn Suafrika

Suafrika (a veze anvet Unaniezh Suafrika gwechall) zo anezhi ur republik lec’hiet e su pellañ Afrika. Broioù amezek zo dezhi en norzh, Namibia, Botswana ha Zimbabwe, hag er gevred, Mozambik ha Swaziland. Evit Lesotho a zo un enklozadur.

N'eo ket bet heñvel emdroadur Suafrika ouzh hini ar broioù all eus Afrika. Daou abeg zo da se : deuet ez eus muioc’h a Europiz d’ober o annez er vro eget er broioù all ha mengleuzioù kailh a-leizh zo en he c’hondon, ar pezh a zedenne kalz Kornôgiz, dreist-holl e-pad ar brezel yen. Dre ma oa deuet kalz a Europiz d'ar vro e weler a bep seurt tud neuzioù disheñvel dezho hiziv an deiz. E Suafrika, e-touez broioù Afrika, emañ ar poblañsoù hiron, gwenn hag indezat an niverusañ. Suafrika, zo 43 milion a dud o chom enni, zo er plas kentañ evit an armerzh en Afrika. 75,2 % a Vorianed, 13,6 % a dud wenn, 8,6 % a dud hiron ha 2,6 % a Aziiz, a ya d'ober poblañs Suafrika.

Goude bezañ bet bro an apartheid e-pad degadoù a vloavezhioù ez eo lesanvet ar vro bremañ ar vroad kanevedenn.

Anvioù ofisiel Republik Suafrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Republiek van Suid-Afrika (afrikaneg), Republic of South Africa (saozneg), Riphabliki yeSewula Afrika (ndebeleg), Riphabliki yaseMzantsi Afrika (xhosaeg), Riphabliki yaseNingizimu Afrika (zouloueg), Rephaboliki ya Afrika-Borwa (sothoeg an norzh), Rephaboliki ya Afrika Borwa (sothoeg), Rephaboliki ya Aforika Borwa (tswaneg), IRiphabhulikhi yeNingizimu Afrika (swatieg), Riphabuliki ya Afurika Tshipembe (vendeg), Riphabliki ra Afrika Dzonga (tsongeg)


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok tud Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Portugaliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izelvroiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saozon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1795 ha 1803 e voe aloubet Cape Town gant Breizh-Veur, da virout na gouezhje etre krabanoù ar C'hentañ Republik c'hall a oa o paouez aloubiñ an Izelvroioù. Goude distroet ur pennad berr d'an Izelvroioù dindan ar Republik Batav en 1803, e teuas en-dro ar Saozon e Cape Town en 1806. Goude diskar Napoleon e 1815 e voe roet an drevadenn d'ar Saozon hag e teuas da vout un darn eus Impalaeriezh Breizh-Veur, a grogas da gas trevadennerien di adal 1818, ha dreist-holl e 1820.

Lakaet e veze an drevadennerien nevez da zont da binvidikaat an drevadenn ha da ziwall an harzoù gant ar pobloù afrikan, Xhosa dreist-holl d'ar poent-se

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sez ar gouarnamant e Pretoria
Parlamant Suafrika e Kêr ar C’hap
Annez ar prezidant e Kêr ar C’hap

Ur gouarnamant parlamantel eo gouarnamant Suafrika ha Penn ar Stad zo war un dro Prezidant Republik Suafrika ha penn ar gouarnamant.

Dilennet eo ar prezidant e-pad breudoù ar parlamant divgambr, da lavaret eo gant ar Vodadenn vroadel ha gant Kuzul broadel ar Proviñsoù (NcoP).

Ar 400 ezel eus ar Vodadenn Vroadel a vez dilennet gant ar mouezhiañ kenfeurel. An NCoP, bet krouet e plas ar Sened e 1997, zo enni 90 ezel dileuriet ganto an nav froviñs hag ar meurgêrioù.

Pep proviñs a vez renet gant ul lezennadur proviñs ungambr ha gant ur C’huzul Erounit zo ur ministr kentañ en e benn (premier e saozeg hag en afrikaans). N’eo ket ken emren proviñsoù Suafrika ha, da skouer, ha proviñsoù Kanada pe re ar Stadoù-Unanet. Anv eus eus ur reizhiad kevreadel kerreizh. 11 yezh ofisiel zo er Stad-se.

