Le Tempestaire
Neuz
Le Tempestaire a zo ur film berr gallek, sevenet e gwenn ha du gant Jean Epstein e 1947.
Eil diwezhañ oberenn ar filmaozour gall e voe, a-raok Les Feux de la mer.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Senario : Jean Epstein,
- Kevredad produiñ : France Illustration-Film Magazine (Pariz),
- Renerien broduiñ : Nino Costantini ha Bluette Christin-Falaize,
- Kevredad dasparzhañ : Le Trident (Pariz),
- Rener ar skeudenniñ : Albert Militon,
- Ijinourien ar son : Séverin Frankiel ha Léon Vareille,
- Aozer ar sonerezh orin : Yves Baudrier,
- Frammer : Jean Epstein,
- Prantad filmañ : adalek miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947,
- Lec'hioù filmañ : Ar Gerveur (Mor-Bihan, Breizh),
- Deiziad dont e-maez : 13 a viz Mae 1948,
- Padelezh : 22'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh, en un ti-soul war an aod.
Diskouez a ra ur plac'h yaouank bezañ nec'het-bras o klevout an avel o yudal : emañ he danvez-pried en donvor o sardineta. M'hec'h ali he mamm-gozh da vont da gaout « le tempestaire », un doare sorser kozh hag a oar penaos sioulaat an amzer. Goude bezañ graet ardoù ec'h asant an den ober war-dro : tevel a ra ar barrad-amzer ha distreiñ d'ar porzh danvez-pried ar plac'h.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne voe tutaet aktour a-vicher ebet gant Jean Epstein : dibabet e voe tud e-touez poblañs ar Gerveur.