Aberzh
Neuz
(Adkaset eus Aberzhidigezh)
An aberzh er relijion a zo kinnig boued pe ur banne evaj pe buhez ul loen pe buhezioù tud, d'un doue evit plijout dezhañ. Er relijionoù kozh e veze lazhet ur penn chatal ha devet en enor d'un doue evit e drugarekaat pe evit kaout e skoazell.
Un ober kozh eo en istor Mab-Den, ha roud zo bet kavet gant hendraourien eus korfoù loened ha tud aberzhet, merkoù anat an aberzh warno, pell a-raok ma voe kavet meneg eus aberzhoù er skridoù koshañ. En darn vrasañ eus ar relijionoù e vez kaoz eus aberzhidigezhioù, loened pe tud, met ral eo deuet da vezañ.
Aberzhoù er Bibl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E levr ar C'heneliezh er Bibl eo kontet aberzh Abraham a oa o vont da lazhañ e vab Izaag pa voe harzet e vrec'h gant an arc'hael Gabriel kaset gant Doue.
- E levr ar varnerien e weler Jepte o lazhañ e verc'h da seveniñ e bromesa graet da Zoue.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BBC news story about muti killings
- (en) Indian human sacrifice bid in Kamakhya temple foiled
- (en) Police have arrested a village priest in the central Indian state of Madhya Pradesh for allegedly carrying out a human sacrifice
- (en) Hindu monks in India pledge to fight human sacrifice
- (en) Killing for 'Mother' Kali: A spate of ritual killings in India shows that human sacrifice lives on - TIME Asia magazine