James Blish
James Blish | |
---|---|
Anv | James Benjamin Blish |
Ganedigezh | 23 Mae 1921 East Orange, New Jersey Stadoù-Unanet |
Marv | 30 Gouere 1975 Henley-on-Thames, Oxfordshire Bro-Saoz |
Broadelezh | Stadunanat |
Micher | Skrivagner, skridvarnour |
Anvioù-pluenn | William Atheling Jr. Donald Laverty John MacDougal Arthur Lloyd Merlyn |
Doare | Skiant-faltazi, moliac'h |
Internet | jamesblish.com |
James Benjamin Blish (East Orange, New Jersey, 23 Mae 1921 – Henley-on-Thames Oxfordshire, 30 Gouere 1975) a oa ur skrivagner stadunanat war dachenn ar skiant-faltazi. Brudet eo e heuliad romantoù Cities in Flight hag an istorioù deveret eus Star Trek, a skrivas gant e eil pried. Ar Priz Hugo (Hugo Award for Best Novel) a voe deroet dezhañ e 1959 evit e romant A Case of Conscience.
A-fed steredoniezh ez eo bet lakaet war anv ar skrivagner an termen saoznek gas giant ("ramz gazek") evit envel planedennoù bras-divent graet diwar hidrogen ha heliom evel Sadorn ha Yaou ; an anv-se a skrivas en e istor berr Solar Plexus e 1952[1].
Ouzhpenn da skrivañ istorioù e-unan e voe J. Blish ur skridvarnour oberennoù S-F all, dindan an anv-pluenn "William Atheling Jr.". Tri anv-pluenn all a impljas : "Donald Laverty", "John MacDougal" hag "Arthur Lloyd Merlyn"[2].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 23 a viz Mae 1921 e voe ganet James Benjamin Blish en East Orange, New Jersey[3].
P'edo er skol eil derez ec'h embannas c'hwec'h niverenn eus ur gazetennig anvet The Planeteer. Evel Isaac Asimov, Damon Knight ha Frederik Pohl a-douez skrivagnerien all e voe ezel ouzh ar gevredigezh Futurian Science Fiction Society (FSFS), a vode karourien ar skiant-faltazi e New York (1937-1945)[4].
Sudiañ ar vikrobevoniezh e eure e Rutgers University (State University of New Jersey he anv ofisiel), ma voe diplomet e 1942. Goude-se e voe galvet d'an US Army, ma servijas evel kalvezour en ul labourva e-pad ur prantad berr kent bezañ skarzhet e 1944 en abeg ma nac'has naetaat ur veol-zidruzañ. Ur wech disoudardet en em enskrivas e Columbia University (Columbia University in the State of New York he anv ofisiel) e sell kaout ur master el loenoniezh ; diglok e voe e studi avat, rak divizout a eure mont da skrivagner hepken[5].
E 1947, oadet a 26 vloaz, e timezas gant Virginia Kidd (1921-2003), a oa ivez ezel ouzh an FSFS hag a laboure evel gwazerez skrivagnerien S-F. Goude torridigezh an dimez e 1963 ec'h addimezas James Blish e 1964, ar wech-se gant an arzourez ha skrivagnerez Judith Ann Lawrence (*1934) ; er bloaz-se e tivroas ar c'houblad da Vro-Saoz[2].
Adalek 1962 betek 1968 e labouras J. Blish evel skridaozer ha skrivarnour evit an Tobacco Institute, hep ma vefe lakaet e anv da heul an darn vuiañ eus e skridoù.
D'an 30 a viz Gouere 1975 e varvas ar skrivagner e Henley-on-Thames, Oxfordshire, d'an oad a 54 bloaz diwar gankr ar skevent. Beziet e voe en Holywell Cemetery en Oxford. Er Bodleian Library en Oxford e voe fiziet e zielloù[6]
Skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hed ar bloavezhioù 1940 ec'h embannas James Blish an darn vuiañ eus e istorioù en nebeud kelaouennoù marc'had-mat (pulps) a veze e gwerzh c'hoazh. Da Frederik Pohl e werzhas e istor kentañ, Emergency Refueling, evit Super Science Stories e 1940. Istorioù all a voe embannet a vare da vare hogen hep tizhout un niver bras a lennerien dre ma vezent skignet en un dachenn strizh. An istor Chaos, Co-Ordinated, a skrivas a-gevret gant Robert A. W. Lowndes (1916-1998), a voe gwerzhet da Astounding Science Fiction ; pa voe embannet e niverenn miz Here 1946 e voe skignet en SUA a-bezh, ar wech kentañ evit un istor sinet gant J. Blish.
« Pantropy » (1942–1956)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pantropy, diwar an henc'hresianeg παν- pan-, "holl" ha τροπή tropḗ, "treiñ", "treuzfurmiñ" zo ur ger hag a zo bet ijinet gant James Blish e 1952 evit deskrivañ doareoù da azasaat tud, dre gemmadennoù genetek pe sturoniel, ouzh meteier ma ne c'hellfent ket bevañ, evel e strad ar mor, en egor pe war ur blanedenn all[7].
Alies ec'h adlenne James Blish e skridoù, e tegase kemmoù dezho hag en o hirae. Ur skouer eo Sunken Universe (Super Science Stories, 1942), a voe adembannet e Galaxy Science Fiction e 1952 dindan an titl Surface Tension. En istor-se ec'h implijas ar skrivagner e anaouedegezh er vikrobevoniezh evit leurenniñ tud mikroskopek o ment hag a zo bet kemmet evit galloud bevañ war ur blanedenn a zo goloet gant poulloù dour bas. Erziwezh e voe an istor-se unan a reas ar brasañ berzh a-touez oberennoù J. Blish, ken e voe lakaet en dastumad The Science Fiction Hall of Fame embannet gant Robert Silverberg[8] ; en un dastumad all e voe lakaet e 2016[9]
Troioù-kaer tud vikroskopek a gendalc'has e 1954 e The Thing in the Attic hag e 1955 e Watershed. Ur pevare istor, A Time to Survive, a voe embannet e The Magazine of Fantasy & Science Fiction e 1957 ; er bloaz-se end-eeun e voe bodet ar peder rann en dastumad The Seedling Stars[10].
Cities in Flight (1950–1958)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cities in Flight zo un dastumad dre beder levrenn enno romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi bet embannet etre 1950 ha 1962. « The Okie novels » eo lesanv an istorioù-se, dre ma 'z int awenet gant divroadeg tud Oklahoma a-c'houde an Dust Bowl, eleze un heuliad korventennoù traezh hag a zrastas pradeier SUA ha Kanada er bloavezhioù 1930. James Blish a gont enno buhez an Okies, a zo tud o veajiñ dizehan en egor evit kavout labour ; dre o c'hantreadennoù e tamziskoueze ar skrivagner e vennozhioù politikel a-zivout stad sevenadur ar C'hornôg, levezonet ma oa gant Der Untergang des Abendlandes ("Diskar ar C'hornôg") Oswald Spengler (levrenn 1 : 1918 ; levrenn 2 : 1922).
After Such Knowledge (1958–1971)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude Cities in Flight e kendalc'has James Blish da labourat war istorioù koshoc'h. E 1958 e voe embannet un eil kentel eus A Case of Conscience, a oa bet embannet er gelaouenn If e miz Gwengolo 1953. En istor-se e kontas ar skrivagner a-zivout ar relijionoù hag o emplegadurioù : e-kerzh un ergerzhadeg war ar blanedenn Lithia e kav an dud ur spesad stlejviled daoudroadek ; unan eus izili ar skipailh, ur jezuist, zo skodeget pa verz e vev ar spesad-se hervez ur vuhezegezh disi padal ez eo dizoue a-grenn. Tri romant a voe da-heul : Doctor Mirabilis (1964), Black Easter (1968) ha The Day After Judgment (1971). E 1991 e voe bodet ar pevar romant en dastumad anvet After Such Knowledge.
