Europa (kevandir)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Europiz)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Europa gwelet eus an egor

Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar briñsez Europa, merc'h d'ar roue Sidon ha honnezh, hervez ar vitologiezh c'hresian, a oa bet skrapet gant Zeus peogwir e vage karantez outi. Europa ne gredas ket nac'h mont war kein an doue p'en doa kemeret stumm un tarv kaer ha jentil-tre. Lammat a reas Zeus dreist gorre ar mor betek Kreta, enez e c'hanedigezh. Eno e c'hanas Europa Minos ha Rhadamantos, barnerien ar re varv. Roet e voe anv Europa d'ar c'hevandir, a oa chomet dizanv c'hoazh, da heul ur soñj deuet d'ar briñsez pa oa ur grennardez anezhi.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  • ██ Europa
  • ██ Tiriadoù aziat eus riezoù europat
  • ██ Tiriadoù lakaet da Europat
  • Bevennoù Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dre m'eo Europa un iskevandir muioc'h eget ur c'hevandir end-eeun eo kemm-digemm ar bevennoù anezhañ.
    Hervez an douaroniourien e heuilh ez eo bevennoù gant ar Mor Kreizdouar, strizh-mor Bosfor, Menez Elbruz ha Menez-Oural.
    Evit abegoù istorel, politikel ha sevenadurel e vez ledetoc'h Europa a-wechoù : Armenia, Island ha Kiprenez zo lakaet da europat ivez neuze ; e Kuzul Europa emañ Armenia ha Kiprenez.

    Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Europa war-dro ar bloaz 1097

    Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E Breizh eo bet kavet ar roudenn goshañ lezet gant un tantad graet gant mab-den war-dro 400 000 bloaz zo e mougev Menez Dregan, war an aod e Ploeneg).

    Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Kalz brezelioù a voe renet etre broioù Europa.

    Istor nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Peogwir o deus bet c'hoant da berc'hennañ kalz broioù all war ar bed eo en em gannet broioù Europa kenetrezo. Se eo abeg ar c'hentañ brezel-bed (1914-1918). Pa voe echu ar brezel-se e voe izelaet ha mezhekaet Alamagn gant Bro-C'hall, setu perak e voe an brezel-bed nevez (1939-1945).

    Ur wech echu an Eil Brezel-bed, setu troc'het Europa etre Europa ar C'hornôg, a-du gant Amerikaned, hag Europa ar Reter, dindan beli an Unaniezh Soviedel.

    Kroget e voe da unvaniñ broioù Europa ar c'hornôg goude an Eil Brezel-bed. E dibenn an XXvet kantved ez eas ar bed komunour d'ar strad, pa voe diskaret moger Berlin d'an 8 a viz Du 1989 ; setu perak e vez klasket bremañ unaniñ broioù Europa ar reter gant reoù ar c'hornôg.

    Doareoù da rannañ Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • (fr) Étienne François & Thomas Serrier (renerien), Europa, notre histoire: L'Héritage européen depuis Homère, Les Arènes, 2017 (ISBN 978-2-35204-603-5)

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



    Kevandirioù ha rannvedoù

    Norzhamerika

    Europa

    Eurazia

    Azia

    Amerikaoù

    Eurafrazia

    Okeania

    Aostralia

    Suamerika

    Afrika

    Antarktika
    Gourgevandirioù kozh :
    Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia