Isaac Asimov
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Russian Socialist Federative Soviet Republic, Stadoù-Unanet, RSKS Rusia |
Anv e yezh-vamm an den | Isaac Asimov |
Anv ganedigezh | Исаáк Ази́мов |
Anv-bihan | Isaac |
Anv-familh | Азимов |
Lesanv | Paul French |
Deiziad ganedigezh | 2 Gen 1920 |
Lec'h ganedigezh | Petrovichi |
Deiziad ar marv | 6 Ebr 1992 |
Lec'h ar marv | Manhattan |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | AIDS related disease |
Breur pe c'hoar | Stanley Asimov |
Pried | Janet Asimov, Gertrude Asimov |
Bugel | Robyn Asimov |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, yideg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | biokimiezh |
Implijer | Boston University |
Bet war ar studi e | Columbia University, Fu Foundation School of Engineering and Applied Science, Columbia University School of General Studies, Boys and Girls High School, Boys High School |
Lec'h annez | Brooklyn, Petrovichi, Boston, West Philadelphia, Manhattan |
Deroù ar prantad labour | 1934 |
Dibenn ar prantad labour | 1992 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Strollad etnek | Yuzevien |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | United States Army |
List of works | Isaac Asimov bibliography |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences |
Tachenn | skiant-faltazi |
Dizoloer pe ijiner | positronic brain, positronic robot |
Lec'hienn ofisiel | http://www.asimovonline.com/ |
Isaac Asimov (c. 2 a viz Genver 1920 - 6 a viz Ebrel 1992) a oa ur skrivagner hag ur skiantour stadunanat bet ganet e Rusia. Brudet eo dre e romantoù skiant-faltazi dreist-holl, hag e levrioù ledañ skiant. Muioc'h eget 500 levr en deus skrivet, diwar-benn hogozik pep dodenn war-bouez ar brederouriezh.
Evel unan eus ar skrivagnerien skiant-faltazi pouezusañ eus ar mare klasel e vez-eñ barnet. E oberenn vrudetañ eo The Foundation series, met anavezet eo ivez evit The Galactic empire series ha The Robot series. An daou heuliad-mañ en deus liammet ouzh Foundation e fin e vuhez.
Un ezel eus Mensa e oa, ha prezidant an American Humanist Association.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Rusia, er shtetl Petrovichi en oblast Smolensk e oa bet ganet Isaac Asimov da Anna Rachel Berman Asimov ha Judah Asimov, a oa milinerien. Divroet o doa d'ar Stadoù Unanet pa oa-eñ tri bloaz. Tremen a reas e yaouankiz e Brooklyn hag ar yideg a oa e yezh-vamm.
E dud o doa ur stal vihan ma veze gwerzhet dastumadennoù pulp magazines ; drezo e tizoloas ar skiant-faltzi, ha da 11 vloaz e krogas da skrivañ.
Studiañ a reas e Skol-veur Boston ma tapas ur Ph.D (doktorelezh) war kimiezh ar vuhez e 1948. E-pad an Eil Brezel-bed e labouras en ur ehanlec'h-arnodiñ e Philadelphia. Servijañ a reas en US Army e-pad nav miz goude fin ar brezel.
Goude bezañ tapet e zoktorelezh e labouras e Skol-veur Boston evel iskelenner (associate professor). E 1958 e paouezas da gelenn evit mont da skrivagner – muioc'h e c'houneze gant e levrioù eget gant e c'hopr kelenner dija. Un ezel eus ar Skol-veur e chomas avat, hag e 1979 e voe anvet da gelenner.
D'ar 26 a viz Gouere 1942 e timezas gant Gertrude Blugerman (1917-1990). Daou vugel o deus bet : David e 1951 ha Robin Joan e 1955. Dibriediñ a reas-eñ e 1973 ha gant Janed O. Jeppson e addimezas en hevelep bloaz.
Marvet eo d'ar 6 a viz Ebrel 1992. Dek vloaz goude e varv e tiskulias e eil gwreg e oa marvet gant an HAZA, en devije tapet dre un treuzwazhiadur. Skrivañ a ra Janed Asimov e gourfenn he emvuhezadur It's been a good life en doa soñjet diskuliañ e oa klañv met e vezeg en doa e gendrec'het da chom hep ober.
Respet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Respet Isaac Asimov a c'heller rannañ etre meur a varead. Etre 1939 ha 1950 e skrivas skiant faltazi dreist-holl. Paouez a reas goude embannadur The Naked Sun ha betek 1982 en em ouestlas da ledañ ar skiant. Ne skrivas nemet pevar romant S-F e-pad ar maread-mañ. Goude 1982 e embannas Isaac Asimov un heuliad nevez a romantoù en doa skrivet evit strobañ e levrioù kentañ en un hollad kenstag.
Tri zermen ijinet gant Isaac Asimov zo tremenet er yezh voutin : robotics, psychohistory ha positronic, daoust ma vez implijet an eil gant ur ster disheñvel diouzh an hini a veze roet dezhi gant Asimov.
Skiant-faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1939 e embannas Isaac Asimov e zanevell S-F kentañ, Marooned Off Vesta. E 1941 e skrivas Nightfall, hag a vez graet anezhi unan eus an danevelloù gwellañ en istor an S-F.
Ar stirad Foundation a grogas gantañ e 1942. An danevelloù-se, hag a vo dastumet e teir levrenn Foundation (1951), Foundation and Empire (1952), ha Second Foundation (1953), a liv diskar hag adsavidigezh un impalaeriezh c'halaksiek en dazont. E oberenn vrudetañ eo, gant ar stirad Robot. E genderc'hel a reas goude 1982 gant Foundation's Edge (1982), Foundation and Earth (1986) Prelude to Foundation (1988) ha Forward the Foundation (1992).
E zanevelloù a-zivout ar robotoù a grogas d'an hevelep mare. Diwezhatoc'h, un darn vras anezho a voe dastumet e I, Robot. Enno e stalias Asimov e 3 Lezenn ar Robotegezh, o devoe ul levezon vras war skrivagnerien ha soñjourien arall.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stiradoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Robot series
- The Caves of Steel (1954)
- The Naked Sun (1957)
- The Robots of Dawn (1983)
- Robots and Empire (1985)
- The Positronic Man (1993)
- The Galactic empire series
- Pebble in the Sky (1950)
- The Stars, Like Dust (1951)
- The Currents of Space (1952)
- Foundation I
- Foundation (1951)
- Foundation and Empire (1952)
- Second Foundation (1953)
Foundation II
- Foundation's Edge (1982)
- Foundation and Earth (1986)
- Prelude to Foundation (1988)
- Forward the Foundation (1993)
Romantoù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The End of Eternity (1955)
- Fantastic Voyage (1966)
- The Gods Themselves (1972)
- Fantastic Voyage II: Destination Brain (1987)
- Nemesis (1989)
- Nightfall (1990)[1]
- The Ugly Little Boy (1992)[1]
Dastumadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Romantoù-polis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Death Dealers (1958)
- Murder at the ABA (1976)
Danevelloù-polis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Ledañ ar skiant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Magazine of Fantasy and Science Fiction
|
|
Levrioù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Asimov's Annotated "Don Juan"
- Asimov's Annotated "Paradise Lost"
- Asimov's Annotated Gilbert and Sullivan
- The Annotated "Gulliver's Travels"
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|