D'ar romant A Case of Conscience e voe deroet ar Priz Hugo (Hugo Award for Best Novel) e 1959, ha diuzet e voe evit an dastumad American Science Fiction: Five Classic Novels 1956-1958 embannet gant Library of America e 2012[11]
Star Trek (1967–1977)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embanner Bantam Books e New York a c'houlennas digant James Blish azasaat rannoù eus ar stirad skinwel Star Trek e stumm istorioù berr a voe dastumet dre zaouzek levrenn embannet adalek 1967 betek 1977. Dre ma fallaas yec'hed ar skrivagner a-hed an dekvloaziad-se e voe skrivet meur a istor gant e wreg Judith Ann Lawrence ; ne voe ket meneget he anv kent al levrenn diwezhañ avat[12].
Skridvarnour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus ar skrivarnourien gentañ war dachenn ar skiant-faltazi e voe James Blish, a varne bepred hervez dezverkoù al lennegezh "sirius". Dindan an anv-pluenn "William Atheling Jr." e tiskoueze sioù evel ar fazioù yezhadur hag ar meizadoù skiantel treuzkomprenet, hag e tage ar c'helaouennoù a embanne skridoù hep en devout o reizhet a-raok.
Bodet e voe e skridvarnoù en dastumadoù The Issue at Hand e 1964 ha More Issues at Hand e 1970.
Ker plijet e veze J. Blish gant oberennoù ar skrivagner stadunanat moliac'h James Branch Cabell (1879-1958) ma skridaozas e-pad ur mare Kalki, a oa kazetenn The Cabell Society[13].
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a skrivagner zo bet levezonet gant mennozhioù ha termenoù bet skrivet gant James Blish en e istorioù skiant-faltazi, evel "buanoc'h eget ar gouloù" hag an "Dirac communicator" [14].
Gantañ ivez e voe goveliet an anv gas giant en istor Solar Plexus ; ur gentel all eus an istor a oa bet embannet e 1941 hep an termen-se avat.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1959 : Hugo Award ar gwellañ romant evit A Case of Conscience.[15]
- 1965 : diuzet gant Nebula Award ar gwellañ istor hir evit The Shipwrecked Hote, a-gevret gant Norman L. Knight[16] — Gant Roger Zelazny ec'h eas ar Priz.
- 1968 : diuzet gant Nebula Award ar gwellañ romant evit Black Easter[17] — Gant Alexei Panshin ec'h eas ar Priz.
- 1970 : diuzet gant Hugo Award ar gwellañ romant berr evit We All Die Naked[18] — Gant Fritz Leiber ec'h eas ar Priz. • Diuzet gant Nebulas Award ar gwellañ romant berr evit A Style in Treason[19] — Gant Fritz Leiber ec'h eas ar Priz.
- Dalif
- 1977 : James Blish Award, ur Priz krouet gant The British Science Fiction Foundation er Rouantelezh-Unanet evit ar skridvarnouriezh war dachenn an S-F.
- 2001 : diuzet gant 1951 Retro-Hugo Award ar gwellañ istor hir evit Okie.[20]
- 2004 : 1954 Retro-Hugo Award ar gwellañ romant berr evit A Case of Conscience[21] • 1954 Retro-Hugo Award ar gwellañ istor hir evit Earthman, Come Home[21]
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulz en SUA hag en R-U e voe embannet oberennoù James Blish, gant meur a di-embann, alies gant disheñvelderioù eus an eil embannadur d'egile ha dindan meur a ditl. Ar skrivagner e-unan a oa boas da hiraat ha da adembann e skridoù. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus embannadennoù nevez.
Istorioù berr, hir ha romantoù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez o maread ez eo renket ar c'helaouennoù.
