Kalahari

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwelet eus an oabl
Dezerzh Kalahari e ruz, diazad Kalahari en orañjez

Ar C'halahari zo un dezerzh traezhek krin ha damgrin en em led war 900 000 km² en Afrika ar Su. Goleiñ a ra an darn vrasañ eus Botswana ha tammoù eus Namibia ha Suafrika.

Ul lodenn eus ar C'halahari a zeu da vezañ ul lec'h a-zoare d'al loened da beuriñ goude ar glaveier.

Loened[kemmañ]

Daoust da grinder al lec'h eo liesseurt al loened a vev er C'halahari: bleizi-broc'hed gell, leoned, surikated, jirafenned, fakokered, aourgon ha meur a spesad antilopenned (antilopenned-eland, jemsboked, springboked, stenboked, Alcelaphus buselaphus, koudoued bras ha duikered). Meur a spesad evned ha stlejviled a zo ivez.

Ar C'halahari e Namibia