Abaoe fin an [[apartheid] ez astenn muioc’h-mui KBA e veli war ar vro. Chom a ra bev-birvidik an tu-enep koulskoude, daoust ma n'en deus ket mui kement a bouez ha m’en doa a-raok. Lavaret e vez dre gustum ez eo Suafrika ar vro demokratelañ eus Afrika. Brokus a-walc’h eo he Bonreizh, da skouer, evit a sell Gwirioù mab-den.

Ret eo d’ar gouarnamant diskoulmañ an traoù a denn d'ar feulster er maezioù : adreizhet e vez an douaroù hag e-se e ranker adreiñ douaroù d’ar vorianed. Peurliesañ e rank ar gouerien afrikanerien gwerzhañ o stalioù labour-douar d’ar gouarnamant hag abalamour da se e vez sav jeu a-wechoù etrezo. War-dro 35 000 kouer zo er vro hag ur wech amzer e vezont taget gant bandennoù aozet. Lod anezho a ya da gemer perzh er stajoù komando aozet evit talañ outo dre ma ne vez roet harp dezho gant ar gouarnamant. Klask a ra meur a strollad eus an Tu dezhoù-pellañ lakaat tud en o zouez da emezellañ outo dre ma santont e vezont lezet a-gostez a-wechoù.

Ret eo derc'hel soñj ouzh Nelson Mandela a zo bet ar c'hentañ prezidant du e Su Afrika (d'an 10 a viz Mae 1994 eo bet dilennet ha chom a reas e penn ar vro betek 1999).

Gwalenn an torfeterezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar gazetenn Le Monde, bet embannet d’an 28 a viz Kerzu 2004, ez eo e Suafrika e vez graet an niver brasañ a dorfedoù e-touez broioù ar bed a-bezh : 20 000 den muntret ar bloaz, 30 000 gwech e voe klasket muntrañ tud, ouzhpenn 50 000 maouez a oa bet gwallet ha war-dro 300 000 gwech e oa bet laeret tiez. Diskouez a rae mat ar stadegoù bet embannet e 2004 hag e 2005 e oa niver an torfedoù o tigreskiñ, dreist-holl evit a sell ar muntroù hag ar skrapadennoù tiez. E 2006 e oa digresket niver an torfefoù c'hoazh, ar pezh zo kalonekaus met ne oa ket ken bras an diforc'h etre 2006 ha 2005 ha ma oa bet etre 2005 ha 2004.

E 2005 e voe muntret 19 000 den, 55 000 den all a voe gwallet ha 120 000 hold-up a voe e Suafrika, hervez ar stadegoù bet embannet er gazetenn Suday Times. André Brink, romantour suafrikan, en doa displeget e soñj diwar-benn an dorferdourezh, koulz ha diwar-benn digasted ar gouarnamant, er gazetenn « Le Monde » e miz Gwengolo 2006. Rak-se e c'hallfe politikerezh ar vro bezañ distabilaet, hervezañ. Disklêriet en doa e soñj ivez diwar-benn ar vreinadurezh, lorc’hentez ministred zo hag ar SIDA ha goulennet en doa ivez digant ministred ar yec’hed hag ar surentez reiñ o dilez dre ma oant divarrek.

Proviñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dre ar munud : Proviñsoù Suafrika

Kartenn Suafrika gant he harzoù nevez (2005)

E fin an apartheid, e 1994, e oa graet 9 froviñs nevez diwar ar 4 froviñs eus Suafrika hag an 10 bantoustan emren pe dizalc’h a oa enni :

Menezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menezioù Drakensberg e Natal

E Su ar vro emañ Menezioù Drakensberg. En em astenn a reont war 1000 km, eus Kwazulu-Natal betek proviñs ar C’hap. 3000 m a uhelder keitat int. Thabana Ntlenyana (3482 m) eo ar menez uhelañ eus ar vro. Kozh a-walc’h eo torosad Drakensberg, uhelennoù ront o stumm ennañ. En takad glasvezek-se eo emañ ar boblad San o chom. En torosad-se emañ penn orin ar stêr Orange ivez.

E norzh ar vro emañ Pilanesberg, un takad volkanek kozh. Un takad serzh a-walc’h eo, gant toulloù-diskarg niverus. Loened a bep seurt zo o vevañ eno. Plant dibar zo ivez en takad-se : Adansonia, Tek, Ebena, Hibiscus...

