Ar Gerveur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez ar Gerveur)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kartenn ar Gerveur

Ar Gerveur (henvrezhoneg : Gwedel ; Belle-Île-en-Mer e galleg) a zo un enezenn hag ur c'hanton kozh eus departamant ar Mor-Bihan. Enezenn vrasañ Breizh eo, 90 km² dezhi.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder c'humun an enez a glot gant kumunioù kanton ar Gerveur :

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Vallerie ː Vindili, IVt; Guedel, 1026; Insula que vocatur Guedel et alio nomine Bella Insula, 1078; Guedel, XIIt; Guezel, 1146; Guadel, XVt; Calonesus, XVIt

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Vindili ː evit Marteville ha Varin, ar ger, "latin dre e stumm, ha brezhonek dre e ziazez, Vindilis, pe gwelloc'h c'hoazh Vendinis, a dalv kement ha Belle-Ile" [1]
  • Guedel ː
  • Calonesus ː Evit Ao. Bulet, Calonesus = cal, maen; ones, enezenn; calones, enezenn ar reier. Evit Ao. de la Sauvagère, ar ger latin calonesus n'eo ket nemet ur stumm gresianek diwar gregach kalos, pulcher, ha nesos, insula, savet da vare ar roue gall Fañch Iñ. [2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ao. de Vauban a zo bet laket en karg da sevel ar gwikadell war dro 1687. Echuet eo bet war dro 1692.

Diskennidi Ao. Fouquet o deus dalc'het an enezenn betek 1719. Goude se, degouezhet eo bet en domani ar Roue.

Dre feur-emglev 18 Genver 1759, Rannvro Breizh a zo bet laket en karg an enezenn evit kont ar Roue dre gouestl.

Ar 7 Mezheven 1761, goude ur seiziz hir, aloubet eo an enezenn gant Bro-Saoz. Taget e oa bet gant an amiral Keppel hag ar jeneral Hodgson. Difennet e oa bet gant kadarnded gant marc'heg de Sainte-Croix, en eus kodianet gant enor.

Goude peoc'h 1763, deut eo Ar Gerveur en-dro da Vro-C'hall.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil Brezel-bed

  • Nijerezioù B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) a gouezhas er Gerveur pe e donvor d'an enez : d'an 23 a viz Du 1942, unan kodet BN-U, lazhet e voe an dek nijour a oa en he bourzh; d'ar 1añ a viz Mae 1943, daou garr-nij er mor nepell eus ar Gerveur, lazhet e voe seitek nijour, an tri nijour all a voe tapet d'an Alamaned; d'an 28 a viz Even 1943, unan er mor nepell eus ar Gerveur ; lazhet e voe pemp nijour, ar pemp nijour all a voe tapet d'an Alamaned ; d'ar 4 a viz Gouere 1943, unan e donvor d'an enez, lazhet e voe an dek nijour[3].
  • E Sankenn an Oriant edo an enezenn [4].
  • Dieubet e voe ar Gerveur d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 24 ofisour ha 1 003 is-ofisour ha milour ordin [5].

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947 e troas ar filmaozour gall Jean Epstein (1897-1953) e film Le Tempestaire eno : e-touez annezidi an enezenn e tutaas-eñ e dudennoù.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivagnerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marc Antoine Girard de Saint-Amant, Jacques Prévert, André Gide

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Lec'h Abaoe
Flag of Guadeloupe (UPLG).svg Gwadeloup Enez Mari-Galant 2007

Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Marteville & Varin, warlec'hien Ogée, 1843
  2. Meneget gant Ogée, ha Marteville & Varin.
  3. Pertes USAAF
  4. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
  5. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622


Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.