- The Planeteer
- Neptunian Refuge (11/1935)
- Mad Vision (12/1935)
- Pursuit into Nowhere (01/1936)
- Threat from Copernicus (02/1936)
- Trail of the Comet (03/1936)
- Bat-Shadow Shroud (04/1936)
- Super Science Stories
- Emergency Refueling (03/1940)
- Bequest of the Angel (05/1940)
- Sunken Universe (05/1942), adskrivet dindan an titl Surface Tension (1952)
- Stirring Science Stories
- Citadel of Thought (02/1941)
- Callistan Cabal (04/1941)
- Science Fiction Quarterly
- Weapon Out of Time (04/1941)
- When Anteros Came (12/1941)
- Cosmic Stories
- Phoenix Planet (istor hir, 05/1941)
- The Real Thrill (07/1941)
- Future
- The Topaz Gate (istor hir, 08/1941)
- The Solar Comedy (06/1942)
- The Air Whale (08/1942)
- Struggle in the Womb (05/1950)
- The Secret People (istor hir, 11/1950)
- Elixir (09/1951)
- Testament of Andros (istor hir, 01/1953)
- Astonishing Stories
- Solar Plexus (09/1941)
- Super Science and Fantastic Stories
- The Bounding Crown (istor hir, 12/1944)
- Science*Fiction
- Knell, (sinet Arthur Lloyd Merlyn, 01/1946)
- Astounding Science Fiction
- Chaos, Co-Ordinated (istor hir sinet John MacDougal, skrivet a-gevret gant Robert A. W. Lowndes, 10/1946)
- Tiger Ride (a-gevret gant Damon Knight, 10/1948)
- Okie (istor hir, 04/1950)
- Bindlestiff (istor hir, 12/1950)
- Bridge (istor hir, 02/1952)
- Earthman, Come Home (istor hir, 11/1953)
- At Death's End (istor hir, 05/1954)
- One-Shot (08/1955)
- Tomb Tapper (istor hir, 07/1956)
- Get Out of My Sky (romant berr, 01/1957)
- Startling Stories
- Mistake Inside (04/1948)
- Planet Stories
- Against the Stone Beasts (istor hir, 08/1948)
- Blackout in Cygni (07/1951)
- Thrilling Wonder Stories
- No Winter, No Summer (sinet Donald Laverty, skrivet a-gevret gant Damon Knight, 10/1948)
- The Weakness of RVOG (istor hir, 02/1949), hiraet hag adembannet dindan an titl VOR (1958)
- The Box (04/1949)
- The Homesteader (06/1949)
- Let the Finder Beware (istor hir, 12/1949)
- There Shall Be No Darkness (istor hir, 04/1950)
- Jungle Stories
- Serpent's Fetish (12/1948)
- Fantastic Story Quarterly
- The Bore (07/1950)
- Imagination
- The Void Is My Coffin (06/1951)
- Two Complete Science-Adventure Books (1951)
- The Warriors of Day (romant, 08/1951)
- Sargasso of Lost Cities (romant berr, 04/1953)
- Other Worlds Science Stores
- Nightride and Sunrise (istor hir, skrivet a-gevret gant Jerome Bixby, 06/1952)
- Galaxy Science Fiction
- Surface Tension (istor hir, 08/1952)
- Beep (istor hir, 02/1954), hiraet hag adembannet dindan an titl The Quincunx of Time (1973)
- The Writing of the Rat (07/1956)
- The Genius Heap (08/1956)
- On the Wall of the Lodge (istor hir, skrivet a-gevret gant Virginia Kidd, 06/1962)
- The Shipwrecked Hotel (istor hir, skrivet a-gevret gant Norman L. Knight, 08/1965), hiraet hag adembannet dindan an titl A Torrent of Faces (1967)
- The Piper of Dis (istor hir, skrivet a-gevret gant Norman L. Knight, 08/1966), hiraet hag adembannet dindan an titl A Torrent of Faces (1967)
- Our Binary Brothers (02/1969)
- The City That Was the World (istor hir, 07/1969)
- A Style in Treason (istor hir, 05/1970)
- The Day After Judgment (romant, 09/1970)
- Darkside Crossing (istor hir, 12/1970)
- The Glitch (06/1974)
- The Art of the Sneeze (11/1982)
- Dynamic Science Fiction
- Turn of a Century (03/1953)
- The Duplicated Man (romant, skrivet a-gevret gant Robert A. W. Lowndes, 08/1953)
- Worlds of If
- A Case of Conscience (romant berr, 09/1953), hiraet hag adembannet e 1958
- The Thing in the Attic (07/1954)
- Watershed (05/1955)
- To Pay the Piper (02/1956)
- Welcome to Mars (romant, 07/1966)
- Black Easter (romant, 08/1967)
- Now That Man Is Gone (11/1968)
- Star Science Fiction Stories
- F.Y.I. (12/1953)
- The Magazine of Science Fiction and Fantasy