Plaenennoù ha dezherzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Protea ar roue (Protea cynaroides)

An darn vrasañ eus ar plaenennoù zo lec’hiet e gwalarn Stad dieub Orange. Du-hont e vez gounezet ar c’hementadoù brasañ a ed, maiz, kotoñs eus Suafrika ha devaset e vez deñved a-vil-vern.

Fonnus-tre eo an aour, an diamant, an uraniom hag ar glaou e kondonioù Suafrika, evel e kêrioù Kimberley ha Bloemfontein.

Dezerzh Kalahari zo e gwalarn ar vro, un deserzh tost da 1 milion km2 en em astenn ivez e Botswana hag e Namibia. Tevennoù traezh ruz ha kornioù savanennoù zo en dezerzh hanter grin-se. Un nebeud gwez, en o mesk kasia draenek ha baobabez, zo ivez. Gallout a reer gwelet kalz a loened tremenidi ennañ ivez.

Aod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Namaqualand e Western Cape

Ingal a-walc’h eo an aod a-hed ar Meurvor Atlantel. E Namaqualand ez eus war-dro 4000 spesad plant ( lili, aloes...) o vleuniañ ur miz ar bloaz , etre miz Eost ha miz Gwengolo. Ur c’hornad-bro touristel-tre eo. Trowardroioù Kab ar Spi Mat zo roc’hellek-tre ha trevadennoù manked zo o vevañ eno. En inizi ar Reuniged (Seal Island) ez eus reuniged eus Antarktika dreist-holl.

War an aod, e korn-bro Stellenbosch, ez eo dispar an hin evit gounit gwiniegi.

Er reter, war an aod, ez eus aodoù roc’hellek ha graeoù traezh munut a bep eil. E lec’hioù zo war an aod e vez bevennet ar c’hornioù neuial gant rouedoù evit mirout ouzh ar rinkined, bras-tre an niver anezho a-wechoù, a dagañ an dud.

E Reter ar vro emañ kêrioù kouronkañ pennañ Suafrika, evel East London, Jeffrey’s Bay, Port Elizabeth pe Durban.

Takadoù mor zo deuet da vezañ Parkoù broadel evel gwarezva Finda. Gallout a reer pleustriñ ar splujerezh danvor eno.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an titourennoù, a denn d’an diorren denel, bet dastumet da-geñver Programm ar Broadoù-Unanet evit an diorren e weler eo kilet Suafrika a 35 plas er renkadur etre 1990 ha 1995. Paouroc'h eo poblañs Suafrika eget ne oa bet a-raok. Muioc'h a fiziañs a c'haller kaout e disoc’hoù ar studiadennoù nevez-se a ro ur skeudenn eus an traoù evel m'emaint (da vare an apartheid gwechall ne veze ket embannet disoc’hoù ar studiadennoù a vez graet war aozioù bevañ Afrikiz evel ma oant). Setu perak eo heverk ar giladenn-se. Notennomp ivez eo aet Suafrika da gilañ abalamour d'ar SIDA. Ar poblañsoù tud wenn n’emaint ket mui en o bleud kennebeut abalamour ma n’eus ket mui eus an apartheid hag abalamour d’ar Sida, an dorfedourezh hag ar pezh a c’hoarvezh e Zimbabwe hag en Aod-an-Olifant. Gant-se ez a un niver bras a Suafrikiz a ya kuit eus o bro d’ober o annez en Aostralia pe e Zeland-Nevez. Afrikiz a-leizh, er c'hontrol, a guita o bro evit en em staliañ e Suafrika evit gounit muioc’h a arc’hant eget na reont en o bro orin. Kuitaat a reont Suafrika avat un nebeud bloavezhioù war-lerc’h abalamour d’ar SIDA ha d’an torfedoù.

Setu amañ dindan korvoderioù bloaziek ar broioù afrikan, hervez renkadur ar Bank-bed:

  1. Banniel Suafrika Suafrika : 240,1 miliard a zolarioù, eleze 3630 USD dre annezad.
  2. Flag of Algeria.svg Aljeria : 102,2 viliard a zolarioù, eleze 3150 USD dre annezad.
  3. Nijeria Nigeria: 98,9 miliard a zolarioù, eleze 390 USD dre annezad.
  4. Egipt Egipt : 89,3 miliard a zolarioù, eleze 1310 USD dre annezad.

