Arletty

Eus Wikipedia
Plakenn-goun da Arletty, 14 straed Rémusat, Pariz 16

Arletty, bet ganet Léonie Maria Julia Bathiat d'ar 15 a viz Mae 1898 e Courbevoie (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon e Pariz d'an 23 a viz Gouere 1992, a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.

Dont a ra he lesanv Arletty eus an anv-badez gallek Arlette.

Arletty hag an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad mare an ac'hubiñ Alaman e veze gwelet o vont gant he perzhioù-roll brudetañ evel Madame sans gêne gant Roger Richebé hag hini "Dominique" er film Les Visiteurs du soir (sevenet gant Marcel Carné e 1942) a-gevret gant Alain Cuny, Jules Berry ha Marie Déa.

Goude dieubidigezh ar Frañs e 1944 e voe harzet, n'eo ket abalamour m'he dije kenlabouret, met dre ma oa bet tomm ouzh Hans Jürgen Soehring (1908-1960) un ofisour alaman. Édith Piaf avat, a veve en ur fouzhlec'h darempredet gant ofiserien alaman, ne c'hoarvezas mann dezhi.

Gwallgaset gant un FFI e-pad he harzadeg e stufas dezhañ ar frazenn chomet brudet-mat: « Ma z'eo Gall ma c'halon, evit ma revr a zo etrebroadel! »

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]