Kaozeadenn Implijer:Kadwalan/Dielloù
Pajenn dielloù kaozeadenn Kadwalan
A-du gant...
[kemmañ ar vammenn]- Me ivez am boa meneget ar poent yezhadur-se da Venoni tost da vloaz zo bremañ, amañ. Droed 'peus da cheñch te da-unan ar boestoù. Emaon o paouez ober evit hini Breizh, dit d'ober ar re all ma fell dit.Rognogno 12 C'hwe 2007 da 17:02 (UTC)
A-du gant...
[kemmañ ar vammenn]amañ, Benoni 12 C'hwe 2007 da 22:26 (UTC)
Kendiviz reolata war ar rummadiñ
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur c'hendiviz reolata war ar rummadiñ a zo bet digoret amañ. Ar pal a zo kendoniañ an doare da henvel rummadoù. Trugarez deoc'h da reiñ ho ali er bajenn kaozeadenn, a-raok na vije digoret ar vot. A galon, Benoni 15 C'hwe 2007 da 19:53 (UTC)
anvioù divoutin gresianek: ledanaet ar prantad kaozeal
[kemmañ ar vammenn]Digor e vano ar gaozeadenn-mañ diwar-benn ar c'hinnigoù resis ma vo savet ur vot diwar o fenn a-benn ar fin evit sevel ur politikerezh envel evit an anvioù henc'hresianek divoutin. Degemeret mat e vo da alioù evel-just. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali, seul bindivikoc'h e vo ar c'hinnig diwezhañ.
Mat e vefe dit marteze teurel ur sell war ar pajennoù-mañ da gentañ ivez:
- Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern: un tamm kaozeadenn gent diwar-benn an hevelep kraf
- Treuzlizherennadur gresianek: talvezout a ra da diazez treuzlizherenniñ ar c'hinnig ma vo votet diwar e benn
A galon, ha degemer mat dit, --Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 14:45 (UTC)
Diwall, ur pennad Persefone 'zo dija! Koulz 'vo kendeuziñ an daou. Gant peseurt titl? se 'zo un afer all...Rognogno 17 C'hwe 2007 da 17:20 (UTC)
Salud. Ma ne fell ket dit lakaat reuz, na koll amzer, sell er rummad Mojennoù Hellaz, ha Doueed Hellaz, Doueed Roma, a-raok krouiñ ur pennad: Persefone, Demeter, Kore, Proserpina zo dija. Hag ur 150 all. Bianchi-Bihan 17 C'hwe 2007 da 19:22 (UTC)
- Pezh am boa graet evit Hades. Aet on un tamm re vuan war-lerc'h avat.
- Graet mat ac'h eus - faziet un tammig nemetken, met n'eo ket strikt, dreist-holl pa vezer nevez-deuet. --Neal (Kaozeal) 18 C'hwe 2007 da 18:01 (UTC)
Rodez/Rodos
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! War ma fajenn implijer em eus lennet kement-mañ "Salut. Savet az teus ur pennad "Rodez" evit enezenn Bro-C'hres. Kavout a ran avat Rodos e Levrioù istor Diwan 6ed ha Rodhos e levr Istor TES, p 59 ha passim. Ali on skrivañ Rodhos. Ha diaes e vefes lakaet ma kemman anv ar pennad?--Kadwalan 17 C'hwe 2007 da 17:58 (UTC)". N'eo ket ganin eo bet savet ar pennad-se met gant Bianchi-Bihan. Goulenn e soñj digantañ. Me ne'm eus hini ebet. A galon --Llydawr 18 C'hwe 2007 da 21:31 (UTC)
- Trugarez --Kadwalan 19 C'hwe 2007 da 09:53 (UTC)
Thétis
[kemmañ ar vammenn]Salut Kadwalan, je suppose que c'est toi qui m'a posé une question sur Thétis sur fr: Le passage sur Zeus enchaîné vient de l'Iliade (I, 396-406), c'est le seul récit de l'événement ayant survécu. 20 C'hwe 2007 da 16:29 (UTC)
Skrivet ac'h eus:
- Laouen e vefen o kaout skouerioù all eus anvioù tud gant αέ
Setu ur skouer:
Φαέθων
--Neal (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 06:13 (UTC)
Kemenn votadeg
[kemmañ ar vammenn]Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:08 (UTC)
Salud. din da c'houzout e teu Hellened eus ar roue Hellen. A galon. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 22:48 (UTC)
Saozon
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Pa'm boa savet ur pennad Saksoned e oan bet o'n em c'houlenn, evel-just, petra ober eus ar bobl-se. Dibabet em boa ober gant Saksoned evit ar re a oa war an douar-bras ha miret em boa Saozon evit ar re aet da Enez Vreizh ha deuet da vezañ Anglizien. Da'm soñj eo re anavezet ar stêr Anglizien zo gant ar ger Saozon evit ober gant ar ger-se da envel ar bobl gozh. Gwir eo evel ma skrivez e kaver ar stumm Saozon a-gozh e brezhoneg, hag e reer anezho alouberien Enez Vreizh en testennoù. Met ar stumm Sakson a gaver e geriadur Roparz Hemon. Ar ger Saks a vo ezhomm anezhañ ivez. Hag e kembraeg e lakaer kemm etre Saeson ha Sacsoniaid. Se a oa abegoù ma dibab. --Llydawr 4 Meu 2007 da 18:02 (UTC)
- N'emañ ket embannadur diwezhañ geriadur R. Hemon ganin hiziv. En hini kozh em eus kavet "Saks = Saxe" ha "Sakson m. -ed Saxon (de Saxe). Skrivañ a ra ivez "Saoz a. anglais ; bègue ; S.M. -on Anglais". Da lâret eo Saozon eus Bro-Saoz a-vremañ. E geriadur an Here : Saoz Saozon g 1 Den eus Bro-Saoz. (...) 2. Istor Den eus ur boblad c'herman. Breizh-Veur aloubet gant ar Saozon.
"Saozon" eta eo ar ger a vez implijet a-gozh er yezh pemdez hag er skridoù pa gomzer diouzh ar bobl c'hermanek en e bezh. Miret e vez "sakson" evit ar boblad a ra he annez e Bro-Saks istorel end-eeun. Daoust ha ne gav ket dit e ve mat derc'hel da'n implij klasel eus ar gerioù-se er yezh (Sellet ouzh eil geriadur an Here, pennad Saozon)? Me ma-unan e kavfen diaes, evel az teus komprenet, ober gant ur ger a implijer en hor yezh gant ur ster all (Sakson) ha chom hep ober gant ar ger zo diazezet mat e impllij (Saozon) ... Ar santimant am eus e tegas mesk kentoc'h evit sklaerder. Abaoe Bede e raer "Saozon gozh" pe "Saozon eus an Douar bras" eus izili ar boblad c'hermanek zo chomet war an douar bras e yezhoù european zo. Un diskoulm e vefe evit lakaat kemm gant ar re-all.
E yezhoù bras all e reer gant ar memes ger evit envel an holl e giz e brezhoneg ha ne sav ket mesk, a-drugarez d'ar c'henarroud pe d'an anvioù-gwann a vez lakaet da-heul. E saozneg e reer Saxons eus an holl (memes annezidi Saks) ; e galleg e reer saxons eus an holl ivez, en alamaneg e reer Sachsen eus an holl (Der heutige Freistaat Sachsen (historisch auch Kursachsen bzw. Obersachsen) hat mit dem historischen Volk der Sachsen nur bedingt etwas gemein. Er trägt seinen Namen aufgrund historischer Namensverschiebungen) ; Los sajones a vez lâret eus an holl e spagnolek ; I sassoni en italianeg ha kement zo... En holl yezhoù-se ouzhpenn ez a an anvioù-se da envel ar c'hermaned zo aet da chom da Roumania er Grennamzer ha n'o deus mann da wet, koulz hag ar Saksoned din-me, gant ar Saozon a orin.--Kadwalan 4 Meu 2007 da 18:59 (UTC)
Dewi
[kemmañ ar vammenn]Trugarez evit an evezhiadenn diwar-benn Gouel Dewi. Cheñchet eo bet. --Llydawr 6 Meu 2007 da 06:42 (UTC)
Vot digor war adenvel an ti-chopin
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 29 Meu 2007 da 18:31 (UTC)
Darius
[kemmañ ar vammenn]N'on ket sur eo ur soñj mat ober gant Darius Veur: ne gredan ket e vije graet ar c'hemmadur estreget war-lerc'h "lmnr", met marteze e fazian. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 05:53 (UTC)
- Lakaet on souezhet ganit. Da'm soñj e vefe mat dit adwelet da roll kemmadurioù.--Kadwalan 3 Ebr 2007 da 13:38 (UTC)
- Graet eo: adwelet eo. Charlez vras, Darius Veur. Ur goulenn ne oa ken. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 17:17 (UTC)
Napoleon
[kemmañ ar vammenn]N'in ket da ober trouz evit disterachoù, met kemmadur d zo diret e-barzh deu ha dle hervez Lan Inizan ha Kervella. met ma fell dit ober anezho eo mat din. Ma fell dit e c'hallez klask e skridoù Neal: plijout a ra dezhañ chom hep ober ar c'hemmadur-se atav. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:03 (UTC)
- A-du ganit war ar c'hraf-se d'an nebeutañ met bravoc'h e kavan gant z. --Kadwalan 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
- Bravoc'h e kavan hep "z", evel gant Dom Lan.Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
Evit Napoleon eo reizh skrivañ hep "é", pa'z eo brezhonekaet. Ha c'hoazh e c'hallfed arguzenniñ eo ret derc'hel d'an anv ofisiel gallek. Evit ar meksikan eo ret mirout "ó" e Napoleón: un anv spagnolek eo. A galon.Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:09 (UTC)
- Perak brezhonekaat unan ha pas egile? --Kadwalan 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
- Hervez ma soñj-me n'eus ket da vrezhonekaat an anvioù tud. Nemedennoù: Napoleon just a-walc'h. Met goulenn o ali digant tud all. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
- Arabat tapout poan benn o soñjal re. Diezhomm eo an tired e brezhoneg--Kadwalan 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
- Ur soñj kaer da lavarout d'ar c'heriadurourien.Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
Goulakaet e oa ar ger "amañ". Ouzhpenn pa'z eo un tiret lakaet evit distagañ o Napoleon e yezh Francisco Zapatta e-giz ma reomp amañ (pe e korseg marteze?), ne welan ket re perak mirout anezhañ. --Kadwalan 4 Ebr 2007 da 18:25 (UTC)
- Abalamour d'an doujañs dleet d'an anvioù-tud. Evel ne vije ket dereat skrivañ Jorj Bouch.Bianchi-Bihan 4 Ebr 2007 da 22:34 (UTC)
- Ne welan tiret ebet en anv-se.
- Lak ma kerez.
- Skrivañ a rafen a-walc'h Jord Azen kentoc'h met ... a-du a-walc'h emaon evit a sell an anvioù tiegezh. Evit a sell an anvioù badez n'eo ket pec'hed o brezhonekaat da'm soñj.
- N'eo ket pec'hed, met un afer a gustumañs eo.
- Koulskoude ne gomprenan ket mat. Abaoe ur sizhun e tifennez dres ar pezh emaout o paouez kondaoniñ a-us : kemm an anvioù tud.
- Kemm pere?
- Gant displegadennoù e-giz ar pezh emaout o paouez skrivañ e vefe dleet-mat da Veksikiz, da skouer, skrivañ "Napoleone Buonaparte" pa n'eo ket un anv meksikan na gall. Perak e c'haller gallekaat anvioù badez zo ha n'haller ket o brezhonekaat?
- Evit ar gallekaat, goulenn er wiki gallek. Evit anvioù spagnolek n'eo ket fall dibab ar wikioù gallek ha spagnolek: gant tiredoù
- N'out ket poellekoc'h da'm soñj pa skrivez "Evit Napoleon eo reizh skrivañ hep "é", pa'z eo brezhonekaet" ha goude-se "Hervez ma soñj-me n'eus ket da vrezhonekaat an anvioù tud." --Kadwalan 4 Ebr 2007 da 23:50 (UTC)
- Ne laran ket on poellek, n'ouzon ket bezañ atav. Ha n'on ket sur eo poellekoc'h ar re all pa sellan mat. Tud zo a zo stag ouzh ur seurt hengoun skritur: diwezhañ, Roazhon, Napoleon, Pariz... mont a ran da-heul, evel un toullad tud all, hep terriñ ma fenn. Arabat brezhonekaat pep tra (meur a yezh zo er bed), arabat divrezhonekaat ivez. Evel ma lavar Bayrou, er c'hreiz emañ ar muzul mat. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2007 da 00:38 (UTC)
- Setu aze ur respont. --Kadwalan 5 Ebr 2007 da 00:48 (UTC)
- Ne welan tiret ebet en anv-se.
Talvout
[kemmañ ar vammenn]Kavout a ra din eo peurheñvel ster talvout ha talvezout, ha ken reizh an eil evel egile. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:24 (UTC)
- A-du ganit war ar c'hraf-se ivez --Kadwalan 3 Ebr 2007 da 13:37 (UTC)
- Ha bravoc'h e kavan-me talv. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
- Logod d'ar c'hazh hag eskern d'ar chas, pep hini e vlaz. --Kadwalan 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
- Ha bravoc'h e kavan-me talv. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)
Añforennoù
[kemmañ ar vammenn]Perak e plij dit muioc'h evañ gant amforennoù kentoc'h evit gant añforennoù, daoust d'ar stumm diwezhañ-se da vezañ an hini reizh?--Kadwalan 3 Ebr 2007 da 14:48 (UTC)
- Ma'z eus ur stumm reizh eo an hini orin, er yezh orin. An holl re all, gallek pe saoznek pe vrezhonek, zo distresadurioù. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
Cheñch a ran ma goulenn : perak e plij dit gwelloc'h DA zistresadur evit unan degemeret en holl c'heriadurioù war-bouez hini Tata Vallée?--Kadwalan 4 Ebr 2007 da 18:25 (UTC)
Seul dostoc'h d'ar ger orin, seul zisteroc'h an distresadur. N'eo ket ma distresadur-ME. Ne garfen ket skrivañ na dañt, na gañti, na koñtell, nag olifañt, ... nag añforenn.Bianchi-Bihan 4 Ebr 2007 da 22:34 (UTC)
- Piv a ra gant hemañ mod all salokras ? Daveoù a-walc'h am eus roet ... (Implijet e vez añforenn gant Geriadur R. Hemon, ar Geriadur istorel, hini Favereau, hini R. ar Porzh, Geriadur an Here. Menegomp ouzhpenn c’hoazh an Notennoù diwar benn ar Gelted kozh (p.41 ha kement zo), levr istor 6vet klas an embannadurioù TES (p. 80) ha barzhonegoù Anjela Duval ("Kanenn-bobl a Vro-Gambodj").
Met lezomp se a-gostez. Ne gaozeomp ket eus distagadur al lizherenn n din da c'hoût? Keñveriomp traoù a c'hall bezañ keñveriet, neketa? Klask gerioù brezhonek gant ar strollad -AMF- ha lavar din pet az teus kavet. ----Kadwalan 4 Ebr 2007 da 23:54 (UTC)
- Kerzh d'ober da ginnigoù, pe enepkinnigoù, d'an holl en Davarn. Me ne zivizan tra: ober a ran hervez ma dibaboù, gant ma dislavaroù. Eno emañ al lec'h da abegiñ. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2007 da 00:21 (UTC)
- Hag e rin--Kadwalan 5 Ebr 2007 da 00:45 (UTC)
Dedenn
[kemmañ ar vammenn]Hallo :-) (DEMAT)
Je ne parle pas le breton...parce que Ober a ran kalz fazioù But I logged me in, because I'm very interested in the language and culture of the Breizh... If you have some information for me please tell me de:Benutzer:Berlinersorbenbayer or in my breton sight. I search infromation breton schools and kindergartens, because I want to write an article in the german wikipedia about breton kindergartens.
- trugarez pour des informations... if i have some questions, I would like to ask you okay? Kenavo
Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w ? Only 3-5 sentences enough. Please.