- First Strike (06/1953)
- The Book of Your Life (03/1955)
- With Malice to Come (3 vignettes) (05/1955)
- A Time to Survive (istor hir, 02/1956)
- This Earth of Hours (istor hir, 06/1959)
- The Masks (11/1959)
- The Oath] (10/1960)
- Who's in Charge Here? (05/1962)
- No Jokes on Mars (10/1965)
- Midsummer Century (romant berr, 11/1982)
- Fantastic Universe
- Translation (03/1955)
- Infinity Science Fiction
- King of the Hill (11/1955)
- Sponge Dive (06/1956)
- Detour to the Stars (12/1956)
- Nor Iron Bars (istor hir, 11/1957), hiraet hag adembannet dindan an titl Galactic Cluster (1959)
- Science Fiction Stories
- A Work of Art (07/1956)
- Science Fiction Adventures
- Two Worlds in Peril (romant berr, 02/1957)
- Amazing Stories
- … And All the Stars a Stage (romant, 06/1960)
- And Some Were Savages (11/1960)
- A Dusk of Idols (istor hir, 03/1961)
- Impulse
- A Hero's Life (istor hir, 03/1966)
- Analog
- To Love Another (04/1967), hiraet hag adembannet dindan an titl A Torrent of Faces (1967)
- Skysign (istor hir, skrivet a-gevret gant Norman L. Knight, 05/1968)
- Penthouse
- A Light to Fight by (06/1972)
- Fantasy Book
- The White Empire (09/1986)
istorioù berr e dastumadoù hepken
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1952 : Beanstalk & Future Tense (istor hir, hiraet hag adembannet dindan an titl Titan's Daughter, 1961)
- 1953 : Common Time & Shadows of Tomorrow
- 1956 : A Matter of Energy
- 1959 : Nor Iron Bars (istor hir) & Galactic Cluster
- 1961 : The Abattoir Effect & So Close to Home
- 1966 : How Beautiful With Banners & Orbit 1
- 1969 : We All Die Naked & Three for Tomorrow
- 1970 : None So Blind & Anywhen • More Light & Alchemy and Academe • Statistician's Day & Science Against Man
- 1972 : Getting Along & Again, Dangerous Visions (istor hir)
- 1973 : A True Bill: A Chancel Drama in One Act & Ten Tomorrows (istor hir
- 1974 : The Price of a Drink & The Berserkers
- Dalif
- 2008 : Making Waves & Works of Art
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1952 : Jack of Eagles, embannet ivez dindan an titl ESPer
- 1957 : The Frozen Year embannet ivez dindan an titl Fallen Star
- 1958 : VOR
- 1959 : The Duplicated Man
- 1961 : The Star Dwellers • Titan's Daughter
- 1962 : The Night Shapes
- 1965 : Mission to the Heart Stars
- 1966 : Welcome to Mars
- 1967 : A Torrent of Faces (skrivet a-gevret gant Norman L. Knight) • The Warriors of Day
- 1968 : The Vanished Jet
- 1971 : … And All the Stars a Stage
- 1972 : Midsummer Century
- 1973 : The Quincunx of Time
- Heuliad Cities in Flight
- Earthman, Come Home (1955)
- They Shall Have Stars (1956), embannet ivez dindan an titl Year 2018! (1957)
- The Triumph of Time, embannet ivez dindan an titl A Clash of Cymbals (1959)
- A Life for the Stars (1962)
- Heuliad After Such Knowledge
- A Case of Conscience (1958)
- Doctor Mirabilis (1964)
- The Devil's Day : Black Easter (1968) & The Day After Judgment (1971)
Dastumadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1957 : The Seedling Stars
- 1959 : The Seedling Stars
- 1965 : Best Science Fiction Stories of James Blish, embannet ivez dindan an titl The Testament of Andros
- 1974 : Midsummer Century
- Dalif
- 1979 : The Best of James Blish
- 1980 : Get Out of My Sky
- 1993 : A Work of Art and Other Stories
- 1995 : With All Love: Selected Poems
- 1996 : A Dusk of Idols and Other Stories
- 2003 : In This World, or Another
- 2008 : Works of Art
- 2009 : Flights of Eagles
Teskadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1959 : Galactic Cluster
- 1961 : So Close to Home
- 1966 : New Dreams This Morning
- 1970 : Anywhen • Nebula Award Stories 5
Star Trek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1967 : Star Trek
- 1968 : Star Trek 2
- 1969 : Star Trek 3
- 1970 : Spock Must Die!