An diforc’hiñ pozitivel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panell da vare an apartheid

E 1994 o doa pennadurezhioù Suafrika lakaet politikerezh an “diforc’hiñ pozitivel” war-sav evit reiñ muioc’h a blas d’ar vorianed e gennadoù ar vro (melestradurioù, servijoù publik ha lezpublik, kevredadoù broadelaet ha prevez). Rak-se e voe kinniget da dud wenn, a laboure e gennadoù armerzhel niverus ar vro, da vont war o leve pe da asantiñ bezañ difredet, a-bouez ma vije roet digolloù bras dezho. Un darn vihan eus an dud wenn zo aet war baouraat (10% eus an dud-se zo o vevañ gant 1000 euro ar bloaz hiziv an deiz).

Kavet ez eus bet abeg en « diforc’hiñ pozitivel »-se peogwir o doa tennet tud tost d’ ANC dreist-holl o mad eus an diarbennoù-se. Gant-se e oa bet krouet ur renkad morianed keitat. Kerkent ha krouet ar renkad nevez-se o doa annezet ar vorianed-se ar c’harterioù ma ne oa nemet tud wenn eno e-lec’h diorren an « townships » kozh.

Gant un danevell bublik bet embannet e 2006, ma’z eo studiet ar prantad 1995-2005, e weler eo aet tud wenn a-viliadoù kuit eus Suafrika: 16,1% eus ar Suafrikaned wenn o deus kuitaet o bro dindan 10 vloaz. Kavet o deus an tuioù enep abeg er politikerezh-se hag e-se en deus adwelet ar gouarnamant e bolitikerezh a-fet diforc’hiñ pozitivel. Klask a ra neuze lakaat an divroidi niverus ha barrek-kenañ diouzh o labour pe diouzh o c’harg da zistreiñ da Suafrika. Ar bezprizantez Phume Mlambo-Ngcuka eo zo karget da adreizhañ an traoù ha broudañ a ra anezho da zistreiñ en ur brometiñ goproù dereat-kenañ dezho. [1].

Adreizh al labour-douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1994 n’eus bet adroet nemet 3,6 % eus ar feurmoù d’an 1,2 milion a vorianed, pa’z eus 60 000 a dud wenn perc’henned war 80% eus ar douaroù frouezhus meret ganto. Divizet en doa ar gouarnamant e 1994 koulskoude addasparzhañ 30% eus an douaroù ac’hann da 2014.

Diskennidi ar gouerien du, zo bet diberc’hennet dre heg pe n’int ket digollet evel ma tere en desped d’al lezennoù bet votet war-lerc’h 1913, a c’hall goulenn e vefe roet o douaroù dezho en-dro. E miz Gouere 2005 e oa bet aozet « Emvod an Douar » hag ouzhpenn an hanter eus ar 4000 den o koa kemeret perzh en emvod-se o doa aliet pennadurezhioù Sufrika da dennañ o douaroù digant ar re zo perc’henn warno er mare-mañ, tra ma c’houlenne Phumzile Mlambo-Ngcuka lakaat « mailhed eus Zimbabwe » da zont da Suafrika.

Koulskoude ne zlefe ket askorusted armerzhel an douaroù-se bezañ lakaet en arvar, ar pezh a oa c’hoarvezet pa oa bet adroet d'ar Vorianed ar feurmoù a oa e traoñiennoù frouezhus Limpopo. Ne oa ket sikouret ar gouerien du ken evit a sell an teknikoù ken evit a sell an arc’hant. Evit gwir, gounezet e veze ganto an tachennoù a dalveze dezho magañ o familh met ne veze ket labouret an tachennoù all ganto.

Diorren ar gevalaouriezh du[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1994 o deus ar strolladoù mengleuzioù bras hag ar bankoù lezet a-c'hrad-vat etre 10 hag 26 % eus o c'hevala d’ar vorianed, d’an indianed ha d’an dud hiron. Un nebeud morianed bet e penn an ANC o doa graet berzh en o aferioù da gentañ penn dre m’o doa roet an embregerezhioù kalz eus rannoù o c’hevala dezho. Patrice Motsepe eo an den en o zouez en deus dastumet ar sammadoù brasañ. Ouzhpenn 500 milion ag euroioù en deus gounezet dindan dek vloaz.

Abaoe 2000 e vez eskemmet soñjoù e gennadoù zo (mengleuzioù, bankoù, dazparzhañ an tireoul h.a.) evit tizhout palioù zo. Rankout a raio ar c’hompagnunezhioù, hervez karta 2002 ar mengleuzioù, dilezel 26 % eus o c'hevala ac'hann da 2014. 40% eus ar sternerien a ranko bezañ morianed e 2009. Koll o gwirioù korvoiñ e c’hallfe ar c'hompagnunezhioù na zoujfent ket d'an divizoù-se.