PS. Article about Kurów is already on 162 languages. If you do that, please put interwiki link into English version. If your village/town/city hasn't on PL wiki, I can do article about it. (I'm first author of requests) Pietras1988 TALK 7 Ebr 2007 da 14:43 (UTC)
Rummadiñ
[kemmañ ar vammenn]Demat. Un ali pouezus: arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad. Gw. da skouer : Anvadur an asteroidennoù, Darius Veur, Rann-arme Karlez-Veur. Gw. : amañ. Trugarez, Benoni 9 Ebr 2007 da 11:37 (UTC)
Enteuziñ div bajenn
[kemmañ ar vammenn]Pa vez enteuzet div bajenn ne vez kollet titour ebet ma vez treuzfurmet ur bajenn e adkas davet egile. 'T eus nemet klask e istor ar pajennoù ar pezh a zo bet diverket.Benoni 11 Ebr 2007 da 14:18 (UTC) trugarez
Evit ur bureviad
[kemmañ ar vammenn]Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)
Tiernelezh hag et
[kemmañ ar vammenn]Gw. amañ: [1], Benoni 18 Ebr 2007 da 12:03 (UTC)
Salud dit ! Da'm soñj ez eus traoù direizh en titl-se : e eo berradur pevare ha n'eo ket re (hervez yezhadurioù F. Kervella ha R. Hemon diantav) hag un i a vank moarvat er ger tiernezh. A galon, --Llydawr 18 Ebr 2007 da 17:54 (UTC)
- Emañ ar wirionez ganit : lonket an I ganin. Trugarez evit da evezhiadenn. Reizhet e vo gant ar chon. Ne welan seurt e yezhadurioù Roro nag e hini Fañchou a-zivout pevare. Marteze e c'hallfes lâret din e pe lec'h az teus gwelet an dra-se. Ken buan all e c'hallfed skrivañ "XXIVvet tierniezh (pedervet tierniezh) hervez Yezhadur berr ar brezhoneg diantav (p. 88). A-galon--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 18:08 (UTC)
Respont : E Yezhadur bras ar brezhoneg, F. Kervella, p. 266, e taolenn an niveroù, e lennan : 4e pevare. Hag heñvel, pa soñjan, gant 3e trede, kammskrivet 3de meur a wech en anvioù tierniezhioù. A galon --Llydawr 19 Ebr 2007 da 20:41 (UTC)
- Da gentañ trugarez evit da ditouroù. Goude bezañ klasket un tamm setu a gavan : war goloioù holl levrioù Diwan ar pevare klas e lennañ "4re klas". Da'm soñj n'eo ket gwall dra skrivañ 4e pe 4re. Ali e vefen koulskoude da vont da-heul boazioù Diwan dre ma vez kelennet ar pep brasañ eus ar vrezhonegerien da zont gante. A galon--Kadwalan 1 Mae 2007 da 11:44 (UTC)
Demat. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 23 Ebr 2007 da 16:35 (UTC)
- N'eo ket al labour a vanko deomp! Klaod. Kadbzh 23 Ebr 2007 da 16:47 (UTC)
Ma ali: bof... (pe "bav", kentoc'h). A galon. Klaod. Kadbzh 24 Ebr 2007 da 06:36 (UTC)
Sellout a-wechoù
[kemmañ ar vammenn]A-raok krouién pajennoù nevez ha ne vezont ket nevez atav, mat e vije sellout. kEMENN a ran dit betegouzout e rafes evel kustum e vo boulc'het ur rummad: rouaneze gall a c'halli sellout ennañ a-raok , Medici hag all. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2007 da 14:01 (UTC)
Fulup
[kemmañ ar vammenn]Salud dit! Krouet 'peus pennadoù diwar-benn meur a roue gall anvet ganit Fulub. Peurvuiañ e skriver Fulup e peurunvan. Ur pennad Fulup zo, abaoe pell, hag ur pennad Fulup VI a Vro-C'hall zo ivez. A galon, --Llydawr 30 Ebr 2007 da 20:02 (UTC)
- Er geriadurioù e brezhoneg peurunvan e kaver Fulub, skrivet gant ur B. --Kadwalan 1 Mae 2007 da 12:01 (UTC)
Salud dit ! Gwir eo e kaver Fulub gant B e geriadur Roparz Hemon. Met en darn vrasañ eus ar skridoù e kaver Fulup gant P. Klasket em eus war Internet ha kavet em eus, e testennoù brezhonek, anvioù evel Fulup Jakez, Fulup Travers, Fulup Plouzane, Fulup Kadored, Fulup Kere... Klasket em eus el levr Istor-Geografiezh 5vet, embannet gant TES, hag eno e lenner anvioù rouaned c'hall evel Fulup II Aogust, Fulup III, Fulup IV, Fulup V', Fulup VI... E levrioù Paol Feval troet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig ez eus anv eus Fulup a Valois. Marc'harid Fulup a skriver hec'h anv gant ur P en dibenn. Ha skouerioù all a c'hellfen reiñ c'hoazh. Me 'gav din e oa reizh ar pezh a skriven : "Peurvuiañ e skriver Fulup e peurunvan". A galon, --Llydawr 6 Gou 2007 da 21:47 (UTC)
- Fulup ker, euh.., Llydawr ker, me gav din emañ ar wirionez ganit hag evel ma tistager ivez "fi'lipèt" ha n’eo ket "fi'li:bèt" e kav din ez eo gwelloc'h ar p ivez. Evel ma ne vez ket atav tout ar wirionez gant ar geriadurioù e vefen a-du da lakaat Fulup ma' teus c'hoant. --Kadwalan 9 Gou 2007 da 18:23 (UTC)
Trugarez dit evit da respont ! A galon, --Llydawr 9 Gou 2007 da 20:01 (UTC)
Goulenn termenadurezh: lec'h distagañ
[kemmañ ar vammenn]a-raok stagañ gant un toullad pennadoù diwar-benn ar c'hensonennoù hag rankout kemmañ pep tra da c'houde em bije c'hoaznt kaout da ali ur wezh all war tachenn an dermenadurezh fonetikel. N'ouzon ket re penaos ober pa enver ur gensonenn evit ar perzh a denn d'al lec'h distagañ, da skouer: "gensonenn diweuz" (hep kemmadur), "kensonenn ziweuz" (gant kemmadur), "kensonenn ziweuzek" (gant anv-gwan), "kensonenn a-ziweuz", kinnigoù all... Evit an doare distaga´ñ eo aesoc'h ha sklaeroc'h: ober a rin gant "dre +verb" evel ma reer evit envel ar c'hemmadurioù, da skouer "dre serriñ" (occlusive), "dre darzhañ" (plosive)... diwar skouer "kemmadur dre vlotaat" h.a. Trugarez. --Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 07:38 (UTC)
Goulenn all c'hoazh
[kemmañ ar vammenn]Penaos lakaat an diforc'h etre "palate" (=hard palate / palais) ha "velum" (=soft palate)? laket int bet da heñvelsterioù hervez favereau troet o-daou gant "staon". Ober gant "toenn ar genoù" (diresis a-walc'h) evit "velum"? A-hendall: "hogedenn" evit "uvular" ha "gourlañchenn" / "farinks" (?!) evit pharynx?. Trugarez.Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:30 (UTC)
- tap ha trill? great am boa gant "dre fraoñval" met bez' ez eus ivez "buzzed consonants"... alioù?Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 15:37 (UTC)
Graet em eus war-dro adenvel un nebeud pennadoù, ober ri ar re all? Kergidu 14 Mae 2007 da 09:19 (UTC)
Mikene
[kemmañ ar vammenn]Feiz, "ai" a lennan gant ma lunedoù en anv gregach. Ma n'eo ket mat "ai" aze n'eo ket mat e lec'h all ivez: Moirai, Tebai, Megaira, (nag "ei" e Deianeira ha Rio de Janeiro), Uruguay, urupailh... Kergidu 15 Mae 2007 da 12:02 (UTC)
Tagadenn
[kemmañ ar vammenn]Na rez ket biloù. Boutin eo seurt tagadennoù siwazh...Benoni 18 Mae 2007 da 19:30 (UTC)
- Ya, ar merourien o deus oustilhoù efedus a-enep da seurt istrogelled eürusamant. Gant ma na c'hoarvez ket e pad an noz! (met d'ar mare-se e teufe unan bennak eus meta) Na gomprenin morse seurt emzalc'h distruj!!!Benoni 18 Mae 2007 da 19:45 (UTC)
E-lec'h ober gant "ali on ober", n'hallfes ket ober gant "ali on da ober"? A galon. Shelley Konk 20 Mae 2007 da 17:10 (UTC)
Kudennig: sklaeraat
[kemmañ ar vammenn]Salut dit. Gwelet am eus e oa bet skrivet kement-mañ ganit en diverradur: "Aesc’hulos adkaset da Aesc'hulos: kudenn arouezennoù evit an adkasoù" Hag ur gudenn resis 'zo a rankf bezañ renket? Pehini? A galon, --Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 19:27 (UTC)
- Trugarez evit ar resisadenn. Diverkañ ar pennad kent am eus graet diwar da c'houlenn. Kae da wirikekaat memestra n'eo ket bet diverket ar pennad mat ganin... --Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 19:48 (UTC)
- Glups! Didiverket am eus ar pennad. E gwirionez ne welan ket re vat pehini a rankfe bezañ diverket. Kas din titl resis ar pennad etre kromelloù hag e rin war-dro. Digarez-me.--Neal (Kaozeal) 22 Mae 2007 da 21:00 (UTC)
Maenadoù
[kemmañ ar vammenn]Ok, kalon vat dit war ar maenadoù. Kalz a labour 'zo! Benoni (Kaozeadenn) 31 Mae 2007 da 11:33 (UTC)
Merour
[kemmañ ar vammenn]N'emaomp mui nemet daou merour oberiant war ar wikipedia-mañ: Neal ha me. Petra soñjfes lakaat da anv evit bezañ dilennet merour ivez? Mat vije kaout atav ur merour tro-dro pa vez tagadennoù da skouer, ar pezh n'eo ket aes pa na vezer nemet daou. Ma 'z out dedennet, lavar din, hag e savin ur bajenn vot evidout. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 5 Mez 2007 da 21:52 (UTC)
- Tu zo dit lenn kement-mañ ma fell dit: Wikipedia:Merourien. Kalz traoù a c'hell ober ur merour, met e gwirionez e tibab pep merour ar pezh a fell dezhañ ober: sellet ouzh ar pennadoù nevez savet ha sellet ma z'int graet mat e keñver reolennoù wikipedia (gant rummadoù, liammoù etrewiki, un endalc'had holloueziadurel hag all), stourm a-enep an dud a dag ar wikipedia (evel ma 't eus merzhet, e c'hoarvezh ur wech dre vare), klask diskoulmañ ar c'hudennoù a sav etre implijerien, hag all. D'am soñj, rol pouezusañ ur merour a zo ober e vije wikipedia ul labour a-stroll, ha pas un dra savet pep hini barzh e gorn. Benoni (Kaozeadenn) 5 Mez 2007 da 22:16 (UTC)
- Setu, krouet 'm eus ur bajenn evidout lakaat da anv evit dont da vezañ merour: Wikipedia:Merour/Kadwalan. N'eo ket digor ar vot c'hoazh. Ret eo dit leuniañ traoù 'zo a-raok, en em ginnig, hag all. Pa vi prest, lavar din hag e vo digoret ar vot, graet bruderezh evitañ hag all. Benoni (Kaozeadenn) 5 Mez 2007 da 22:43 (UTC)
- Setu, digoret eo ar vot evit lakaat ac'hanout da verour! Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 12:08 (UTC)
- Setu, krouet 'm eus ur bajenn evidout lakaat da anv evit dont da vezañ merour: Wikipedia:Merour/Kadwalan. N'eo ket digor ar vot c'hoazh. Ret eo dit leuniañ traoù 'zo a-raok, en em ginnig, hag all. Pa vi prest, lavar din hag e vo digoret ar vot, graet bruderezh evitañ hag all. Benoni (Kaozeadenn) 5 Mez 2007 da 22:43 (UTC)
Pennmizherennoù
[kemmañ ar vammenn]Lakaomp eo ret heuilhañ ur reolenn betek penn: pe lakaat lizherennoù e pep lec'h pe neblec'h... Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 16:18 (UTC)
Yezhoù ar Bed
[kemmañ ar vammenn]Demat, me a zo a-du penn-da-benn ez eo ret skañvaat ar rummad Yezhoù ar Bed, met marplij gortoz a-raok en ober, ha sav ur gaozeadeg en tavarn. Ret eo kaout ali Neal (en deus savet darn vrasañ ar pennadoù) a fell dezhañ kaout an holl yezhoù en ur rummad. Me a ginnigfe a-walc'h kaout ur rummad Rummad:Meneger Yezhoù ar Bed, enni an holl pennadoù diwar-benn ar yezhoù. Hag er memes mare e vije skañvaet ar Rummad:Yezhoù ar bed da 99%. Lenn ar pezh zo bet skrivet amañ dija: [2]. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 22:13 (UTC)
- PS: Ma robot a c'hellfe lakaat holl pennadoù ar rummad yezhoù ar Bed en ur rummad meneger yezhoù ar Bed. Evit-se eo arabat dit kregiñ gant al labour evit poent d'am soñj. Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 22:15 (UTC)
- PPS:Pa welez ur pennad hep ar patrom-mañ {{porched yezhoù}}, lak anezhañ marplij. Evel-se e vo lakaet en un doare aotomatek ar pennad er rummad Meneger yezhoù ar Bed. Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 22:18 (UTC)
- Sell amañ : [3] ha lak da soñj ma fell dit... Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 22:34 (UTC)
- PPS:Pa welez ur pennad hep ar patrom-mañ {{porched yezhoù}}, lak anezhañ marplij. Evel-se e vo lakaet en un doare aotomatek ar pennad er rummad Meneger yezhoù ar Bed. Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 22:18 (UTC)
Lénition
[kemmañ ar vammenn]c'hoant am boa sevel ur pennad o tennañ d'ar lenition distag diouzh ar c'hemamdur dre vlotaat e brezhoneg met liammet outañ evel-just - da lârete eo ur pennad ledanoc'h, rak ret e vefe sevel pennadoù diwar-benn ar c'hemmadurioù ivez. Penaos ober diouzh "lenition" neuze? Kinnigoù:
- "Blotadur" (diwar "kemmadur dre vlotaat")
- "Kuñvadur" (!?) - hervez Favereau on-line pa glasker "dre vlotaat" e vefe an termen "kemmadur kuñvaat" kevatal da "kemmadur dre vlotaat"[4].
