SIDA

Eus Wikipedia
Arouez ar stourm a-enep d'ar SIDA.

Ar Sindrom Immuno Digresk Akuizitet[1] (SIDA), pe azoniad an hangaezivig arzeuat (HAZA)[2],[3],[4], zo anv un hollad arouezioù a c'hoarvez goude distruj kalz kelligoù eus ar reizhiad immunizel gant ur retroviruz anvet VID[5],[6] pe VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel)[2]. Ur bandemiezh a zo er bed abaoe fin ar bloavezhioù 1970.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e reer gant ar berradur HAZA (brezhoneg azoniad an HAngaeZivig Arzeuat), gant SIDA (galleg Syndrome d'Immuno-Déficience Acquise), ral a wech gant ar berradur e saozneg AIDS (Acquired Immune Deficiency Syndrome).

Poereadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distrujet eo kalz kelligoù eus ar reizhiad immunizel gant ur retroviruz. Ar SIDA eo pazenn ziwezhañ ar c'hontammadur gant ar viruz-mañ. Digreskiñ a ra efedusted ar reizhiad immunizel. Echuiñ a ra gant marv an organeg tizhet, war-lerc'h barradoù kleñvedoù koulzelour. Meur a retroviruz a ro ar sida. Pep hini a gontamm ur spesad resis. Viruz immuno digresk an den (VID pe VIHAD e brezhoneg, VIH e galleg hag HIV e saozneg) eo ar brudetañ. Kavout a reer ivez, da skouer, Viruz immuno digresk ar marmouzien ha Viruz immuno digresk ar c'hizhier. Kaoz a zo amañ eus SIDA an dud.

An treuzkas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri doare zo da bakañ ar c'hleñved-se :

  1. Dre ar seks, an hini pennañ ;
  2. Dre ar gwad. Da skouer evit an implijerien strinkelloù drammet, an dud zo re danav o gwad, an dud a resev gwad treuzskuilhet hag an dud a labour war dachenn ar yec'hed ;
  3. Eus ar vamm d'ar bugel. Gallout a ra c'hoarvezout in utero e-doug sizhunvezhioù diwezhañ ar vrazezded, da vare ar gwilioud peotramant pa ro bronn d'ar bugel.

Epidemiologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bandemiezh zo en em ledet adalek diwezh ar bloavezhioù 1970. Graet en deus eus ar c'hleñved-se ur gudenn yec'hed er bed a-bezh. E 2009, an AVERT a istime e oa 33,3 milion a dud er bed a veve gant ar SIDA, gant 2,6 milion a dud nevez kontammet ouzhpenn bep bloaz hag 1,8 milion a varvioù bep bloaz[7] E 2007, UNAIDS a istime e oa 33,2 milion a du klañv gant ar sida ar bloaz-se. Disklêriañ a rae e oa bet lazhet 2,1 milion a dud e-pad ar bloaz, en o zouez 330 000 bugel, ha 76% eus an dud a oa marvet e broioù Afrika du.[8] Hervez danevell UNAIDS 2009 e vefe bet kontammet 60 milion a dud er bed, gant war-dro 25 milion a dud varv, ha 14 milion a emzivaded e broioù su Afrika hepken abaoe deroù ar bandemiezh.[9].

Emgefread eskemm strinkelloù e Pariz.

Dizarbenn ha mezegañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer diarbennoù, evel implij stevelloù, ar reizh sur, pe implij strinkelloù naet, eo an doare wellañ da stourm ouzh ar c'hleñved rak n'eus vaksin ebet hiziv an deiz da wareziñ an dud diouzh ar viruz-se, hag al louzaouerezh a-enep d'ar viruz ne ro ket an tu da bareañ. Daoust ma'z eo efedus a-walc'h, ne ra ken pellaat donedigezh ar bazenn « sida », dre c'houstadikaat paotadur viruz ar SIDA e diabarzh an organeg. Ouzhpenn ez eo ker-kenañ al louzaouerezh, hag abalamour da se ez eo diaes da implijout e diavaez ar broioù diorroet a c'hell paeañ anezhe. Er broioù o tiorren, ouzhpenn 95 % eus an dud klañv n'o deus tamm louzaouerezh efedus ebet hiziv an deiz. Abalamour da se eo en deus graet an ONU eus ar stourm a-enep SIDA, dre e brogramm ONUSIDA, unan eus e balioù pennañ.

Ar SIDA en oberennoù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jo, un vandenn-dreset gant Derib embannet gant Keit Vimp Bev.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lec'hienn Kreizenn ar geriaouiñ
  2. 2,0 ha2,1 (br)KIS 396, 1991
  3. Geriadur Monfort, 1998
  4. Geriadur Ménard, 2012
  5. (fr)Classification des Retroviridae, Anne Decoster, p 2
  6. (fr)Virologie - Rétrovirus humains, Jean-Marie Huraux, Henri Agut, Anne-Marie Fillet, Vincent Calvez, Vincent Thibault, Agnès Gautheret-Dejean, Anne-Geneviève Marcelin, Claire Deback, p 114.
  7. Worldwide AIDS & HIV Statistics, 2009
  8. Thomas Lengauer, André Altmann, Alexander Thielen, Rolf Kaiser, "Chasing the AIDS virus", 2010 Communications of the ACM, levrenn 53, Nnn 3, p 66
  9. Data.unaids.org