Er mare-mañ emeur o sevel lezennoù nevez. Palioù a vo lakaet evit a sell an dilezel kevalaoù hag evit a sell eñvel ar Vorianed da sammañ kargoù uheloc’h e diabarzh an embregerezhioù. Rankout a raio an holl embregerezhioù, en ur gontañ EBE, sevel ul lizher-notennoù. (Muioc'h a chañs o do d’ar re a dapo an notennoù uhelañ g ounit ar marc’hadoù foran). Ne vo ket goulennet avat ouzh an embregerezhioù liesbroadel ober.

Emdroadur ar boblañsouriezh etre 1961 ha 2004 (Sifroù gant'FAO, 2006). E miliadioù a dud.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deiziad Anv brezhonek Anv saoznek Evezhiadennoù
1 Genver Kalanna New Year's Day
21 a viz Meurzh Gouel Gwirioù Mab-den Human Rights Day
Gwener-ar-Groaz Good Friday
Lun Fask Easter Monday
27 a viz Ebrel Gouel ar Frankiz (gouel broadel) Freedom Day
1 Mae Gouel al Labour Labour Day
16 Mezheven Gouel ar Yaouankiz Youth Day
9 a viz Eost Gouel broadel ar Merc’hed National Women's Day
24 a viz Gwengolo Gouel ar Glad Heritage Day
4 a viz Here Gouel broadel
16 a viz Kerzu Gouel an Adunvaniñ Reconciliation Day
16 a viz Kerzu Nedeleg Christmas Day
26 a viz Kerzu Sant-Jelvestr (Gouel ar Vadelezh) Day of Goodwill

Lenn ivez : Lennegezh Suafrika

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêr-benn : Pretoria
Poblañs : 47,432 milion a annezidi [2]. 0-14 ans : 32,01%; 15-64 bloaz : 63,11%; + 65 bloaz : 4,88%
Gorread : 1 219 912 km²
Stankted : 38 hab./km²
Harzoù : 4 750 km (Botswana 1 840 km; Lesotho 909 km; Namibia 855 km; Mozambik 491 km; Swaziland 430 km; Zimbabwe 225 km)
Aod : 2 798 km
Uhelderioù : etre 0 m ha 3 408 m
Spi a vevañ ar baotred : 48 vloaz (istimet gant Epimodel e 2001)
Spi a vevañ ar merc’hed : 49 bloaz (istimet gant Epimodel e 2001)
Feur kreskiñ bloaziek ar boblañs : 0,26% (istimet gant Epimodel e 2001). 1,26%, hervez stadegoù Suafrika [3]
Feur genel : 21,12 ‰ (e 2001)
Feur mervel : 16,77 ‰ (e 2001) hag 11 ‰ e 2002 [4]
Feur mervel ar vugale : 60,33 ‰ (e 2001)
Feur gouennañ : 2,4 vugel/maouez (e 2001)
Feur enbroañ-divroañTaux de migration : - 1.73 ‰ (e 2001)
Dizalc’hiezh : 31 a viz Mae 1910 (Bet trevadennet gant Breizh-Veur)
Linennoù pellgomz :' 5 075 milion (e 1999)
Pellgomzerioù hezoug : 2 vilion (e 1999)
Skingomzerioù :' 13,75 milion (e 1997)
Skinwelerioù : 5,2 milion (e 1997)
Implijerien Internet : 1,82 milion (e 2000)
Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 44 (e 2000)
Hentoù : 358 596 km (ez o zouez 59 753 km a hentoù terduet) (e 1996)
Hentoù-houarn : 21 431 km (e 1995)
Stêrioù merdeüs : n.c.
Aerborzhioù : 741 (en o zouez 142 aerborzh gant leurennoù terduet) (e 2000)
Kompagnunezhioù-aer broadel : South African Airways
SAPPI: South African Pulp and Paper Industry

Pennadoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Canal Afrique : skingomz etrebroadel Suafrika

Luc’hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [http.//www.afrik.com/article10510html “An dud wenn varrek o vont kuit eus Suafrika”]] war Afrik.com
  2. 2006, mammenn : [1]
  3. mammennoù
  4. mammennoù