- Distag ha liammet war un dro? evel kelc'hioù karrezek? Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 14:13 (UTC)
Trugarez
--Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 09:48 (UTC)
Klemm
[kemmañ ar vammenn]Skuizhus eo an daou verour Neal ha Benoni pa embannont o c'hoant da zistruj ma fennadoù a-boan kroget:
- Ha krouet gantañ ur bajenn dimezell nann-holloueziadurel!!! Benoni (Kaozeadenn) 10 Mez 2007 da 21:22 (UTC) Ya, gwelet am boa. Gwelet 'vo evit ar pennad-se - ra ma vo astennet ha kemmet evit e lakaat da vezañ ur penand holloueziadurel pe a-hend-all e vo diverket goude bezañ bet embannet war ar penand-se n'eo ket ar wikipedia ur geriadur. --Neal (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 05:03 (UTC)
Goulenn a ran skoazell merourien all neptu da vont da lavarout dezho paouez gant o freuz. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 14:12 (UTC)
Votadeg
[kemmañ ar vammenn]arabat disoñjal votiñ evidout-te da-unan ivez mar fell dit --Neal (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 10:13 (UTC)
- ??? Dre vras na voter ket evitañ e-unan d'am soñj ... Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 10:18 (UTC)
- Gwir eo. Graet eo bet c'hoazh avat, me gav din. --Kadwalan 12 Mez 2007 da 10:20 (UTC)
A-benn ar fin, me 'gav din n'eus netra a virfe ouzh unan da vouezhiañ evitañ e-unan. N'eus ket 'met soñjal en dilennadegoù diwezhañ : Sarkozy n'en deus ket votet evit Segolene na roet ur paper "gwenn" kenebeut (ha gwir eo e-keñver S. Royale ivez da'm soñj)--Kadwalan 14 Mez 2007 da 08:35 (UTC)
Yezhoù ar bed
[kemmañ ar vammenn]O lakaat urzh er rummad Yezhoù ar Bed emaon, gant sikour ma robot. Lavar a rin dit pa vo echu. War-lerc'h e chomo kalz labour c'hoazh, pa vo ret lakaat (d'am soñj) daou rummad da bep yezh, evel ma 'm eus displeget war an davarn: ur rummad evit ar vro (sk. Rummad:Yezhoù Mec'hiko) hag ur rummad evit ar familh yezhoù (sk. : Rummad:Yezhoù keltiek). A galon, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 10:18 (UTC)
Morfem/Morfemenn
[kemmañ ar vammenn]Petra eo da ali personel-te: ober kentoc'h gant "morfemenn"" pe gant "morfem". Graet eo bet betek-hen gant "morfemen" ganin diwar skouer "kensonenn", "vogalenn", h.a. met faziet e c'hell bezañ evel-just. A-raok kemmañ avat e fell din goût ali tud all bet labouret gante war dachenn ar yezhoniezh evit chom hep kemmañ ha neuze rankout adkemmañ en-dro. Idem evit "fonemenn" kv. "fonem". Daveennoù: Kaozeal:Morfemenn distag ha Kaozeal:Morfemenn. Un tamm kempenn e vefe d'ober war-dro ar pennadoù-se ivez, met un afer all eo honnezh. Trugarez evit da amzer ha da guzuliou fur ha seven atav. Aet on da glask un tamm evit bouetañ ar gaozeadenn war ar poent-mañ ha setu an disoc'hoù:
- Geriadur Preder (war-linenn): "morfem" // -
- Favereau (war-liennn): "stummad" / "morfem" // "soniad" / "fonem"
- Roparz Hemon: "morfem" // "soniad"
--Neal (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 10:27 (UTC)
- un afer...honnezh. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 10:42 (UTC)
- Reizhet. Trugarez, --Neal (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 10:47 (UTC)
Bot
[kemmañ ar vammenn]Nann, nann, se n'eo ket ar bot. Me an hini eo. Ret e oa din distreiñ d'ar stumm kent evit ma c'hellfe ma bot labourat. Marplij, na labour ket war ar yezhoù keit m'emañ ma bot o labourat, mod all e vo kudennoù. Ur wech echu gant ma bot a reizhin tout ar c'hudennoù. War lerc'h e vo tu dit ober ar pezh 't eus c'hoant. Trugarez. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 11:09 (UTC)
- N'eo ket bet diverket na ne vo ar Rummad:Yezhoù ar bed. Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 11:27 (UTC)
- Digarez ac'hanon ma gemer kalz amzer labour ma bot, met tost da 2000 pennad a zo er rummad Yezhoù ar bed!!! Un drederenn eus al labour zo bet graet dija!!! Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 11:28 (UTC)
- Labour echu. Dit da c'hoari bremañ , Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 16:43 (UTC)
- Digarez ac'hanon ma gemer kalz amzer labour ma bot, met tost da 2000 pennad a zo er rummad Yezhoù ar bed!!! Un drederenn eus al labour zo bet graet dija!!! Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 11:28 (UTC)
Sell
[kemmañ ar vammenn]P'emaout war-dro, sell ouzh labour biskoazh kaeroc'h er pennad Dimezell. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 13:32 (UTC)
Emaon o paouez tennañ un draig: d'am soñj ne reer ket gant eo aze. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 13:36 (UTC)
Poltred Y-F Kemener
[kemmañ ar vammenn]Kavet 'm eus anezhi war meur a lec'hienn (tu zo pellgargañ ar skeudenn war:[5], ha kemet em eus un tammig ar stumm, a hend all ne c'hellan ket bezañ sur da 100%... --Ronan 13 Mez 2007 da 14:14 (UTC)
Da/evit
[kemmañ ar vammenn]"Reizhañ" a rez :Kaset e oa bet, a lavared, pe gant Hera pe gant Dionisos ( hervez Paosanias), evit kastizañ tud Tebai, war-lerc'h un torfed bennak dianav. Kas ... evit..., din-me, n'emañ ket e-barzh ar brezhoneg a anavezan. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 08:07 (UTC) ::Kas ... da ... . Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 08:25 (UTC)
Merzet em eus e lakaez atav "da" e-lec'h ar ger "evit" (n'eo ket goude ar ger "kas" hepken"). Ne welan ket re perak peurliesañ--Kadwalan 14 Mez 2007 da 08:31 (UTC)
- Merzet em eus e veze klevet gant yaouankizoù ar c'hentañ kantved warn-ugent evit/evidon e-lec'h ma veze lavaret da/din gant brezhonegerien yac'h an 20vet kantved. Gwelout a ran mat-tre perak: abalamour d'ar ger gallek "pour". Ne gredan ket e vije un displegadur all. (Skouer: Soñj am eus eus ur "c'haier testennoù" brezhonek a oa skrivet war pep pajenn : labour d'ober evit arc'hoazh. N'em eus ket dalc'het soñj eus niver ar pajennoù.)
- Kas da zo evel mont da. N'anavezan na "kas evit" na "mont evit". A galon. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 08:43 (UTC)
- Ar marc'h reizh, p. 333, Kaset e oam bet evid-se, da Bariz
- Miz ha buez santes Anna. gant an Aotrou Peron. Lefournier-Salaun. Brest-Kemper. 1877. p. 264 "Meur a hini a zo bet kaset war an dachenn evit titouriñ an enebourien."
- Buhez ha Faltazi p. 38, "Mont d'ar c'hrignol ! adalek ar rouz-noz ne vijen ket aet evit netra !"--Kadwalan 15 Mez 2007 da 06:41 (UTC)
Rrummad
[kemmañ ar vammenn]Penaos 'teus graet evit skrivañ "rrummad"? n'ouzon ket reizhañ! Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 09:00 (UTC)
- gant daou r, evel e ral a wezh. Renket eo--Kadwalan 14 Mez 2007 da 12:24 (UTC)
Petra soñjez eus an droienn "Tabut termenadurezh" a gaver ouzhpenn ral a wech amañ hag ahont? Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 14:49 (UTC)
- Tamm chati ebet evidon.--Kadwalan 16 Mez 2007 da 14:50 (UTC)
- Petra eo ar ger "chati"? Ul liester da gazh, pe da gi evel kon? Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 16:41 (UTC)
- chati da lâret eo poan, diaezamant : chati am eus gantañ, Poan a ra din. (tamm) chati ebet : kudenn/diaezamant ebet. Ur ger eus Bro-Leon--Kadwalan 16 Mez 2007 da 16:52 (UTC)
- Petra eo ar ger "chati"? Ul liester da gazh, pe da gi evel kon? Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 16:41 (UTC)
Deivezhioù
[kemmañ ar vammenn]Trugarez evit an eveziadenn met n'eo ket kentoc'h "15 eost" eo ret skrivañ ? Rak se a zo ar pezh on o paouez gwelet war ur bajenn all. Trugarez c'hoazh hag a-benn ur wech all war wikipedia. --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 16:41 (UTC)
Votadegoù
[kemmañ ar vammenn]Eus netra, ezhomm'vo merourien mennet en dazont. Kalon vat dit evit ar pezh a heulio. --Gwendal.P 15 Mez 2007 da 09:48 (UTC)
Stanley Kubrick
[kemmañ ar vammenn]Salud dit Kadwalan, Trugarez evit ar skeudenn 'peus lakzet war pajenn Stanley Kubrick. Met daoust hag e ouezez penaos ober evit lakaat skeudennoù all eus e filmoù. Da skouer me zo bet war ar pajennoù saoz (klot kennañ evit laret ar wirionez) hag ouezan ket ma z'eo posubl tapout ar skeudennoù rak lennet am eus e oa un istor a wirioù, hag an implij n'eo ket anfin. Neuze posubl eo pe n'eo ket ? Trugarez dit --Gwendal.P 15 Mez 2007 da 10:35 (UTC)
Gallout a rafes lavarout petra teus graet gant an danvez tennet eus ar bajenn etre 17:55 ha 17:59? Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 18:05 (UTC)
- N'em eus netra (evit poent) a-enep menegiñ oberennoù ken berr e pennadoù zo evel Iwan Humphreys. Met ne gomprenan ket perak e tennez danvez holloueziadurel eus ur pennad all neuze. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 18:16 (UTC)
- E leal, n'ouzon ket petra zo c'hoarvezet. Lod eus ar c'hemmoù n'int ket bet degaset ganin, sur. Soñjet am eus e c'halljen bezañ pouezet war ar bouton "dizober" met ne'm eus ket evit doare. Klasket em eus reizhañ ar muiañ ar gwellañ ar pezh a oa bet graet.--Kadwalan 16 Mez 2007 da 18:23 (UTC)
Lennit mar plij ma evezhiadenn diwezhañ, ha roit hoc'h ali. Poent eo, a gredan, dispartiañ GWIR LEVRIOU eus pennadoùigoù el Liamm. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:22 (UTC)
Ma fell dit ober listenn ar barzhonegoù ha troidigezhioù all embannet el Liamm, sell ouzh al lec'hienn, liamm er pennad. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 23:10 (UTC)
Ma fell dit sevel roll ar 4700 pennad e vo un tamm hir. Koulz goulenn al listenn diganto da bellgargañ. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 08:42 (UTC)
Peogwir e lennan "Ouzhpenn 4700 pennad ha 1000 skrivagner en diaz", e lec'hienn Al Liamm. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 08:57 (UTC)
George Herbert
[kemmañ ar vammenn]Ne gomprenan ket perak teus diverket ma evezhiadenn war pajenn gaozeal George Herbert. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 10:39 (UTC)
- Salud dit. Ne'm eus diverket netra a-youl. Ma'z eus bet diverket udb. ez eo hep goût din. C'hoarvezet e oa din ur wezh dija war pajenn an oberennoù troet e brezhoneg e-pad an dibenn sizhun. Ne gomprenan ket re petra zo kaoz.--Kadwalan 18 Mez 2007 da 11:00 (UTC)
- Ne gomprenan ket kennebeut... Añfin bon, n'eo ket strikt... Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 11:03 (UTC)
Kanaouennoù
[kemmañ ar vammenn]Mar plij, adlaka ar pezh ac'h eus tennet hep goulenn ma ali: kanaouennoù embannet:
- e-barzh Ar Bed Keltiek
- el levrig Gwir Vretoned, embannet gant Skol Armañs ar C'halvez.
Ha re all zo. A galon. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 13:12 (UTC)
Abegoù mat az poa da ziverkañ, sur on, met abegoù mat am boa ivez. Goulenn a-raok. Sell ouzh ma c'hinnig en davarn. Pa gari e lavari da soñj: evit chom yac'h hastomp goustadikañ ma c'hallomp. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 14:04 (UTC)
Galaksienn
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Gwelet a ran e rez a-wechoù gant galaksienn (e pennad Koumoulennad Vras Magalhaes da skouer) hag a-wechoù all gant galaksi (Rummad:Galaksioù. Daoust ha ne vefe ket gwelloc'h ober atav gant galaksienn (a gaver e geriadurioù Roparz Hemon abaoe bloavezhioù) ? A galon, --Llydawr 19 Mez 2007 da 20:55 (UTC)
- Ya, galaksienn a gaver dre-holl. Trubuilhet on bet un tamm gant pennger ar pennad galaksi a vo da gemm moarvat.--Kadwalan 21 Mez 2007 da 05:53 (UTC)
Merour nevez
[kemmañ ar vammenn]An enor hag ar blijadur am eus kemenn dit ez out bet dilennet da merour nevez ar wikipedia brezhonek. Gwellañ gourc'hemennoù! An oustilhoù merour a vo roet dit gant Neal, hon bureviad. Benoni (Kaozeadenn) 19 Mez 2007 da 22:02 (UTC)
- Trugarez, ez an da bakañ ur ba'c'h--Kadwalan 19 Mez 2007 da 22:12 (UTC)
- Pa soñjan, penaos out deuet da c'houzout Min-nan? Ha ne ouezes ket mandarineg? Benoni (Kaozeadenn) 19 Mez 2007 da 22:31 (UTC)
Jè hen fù zá, wo jǐ shi yè yu de. Evit lâret berr ez eo luziet an traoù un tamm. Gay tiān jiàn. --Kadwalan 19 Mez 2007 da 23:03 (UTC)
Statud merour
[kemmañ ar vammenn]Ma gwellañ gourc'hemennoù. N'em bo ket amzer hiziv evit embann disoc'h ar votadeg evel m'eo ret (nemet ma fellfe Benoni, ur merour all pe c'hoazh te da-unan ober war-dro...) rak jubenniñ a rin a-hed an deiz gant Ken Loach. Lakaet out bet da verour ganin dija memstra ha bez' e c'hellez kregiñ da deskiñ penaos ober gant da vinviji nevez. A galon, --Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 07:10 (UTC)
- War a welan en deus Benoni graet war-dro afer embann an disoc'hoù el lec'hioù dereat. ken efedus atav. --Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 07:26 (UTC)
Hoc'h ali mar plij
[kemmañ ar vammenn]Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)
Deiziadoù
[kemmañ ar vammenn]Ha gouzout a rez perak e kaver er pennadoù : "X a viz Gwengolo" (pe un anv miz arall) gant adkasoù etrezek "X + Gwengolo" e-lec'h ar c'hontrol?? Kompren a ran e vez ezhomm skrivañ buan pa lakaer deiziadoù met reishoc'h e ve ober ar c'hontrol evit a sell an adkasoù peogwir ne vez ket skrivet anvioù ar mizioù o-unan. Da skouer "13 Gwengolo" > "13 a viz Gwengolo". Marteze az teus klevet anv eus an dra-se?--Kadwalan 23 Mez 2007 da 12:15 (UTC)
- Un diviz kozh eo, a-raok na vefen me war wikipedia zoken. Ur bajenn vot a oa bet: un tu bennak e dielloù wikipedia emañ. Tu zo dit goulenn cheñch evel-just, met ur sapre labour e vije lakaat e pleustr seurt dibab. Benoni (Kaozeadenn) 26 Mez 2007 da 14:15 (UTC)
Alkides
[kemmañ ar vammenn]Respontit d'az evezhiadenn war ma fajenn bersonel. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 11:55 (UTC)
D'am soñj, adalek ma lakao Neal e fri er jeu, ne chomo ket ar stumm ac'h eus dibabet: Akilles eo e-barzh geriadur RH, hag Ac'hilleüs e vije hervez ar reolennoù savet gantañ. A galon. Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 07:49 (UTC)
- Akilleus a lennan e levrioù TES ha Diwan. Ne'm boa ket gwelet Akilles c'hoazh.--Kadwalan 1 Gou 2007 da 16:35 (UTC)
- Arabat mont re bell ganti memestra. N'eo ket gainin m'eo bet savet ar reolennoù envel ha ne ran nemet lakaat e pleustr reolennoù bet votet a-stroll gant ar gumuniezh goude bezañ bet goazeet diwar o fenn e-pad mizioù. Ma krogez adarre da glask duañ anv implijerion/ezed all dre livañ geveier (me pe n'eus forzh peseurt implijer/ez all ne vern) e vo ret stankañ da gont. Kaozeal a c'heller ken start ha ma kerer met skuizhus eo rankout lenn tagadennoù personel diwar da bluenn ken alies all. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 14:08 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h er pezh zo skrivet : n'eo ket gwir ? Na pelec'h emañ an dagadenn. Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 16:21 (UTC)
- Arabat mont re bell ganti memestra. N'eo ket gainin m'eo bet savet ar reolennoù envel ha ne ran nemet lakaat e pleustr reolennoù bet votet a-stroll gant ar gumuniezh goude bezañ bet goazeet diwar o fenn e-pad mizioù. Ma krogez adarre da glask duañ anv implijerion/ezed all dre livañ geveier (me pe n'eus forzh peseurt implijer/ez all ne vern) e vo ret stankañ da gont. Kaozeal a c'heller ken start ha ma kerer met skuizhus eo rankout lenn tagadennoù personel diwar da bluenn ken alies all. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 14:08 (UTC)
- Nann n'eo ket gwir tamm ebet ar frazennig-mañ: "Ac'hilleüs e vije hervez ar reolennoù savet gantañ". Ganin-me e oa bet fardet ar c'hinng mouezhiañ diwar kinngigoù bet savet ganin ha gant tud all. Tud all o doa kavet gwell choim hep kemer perzh - met ne vern. Da c'houde e oa bet aozet ur vouezhiadeg ha votet e oa bet gant kemnt hini a felle dezhañ/i. Ma dever an hini eo evel merour, evel hini an holl verourion all, da lakaat e plesutr ha da diwall rak vez lakaet e pleustr ar c'henidivizoù. Faos eo penn-da-benn ar frazenn evel ma ouezez mat. Un dagadenn bersonel an hini eo peowir e c'houzez mat eo faos dre ma oas bet o kemer perzh war ar raktres-mañ en un doare oberiant-tre d'ar mare ma oa bet savet ar c'hendiviz hag ar votadeg war an dachenn-mañ. Un dagadenn bersonel an hini eo peowgir klaskez duañ ma anv ha lakaat brud fall warnon dirak ar gumuniezh. Ne gomzin ket pelloc'h ganit diwar-benn an afer-mañ. Sklaer emañ an traoù ha diazezet war fedoù objektivel. Amañ emañ diellet an holl daveennoù o tennañ da istor ar c'hendiviz a-stroll-mañ: Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern. Arabat klask tagañ implijerion/ezed all (na me na hini ebet all, ne vern) dre livañ gevier o klask duañ o anv a-hendall e rankin stankañ da gont. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 17:41 (UTC)
- Sklaer eo ne oa tagadenn ebet, met pep digarez zo mat. Hag Akilleüs?Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 17:50 (UTC)
Perseüs
[kemmañ ar vammenn]Gast! Pa dremenez er pennad Perseüs ne chom ket pikol tra war da lerc'h.