- 1971 : Star Trek 4
- 1972 : Star Trek 5 • Star Trek 6 • Star Trek 7 • Star Trek 8
- 1973 : Star Trek 9
- 1974 : Star Trek 10
- 1975 : Star Trek 11, embannet ivez dindan an titl The Day of the Dove (1985)
- Dalif
- 1977 : Star Trek 12 (11/1977, a-gevret gant Judith Ann Lawrence)
Nann-faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1964 : The Issue at Hand (sinet William Atheling Jr.)
- 1970 : More Issues at Hand ((sinet William Atheling Jr.)
- Dalif
- 1987 : 'The Tale That Wags the God
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Stephensen-Payne, Phil. James Blish: Author Mirabilis. Leeds, West Yorkshire : Galactic Central Publications, 1996 (ISBN 978-1-871133-46-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) lec'hienn ofisiel. Kavet : 02 Gen 25.
- (en) The Internet Speculative Fiction Database. Kavet : 02 Gen 25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Gas giant @ Historical Dictionary of Science Fiction. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Olendorf, Donna (1981). Blish, James (Benjamin) 1921–1975. In : Something About the Author, levrenn 66, p. 21. Farmington Hill, Michigan : Gale Research Inc., 1991 (ISBN 978-0-8103-2276-9)
- ↑ (en) Bloom, Harold. Science Fiction Writers of the Golden Age, p. 63. New York : Chelsea House, 1995 (ISBN 978-0-7910-2199-6)
- ↑ Knight, Damon (1977). The Futurians'. Scotts Valley, California : CreateSpace Independent Publishing Platform, 2015 (ISBN 978-1-5075-8778-2)
- ↑ (en) Liptak, Andrew. The Big Ideas of James Blish @ Kirkus Reviews, 13/02/2014. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) Bodleian Library. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) Pantropy @ Historical Dictionary of Science Fiction. Kavet : 30 Kzu 2024.
- ↑ (en) Blish, James. Surface Tension. In : Silverberg, Robert (dastumer). The Science Fiction Hall of Fame, levrenn 1: 1929-1964, pp. 477-514. New York : Avon Books, 1971 (ISBN 978-0-380-00795-0)
- ↑ (en) VanderMeer, Ann & Jeff. The Big Book of Science Fiction. New York : Penguin Random House, 2016 (ISBN 978-1-101-91009-2)
- ↑ (en) Blish, James (1957). The Seedling Stars. London : Gollancz, 2001 (ISBN 978-0-575-07239-8)
- ↑ (en) Wolfe, Gary K. (kinniger). American Science Fiction: Five Classic Novels 1956-58, pp. 373-554. New York : The Library of America (ISBN 978-1-59853-159-6)
- ↑ (en) Ketterer, David. Imprisoned in a Tesseract – The Life and Work of James Blish. Kent, Ohio : Kent State Univ Press, 1987, p. 25 (ISBN 978-0-87338-334-9)
- ↑ (en) James Branch Cabell Literary Life and Legacy. Kavet : 30 Kzu 2024.
- ↑ (en) Dirac communicator @ The encyclopedia of Science-Fiction. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) 1965 Nebula Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) 1965 Nebula Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) 1968 Nebula Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) Hugo Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) Nebula Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ (en) The Hugo Awards. Kavet : 02 Gen 25.
- ↑ 21,0 ha21,1 (en) The Hugo Awards. Kavet : 02 Gen 25.