Dumed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Enez Dumed)
Enez Dumed
Kartenn Enez Dumed er XVIIvet kantved.
Kartenn Enez Dumed er XVIIvet kantved.
Anv gallek Île Dumet
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Bras, Meurvor Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 47° 24′ 39″ N, 2° 37′ 13″ K
Gorread 0,07 km²
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Penc'herieg
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Dumed[1] zo un enezenn vihan (8 hektar) dirak aod gourenez Gwenrann, etre aber ar Gwilen ha hini al Liger. Stag eo ouzh kumun Penc'herieg, el Liger-Atlantel, e Breizh.

N'eus den ebet o chom war an enez, met e-pad meur a gantved eo bet implijet a-vareoù, da lec'h-repu gant morlaeron, ha da lec'h-difenn gant ar morlu, abalamour ma oa lec'hiet-mat, e-kreiz ur mor darempredet stank gant bigi-kenwerzh.

E 1990 e oa bet prenet gant Mirva an Aodoù (Conservatoire du Littoral). E-leizh a evned-mor (gouelini dreist-holl) a vez o neizhiañ eno.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War geriadur L'Armerye e kaver meneg eus ur stumm brezhonek Audumm hep na oufed dre sur hag ur stumm reizh pe anavezet mat e oa pe ne oa ket, lakaet kevatal d'ar "galleg" «Audumet»[2].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Tattevin, L'île Dumet, Gwenrann, C. Benoistel 1953.
  • Konopka Bogdan, L'île Dumet, Paris, Marval, 1995.
  • Emile Dutertre, Les mystères de l'île Dumet, Ar Baol, Ed. des Paludiers, 1975. ademb. 1980.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Enez Dumed" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. En dehors sont Houatt, Hédic, Meaban, Audumet: E’rmæss à Vorbihan é ma, Hoatt, Heidicq, Mæban, Audumm (pennad "Vannes")
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.