- Ma ne gomprenez ket ma evezhiadenn eo peogwir n'ec'h eus ket keñveriet an (12 610 bytes) a oa ganin gant ar (1 367 bytes) zo chomet war-lerc'h da dremen. Sell a dost. Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 16:21 (UTC)
- Adsavet an traoù ganin. Bianchi-Bihan 28 Mez 2007 da 17:50 (UTC)
Breutadenn
[kemmañ ar vammenn]Respontet d'az evezhiadenn war bajenn bersonel Bianchi-Bihan. --Neal (Kaozeal) 28 Mez 2007 da 18:14 (UTC)
War-lerc'h Akilleüs! Ha divezh ha digastiz! Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 08:48 (UTC) Ha bremañ Temistokles. Fentus. Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 13:43 (UTC)
- Sioulig. Ken aes ha tra hag hep kudenn ebet eo bet reizhet stumm an anvioù divoutin gresianek-mañ hervez ar c'hendiv envel war an dachenn-mañ. --Neal (Kaozeal) 29 Mez 2007 da 17:57 (UTC)
Ne welan ket peseurt mezh a vefe oc'h ober gant reolennoù treuzskrivañ implijet gant an holl estroc'h evit wikipedia.
- Na me. O farsal edon.
Ma fell da unan cheñch ar pennger, graio. Hag ar c'hastizoù a veneges o deus abegoù all 'm eus aon --Kadwalan 1 Gou 2007 da 16:22 (UTC)
Ma kerez e c'hallomp kenlabourat war-dro ar re-se. Ma n'out ket troet d'ober ne vin ket nec'het. Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 17:09 (UTC) Kinnig a ran dit treiñ tammoù a bep eil, mar kerez, pe rannañ al labour. Bianchi-Bihan 1 Gou 2007 da 17:24 (UTC)
Kinnig a ran emglev Yalta:
- n'in ket da adlakaat en o sav hag en o reizh da holl gemmoù ez pennad añforenn, peogwir e reont plijadur dit, hag ez int perc'hennet ganit diouzh a welan, Kadwalan,
- neuze na deu ket da lakaat reuz da Amfipolis, na da gemm pezh zo brezhoneg mat evel a ouzout: mat eo din, a-bouez eo din zo brezhoneg, ha lakaat "evit" dindan levezon ar galleg n'eo ket. Karg da añforenn gant "evit" ma kerez, n'in ket war he zro, ha laosk Amfipolis gant "da", hag e vo plaen ar vro ha digoumoul an oabl. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 09:50 (UTC)
- N'on perc'henn war netra. Klask a ran ober diouzh ar gwellañ ha difenn a ran ma soñj. emañ ar wirionez ganin war ar c'hraf-se, me 'gav din. N'on ket bet o lakaat reuz ez pennad (er c'hontrol eus ar pezh az teus graet en unan all savet ganin). Klokaat anezhañ ne lâran ket.
- Klask a rin studiañ pishoc'h kaoz (a-bouez) da/evit peogwir e laka imor da sevel ennout hag abalamour ma'z on un tamm souezhet gant an dra-se. Me 'gav din ez ez un tamm re bell ganti war ar c'hraf-se--Kadwalan 2 Gou 2007 da 10:18 (UTC)
- Ma tifennfen (nf!) ma soñj evel ma rez-te ez afen d'ober eveldout, ha da adlakaat amforenn un 30 gwech bennak evel ac'h eus graet gant da añforenn. Traoù all a gavan d'ober evit "ober diouzh va gwellañ".
- Ma kav dit emañ ar wirionez ganit, arabat bezañ nec'het: sur-mat emaout o vont da gendrec'hiñ ar Merour Meur.
- Ne gredan ket ez an re bell, klask a ran skrivañ ar brezhoneg am eus desket. Diwar-benn implij da em eus dastumet ur 100 pajennad a skouerioù, ha 10 diwar-benn evit. Chom a ra sur traoù da gavout.
- Ma teuez da añforenniñ Amfipolis adarre eo te a vo aet re bell. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 12:55 (UTC)
Pa zeuin da añforenniñ war bajenn amfipolis e lavarin dit ma kemman ar pezh az teus lakaet evel se e c'halli diañforenniñ ken buan all. Danvez ul levr a zo ganit diwar-benn da? E pelec'h az teus kavet ar 100 pajennad skouerioù-se? --Kadwalan 2 Gou 2007 da 13:13 (UTC) Daou c'houlenn (ha n'em boa ket gwelet c'hoazh), daou respont: a) N'eus ket. b) Em levrioù. Bianchi-Bihan 10 Gou 2007 da 17:12 (UTC)
Buhez ar Sent
[kemmañ ar vammenn]Diouzh am eus komprenet e c'hallfes skeiñ un toullad linennoù er pennad Buhez ar Sent. Bianchi-Bihan 10 Gou 2007 da 19:09 (UTC)
Salud dit ! Ya, moarvat emañ ar gwir ganit. Tro-vinic'hi (am boa kavet e geriadur Favereau) n'eo moarvat nemet un displegadenn eus orin ar ger. Ar skouerioù zo kentoc'h gant troveni pe tromeni. Cheñchet em eus ar ger. A galon, --Llydawr 11 Gou 2007 da 05:33 (UTC)
H(orse) P(ower)
[kemmañ ar vammenn]- Ne gomzan ket eus raktresoù (ha n'int nemet sorc'hennoù), met eus labour. Aesoc'h eo komz gant embannerien saoznek (pe gembraek) . Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 18:00 (UTC)
- Boden. Ma komprenan mat n'az teus ket graet kinnig ebet d'un embanner c'hoazh ha n'out ket krog da dreiñ HP met plijout a rafe dit a-walc'h ober gant ma vefes paeet? Lavar din mag on faziet--Kadwalan 13 Gou 2007 da 18:10 (UTC)
Ur wech ouzhpenn ne gomzan ket eus "raktres", met eus labour graet. Ober anv eus arc'hant amañ zo kement hag ur gunujenn. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 18:17 (UTC)
- Ne oa ket em soñj kunujenniñ den ebet. Arabat bezañ re feukidik. Me 'gav dispar e vije bet troet hag en em c'houlenn a ran ha penaos e c'hall bezañ bet nac'het en embann e brezhoneg. Plijout bras a rafe din a-walc'h lenn ur bajenn pe ziv... (war ma fajenn?)--Kadwalan 13 Gou 2007 da 18:36 (UTC)
Bruzun
[kemmañ ar vammenn]« Donemat deoc’h e TaC’h, eme ar gMcG. A-barzh nemeur e vo kroget gant banvez deroù an trimiziad. Met a-raok deoc’h-hu mont da goazezañ er Sal Veur e vo graet (abadenn) an dibab d’ho lakaat en ho tiadoù. Un darvoud a-bouez-bras eo an Dibab, rak e-keit ha ma viot er skol-mañ e viot en ho tiad evel en ur familh amañ. Gant ho tiad ho po kentelioù, en hunva ho ti e kouskot hag e sal-voutin ho ti e tremenot hoc’h amzer vak. Pevar ziad a zo, ha sede o anvioù : Gripi-Aour, Puf-ha-Tuf, Kraban-Erer, ha (Naer a ruz, sili..) Pep tiad a zo un istor dezhañ, gant noblañsed dezhañ, eus pep hini anezhe ez eus deuet sorserien ha sorserezed eus ar c’hentañ troc’h. ...
Ne dalveze ket ar boan bizskrivañ pelloc'h... Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 18:49 (UTC)
Daveoù diwar-benn troidigezh an anvioù divoutin e Harry Potter
[kemmañ ar vammenn]Ma'c'h eus tro da dremen dre Skol-Veur Vigo e c'hellfe talvezout deoc'h 'michañs un nebeut kounskridoù bet savet eno gant studierezed an Treiñ hag ar Jubenniñ diwar-benn an doare m'eo bet troet hag an doare ma c'hellefe bezañ troet anvioù divoutin istorioù Harry Potter. Setu an daveoù. N'helelr ket o zennañ kuit diouzh al levraoueg siwazh.
Rego Cabanas, María Teresa (2007) "Harry Potter e antón Castro: As dúas caras dun mago". Rener: Baxter, Robert Neal (war ar stern)
Deus Caamaño, Verónica (2007) "Propostas para a tradución en galego da parodia de Harry Potter". Rener: Baxter, Robert Neal
Aragunde Pazos, Iria (2004) "La Traducción de los nombres propios en "Harry Potter and the philosopher's stone" : estrategias y soluciones en español, gallego, catalán y francés". Renerez: Cruces Colado, Susana
González Martínez, María Dolores (2003) "Nombres propios y pérdida de significado en la traducción al español de la serie literaria de Harry Potter". Renerez: Veiga Díaz, María Teresa
Hag ivez up pennadig bet embannet ganin: Baxter, Robert Neal (2004) "Phonetic Fidelity versus Semantic Relevance in Chinese Translation: Alternative Strategies for Handling Foreign Names in Harry Potter", in Translation Quarterly Nº 32 [1-25]. Hong Kong: Hong Kong Translation Society
A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gou 2007 da 18:25 (UTC)
- Trugarez Neal met diaes e vo mont betek Galizia evit gwelet anezhe. Gant ur skanner pe ul luc'hskeudennerez em bije dastumet peadra da lenn. Moavat e c'haller kavout kement all e rann al lizhiri skolioù-meur Breizh.... Kontant e vefen da deuler ur sell ouzh da bennad --Kadwalan 14 Gou 2007 da 18:31 (UTC)
Harry Potter (anvioù)
[kemmañ ar vammenn]Hag anaout a rez al lec'hienn-mañ? [6] hag ivez homañ Harry Potter in translation. Hag ul liammig all c'hoazh. A galon, Neal (Kaozeal) 15 Gou 2007 da 17:20 (UTC)
Ha taolet 'peus evezh ne oa ket troet pep tra (pep pajenn en he hed) e galleg?
- Eus petore pajennoù zo kaoz? Ha gant piv?--Kadwalan 17 Gou 2007 da 10:48 (UTC)
Ouzhpenn un droidigezh c'hallek zo? Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 11:41 (UTC)
- N'em eus lennet levr Horse Power ebet e gallek. Setu e vije bet diaes din gwelet ar c'hemmoù met klevet em eus komz eus an dra-se dre vras. Braslenn ul lodenn eus an hini kentañ an hini 'm eus graet hepken pa oan o treiñ ar rannbennad kentañ. Gwall blij ket dinan droidigezh c'hallek. Ar boaz da len e saozneg moarvat --Kadwalan 17 Gou 2007 da 14:12 (UTC)
- Ne lennan ket kalz a saozneg: met tro am eus bet da geñveriañ saozneg mamm HP ha hini mamm Adrian Mole. Unan anezho a oar skrivañ brav. Eben he deus ijin. Ali personel. Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 15:40 (UTC)
- Adrian Mole, ur skouer evidomp... --Kadwalan 18 Gou 2007 da 09:53 (UTC)
- Ne lennan ket kalz a saozneg: met tro am eus bet da geñveriañ saozneg mamm HP ha hini mamm Adrian Mole. Unan anezho a oar skrivañ brav. Eben he deus ijin. Ali personel. Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 15:40 (UTC)
- N'em eus lennet levr Horse Power ebet e gallek. Setu e vije bet diaes din gwelet ar c'hemmoù met klevet em eus komz eus an dra-se dre vras. Braslenn ul lodenn eus an hini kentañ an hini 'm eus graet hepken pa oan o treiñ ar rannbennad kentañ. Gwall blij ket dinan droidigezh c'hallek. Ar boaz da len e saozneg moarvat --Kadwalan 17 Gou 2007 da 14:12 (UTC)
Ur pennad db ar stêr Avon (un anv brezhonek, kouda?) a vo eta pa 'z peus krouet ar rummad: stêrioù Bro-Saoz. Ret eo teurel evezh avat da skrivañ "stêr" ma vez re all da lakaat e-barzh. Met dreist-holl lakaat atav c'h war-lerc'h ar ger-mell dirak pep ger saoznek a grog gant "C" distaget "k". Sur on ne blij ket dit klevet " ur kafe, ur koka". A galon. Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 03:28 (UTC)
- Ne skrivan saozneg ken gant doare-skrivañ an henvrezhoneg.--Kadwalan 18 Gou 2007 da 09:57 (UTC)
- D'am soñj eo ret mirout doare-skrivañ an henvrezhoneg evit ar brezhoneg.
- Un draig all: skrivañ a rez "broioù saozneger". Saoznegerien zo marteze er broioù-se, met broioù saoznek int.
- Ur rannbennad, em brezhoneg-me, zo ur rann eus ur pennad, hag ur pennad (gant ar ger "chabistr" e ran ivez) zo ur rann eus ul levr. A galon. Bianchi-Bihan 18 Gou 2007 da 21:32 (UTC)
Ne gomprenan ket :Savboent a skriver me 'gav din. Skrivañ a rez ivez "e oa ar c'hiz". Daoust ha ne oa ket ar stumm-boaz da vezañ implijet?--Kadwalan 19 Gou 2007 da 15:14 (UTC). Neuze, ma'z on faziet, n'on ket vit gout ket pelec'h. Met n'eo ket trawalc'h komz eus giz evit rankout ober gant ar stumm boaz. Bianchi-Bihan 19 Gou 2007 da 15:22 (UTC)
Please give a bot bit to User:SieBot so it will not flood your RC as it adds interwiki links. User:SieBot is active on about 90 Wikipedias at this moment. Cheers! Siebrand 19 Gou 2007 da 16:57 (UTC)
- Hi. Could you please set the bot bit? A request was made to the community at 4 August. Cheers! Siebrand 18 Eos 2007 da 09:02 (UTC)
- My request is to change the group membership for User:SieBot to Bots. As a bureaucrat you can do this in Special:Userrights. Enter SieBot, press the button, select Bots and confirm. This will hide the edits by User:SieBot from Special:Recentchanges. Cheers! Siebrand 18 Eos 2007 da 11:43 (UTC)
- I'm REALLY REALLY sure you are a bureaucrat[7] :) Siebrand 18 Eos 2007 da 12:00 (UTC)
- My request is to change the group membership for User:SieBot to Bots. As a bureaucrat you can do this in Special:Userrights. Enter SieBot, press the button, select Bots and confirm. This will hide the edits by User:SieBot from Special:Recentchanges. Cheers! Siebrand 18 Eos 2007 da 11:43 (UTC)
Lakaet em eus "dre ma brasañ faot" (hervez ar pedennoù kozh brezhonek, ha n'eo ket brezhonek-kozh), pe "dre ma brasañ gwall" (e brezhoneg a hiriv). Met din-me ez int daou dra disheñvel. Unan zo bet lavaret, splann e ster. Egile, nevez-flamm-flimmin, n'eo ket bet implijet gwech ebet, hag en deus ur ster all. Faot ha gwall n'int ket heñvel. (Netra da welet: faot a zo naon ivez e yezh Goueloù).Bianchi-Bihan 19 Gou 2007 da 17:08 (UTC)
- Kentañ tro din klevet kement-mañ. Hastomp difonn. Ez an da fuketal evit bezañ sur. Moarvat ne oa ket anavet "gwall" e pep lec'h met ac'hann da welet un ijinadenn e dre ma brasañ gwall... Hep furchal pell e lennan e geriadur an tad Gregor : Faute (...) Cela est arrivé par ma faute C'hoarezet eo bet qemen-ze em faot, ou dre va faot, ou d'am faot, ou, em goal, ou em goall, ou dre va goall. Pajenn 401. amen--Kadwalan Hag er Geriadur istorel : An Noveloù ancien ha devot, 1650, n.16 Longius an dal dre e goal a fallas. hag e Le grand mystère de Jésus, embannadur 1530, p.95 dre ma goall me fallas --Kadwalan 19 Gou 2007 da 17:26 (UTC)
- Mat eo! Ur wech all ez in da glask e Geriadur Gregor en 18vet kantved e-lec'h ober anv eus katekiz ma mamm-gozh en 20vet!
- Dre va faot ivez gant Yann Gerven, evel-just.Bianchi-Bihan 19 Gou 2007 da 23:28 (UTC)
- Mat eo en em ziazezañ war ar brezhoneg a glever met ret eo dalc'hen soñj ez eus bet kollet kalzig traoù memes tra er c'hantved diwezhañ.--Kadwalan 18 Eos 2007 da 11:16 (UTC)
goude/war-lerc'h
[kemmañ ar vammenn]Daoust dezho da gaout un orin disheñvel ha daoust ma c'haller sellet oute evel gerioù un tamm disheñvel n'eo ket un afer peurliesañ lakaat an eil e lec'h egile memes tra.--Kadwalan 19 Gou 2007 da 17:42 (UTC)
- Un tamm disheñvel? N'hallan ket bezañ a-du ganit. Hag anat eo din e vez graet gant war-lerc'h pa vez unan da gentañ, unan all da eil, ha re all war-lerc'h. Dont war-lerc'h pe dont goude zo disheñvel a-walc'h din-me. Evit an amzeriañ (dreist-holl) e vez implijet goude. Gwelloc'h implij war-lerc'h atav c'hoazh. Bianchi-Bihan 19 Gou 2007 da 23:28 (UTC)
- Kompren a ran ervat met er yezh klasel ne vez ket santet kemm ebet etrezo da'm soñj. Istorioù lenneien n'eo ken.--Kadwalan 20 Gou 2007 da 13:16 (UTC)
- Peseurt yezh "klasel"? Hini ar c'hrennvrezhoneg? N'eo ket klasel yezh JGros eta. Ma kavez goude dirak un anv-den (boutin pe divoutin) gantañ pe gant Lan Inizan, lar din. Bianchi-Bihan 20 Gou 2007 da 17:19 (UTC)
- Kompren a ran ervat met er yezh klasel ne vez ket santet kemm ebet etrezo da'm soñj. Istorioù lenneien n'eo ken.--Kadwalan 20 Gou 2007 da 13:16 (UTC)
Breudeur
[kemmañ ar vammenn]Perak e fell dit derc'her da ar breudeur? Bianchi-Bihan 19 Gou 2007 da 23:52 (UTC)
- Abalamour ma vez ket graet ar c'hemmadur peurliesañ. Ouzhpenn-se ez eo ul liester traoù evel e tadoù, priedoù. Dre-se e vefe gwell ma vefe diret ar c'hemmadur.
- GRAMMAIRE BRETONNE, Pierre Trepos.Pajenn 40. Lorsque exceptionnellement ces pluriels de noms de personnes ont le suffixe où, ou un autre suffixe (généralement réservé aux noms de choses), ces noms se comportent comme des noms de choses et ne subissent pas de mutation.
ar maerioù (mais ar vaered), les maires ; an tadoù, les pères ; an testoù, les témoins ; ar mestroù (mais ar vistri), les maîtres ; ar priedoù, les époux, ar breudeur, les frères."
- Le parler breton de la presqu’île de Plougreskant P. 260. Certains noms pluriels de personne commençant par /b/ ou /g/ subissent la lénition, d’autres restent invariables : (...) ar breudeur les frères, mais ar vretoned, ar vretonezed
- Grammaire bretonne du dialecte de tréguier 20. Restent invariables par exception : le singulier féminin plac’h : eur plac’h, une jeune fille-les pluriels masculins : ar mêrio les maires, an testo, les témoins ; an tado, ar priejo, (...) ; ar breudeur.
- (1925) Buhez Ar Zent gant Madeg p 405. n'eo ket dibaot guelet ar gerent hag ar breudeur o veva er ienien.
--Kadwalan 20 Gou 2007 da 13:16 (UTC)
- Sklaer an traoù. Marteze eo ret lemel ar c'hemmadur g/c'h eus ar yezhadurioù ivez, peogwir e vo kavet atav unan bennak ha ne ra ket gantañ. Bianchi-Bihan 20 Gou 2007 da 17:19 (UTC)
- Pe lâret an dadoù hag vestroù peogwir e fell dit eeunaat pep tra!--Kadwalan 20 Gou 2007 da 17:56 (UTC)
- Sklaer an traoù. Marteze eo ret lemel ar c'hemmadur g/c'h eus ar yezhadurioù ivez, peogwir e vo kavet atav unan bennak ha ne ra ket gantañ. Bianchi-Bihan 20 Gou 2007 da 17:19 (UTC)
Eeunaat a rez mat a-walc'h da-unan betek distummañ pezh a skrivan. Kemmadur g/c'h ne c'hoarvez ket e brezhonegoù zo, ha n'eo ket evit se e ranker degemer an doare-se en un holloueziadur. An tadoù, ar mestroù gant Kervella. Kaoz ebet eus ar vretonezed pe ar breudeur. Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 17:20 (UTC)
- Taol evezh neuze ez out kroget da eeunaat ha da zistummañ ma c'homzoù da unan da gentañ hag e oa kerkoulz din respont er memes doare. Traoù a vank e skridoù Sant Kervella ivez a-du arall. --Kadwalan 27 Gou 2007 da 14:05 (UTC)
Galv d'ar verourien db Dionysos
[kemmañ ar vammenn]Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.
Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.
Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)
- Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
- Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
- Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
- Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
- N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)
- Me a zo a-du gant Neal war ar foñs, daoust ma 'n eus graet ur fazi o nac'hañ diziverkañ. Diziverket 'm eus e ziverkadenn eta evit kaout peoc'h (fur e vije bet dezhañ en ober e unan dre ma oa ar gwir gant Bianchi-Bihan hervez reolennoù wikipedia: difennet eo diverkañ istor ur bajenn). Ma zo un emzalc'h e gwirionez a zo dizereat da 100% avat ez eo hini Bianchi-Bihan ha feulster ar pezh a skriv er pajennoù "kaozeadenn" a-enep da Neal : "drougober", "harz d'ar gwalldaolioù", "e blijadur eo lakaat reuz em labour", "kemm a ra hervez e c'hoant, evel ma tistruj hervez e c'hoant", "drougober", "distrujet", "freuz", "ar freuzer", hag all. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 14:19 (UTC)
- Evel-just eo kalz jentiloc'h ober gant gerioù evel "diziverkañ". Gwelloc'h em boa kavet ober gant gerioù sklaer ha neptu.
- Kentel: Gwelloc'h e kav tud zo nac'h anzav, en desped d'ar wirionez, o deus graet fazi ha freuz. Bianchi-Bihan 30 Gou 2007 da 16:54 (UTC)
- Respontet--Kadwalan 1 Eos 2007 da 11:40 (UTC)
Politikerezh evit ar botoù
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj e vije ret diwall mat eus ar botoù hep banniel dre ma leuniont a-wechoù re vuan ar bajenn "Kemmoù diwezhañ". Ret vije deomp, ha d'ar merourien all, kas ur gemenadenn dezho evit ma tisplegfent amañ ar pezh a ra o robot, hag evit goulenn an aotre kaout ar banniel. Keit ma n'o do ket ar banniel e vo goulennet diganto chom hep implij o robot. Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 28 Gou 2007 da 13:39 (UTC)
- A-du emaon ma kavez an dra-se pouezus. Lakaet em boa ur gerig war da bajenn a gav din evit a sell esaeoù am boa graet evit staliañ infoboxoù evit an elfennoù kimiek hag evit sevel gwezennoù-lignez, ne gavan ket respont na skrid orin neblec'h avat. Ha diverket az tefe anezhe dre zievezh? . A galon. --Kadwalan 1 Eos 2007 da 09:19 (UTC)
- N'em eus ket soñj bezañ resevet seurt kemenadenn, met me oa e vakansoù e miz Gouere setu ma na yaen ket alies war wikipedia. Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 09:31 (UTC)
Taolenn an elfennoù gimiek
[kemmañ ar vammenn]Setu, renket an traoù. Sellet amañ: Patrom:Elfenn gimiek/taolenn beriodek korr. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 09:49 (UTC)
- Nann, ar fazi az poa graet a oa lakaat rummadoù er patromoù "Elfenn gimiek/liv..." (hep lakaat ar meneg noinclude). Tennet 'm eus tout ar rummadoù (evel war ar wiki galleg), ha setu renket an traoù. Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 10:14 (UTC)
Setu, renket eo ivez gwezenn familh ar Weasleyed. Benoni (Kaozeadenn) 2 Eos 2007 da 20:59 (UTC)
- Ya, ne oa ket klok da batrom: mankout a rae tri ispatrom, am eus krouet eta. Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 12:08 (UTC)
Deiziadoù
[kemmañ ar vammenn]Gwelet em eus emaout oc'h adkas ur bern deiziadoù. Kavout a ran fall ar reizhiad-se. Lavaret em boa dit dija. Da gentañ e ro labour ouzhpenn pa ranker sevel adkasoù war ar patrom "X a viz Eost". Ouzhpenn ar patrom "X Eost" n'eo ket reizh e-keñver hor yezhadur. Hañval eo bet ganin eo bet plantet gant tud o doa c'hoant d'ober evel e galleg gant un niver hag anv ar miz (diglok ouzhpenn hervez yezhadur ar brezhoneg). --Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:18 (UTC)
- Oups doubl!! Emaon o paouez gwelet e oas o krouiñ ar pennadoù-se. Un disamm labour evit a re all eta. gwir eo. Met daoust ha ne vije ket bet koulz adkas ar patromoù "X Miz" da bennadoù "X a viz Miz"?--Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:22 (UTC)
- Lakaomp e oa bet ur vot daou vloaz 'zo war an tem. Setu e vije ezhomm ur vot all evit tremen eus an doare "X Miz" da "X a viz Miz". Ma fell dit sevel ar bajenn vot-se hag adenvel war-lerc'h an 366 devezh, kudenn ebet. Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 16:33 (UTC)
Brouilhed mouezhiadeg
[kemmañ ar vammenn]Gwelet a ran ez out krog gant ur bajenn brouilhed evit ur votadeg diwar-benn an doare da envel ar pennadoù gouestlet d'an dud. Plijout a rafe din kaozeal eus an dra-se a-raok ma vo embannet, marteze gant merourien all.
Ma'z eus alioù disheñvel db traoù zo (an anvioù-badez da skouer) ne soñj ket din ez eo gwir evit pep tra hag e vije moaien marteze sevel a-gevret ur c'hinnig eus ar pezh zo da ober hervezomp pe eus ar pezh a vez graet er wikioù all.
Peadra zo da gaozeal db ar goulennoù. Ha kavout a rez fur da skouer kinnig implij "ar stumm brudetañ implijet e Breizh ? Un istor yezh eo ivez. Gallout a reer divizout skrivañ Anne de Bretagne e-lec'h Ana Breizh da skouer... Me 'gav din n'eus den kennebeut a gement en dije kinniget brezhonekaat an anvioù tud penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan bountañ ar gaoz war an tu-se.
Diwar-benn an anvioù roueed ivez e seblant din e oa dam ali an holl a-benn ar fin gant ar c'hemm am eus degaset ha n'on ket gwall sur e tegas un dra bennak lakaat ar gaoz war an dra-se en-dro.--Kadwalan 7 Eos 2007 da 16:12 (UTC)
- Ur bajenn brouilhed personel eo evit ar mare. Met tu zo dit reiñ da ali evel-just. Pell 'zo emaon o soñjal sevel seurt vot dre ma, evit ar mare, e ra pep hini ar pezh a gar war wikipedia, ar pezh n'eo ket gwall holloueziadurel. D'am soñj e dalvez ar boan kinnig d'ar vot ar muiañ a ginnigoù posubl: da bep hini e vo war-lerc'h da arguzenniñ evit ma vije degemeret an doare skrivañ a gav ar poellekañ. War an anvioù roueed da skouer: n'ez eus tamm kenemglev ebet betek poent: sell da skouer: Loeiz XIV (Bro-C'hall), Frañsez II, dug Breizh h.a. Kroget out da adenvel anvioù 'zo met hep kendiviz reolata e c'hell an neb a gar cheñch pep tra hervez ur reolenn all... Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 22:03 (UTC)
roll ar maerioù
[kemmañ ar vammenn]Lenn a ran er patrom implijet evit roll ar maerioù dilennet er c'humunioù : "N'int ket anavezet c'hoazh tout ar fedoù." Gwelloc'h e vefe skrivañ : "N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.". Rak ur fazi bras eo. Marteze e ouzout penaos kemm an dra-se buanoc'h evidon.--Kadwalan 9 Eos 2007 da 15:14 (UTC)
- Graet eo. Benoni (Kaozeadenn) 9 Eos 2007 da 15:18 (UTC)
Pajennoù bloavezhioù
[kemmañ ar vammenn]Evit simplaat e kinnigan dit ar framm 'm eus graet evit -412. Na servij da netra kaout kement a rannbennadoù pa chomo goullo an darn vrasañ anezho (evit istor Okeania a-raok JK da skouer n'eus morse bloavezh resis ebet). Mod all, ne oa ket c'hoazh eus an deiziadur gregorian evel-just setu eo ret tennañ ar menneg. Lakaet 'm eus ur patrom ouzhpenn, krouet evit ar pajennoù eus 100 da 1000, met hag a zo mat-tre ivez evit a-raok JK (ar wiki saosneg a implij anezhañ). Kaset 'm eus ur kemmig d'az patrom, evit lakaat war eeun ar rummadoù: evel-se n'az peus ket d'en ober bep taol hag e vo an holl rummadoù hervez an hevelp skouer. Emichans e ya mat dit. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Eos 2007 da 16:24 (UTC)
- Pa vin distro eus ma vakansoù e rin war-dro ar bloavezhioù 100-800. Ur patrom luziet a walc'h am eus savet (sellet pajenn 740 da skouer), setu m'eo ret din gwelet ma ya mat an traoù. Benoni (Kaozeadenn) 16 Eos 2007 da 16:27 (UTC)
- N'eus bet kemm ebet din da c'hoût gant ar gemenadenn e oa ur ger nevez??? Ha din da c'hoût, e vez implijet an deiziadur juluan evit an holl deiziadoù resis (devezh) a-raok JK ha n'eo ket gregorian (na vez implijet nemet a-dalek 1582). Ha mod all, evit ar bloavezh: an deiziadur a vez implijet a zo "kristen", ha n'eus netra da welet gant Juluan pe Gregorian. Setu e gav ez eo "anakronik" ar meneg "gregorian". Benoni (Kaozeadenn) 16 Eos 2007 da 16:43 (UTC)
Skoilh ha respont
[kemmañ ar vammenn]Skoilh a oa bet lakaet din ha ne oan ket evit respont. Ouzhpenn da se oan bet dic'hoantet a-grenn da labourat. Met marteze e respontin d'ar falstamalloù. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 15:55 (UTC)
Anv-badez
[kemmañ ar vammenn]Skrivet 'feus: Ne glot ket ar ger anv-badez ivez gant doareoù ar relijionoù all e lec'h ma ne vez ket a vadeziant. Ur relijion, din-me, n'eo ket ul lec'h. Bianchi-Bihan 19 Eos 2007 da 17:16 (UTC)
- Ur fazi eus ma ferzh. Trugarez.--Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:26 (UTC)
Gout 'rafes petra eo ar prof zo bet graet din d'an 20 Eos 2007 da 15:57 41.249.46.190? Seurt ne gomprenan. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 16:05 (UTC)
- N'ouzon dare.--Kadwalan 20 Eos 2007 da 16:29 (UTC)
Edouarzh, roue Bro-Saoz a gavfen koantoc'h. Lakaomp e karfes gouzout. Bianchi-Bihan 20 Eos 2007 da 16:25 (UTC)
Aberzh
[kemmañ ar vammenn]- Taolet em eus evezh ne blije ket dit ar ger aberzhidigezh, hag e oa bet kemmet ganit. A-raok dit kemm ur ger evel hennezh, dibabet ganin, e karfen e tisplegfes ar perag. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 14:55 (UTC)
aberzh
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket diaes displegañ pa fell dit met peurliesañ ne vezez ket gwall hegarat pa zispegler un dra bennak dit.
- N'eo ket ret bezañ hegarat, ma ne fell ket dit, evit displegañ.
- Ur c'hrennlavar a zere kenañ amañ: Kazh skaotet a ziwall diouzh an dour bervet.
N'eo ket e tisplij aberzhidigezh din.
- Din ne blij na ne zisplij: kavout a ra din e klot klok gant an ezhomm.
Diezhomm e kavan anezhañ pa c'haller ober gant "aberzh" hag ouzhpenn e seblant din e vez peurc'hraet hag echu an oberioù pe an traoù termenet gant ur bennrann verb hag an dibenn -idigezh.
- Da c'hortoz lakaat ar soñj-se er geriadurioù unyezhek da zont e kavan koulz ma soñj-me.
Evel ma ne oa ket bet sevenet an aberzh e soñje din n'eo ket azas ar ger-se.
- Da soñj personel, mat da c'houzout, n'eo ket trawalc'h evit kemm ar ger dibabet ganin: arguzennoù kenkoulz a c'hallan kaout.
Marteze az teus merzet ivez ez a mat an traoù gant ar skeudenn?
- Trugarekaat. Met ne zegouezh ket, pa ran gant aberzhidigezh. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 15:24 (UTC)
A galon.--Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:10 (UTC)
- Reizhañ a ran ar fazioù pa vez ezhomm. Ma soñj personnel evel ma lavarez zo a-walc'h din-me rak neptu ha soliet eo. --Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:30 (UTC)
- Ha mat e rez. Met e-barzh aberzhidigezh, hervez ma soñj personel din-me-me, ne oa fazi ebet da reizhañ.
- Reizhañ a ran ar fazioù pa vez ezhomm. Ma soñj personnel evel ma lavarez zo a-walc'h din-me rak neptu ha soliet eo. --Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:30 (UTC)
Gwir eo, gallout a ra ur soñj personel bezañ neptu. Met marteze eo d'ar re all da lavarout. Soliet ha neptu n'int ket un heñvel. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 15:44 (UTC) Re wir ar frazenn-mañ--Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:59 (UTC)
Aberzhidigezh un tamm displegadenn a-zivout un dibab
[kemmañ ar vammenn]Taolet em eus evezh e vez diaezamant gant gerioù evel aberzh a-wechoù. Petra eo an aberzh? Ober an tad aberzher pe hini ar mab aberzhet? Ar gudenn a ziskoulman evel-hen: aberzh, graet gant an tad aberzher, hag aberzhidigezh pa vez hini ar mab aberzhet. Ha prest on da glevout pe da lenn alioù all. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 15:44 (UTC)
- Setu amañ ur soñj avat!--Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:59 (UTC)
- Goap a vale. Gallout a rez ober goap ma karez. Amañ n'eo ket ur soñj personel. N'eo ket "ur" soñj eta, evel ma lavarez, met daou soñj ... da vihanañ, ma komprenan un dra bennak er pezh a lennan e pajenn XIX geriadur Vallée. Lavarout a ri din ha kompren a ran galleg Vallée a-dreuz: poan am bez a-wechoù.
A galon. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 16:28 (UTC)
- Setu un arguzenn dedennus. Ne zizlavar ket ar pezh a lavaran avat. Un dra ziaez eo da zisplegañ en ur geriadur.--Kadwalan 21 Eos 2007 da 16:45 (UTC)
- Tro gentañ din gwelout kemend-all: distummañ ma skrid pa vez eskemmet arguzennoù! D'am soñj eo un dra berzet e pep wikipedia. Gant hegarated e c'houlennan diganit adsevel ar pezh teus ... "kemmet".
- Ouzhpenn an arguzennoù personel a zo dedennus. Hervez ma soñj personel din-me-me koulskoude e ya kontrol "arguzenn dedennus" Vallée d'az hini. Kinnig a ran paouez bremañ gant un diviz deuet da vezañ difrouezh ha gant kemmoù ha ne zegouezhont ket, hag echu dre eno. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 17:15 (UTC)
- Pediñ a ran ac'hanout gant hegarated da chom hiviziken hep skrivañ titloù nevez diezhomm na servijont da netra nemet da lakaat mesk war ma fajenn hiniennel. Ne blij ket din tamm. Pep hini en deus e si d'an nebeutañ hag unan eus ma re eo hemañ. Un titl un diviz ha mat pell zo. Ur soñj personnel-kenañ a zo ganit diwar ar ger-se ha diwar displegadenn Vallée. Me a gave din e oamp krog gant un diviz interesant a-siwar ur c'hraf yezh. Kouezhet eo ma meud 'ba ma dorn. A-benn ar fin e teu atav ar memes komzoù ganit dindan ur stumm disheñvel. Emañ ar wirionez ganit difrouezh eo ar gaoze.--Kadwalan 21 Eos 2007 da 17:26 (UTC)
- An titloù zo graet evit sklaeraat, ma re evel ar re all, ha n'eo ket evit lakaat mesk, nag amañ nag e lec'h all.
- Pep den en deus ur si... ha soñjoù personel. Darn a ra gant Marzhin Heidegger, lod all gant Martin Heidegger. A-wechoù e c'haller dibab an eil hag egile. A-wechoù all e ranker dibab an eil pe egile.
- Meur a hini a ra hervez erbedadennoù Vallée.
Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 21:49 (UTC)
- Evit sklaerat an traoù a lavaran ivez. Gwelet mat em boa ivez pennad Heidegger. Notet ivez e plij dit cheñch pennadoù ar re all hep goulenn o soñj met pas reizhañ da re pa gemerer ar boan da zisplegañ. Laosk vallée baour a gostez peogwir ne gomprenez ket ar pezh a lavar evit doare ha ma ne lavar tra eus ar pezh az teus c'hoant da zifenn. Lavaret az teus da-unan e oa ur choaz eus da berzh. Perak lakaat tata kozh da dreiñ en e vez war-zigarez kaout arguzennoù na dalvezont ket?--Kadwalan 22 Eos 2007 da 10:12 (UTC)
- Reizhadennoù zo a c'haller ober memestra hep displegañ pa'z int fazioù anat! Pa n'int ket eo e ranker kaozeal.
- Marteze ne gomprenan ket Vallée: displeg neuze perak. N'eo ket trawalc'h ditembann da soñj evit ma vije gwir bater d'ar re all.
Ar pezh n'eo ket prouet
A c'hall bezañ distaolet
Didrabas ha divorc'hed
.
Atav ar memes glabous gwisket en ur stumm all. "Emañ ar wirionez ganin !" pe kentoc'h "na douchit da'm fennadoù !" ; "Prest on da gaozeal"... dichek, met e gwirionez ne rez ket. Tristig eo. N'eus netra da brouiñ. Anat eo. Gwelet a ran emaout o klask hegal ac'hanon peogwir e respontan dit. Kendalc'h e-giz-se, ne gavi den evit lenn ar pezh a skrivi pa 'to ezhomm. Alo, echu ar gaoz ha peoc'h dre eno--Kadwalan 22 Eos 2007 da 10:39 (UTC)
- Arabat broc'hañ. Kaozeal a vez graet gant arguzennoù, n'eo ket gant tamalloù disol nag imor fall.
- Gwelet em eus ez poa adsavet gregach e-lec'h gregaj. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 14:46 (UTC)
Blaz
[kemmañ ar vammenn]- renket eo evit pezh a sell ar skeudenn--Kadwalan 21 Eos 2007 da 09:25 (UTC)
- Traoù all chomet a-dreuz? Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 14:06 (UTC)
N'eus ket din da c'hoût. Dit eo da vezañ resisoc'h pa c'houlennes un dra bennak. --Kadwalan 21 Eos 2007 da 15:36 (UTC) Ar goulenn a oa bet graet gant ur c'hazh skaotet a gave ur blaz iskis gant evit pezh a sell ar skeudenn. Bianchi-Bihan 21 Eos 2007 da 15:49 (UTC)
Ne gomprenan ket. Tennet em boa ma evezhiadenn en davarn peogwir e oa renket an traoù ganit, da ziskouez youl vat, hag ... adlakaat a rez an tabut war an daol, pa oa da lakaat dindan, d'am soñj, ha peoc'h gant se da vihanañ.
Ma! Pa gari, e tenni ar pennad gregach en davarn. D'am soñj e vije furoc'h. Met ma ne rez ket, ne vin ket nec'het. Dit da welt. Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 14:54 (UTC)
Razhed
[kemmañ ar vammenn]P'emaout o c'hoari gant razhed, marteze e oarez petra a vez graet eus al loened-se en iwerzhoneg? Bianchi-Bihan 22 Eos 2007 da 21:10 (UTC)
- (luch) francach; "logodenn c'hall"
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]Salud dit Damien. Dedennus eo da bennadoù diwar-benn istor hor bro. Ha dedennet e vefes ma rofen dit un nebeud alioù evit gwellaat ar reizhskrivadur anezhe, diouzh tro pa gavan un dra bennak, hep feukañ den ebet evel just. --Kadwalan 25 Eos 2007 da 10:43 (UTC)
- Kudenn ebet. N'on ket ken vat gant ar yezh ha ma fellfe din, siwazh--Damien Perrotin 25 Eos 2007 da 14:24 (UTC)
Patrom bloavezhioù
[kemmañ ar vammenn]Salud dit ! Klasket em eus ober gant ar patrom, met ne gavan ket e vije aesoc'h na buanoc'h eget an doare ma ran betek-henn (eilañ-pegañ)... Trugarez dit memes tra ! --Llydawr 26 Eos 2007 da 09:14 (UTC) G.S. Sell a-hend-all ouzh ar pezh am eus skrivet war ar bajenn http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Marzhin_Heidegger
35 bloaz
[kemmañ ar vammenn]Salud. Perak 35 bloaz e "Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 35 bloaz 2007"? Ha gouzout a rez?--Kadwalan 27 Eos 2007 da 13:38 (UTC)
- Ur patrom savet gant MP eo. Ma n'out ket a-du e c'hellez kinnig unan all. 35vet sizhunvezh 2007? Benoni (Kaozeadenn) 27 Eos 2007 da 14:58 (UTC)
Ijinet eo bet ganin e-mod-se : ~/mare niverenn mare niverenn
- Ha ma vije bet eus un davarn bemdez e vije bet "Kumuniezh/An davarn/devezh 31 mizvezh 01 bloaz 2008"
- Gallout a raje bet "~/2008-01-31".
- Setu petra eo ar patrom / meizad a zo dindan. MP
Stanket Bianchi-Bihan adarre
[kemmañ ar vammenn]Ranket em eus stankañ Bianchi-Bihan evit ur sizunvezh p'en deus kendalc'het gant e emzalc'h tagus diehan daoust dezhañ bezañ bet lakaet war evezh ganin, gant Neal ha gant Kadwalan. E emzalc'h a zo o tistruj wikipedia tamm-ha-tamm pa digaloneka an holl da genlabourat amañ. Ne oar ket eskemm, nemet skeiñ war an holl. Ma saves a-enep d'ar stankadenn-mañ e c'helles distankañ Bianchi-Bihan, pe hiraat ar stankadenn ma gav n'eo ket hir a-walc'h ar stankadenn. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 11:41 (UTC)
PipepBot
[kemmañ ar vammenn]Hi Kadwalan, I'd like to request you to set a bot bit for PipepBot with reference to Wikipedia:Bot#PipepBot. Thank you. it:User:Pipep 1 Gwe 2007 da 06:26 (UTC)
Tangi Gwegen
[kemmañ ar vammenn]Moarvat n'eo Tangi Gwegen nemet "anv pluenn" hon mignon Bianchi-Bihan... Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 15:44 (UTC)
- GS: Mat vije dit sevel ur bajenn dielloù evit da bajenn kaozeal, dre ma grog da vezañ kalz re hir. Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 15:44 (UTC)
PipepBot
[kemmañ ar vammenn]Hi Kadwalan, I'd like to request you to set a bot bit for PipepBot with reference to Wikipedia:Bot#PipepBot. Thank you. it:User:Pipep 1 Gwe 2007 da 06:26 (UTC)
Tangi Gwegen
[kemmañ ar vammenn]Moarvat n'eo Tangi Gwegen nemet "anv pluenn" hon mignon Bianchi-Bihan... Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 15:44 (UTC)
- GS: Mat vije dit sevel ur bajenn dielloù evit da bajenn kaozeal, dre ma grog da vezañ kalz re hir. Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 15:44 (UTC)
Evrog Nevez
[kemmañ ar vammenn]Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell war ar pennad Evrog Nevez? Un ijinadenn eo seurt anv evit ober gant New York e brezhoneg. N'eus abeg ebet kaout seurt pennad war wikipedia. Rufus avat a ra ur brezel embann tro-dro d'ar pennad-mañ. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 11 Gwe 2007 da 08:22 (UTC)
Trugarekaat. Evel just e c'hall an holl re a garo mont da welet, rak n'eo ket kuzhet, ar pennad Evrog Nevez. Ha gwelet a c'hallint, gant o daoulagad dezho o-unan, pegement a labour zo bet war-dro ar pennad, pegement a zanvez skiantel zo ennañ, ha pegement a vrezel gwirion ivez. Ha mar karont e skrivint o ali, met GOUDE LENN, war e dalvoudegezh. Hep kuzhat. Rufus 12 Gwe 2007 da 07:41 (UTC)
Labour pennañ Kadwalan a zo lakaat Stad e-lec'h stad er pennadoù a savan diwar-benn stadoù Brazil. Kenderc'hel a raio al labour e-unan eta. Rufus 12 Gwe 2007 da 12:01 (UTC)
Rufus
[kemmañ ar vammenn]Soñjal a ran eveldout. Benoni (Kaozeadenn) 12 Gwe 2007 da 12:18 (UTC)
- Ha me ivez Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 14:10 (UTC)
Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij
[kemmañ ar vammenn]War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:18 (UTC)
gwiriekaat hag-eñ eo bet graet mat an afer stankañ-adstankañ
[kemmañ ar vammenn]Distanket am eus an holl IPoù bet stanket p'eo bet stanket ar c'hontoù bet implijet evit mergodenniñ rak stag eo an IPoù ouzh urzhiataerezioù foran ha n'halle ket tud all kerderc'hel da labourat gant ar genrouedad-se. N'on ket sur avat hag-eñ em eus graet mat: ha gallout a rafes mont da deurel ur sell ha kadarnaat hag-eñ eo bet great mat an distankañ-adstankañ-se mar plij ha reizhañ an ober m'ar vez ret? Setu ar c'hontoù bet distanket ha neuze adstanket hep stankañ an IP: Bernez Bernioù, Shelley Konk, Tangi Gwegen Trugarez. Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 09:20 (UTC)
Skrivet hon eus ur pennad diwar e benn er memes amzer. Neuze em eus ouzhpennet ar pezh am boa skrivet en da bennad. --Arko 14 Gwe 2007 da 09:43 (UTC)
Kendivizoù reolata nevez
[kemmañ ar vammenn]Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud
- Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig
Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)
Dougen klemm a-enep da vBianchi-Bihan
[kemmañ ar vammenn]Dougen a ran klemm a-enep da vBianchi-Bihan, hag a zo adkroget gant e "heskinerezh moral" a enepdon. Savet en deus ur bajenn a-ratozh evit sevel brud fall war va gont: amañ. Goulenn a ran eta e vije lâret groñs da vBianchi-Bihan reiñ peoc'h din, ha goulenn a ran e vije diverket e bajenn tagañ a enepdon. Trugarez dit, Benoni (Kaozeadenn) 30 Gwe 2007 da 21:30 (UTC)
Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion
[kemmañ ar vammenn]evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 20:00 (UTC)
Bianchi-Bihan hag e frioù-faos
[kemmañ ar vammenn]Hiraet eo bet ganin stankadenn Bianchi-Bihan eus pemzekteiz evit bezañ krouet 11 fri-faos (d'an nebeutañ). Setu amañ ar frioù-faos a zo bet kavet dre ur wiriekadenn ip:
- Implijer:Bernez Bernioù
- Implijer:Tangi Gwegen
- Implijer:Shelley Konk
- Implijer:Alan Delo
- Implijer:Rufus
- Implijer:Nihil Obstat
- Implijer:Ab Ostol
- Implijer:Kergidu
- Implijer:Lola Kola
- Implijer:Alfoñs ar C'hlas
- Implijer:Alfoñs ar Werenn
An holl frioù-faos-se a zo bet stanket da viken evel-just, dre ma z'eo difennet groñs margodenniñ. Benoni (Kaozeadenn) 3 Du 2007 da 01:08 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:48 (UTC)
Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:14 (UTC)
- Impalaeriezh otoman, Stanley Kubrick, Leonardo da Vinci. Benoni (Kaozeadenn) 18 Kzu 2007 da 10:30 (UTC)
Bianchi-Bihan stanket
[kemmañ ar vammenn]Bianchi-Bihan a zo bet stanket ganin evit ur sizhunvezh. Gallout a rez sellet ouzh an abegoù war kannadig ar verourien pe war bajenn kaozeal Bianchi-Bihan. Gallout a rez hiraat ar stankadenn, reiñ da ali, pe goulenn muioc'h a ditouroù diganin war abegoù ar stankadenn. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 12:07 (UTC)
Hi Kadwalan
[kemmañ ar vammenn]Dear Kadwalan, Could you please help me translate to Breton (br) this article. I am very grateful for any help you could provide in translating part of the article. ;) -Mirelle Suigthierne 2 Gen 2008 da 21:29 (UTC)
Trugarekaat da vezañ difaziet ar pennad-mañ. Mezh warnon pa wellan kement a fazioù! Eus un tu all e kaven e vanke ur pennad diwar-benn an dra bouezus-se. Lakaet am eus adarre al liamm war-zu Takad an euro memestra.
Ha tu zo ganit krouiñ ar patrom? --Arko 3 Gen 2008 da 10:05 (UTC)
Tredeog
[kemmañ ar vammenn]Goulenn a ran un tredeog neptu evit muzuliañ gwirionez ar c'homzoù lakaet gant ur merour war ma fajenn , komzoù ha n'on ket a-du ganto.
- N'em eus ket laket reuz: displeget em eus, gant arguzennoù, pa ne oan ket a-du, hervez gwir pep wikipedian, pa veze goulennet ma ali ganin.
- N'em eus taget den ebet. Ma vije gwir e c'hallje bezañ prouet: n'eus nemet menegiñ ma skridoù. Bianchi-Bihan 6 Gen 2008 da 12:23 (UTC)
Hyperion
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj-me e vije bet gwelloc'h lezel Hyperion gant e anv, ken eeun ha tra, rak n'eus den all en anv-se, kuit da sevel Hyperion (barzhoneg) hag Hyperion (romant), diouzh ezhomm . Met un ali n'eo ken. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 17:22 (UTC) Mat eo, kompren a ran gwelloc'h bremañ. Re vuan ur wech ouzhpenn. Ma digarez. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 17:27 (UTC)
- Ya estroc'h evit an Titan a oa.--Kadwalan 8 Gen 2008 da 08:07 (UTC)
- Un ali istorour: http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Roll_ar_bibien Bianchi-Bihan 8 Gen 2008 da 15:33 (UTC)
Torfed
[kemmañ ar vammenn]Dre chañs e teuez da reizhañ ma zorfed euzhus (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hestia&diff=next&oldid=278888), ma'z eus aotre da farsal. Moarvat n'emañ ket pell ar c'hastiz adarre. Bianchi-Bihan 10 Gen 2008 da 14:51 (UTC)
- Ne oa ket euzhus met faos e-keñver an henc'hresianeg. Ken buan all e vijen faziet ivez.--Kadwalan 10 Gen 2008 da 14:58 (UTC)
- Met ne oas ket faziet (http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Hestia&diff=278826&oldid=274444). Brav eo farsal digastiz. Bianchi-Bihan 10 Gen 2008 da 15:06 (UTC)
Da dorfed-te
[kemmañ ar vammenn]Pa skrivez (gwreg [Aloeos, mab Poseidon|Aloeos] e lakaez ur skej e-lec'h krommellennoù. Diwall! Kement-se zo un torfed euzhus! Din-me e oa koustet ur stankadenn gont ur sizhun , mann 'met 'vit se. Met marteze out war baperoù mat tud an Hezlu? Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 23:49 (UTC)
Poltreder
[kemmañ ar vammenn]Salud dit, faziet on c'hoazh o skrivañ poltreder (distagañ a ran poltrejer...), met ar ger poltreder a zeblant reizh a-walc'h din (n'ouzon ket ma'z out a-du ganin), rak klevet em eus bet tud a vicher oc'h ober gant ar ger-se. Ha aesoc'h eo da lavaret eget lurc'hskeudennerez... Setu, ma c'hellfes cheñch (pe displegañ din) ar ger en titloù, ez trugarezfen. --Ronan 16 Gen 2008 da 17:52 (UTC)
- Boden, Mat eo ar ger din-me ivez ma 'peus c'hoant, peogwir e vez implijet gant an dud. Gwir eo ez eo berroc'h. ez an da reizhañ an titloù--Kadwalan 16 Gen 2008 da 17:56 (UTC)
- Mat eo din ar ger stumm, met n'on ket sur e vezo komprennet gant an holl... n'eo ket gwall voutin ar ger stumm (ganin n'emañ ket da vihanañ). Tud Preder a ra gant stumm evel ma lavarez pe gant tuzum. Ha n'eus geriadur ebet ganin (chomet int e lec'h all)... A-hend all, graet em eus gant ar ger sensor evit "capteur", implijet em eus ar ger saozneg rak n'em eus kavet ger ebet e brezhoneg (sensor o vezañ tost da "santout").
--Ronan 16 Gen 2008 da 18:06 (UTC)
- Ma, lak "stumm" neuze (mat vefe memestra leusket compact e penn kenn kentañ ar pennad p'am eus skrivet "eus ar saozneg compact camera", a-hend all e soñjo lod ez omp trelatet war wikipedia... ;o) --Ronan 16 Gen 2008 da 18:15 (UTC)
Kinniget eo bet din kentoc'h eget poltreder stumm (ket gwall anat da gomprenn) lakaat kentoc'h "poltrederig", an dibenn -ig o vezañ ken pinvidik ha aesoc'h da gomprenn. A galon --Ronan 16 Gen 2008 da 21:11 (UTC)
Pevar mab Emon
[kemmañ ar vammenn]Setu labour a feson. Ha graet buan! Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 10:29 (UTC)
- Respontet 'teus din hegarat: Trugarez. Ne blij ket din ar pennadoù goullo pe hanter c'houllo. Meskañ a rez goullo ha diechu. Moarvat out bet o welet Keops, C'hafra hag Arabia Petraea, ha me oar. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 11:01 (UTC)
- N'em eus gwelet evezhiadenn ebet ganit war ar pajennoù-se. Ha gwell a se: Hervez Wikipedia: pajenn:gaozeal: Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ur bern pennadoù diechu zo, ha n'haller ket larout e ve echu pennad ebet gwech ebet. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 13:15 (UTC)
- Ma n'eus bet evezhiadenn ebet ganin war ar pajennoù-se ez eo abalamour ma ne ran ket evezhiadennoù evit netra. Kalz pennadoù diechu zo er stad-se evel Proviñs Siracusa, Arbona ha kement zo. Gwelloc'h eo labourat evit pismigañ. Ur vezh eo avat kavout pajennoù e galleg gant ur frazenn e brezhoneg hepken er penn kentañ evel ma oa Olimpos pe n'ouzon ket petore pennad a-raok ma rafen un evezhiadenn dipitet. Meur a hini zo bet lezet war ar stern ganit pa dro ar gaoz war an dachenn-se. Sellet ouzh Orion da skouer. N'haller ket lavaret ez int goullo pe diechu. Ur pezh sklabez eo. Hag abalamour da se e teuer da vezañ skuizh. Un evezhiadenn am eus graet pell zo evit displegañ dit penaos ober. Ha gwir eo e tiwallez bremañ. Chom a ra c'hoazh ur bern pennadoù e-giz-se avat. E-lec'h krediñ e tager ac'hanout bewezh e vefe ret dit sellet ouzh ar pezh a lâr ar re all en un doare poszitivel ivez!. --Kadwalan 17 Gen 2008 da 14:45 (UTC)
-Adenn
[kemmañ ar vammenn]E Caligula e komzez eus boureviadenn ar re gondaonet. Kement-se a dalv evel just: tud kondaonet o voureviañ. Boureviadur eo ar ger reizh. Nemet bourevidigezh a blijfe gwelloc'h dit?Bianchi-Bihan 19 Gen 2008 da 10:46 (UTC)
- Eh?? Adlenn war da bouez --Kadwalan 19 Gen 2008 da 10:50 (UTC)
Sinatur un den kemmet gant ur merour
[kemmañ ar vammenn]Kaozeal: Caligula Bianchi-Bihan 24 Gen 2008 da 18:30 (UTC)
- Hervez ar reolenn meneget gant Benoni : * Kemennadoù nann-sinet: Aotreet oc'h da lakaat ur sinatur d'ar c'hemennadoù n'int ket sinet, dre lakaat da skouer ar patrom-mañ: Patrom:Nann-sinet. Ar form a vo {{subst:nann-sinet|ANV IMPLIJER PE IP|DEIZIAD HAG EUR}}, a roio —Ar c'hemennad nann-sinet a-raok a zo bet ouzhpennet gant ANV IMPLIJER PE IP (kaozeal • degasadennoù) DEIZIAD HAG EUR.--Kadwalan 24 Gen 2008 da 22:38 (UTC)
- An anv a c'haller lakaat eo an anv merket en istor, ha n'eo ket un anv all.
- Arguzenniñ war an dra-se a c'haller, met falstamall war-lerc'h evel ma ra war gannadig ar verourien zo mont dreist ar roudenn.
- Ne vo den biken evit larout dezhañ sioulaat? Bianchi-Bihan 24 Gen 2008 da 22:51 (UTC)
Abaoe 3 bloaz ez eus ur skeudenn sac'het. Bianchi-Bihan 28 Gen 2008 da 16:14 (UTC)
- Ma tisplij dit, kemer ar boan da eilañ anezhi war ar servijer hag e teuio war wel. Gouzout a rez penaos ober.--Kadwalan 29 Gen 2008 da 08:45 (UTC)
- Ne c'houlennan ket a galon laouen, evit lennerien wikipedia e raen. Ma ne ra foeltr forzh ar verourien, e teskin ober evelto, tamm ha tamm.
- Ma oarfen ober, n'afen ket da c'houlenn, sur. Pell zo ne c'houlennan netra ken digant merourien hag a respont din evel ne rafent ket d'o c'hi. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 10:34 (UTC)
- Ma vefe aesoc'h an darempredoù ganit ne vefe ket ken reut an dud all. Implijet e vez al liamm "eilañ war ar servijer". --Kadwalan 29 Gen 2008 da 10:55 (UTC)
- Reut zo un dra, heugus ha mezhus un dra un tamm disheñvel. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 14:16 (UTC)
- Ma vefe aesoc'h an darempredoù ganit ne vefe ket ken reut an dud all. Implijet e vez al liamm "eilañ war ar servijer". --Kadwalan 29 Gen 2008 da 10:55 (UTC)
- ken flour da gomzoù atav. aesoc'h e vefe d'ar verourion eveldon respont dit ma ouifen eus petra ez eus kaoz. Ur gudennig a c'hell bezañ gant ar skeudennoù atav: lamet e vez ingal diwar ar wiki e saozneg skeudennoù gante gwirioù aozer ha neuze e vezont lamet ivez diwar ar wikipediaoù all gant robotoù. A-hendall, n'eo ket labour ar verourion eilañ skeudennoù war ar servijer - pep kenlabourer/ez a c'hell ober. Pajennoù resis ez eus o tisplegañ penaos hen ober. A galon, Neal (Kaozeal) 29 Gen 2008 da 10:45 (UTC)
- Feiz, un tamm mat flouroc'h eget ar re-mañ: dre chañs ne vez ket goulennet digant ar verourien bezañ seven! [[8]]. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 11:09 (UTC)
- Goulennet e vez digant an holl ha diganit ivez. --Kadwalan 29 Gen 2008 da 11:30 (UTC)
- C'hwitet war un dro d'ober an evezhiadenn-se ahont. Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 14:13 (UTC)
- Goulennet e vez digant an holl ha diganit ivez. --Kadwalan 29 Gen 2008 da 11:30 (UTC)
- Anavout a ran mat ar c'henarroud ha ma'z eo rust ne gavan ket diseven respont Neal, nebaon avat, rzk ne c'hwitin ket war ar c'hentañ tro.--Kadwalan 29 Gen 2008 da 14:19 (UTC)
- A! Sant Kenarroud benniget! Bras eo da vadelezh, rak ganit e vez pardonet pep tra! Bianchi-Bihan 29 Gen 2008 da 14:29 (UTC)
Memes ma
[kemmañ ar vammenn]Taolet em eus pled e raes gant "memes ma". Testeniekaet eo ? Bianchi-Bihan 30 Gen 2008 da 03:13 (UTC)
- Yann Gerven « memes ma ‘z oc’h kozh, n’oc’h ket re lot c’hoazh. » Ar rozenn, 2003
- Yann Gerven « maenig war maenig e ta da gaout stumm ur vuhez, memes ma n'eo ket bet deus ar c'hentañ. » War un ton laou
- Y. Drezen « Kaout ur marv kristen, memes ma ne gredez ket ! », Itron Varia Garmez p 286
- Y Drezen « Evid kaout labour en uzin, e ranke an tadoù kas o bugale da skol ar Frered, memes ma oant debrourien beleien. » Skol al Louarn Veig Trebern 49
- Loeiz Elegoëd Bezhinerien an enezennoù 14, « Ha memes ma vankche un tamm bara, e c'hellches mont da c'houlenn ie »
Ha traoù dastumet :
- « n’eus forz penaos, memes ma n’eo ket gwall fin, n’eo ket ar spered a gount ! »
- « c’hoant en doa da gaout muioc’h-muia a arc’hant, memes ma oa pinvidik. »
- «N’int ket (ken) bresk ha ma lavaront. Memes ma varvont aliesoc’h egedomp. »
- « -Forset e vi da lavaret din ! Memes ma’z piche gwelet traou drol, lavar din. »
- « ti Tangi 'm eus aon ez eo. Ha memez ma n'eo ket Tangi n'eo ket, ne ra ket kalz a dra, hañ»--Kadwalan 30 Gen 2008 da 19:56 (UTC)
A-du
[kemmañ ar vammenn]A-du gant ar stankadenn. Chañs peus: n'en deus ket bet amzer da vouetaat e bajenn muiañ-karet "Klemm a-enep d'ur merour" a-enepdout . Mat vefe dit avat lakaat un displegadennig diwar-benn abegoù ar stankadenn amañ : Wikipedia:Kannadig ar verourien. Pouezus eo evit an dielloù. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gen 2008 da 13:44 (UTC)
- Gallout a reer fiziañ ennañ evit hen ober diwar dizh.--Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:31 (UTC)
- Teodata n'eo ket brav. Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2008 da 18:56 (UTC)
- Gallout a reer fiziañ ennañ evit hen ober diwar dizh.--Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:31 (UTC)
Thebai / Tebez
[kemmañ ar vammenn]Salut dit,
diaes eo din rein un ali war ar poent-se
din-me e vije gwelloc'h ober gant ar stumm tostañ eus ar gresianeg, ouzhpenn-se me am eus kalz fiañs en alioù Neal
Posubl eo eveljust ober un adkas Tebez -> Thebai
--Paotr 1 C'hwe 2008 da 14:28 (UTC)
Setu ma respont d'ar pezh bt kaset ganit d'un toullad kenlabouerion.
- Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
- Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
- Displegadennoù hiroc'h:
- Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
- Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
- Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
- Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
- A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:35 (UTC)
N'em eus ket graet kalz a dra, met gwelloc'h e tavfe ar brezel war un anv o tegemer hini an daou du eget chom pep hini puchet war e vennozhioù: Daoust m'az eo anvet ar bajenn Thebai, e erruer warni dioustu ma skriver Tebez, ar pezh a raio an dud. Evidon ez eo trawalc'h, ha kavout a ran gwelloc'h e chomfe ar peoc'h kenetrezoc'h eget ma savfe un tammig brezel (re nebeut a dud hon eus o labourat amañ, neuze arabat koll hini ebet). Setu, ken ar c'hentañ --Ronan 5 C'hwe 2008 da 22:05 (UTC)
Salud dit ! En tu-hont d'ar pezh a ra pe ne ra ket Bianchi-Bihan, e kav din e vefe poent bras displegañ sklaer penaos ha perak e c'haller (pe e ranker) stankañ kont un implijer. Daoust ha reizh eo e c'hallje un den e-unan - ha pa vefe merour - divizout stankañ kont un implijer all, en un taol ? Me ne gavan ket e vije reizh ha ne gav ket din e vije graet e-giz-se war ur Wikipedia all, en ur yezh all. A galon,--Llydawr 5 C'hwe 2008 da 17:47 (UTC)
- Evel-se e vez graet war ar wikipediaoù all. stanket e vije bet da vat ha da viken pell 'zo dija B-B war n'eus forzh pesuert wikipedia all. Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2008 da 18:05 (UTC)
Flavius
[kemmañ ar vammenn]Demat dit, goulennet e oa bet ouzhin gant an implijer Bianchi-Bihan reiñ ma soñj war an tabut en deus bet ganit war ar pennad Kaozeal:Lucius_Flavius_Philostratus. Kavout a ri ma respont war ar bajenn-se end-eeun. --Fulup 6 C'hwe 2008 da 11:33 (UTC)
Eveldon emaout a-du n'eo ket trawalc'h sevel kalz a pennadoù, met ez eo pouezus kaout pennadoù a live holloueziadurel ivez war hon wikipedia. Ar rummadoù "Pennadoù eus an dibab" ha "pennadoù mat" a zo bet krouet just a-walc'h evit lakaat war well seurt pennadoù, a ra enor d'ar wikipedia brezhonek. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek siwazh. Daoust hag-eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù Mec'hiko pe Go (c'hoari) ha war ar porchedoù Babel ha Egiptopedia, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Memestra, n'eus bet roet ar meneg "pennad mat" da pennad ebet c'hoazh. Daoust-hag eñ e c'hellfes mont da deurel ur sell da skouer war ar pennadoù UNIX, Iran pe Alamagn pe c'hoazh war porched ar bed sinaat, ha reiñ da ali war unan anezho d'an nebeutañ amañ? Trugarez dit en a-raok! Benoni (Kaozeadenn) 8 C'hwe 2008 da 10:57 (UTC)
Bot status for Purbo T
[kemmañ ar vammenn]Hi Kadwalan, please have a look at Wikipedia:Bot#Purbo_T, and possibly grant a bot flag for Purbo T. Thank you. -- Purodha Blissenbach 11 Meu 2008 da 16:17 (UTC)
Deletion
[kemmañ ar vammenn]Hello Kadwalan, I tried my luck on Neal's talk page a couple of weeks ago (see here) but it seems he had no time, so I'm asking here now: Could you please delete my user page Implijer:PDD for me? I tried to put a speedy deletion template there but unfortunately you have no redirect from Template:Delete to your speedy template, and I don't speak brezhoneg. Thanks in advance! PDD 15 Ebr 2008 da 17:03 (UTC) Graet e vo.--Kadwalan 15 Ebr 2008 da 17:22 (UTC)
- I was unable to delete it quite simply because at the time it hadn't actually been created, or at least didn't figure as such. Neal (Kaozeal) 15 Ebr 2008 da 18:51 (UTC)
It's done--Kadwalan 15 Ebr 2008 da 19:52 (UTC)
- Thanks a lot! PDD 20 Ebr 2008 da 15:31 (UTC)
Difaziadenn Joseph Goebbels
[kemmañ ar vammenn]Trugarez evit da reizhadenn war ar pennad Joseph Goebbels. Plegoù fall am eus gant ar yezh a glaskan implij, plegoù evel an niver a "n" er ger renad pe me oar me. Arvarus kenañ e kaven kenderc'hel da skrivañ ur pennad ken hir gant den ebet o tremen evit teurel ur sell war ma labour. Trugarez ur wech c'hoazh. Ha lar din ma peus evezhiadennoù diwar benn ar pennad, pa vefe ar yezh pe ar preder. A-galon. --Gwendal.P 15 Ebr 2008 da 21:57 (UTC)
Salud. Emaon o labourat war ur pennad anvet Tadoù an Iliz. Ur roll eus doueoniourien pe prederourien o deus ul levezhon kreñv war ar feiz kristen. Daoust hag e vefe tu dit teurel ur sell war ar pennad, dreist-holl war an anvioù troet, n'on ket gwall barrek evit troidigezhioù evel-se, ha nebeutoc'h c'hoazh pa 'z eo ret ober gant reolennoù a droidigezh nevez. Klasket em eus treiñ an eeunañ hag ar reizhañ posubl, met marteze e chom fazioù e lec'h mañ lec'h. Evel boaz, pep evezhiadenn diwar-benn ar pennad a vo degemeret mat. Trugarez en a-raok. A-galon --Gwendal.P 20 Ebr 2008 da 13:05 (UTC)
Yezhoù all / liammoù
[kemmañ ar vammenn]Salud, trugarez evit da gemennadenn. Ne gomprenan ket re penaos lakaat al liammoù a gas d'ar memes pennadoùe yezhoù all. --Ex-Smith 26 Ebr 2008 da 14:19 (UTC)
- Ok, mat eo. Dre forzh pleustriñ e teuin a-benn.
--Ex-Smith 26 Ebr 2008 da 14:39 (UTC)
Velvet pe The Velvet?
[kemmañ ar vammenn]Salud. O paouez sevel ur pennad diwar-benn The Velvet Underground emaon. Hag o paouez gwelout ez eus unan anvet Velvet Underground emaon ivez. Ez-ofisiel (da lavaret eo All Music Guide, Last.fm ha pladennoù ar strollad) e ranker lavarout The Velvet Underground. Redirection/Adkas a vo graet pe betra? Kentañ tro.
--Ex-Smith 8 Mae 2008 da 20:36 (UTC)
Velvet 2
[kemmañ ar vammenn]Trugarez evit da respont. Diaes e kavan cheñch ar pennad n'eo ket bet savet ganin : lavarout a reomp tamm pe damm ar memes tra, nemet eo bet skrivet ar pennad kentañ e gwenedeg. Kontañ a ran neuze war furnez ar verourien. A-hend-all em boa merzet e oa kinniget klokaat ar pennad diwar-benn Kafka, graet eo, gwelloc'h deoc'h adlenn memestra.
--Ex-Smith 9 Mae 2008 da 20:02 (UTC)
da vBerlin
[kemmañ ar vammenn]Salud. O Paouez merzout ez peus difaziet pennadoù savet ganin, alies-tre traoù evel : da vBerlin. Ne oan ket sur e c'hallje an dud mont d'ar pennad Berlin en ur dremen dre Verlin (hehe deuet brav amañ, un degouezh tra ken). Bremañ e ouezan, trugarez. Tamm-ha-tamm e teskan, heh. --Ex-Smith 11 Mae 2008 da 19:57 (UTC)
Vishnu
[kemmañ ar vammenn]Me en-dro. Fellout a rae din kemmañ "sanskrit" > sañskriteg, met gwelout a ran ez peus prennet ar pennad.
--Ex-Smith 11 Mae 2008 da 20:44 (UTC)
Bob Marley
[kemmañ ar vammenn]dre zegouezh on en em gavet dirak ar pennad gouestlet da vBob Marley. Klasket em eus difaziañ ar pezh a c'hallen. Ma c'hall ur merour teurel ur sell un deiz bennak.
--Ex-Smith 11 Mae 2008 da 22:56 (UTC)
(The) Stone Roses : titl da gemmañ
[kemmañ ar vammenn]Salud, me en-dro hag adarre. Ha tu zo kemmañ un titl pe get? Kavet em eus ur pennad diwar-benn Stone Roses, met The Stone Roses a ranker skrivañ.
--Ex-Smith 12 Mae 2008 da 18:18 (UTC)
Garadenn ha digoradenn ...
[kemmañ ar vammenn]... a zo en hevelep bag. A-wezhoù e vez impliget "digoradenn" e-lec'h "garadenn" . Sklaeraet e vo 'benn un deiz bennak. A galon. Klaod.
Biolin vs. violoñs
[kemmañ ar vammenn]Reizhadennoù 't eus degaset d'ar pennad Biolin. Ma 'z on laouen gant ar re a denn ouzh fazioù yezh (ra vi trugarekaet), nec'het on avat pa blañtez violoñs e plas biolin. Taol ur sell war ar gaozeadenn am eus boulc'het amañ, mar plij.
A galon, Jañ-Mai 15 Mae 2008 da 08:47 (UTC)
Treiñ "constructivisme" e brezhoneg
[kemmañ ar vammenn]Salud. O labourat war ar pennad diwar-benn ar Bauhaus emaon. Kaer 'm eus klask er geriadurioù (an Ofis war ar web, Favereau, Preder, geriaoueg an arzoù bet savet gant Diwan) ne gavan ger ebet evit lavarout "constructivisme". (sevelerezh??). Ur mennozh az pefe? Kentañ tro.
--Ex-Smith 17 Mae 2008 da 18:31 (UTC)
Bauhaus (2)
[kemmañ ar vammenn]Salud. Troet ar pennad gallek ha lakaet enlinenn. Ur patrom a vank din ("ouvrage" e galleg). Marteze e c'halli sikour ac'hanon? Trugarez.
--Ex-Smith 18 Mae 2008 da 10:58 (UTC)
Trugarez
[kemmañ ar vammenn]Trugarez dit evit bezañ respontet. Klasket em boa "constructivisme" hep klask "constructiviste" war lec'hienn an Ofis. Hag ur mennozh az pefe evit lavarout "fonctionnaliste"?
Kentañ tro.
--Ex-Smith 27 Mae 2008 da 17:18 (UTC)
Labour brav gant 217.233.93.171 er pennad Picasso. Bianchi-Bihan 7 Mez 2008 da 16:24 (UTC)
Bleizi
[kemmañ ar vammenn]- Ne ran ket foeltr forzh e vije meneget troidigezhioù diembann (hag a chomo marteze) evel re Hipolenn, met bec'h a c'hallfe bezañ gant an embanner gallek abalamour d'ar gwirioù. Se zo kaoz em eus tennet ar meneg. Ma adlakaez ne vin ket nec'het. Bianchi-Bihan 20 Mez 2008 da 10:46 (UTC)
- Gwelet em eus ez poa boulc'het ar pennadHipolenn. D'am soñj e vije fur teurel evezh eus ar gwirioù. Bianchi-Bihan 20 Mez 2008 da 10:48 (UTC)
- Rezon 'peus. Tennet em eus an daveoù d'an embannadur gallek--Kadwalan 20 Mez 2008 da 13:39 (UTC)
Evezhiadennigoùigoù
[kemmañ ar vammenn]Skrivet 'feus: Anavezet eo er Gornôg evit ar perzh
- ur c'hiz zo deuet, er brezhoneg skrivet, da skrivañ "ar gornog" (a glever e brezhoneg komzet tu bennak moarvat ): koulskoude, ma'z eo kornaoueg, evel genaoueg (ma'z on), e tleje bezañ gourel
- iskis e kavan implij "evit", araogenn ar pal, evit merkañ an abeg: ne vije ket diwar batrom ar galleg? Un dra zo sur: nevez-flamm-flimmin eo er yezh.
Hag e ri evel a giri. Bianchi-Bihan 2 Gwe 2008 da 13:03 (UTC)
Salud dit ! Gwelet em eus ec'h eus lakaet e vez en ur frazenn, e-lec'h emañ, lakaet ganin. Hervez Frañsez Kervella, koulskoude, (Nouvelle méthode de breton, 17vet kentel), ez eus kemm da lakaat etre : Pe da zeiz e vez Gouel an Hollsent ? D'an deiz kentañ a viz du, anvet ivez Kel ar Goañv, ha Pe da zeiz emañ Gouel an Hollsent er bloaz-mañ ? D'ar gwener emañ. War ar memes pajenn e kaver un toullad skouerioù all gantañ : Gouel broadel Kembre, hini sant Divi, a vez d'an deiz kentañ a viz meurzh. Gouel sant Kaourintin, e Kernev, a vez d'an daouzek a viz kerzu. Kavout a ra din e tlefe bezañ heñvel evit Gouel sant Sezni... A galon, --Llydawr 26 Gwe 2008 da 17:16 (UTC)
Aozet / savet
[kemmañ ar vammenn]Salu dit. Aozañ a vez kinniget e geriadur Hemon-Huon evit "arranger, former, organiser". A galon.--Ex-Smith 8 Kzu 2008 da 14:44 (UTC)
Ha bremañ ?
[kemmañ ar vammenn]Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?
Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !
Meven 12 Gou 2009 da 19:55 (UTC)
Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)
[kemmañ ar vammenn]Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:02 (UTC)
Ha bremañ ? (adarre)
[kemmañ ar vammenn]A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.
Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.
Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?
Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?
Meven 3 Gwe 2009 da 16:32 (UTC)
E ser an dilennadeg
[kemmañ ar vammenn]Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[9]
Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?
Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?
Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[10]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[11] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...
Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...
Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[12] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !
Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !
Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?
Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...
Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.
DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !
Meven 2 Her 2009 da 14:59 (UTC)
E ser doareoù Bianchi-Bihan
[kemmañ ar vammenn]E ser va stankadennoù
[kemmañ ar vammenn]Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[13] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.
- Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
- Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
- Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...
E ser an dilennadeg
[kemmañ ar vammenn]- ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[14] ha [15]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [16]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
- Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [17]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[18]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.
Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.
Meven
MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ
[kemmañ ar vammenn]Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)
Please look at this request so no steward will have to "step on your toe" as a bureaucrat here. Thanks.--Jusjih 7 Du 2009 da 03:01 (UTC) (Meta steward)
anvioù-stêrioù
[kemmañ ar vammenn]Ezhomm am-eus da c'houvezout ha bez' ez eus ur reolenn-yezhadur a denn da reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg. Ha gourel ez int holl ? Amañ e c'heller lenn "ar Mur" hag "ar Marne". Perak ez eo ar stummoù-mañ gourel ? Diwar-benn an dra-se ez eo bet kaozeet eno. Trugarez en araok. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 00:54 (UTC)